an amusamanchou vean pe en re hoc’h eus impliget ar bloaveziou tremenet, en em represanto c’hoaz d’ho calon evit e zenna hac e lacat da zistrei outo ; mæs ha c’hui ho pe ar gouraich da renonç d’an Eternite eürus-se evit avelachou ha sollenteziou quen tromplus ? credit din-me, mar perseverit, ne vint quet pell hep receo en ho calon un douçder hac ur blijadur quen agreabl, ma c’havoueot ervat penaus n’en deveus ar bed , nemet vestl e comparæson d’ar mel-se, hac e tal mui un devez hepquen eus ar vuez devot, eguet mil bloavez eus ar vuez monden hac indevot.
Mæs,eme viot-hu, guelet a rit penaus eo meurbet huel ar menez eus ar berfection gristen penaus e c’hillin-me, va Doue, pi-gnat quen huel-se ? Quemerit couraich, Philotee ; pa gommanç ar goradur eus ar guenan en em furmi, ar goradur pe ar guenan munut-se ne ouffent quet c’hoaz nigeal var ar boquejou na var ar meneziou a dost evit destum mel, hoguen a nebeut e nebeut oc’h en em vezur eus ar mel pehini o deveus destumet o mamou dezo, ar guenanigou-se a guemer diaouasquel, hac a zeu d’en em grehat en hevelep-fæçon ma nigeont goudese da glasq mel partout dre’r c’harter. Guir e penaus ez omp c’hoaz goradur en devotion, ne ouffemp quet pignat hervez hon dessein, pehini ne de quet bianoc’h