Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388
Introduction

Hounnez eo ar guella moyen da drec’hi an adversour, quen en dentationou bras quen er re vian : rac evel ma compren carantez Doue enni e-unan quement perfection o deveus an oll vertuziou-all, hac en ur fæçon excellantoc’h eguet ar vertuziou memes, ez eo ivez an ezcellahta remed a enep an oll viçou, hac ho speret o veza custum e pep tentation da gaout recours d’ar remed general-se, ne vezo quet obliget da gonsideri na da examina pe seurt tentationou en deveus ; n’en devezo simplamant, pa vezo troublet, nemet en em reposi var ar remed bras-mâ, pehini a so ouspen quen terribl d’an drouc-speret, ma paoues d’hon tenti, pa vel penaus e servich e dentationou d’hon excita da ober an actou-se a garantez Doue. Chetu a-se ar remed ouz an dentationou munut, pere a erru alies ha pe gant re, ma falfe deomp en em amusi a hini da hini, e teuemp d’en em geina hep avanç netra.




AN DECVET CHABISTR.
Penaus e rencomp fortifia hor c’halon a enep an Dentationou.


COnsiderit aviziou pe seurt passionou hac inclinationou a zomin muia en hoc’h ene : ha pa ho pezo-ii anavezet, quemerit