Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/399

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
387
d’ar Vuez Devot.

men dirac hon daoulagat, ha d’hor picat eber var hor boc’h, eber var hor fri, abalamour ma zeo impossibl beza toutafæt exant diouz an importunite anezo ; ar guelia resistanç a ouffet da ober outo, eo en em zerc’hel e repos hep en em inquieti nac en em chagrina morsetout : rac an traou-se oll ne ellont quet noasout deomp evito d’hon importuni, nemet e vezzimp ato er relolution hac er volontez da servicha Doue.

Disprigit eta an attacou munut-se, ha na brigit quet soquen sonjal petra a fell dezo da lavarer ; hoguen list-ii da vourdounat etro ho tiouscouarn quement hac a garrint, ha da nigeal ha tum’ha tuont endro deoc’h, evel ma leser ar c’helien ; ha pa zeuint d’ho picat ha d’en em arreti un nebeut en ho calon, na rit quen tra nemet o lamet simplamant, non pas o combati nac o respont outo, mæs oc’h ober actou control, n’eus forz pe seurt, ispicial eus a garantez Doue : rac, mar em c’hredit, n’en em aheurtot quet da fallout opposi ato ar vertuz control d’an dentation pehini a santit, abalamour ma ve an dra-se fallout casi disput outhi ; mæs goude beza grêt un act eus ar vertuz pehini a so directamant control d’an dentation, mar hoc’h eus bet ar spaç da-anaout peseurt tentation eo, e tistroot simplamant ho calon ouz Jesus-Christ crucifiet, ha dre un act a garantez en e andret e pocot d’e dreid sacr.