Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
Introduction.

assiduite hac hor perseveranç ; en hevelep fæçon, pa zistroimp ur veich-all dirazàn, ma hor favoriso ha ma en em antreteno gueneomp dre voyen e gonsolationou, oc’h ober deomp tâvan an douçder eus an oræson ; mæs pa n’er grae quet, en em gontantomp, Philotee, ma zeo un enor bras deõp ato beza en e guichen hac en e bresanç.




AN DECVET CHABISTR.
Var an Exerciç evit ar Mintin.



Uspen an oræson mental ma hon eus comset anezi, hac an oræsonou-all vocal ma zouc’h obliget d’o ober ur veich en deiz, ez eus pemp seurt-all a oræsonou berroc’h, hac a so evel ar bouillaç eus an oræson vras-se : ar guenta eo an hini a vez grêt diouz ar mintin, evel ur breparation general d’an oll œuvrou eus an deiz ha chetu amâ penaus e greot.

1. Trugarecaït hac adorit Doue humblamant evit ar c’hraç en deveus grêt deoc’h d’ho peza conservet en nos tremen, ha mar beac’h dre valeur couezet en ur pec’het bennâc, goulennit pardon ountàn.

2. Considerit penaus ne d’e roet an devez presant deoc’h nemet evit gounit an devez eürus eus an eternite, hac e reot ur propos ferm da implija ervat an devez en intention-se.