Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
d’ar Vuez Devot.

votion, oc’h en em brosterni d’an douar, pe o lacat ho taouarn a groas var ho stomac pe o vriata ur Grucifi, ya nemet e viot un tu bennâc en ho part hoch-unan. Ma na vezit quet c’hoaz consolet evit quemense tout, peguen degoutet bennâc na peguer seac’h bennâc en em gaffach n’en em droublit quet, mæs continuit d’en em zerc’hell en ur bostur devot e presanç ho Toue. Peguement a gourtisanet a so hac ïa cant gueich er bloaz da gambr ar Roue hep caout esperanç ebet da barlant ountâ nemet hepquen evit beza guelet gantàn hac evit renta dezàn ho respejou hac o deveriou ? evelse, va Philotee, eo e tleomp dont d’an Oræson santel puramant ha simplamant evit renta hon dever da Zoue ha disquez dezàn hor fidelite ; mar deo agreabl gant e Vajeste divin parlant ouzomp, hac en em antreteni gueneomp dre e inspirationou santel hac e gonsolationou interieur, e vezo certenamant un enor hac ur blijadur vras quemense deõp ; hoguen ma na blich gantàn ober deomp ar c’hraç-se, oc’h hon lesell eno hep ober man ac’hanomp muguet ha pa n’hor guelle ha pa na vemp quet en e bresanç, ne dleomp quet cousgoude en em rebuti na mont en hon rout, quent-se chom a dleomp eno dirac ar Vajeste souveren-se gant ur respet hac ur batfetet vras, ha neuse suraoualc’h e cafo agreabl hor patiantet, hac e remerquo hon