Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
d’ar Vuez Devot.


3. Guelit dre avanç pe seurt afferou pe seurt occupationou ha pe seurt occasionou ho pezo en deiz-se da servicha Doue ha pe seurt tentationou a allo erruout gueneoc’h d’e offansi pe dre goler, pe dre vanite pe dre un dereglaraant-all bennâc, hac en em breparit gant ur resolution santel da implija ervat ar moienou pere a dle en em offr deoc’h da sevicha Doue ha da augmenti ho tevotion : evel er c’hontrol en em zisposit da evita ervat, da gombati ha da drec’hi ar pez a ell en em bresanti control d’ho silvidiguez ha da c’hloar Doue : ha ne de quet aoualc’h ober ar resolution-se, ret eo ivez prepari ar moyenou d’e executi ervat. Dre exempl mar guelàn, em eus da dreti un affer bennâc gant un den hac a so colerus, e quemerin ar resolution non pas hepquen da viret n’en offansin, mæs c’hoaz d’en em servichout eus a gomsou douç evit gounit e speret, peautramant e pedin ur re bennâc d’am sicour d’e doleri. Mar guelàn ec’hallin bisita un den clàn, e tisposin an heur, ar gonsolation hac ar sicour am eus da rei dezàn hac evels evit an nemorant-all.

4. Quemense great, en em humiliit dirac Doue, oc’h anaout ervat penaus ac’hanoc’h hoc’h-unan ne ouffac’h ober netra eus ar pez hoc’h eus diliberet daoust p’evit tec’het diouz an droug, daoust p’evit ober ar mad : Hac evel pa zalc’hac’h ho calon etre ho taouarn,