anezàn hervez ho condition hac ho callout ? ha c’hui a gar cana Canticou spirituel en enor dezàn ?
10. Evit fæt hoc’h œuvrou, guelit ha c’hui a gar ar c’hloar exterieur a Zoue : ha c’hui a gar ober un dra bennâc en enor dezàn ? rac ar re pere a gar Doue, a gar ive gant Doue an ornamant eus e dy.
11. Ha c’hui a ouffe remercout ho pe quiteat un affection bennâc, ha renoncet da un dra bennâc evit Doue ? rac ur sin vad a garantez eo en em briva eus a un dra bennâc abalamour d’an hini a gueromp : petra hoc’h eus-hu quiteat bete vremâ’ta abalamour da Zoue ?
1.
Enaus en em guirit-hu hoc’h-unan ? n’en em guirit-hu quet re evit ar bed-mâ ? mar er grit, e tesirrot chom ato amâ, hac ho pezo ur sourci bras d’en em etablissa var an douar : hoguen mar en em guirit evit an Eê, e tesirrot, pe da viana e consantot volontieramant sortial eus ar bed-mâ en heur ma plijo gant Doue.
2. Ha c’hui a regl ervad ar garantez evidoc’h hoc’h-unan ? rac ne deus nemet ar ga-