Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/452

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
Introduction

gant ur gonsideration violant bennâc e creis ar pres ma en em guef ennâ, he c’halon cousgoude ne d’e quet arreret, hac e les ar songesonou-all evit tremen da sonjal er pried-se pehini a so erruet. Ar memes tra a c’hoare gant an eneou pere a gar Doue ervat. Evito da veza e pres hac en affer, evel ma tosta outo ar songeson hac ar c’hôn a Zoue, neuse-souden e tistroont o speret diouz peb tra-all, quen eas int o velet ar songeson agreabl-se eus o fried divin o c’herruout ganto, hac hennez a so ur sin vad meurbet.

7. Penaus ema ho calon-hu en egard da Jesus-Christ Doue ha Den ? Ha c’hui en em blich var e dro ? Ar guenan en em blich vardro ar mel, hac ar guesped en em blich vardro an traou flerius : dememes an eneou mad a guemer o c’hontantamant vardro Jesus-Christ, hac o deveus un deneridiguez vras a garantez en e an-dret ; mæs ar re vechant en em blich var-dro ar vaniteou pe an impureteou flerius.

8. Penaus ema ho calon-hu en egard d’an Itron Varia, d’ar Sent ha d’hoc’h Eal mad ? ha c’hui o c’har-ii cals ? ha c‘hui hoc’h eus ur fizianç particulier er volontez vad o deveus evidoc’h ? o Imachou, o buez, o meuleudiou ha plijout a reont-ii dec’hu ?

9. Evit fæt ho teaud, penaus e comsit-hu a Zoue ? ha c’hui en em blich o lavaret vad