Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/451

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
439
d’ar Vuez Devot.

meret avisou spirituel digant ho Tirecteur, d’en em brepari d’ar Gommunion, da arreti hoc’h affectionou ? Petra so en exerciçou-mâ a guement ma e deffe ho calon eus a repugnanç ountâ ? ha mar quifit un dra bennâc p’evit hini e deffe ho calon nebeutoc’h a inclination, examinit pe a leac’h e teu an degout-se, ha petra so caus dezân.

5. Penaus ema ho calon-hu en egard da Zoue memes ? hac èn en em blich ho calon-hu o caout memor a Zoue ? hac èn a sant un douçder agreabl en dra-se ? Ah ! eme Zavid : Memor am eus bet a Zoue, hac em eus bet joa.Ha c’hui a sant en ho calon ur certen facilite d’e garet hac ur gout particulier o saouri ar garantez-se ? Ho calon ha n’en em rejouis-hi quet o sonjal er c’hrandeur infinit a Zoue, en e vadelez hac en e zouçder ? mar gu’erru gueneoc’h caout soinch a Zoue emesq an occupationou hac ar vaniteou eus ar bed, ha ne ra quet ar songeson-se rei plaç dezi ? ha ne zeu-hi quet da sesia ho calon ? ne guifit-hu quet e tistro neuse-souden ho calon outi, hac e za en ur fæçon bennâc a rancontr d’ar songeson-se a Zoue ? Beza ez eus certenamant eneou evelse.

6. Mar distro pried ur c’hreg eus a bell, er memes-instant ma er guel ar c’hreg-se o c’herruout, ha ma cleo e vouez, eviti da veza ambarasset gant afferou hac arretet