2. Pe e disposition ema ho calon-hu en egard da C’hourc’hemennou Doue ? ha c’hui a guef ar Gourc’hemennou santel-se mad, douç hac agreabl ! Ah, va Philotee, nep en deveus ur gout mad hac ur stomac yac’h, a gar ar boued mad, hac a gassa ar boued fall.
3. Penaus ema ho calon-hu en egard d’ar pec’hejou veniel ? ne ouffe quet un den miret na rae hiniennou ur veich pe veich evit guir ; mæs ha ne deus quet unan bennâc pe da hini e veac’h sujet hac inclinet particulieramant, hac ar pez a ve c’hoaz gouaz, hac èn na deus a guement ma ho pe attaich hac affection dezâ ; evel ma ve d’ar gueier dinoas, pe d’ar brontitud, pe d’ar vanite ha d’ar bompadurez, pe d’en em antreteni var imperfectionou ho nessa, pe da ræsoni ha da ergui ouz ho tud un nebeudic, ha d’an seurt deffotou-se ?
4. Pe e disposition ema ho calon-hu evit an exerciçou spirituel : ha c’hui o c’har-ii ? ha c’hui a ra istim anezo ? ne enouit-hu quet ganto ? ha chui na douc’h quet degoutet diouto ? pe da hini eus an exerciçou-se en em santit-hu mui pe nebeutoc’h douguet ? da lavaret ho pedennou diouz nos ha diouz vintin, da vonr d’an Oferen, da glevet comsou Doue, da ober lecturiou spirituel, d’en em antreteni ha da vedita var draou mad, da sevel ho calon etrese Doue alies var an deiz, da vont da gofes, da gue-