Trede quevren - An navet Chabistr varnuguent
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 302-311)
varnuguent.
R jugeamant temerer a brodu an inquietud, an disprijanç eus an nessa, an ourgouil hac ar gomplesanç ac’hanomp hon-unan, ha cãt viç-all meurbet domachus d’hon ene, entre pere an droug-prezec a zalc’h ar renq guenta, evel ar guir vocen eus ar gonversationou hac eus an antretienou. O petra n’am eus-me unan eus ar glaou-tan divar an auter santel da douich ouz musellou an dud, evit ma ve lammet a vechancete anezo, hac effacet o sec’het, evel a eureu ar Seraphin, pehini a burifias guenou Isaï ! Nep a lamme an droug-prezec eus ar bed a lamme anezàn un darn vras eus ar pec’hejou hac eus ar vechanceter.
Piou-bennâc a lam injustamant ar reputation vad digant e nessa, ouzpen ar pec’het, pehini a goumet, ez e obliget da ober raparation en ur fæçon bennâc diouz an seurt droug-prezec en deveus great : rac ne ell den antren ebarz en Eê gant madou e nessa, hac etre an oll madou exterieur ar reputation eo ar guella mad, An droug-prezec a so ur speç a vuntr ; rac teir buez hon eus ; ar vuez spirituel, pehini a gonsist e graç Doue ; ar vuez corporel, pehini a gonsist en ene ; hac ar vuez civil, pehini a gonsist er reputation. Ar pec’het a lam digueneomp ar guenta buez, ar maro a lam digueneomp an eil, hac an droug-prezec a lam digueneomp an drede : mæs nep a zroug-prezec a gustum gant un taul teaud hep-quen ober tri muntr, dont a ra da laza e ene hac ene nep er c’hleo dre ur muntr spirituel, hac e lam ar vuez civil digant an hini ma troug-prezec anezàn. Rac, evel a lavare Sant Bernard, hac an hini a zroug-prezec, hac an hini a gleo droug-prezec o deveus o daou an Diaoul ganto, mæs unan en deveus-èn en e deaud, hac un all. en e scouarn. David o coms eus an droug-prezeguerien a lavar evellen ; lemmet o deveus o zeaud, emezàn, evel hini ar Sarpant. Hoguen ar Sarpant en deveus un teaud forc’het a zaou vec, evel a lavar Aristot ; ha toudememes eo hini nep a zroug-prezec, pehini gant un taul pic hepquen a zeu da ampouesoni discouarn nep er c’hleo, ha reputation nep ma coms anezàn.
Me ho suppli eta, Philotee, na zeuot jamæs da zroug-prezec eus a zen na directamant nac indirectamant. Liquit evez na impossac’h ha na damallac’h faussamant crim na pec’het ebet da zen, ha na zisculiac’h ar crimou hac ar pec’hejou pere a so secret, ha na zeuac’h da vrassaat ar re pere a so anavezet patant, na da interpreti pe da drei e droug an œuvr vad, na da nac’h ar mad pehini a ouzoc’h a so en un den, na d’e zissimuli maliciusamant, na d’e ziminui dre ho comsou : rac er fæçoniou-se oll e c’hoffançac’h Doue bras ; ha dreist peb-tra o c’haccus e faus, hac o nac’h ar virionez e prejudiç d’an nessa : rac un doubl pec’het eo lavaret gaou ha noasout assambles d’an nessa.
Ar re pere evit droug-prezec a ra prefaçou a enor o commanç dre lavaret vad, pe a lavar traouigou gentil eus a un den e mesc droug a leveront anezàn, eo ar re fina hac ar re vinimussa eus an oll droug-prezeguerien. M’en assur deoc’h, emezo, er c’haran, hac ez e ivez un den gentil ; hoguen cousgoude ret e lavaret ar virionez, faut en deouë oc’h ober an dromplerez a eureu ; ur plac’h vertuzus eo, hoguen faziet e bet, surprenet oue, hac an seurt discoursou-se. Ha ne velit-hu quet an artifiç ? an hini a falvez dezan tenna gant an arbalastr, a saich endra ell ar bir etrese hac ennâ, hoguen n’er gra nemet evit e zardi hac e lanci gant mui a nerz : seblantout a ra ivez e teue ar re-mâ da saicha an droug-prezec etrese hac enno, mæs n’er greont nemet evit disvanta creoc’h a-se o zaul teod, evit ma c’hantreo larcoc’h e calonou ar re a gleo. An droug-prezec pehini a reer e fæçon ober goap, a so crueloc’h eguet quement seurt droug-prezec-all a so tout : rac evel na d’e quet binimus bras anezi e-unan ur certen lousaouen hir galvet ar ciguën, ha ma e deveus ur vinim lent, pe ouz hini e c’hallet eas remedia ; mæs pe ouz hini ne deus remet ebet andal ma vez œuvret gant guin: evelse ivez an droug-prezec, pehini anezâ e-unan a dremenne prest dre ur scouarn hac a sortie dre un all, evel a lavarer, a zeu d’en em arreti ha da chom ferm e cervell nep a vez o clevet, pa vez accompagnunequeat an droug-prezec-se gant ur guer subtil ha farsus bennâc. Beza o deveus, eme Zavid, ar vinim eus an aspic etre o musellou, an aspic a flem casi hep er santeur, hac e vinim a ro neuse souden un debron agreabl ; ar pez a ra d’ar galon ha d’an antraillou en em asten hac en em zigueri da receo ar vinim-se pe ouz hini ne deus remed ebet pelloc’h.
Na livirit quet hen-a-hen a so ur mezvier ; peguement bennâc ma ho pe-èn guelet mezo, na quen nebeut, un aoultrier eo hac un den abominabl, peguement bennâc ma ho pe-èn cafet oc’h ober un action iffam evelse : rac un action hepquen ne ro quet an hano d’an dra. An heaul en em arretas ur veich evit ma chounesse Josue ar victor, hac a dèvaleas ur veich-all evit ma c’hounesse hor Salver e hini ouz ar groas ; nicun ne lavaro cousgoude penaus e ve an heaul stabl hac immobil na tènval evit quemense. Noe a vezvas ur veich ; ha Loth ur veich-all pehini a gommetas ouzpen en e vezvinti ur pec’het bras gant e ziou verc’h ; cousgoude ne doan quet mizvierien nac an eil nac eguile, nac an diveza-mâ ne doa quet ivez un den abominabl, na Sant Per ne doa quet ur blasfemeur evit beza blasfemet ur veich. Evit quemeret an hano eus a ur viç peautramant eus a ur vertuz, e ranqueur beza great un avançamant hac un habitud bennâc ebarz. Un dra faus eo eta lavaret ez e un den colerus pe laër, evit e veza guelet ur veich hepquen o coleri pe o laerez.
Peguement bennâc ma ve bet un den vicius a hed pel, en em lequear e dander da lavaret ur gaou och e c’hervell un den vicius. Simon al Lofr a c’halve Madalen pec’heres, oc’h e beza bet pec’heres a nevez a yoa : gaou a lavare coulgoude ; rac ne doa mui, mæs ur benitantes santel oa : evelse ivez e quemeras hor Salver he c’haus da zifen. Ar Farisien foll-hont a guemere ar Publiquen evit ur pec’her bras, pe martese so-quen evit un den injust ; un aoultrier, hac ur ravisseur ; mæs en em drompla a rea cals : rac en instant-se memes oa justifiet ar Publiquen-se ha rentet mignon da Zoue. Allas ! pa zeo quer bras ar vadelez a Zoue, ma zeo suffisant ur moument hepquen evit obteni e c’hras, pebez assuranç a ellomp-ni da gaout e ve pec’her un den hirio, evintan da veza deac’h ? an deiz diaguent ne dle quet barn an deiz presant, nac an deiz presant ne dle quet barn an deiz diaguent, ne deus nemet an deiz diveza a guement o barn oll. Ne ellomp jamæs eta lavaret e ve mechant un den hep danger da lavaret gaou : ar pez a ellomp da lavaret e cas ma ve ret parlant, eo ma c’heureu an droug-m’an-droug, ma en deveus goualvevet en amser-m’an-amser, pe na ra quet ervad bremâ ; mæs ne aller tenna cousecanç ebet eus an deiz deac’h d’an deiz hirio ; nac eus an deiz hirio d’an deiz deac’h, ha nebeutoc’h c’hoaz d’an deiz varc’hoaz.
Peguement bennâc ma ranquer beza dilicat bras da ziouall diouz an droug-prezec, eo ret cousgoude lacat evez ouz un extremite pe en hini e couez darn, pere gant aon na zroug-prezequent, a veul hac a lavar vad eus ar viç. Mar be unan bennâc hac en deffe un teaud fall en effet, ne dleit quet lâvaret evit e excus, e ve libr ha franc en e gomsou : un den hac a so patantamant vean ha glorius, ne dleit quet lavaret e ve generus ha propr ; hac ar privoteou pe ar gestou dangerus, ne dleit quet o hènvel simplicite pe naifete, pe civilite ; na roit quet d’an disoboissanç an hano a fermete, na d’an arroganç an hano a franchis pe a gouraich ; na d’an amourousdet an hano a vignonaich : non, Philotee ne ranquer quet favorisa, nac azeuli ar viç hac antreteni ar re-all ennâ var zigarez dioual diouz an droug-prezec ; hoguen ret e lavaret rontamant ha franchamant an droug eus an droug, ha blam ar pez a dle beza blamet : oc’h ober evelse e c’hlorifiomp Doue, mar er greomp gant ar c’honditionou varlerc’h. Liquit evez-outo, chetu-ii amâ.
Evit blam en ur fæçon meulabl ar viçou eus hon hentez, eo ret e ve profitabl an dra-se pe da nep ma comser anezân, pe d’ar re ma comser dirazo. Pa reciter dirac plac’het ar familiariteou hac ar gestou imprudant eus a hen-a-hen, pere a so scleramant dangerus ; pa gounter dirazo an dissolution hac al libertinaich eus a hemâ pe eus a hounnont er c’homsou hac er fæçonou, pere a so patantamant lubric ; ma na vlaman libramant an droug-se, ha mar falvez din e excus, an eneou tener-se, pere a so o clevet, a guemero diouz quemense occasion d’en em relachi ha d’en em laoscaat da un dra bennâc evelse : o frofit eta a c’houlen ma teuen da vlam franchamant an traou-se neuse-souden, nemet beza e c’hallen reservi d’e ober en un occasion-all guell, ha gant bianoc’h prejudiç d’ar re ma comser anezo.
Ouspen quemense c’hoaz eo ret e c’happarchante ouzin parlant var ar sujet-se, evel mar doun eus ar re guenta so er gompagnunez, ha ma na barlanten, e seblante penaus e c’happrouven ar viç. Mar doun eus ar re zisterra so er gompagnunez, ne dlean quet antrepreni da ober ar reprimant : hoguen dreist peb-tra eo ret e ven just ha jurdic em c’homsou evit na livirin quet ur guer hepquen muguet na ranquer. Dre exempl ; mar blamàn ar gestou hac ar privoteou eus an den yaouanc hac eus ar plac’h-se, abalamour ma zint re libr ha re zangerus ; ah Doue, Philotee ! ret e din neuse lacat evez da zerc’hel just ar valanç evit na zeuin quet da grisqui an droug a boues ur c’hreunen hepmuiquen : ma na deus eno nemet un imprudanç simplamant, ne livirin quet davantaich eguet a so ; ma na deus nac imprudanç na guir apparanç a zroug, nemet hepquen ma c’halle ur speret malicius bennâc tenna ac’hano ur pretext a zroug-prezec ; neuse pe ne livirin netra tout, pe ne livirin nemet an dra-se memes. Va zeaud, endra varnàn va nessa, a so em guenou evel ur rasouer e dorn ur Chirurgien, pehini a fell dezâ troucha etre an nervennou hac ar gouaziet. Ret eo e ve quer just an taol a roïn, na livirin na mui na nebeutoc’h eguet a so. Hac er fin eo ret dreist peb-tra, pa vlamot ar viç, lacat evez da espern muia ma ellot nep a so sujet dezàn.
Guir e penaus evit ar bec’herien pere a so iffam, public ha patant, e c’haller coms anezo libramant, nemet er graor gant ur speret a charite hac a gompassion, ha non pas gant arroganç ha gant presomption, nac evit en em blijout e droug an hentez ; rac an dra-se ne aparchant nemet ouz ur galon vil ha dismeg. Excepti a ran dreist an oll an adversourien douet da Zoue ha d’e Ilis : rac ar re-se a ranquer da zicria endra aller, evel ma zeo an Heretiquet, an Hugunauter, ar Sismatiquet hac ar pennou anezo : rac un dra vad eo crial var ar bleiz, pa vez etouez an dènvet ha memes peleac’h bennâc e ve. Peb-unan a guemer al liberte da varn ha da vlam ar Brincet, ha da lavaret droug eus a Nationou-pobl toutantier hervez ar santimanchou en deveus anezo : Philotee, na rit quet ar faut-se : rac ouspen an offans da Zoue, e c’halle an dra-se tenna deoc’h naouspet seurt querell.
Pa glevit accus ha droug-prezec ur re, rentit douetus an accusation hac an droug a glevit, mar gu’illit e ober gant guirionez ; ma na illit quet, excusit an intention eus an hini a so accuset, ha ma na illit quet an dra-se quennebeut, disquezit hoc’h eus compassion ountâ, ha troït prepos, o caout memor hoc’h-unan hac o tigaç memor ive d’ar gompagnunez penaus ar re pere ne gouezont quet e faut, n’o deveus an obligation a guemense nemet da Zoue. Liquit ho poan en ur fæçon douç bennâc da ober da nep a lavar an droug, antren ennàn e-unan : livirit ur mad all bennâc, mar gouzoc’h, eus a nep so offanset a droug-prezeguet.