Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
Introduction

hini ar re-all ; greant eta o dever gant carantez, ha divar guemense en em zalc’hent en o-unan evit ar sujet-mâ.




AN NAVET CHABISTR
varnuguent.
A henep an Droug-prezec.


AR jugeamant temerer a brodu an inquietud, an disprijanç eus an nessa, an ourgouil hac ar gomplesanç ac’hanomp hon-unan, ha cãt viç-all meurbet domachus d’hon ene, entre pere an droug-prezec a zalc’h ar renq guenta, evel ar guir vocen eus ar gonversationou hac eus an antretienou. O petra n’am eus-me unan eus ar glaou-tan divar an auter santel da douich ouz musellou an dud, evit ma ve lammet a vechancete anezo, hac effacet o sec’het, evel a eureu ar Seraphin, pehini a burifias guenou Isaï ! Nep a lamme an droug-prezec eus ar bed a lamme anezàn un darn vras eus ar pec’hejou hac eus ar vechanceter.

Piou-bennâc a lam injustamant ar reputation vad digant e nessa, ouzpen ar pec’het, pehini a goumet, ez e obliget da ober raparation en ur fæçon bennâc diouz an seurt droug-prezec en deveus great : rac ne ell den antren ebarz en Eê gant madou e nessa, hac etre an oll madou exterieur ar reputation eo ar guella mad, An droug--