Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
303
d’ar Vuez Devot.

prezec a so ur speç a vuntr ; rac teir buez hon eus ; ar vuez spirituel, pehini a gonsist e graç Doue ; ar vuez corporel, pehini a gonsist en ene ; hac ar vuez civil, pehini a gonsist er reputation. Ar pec’het a lam digueneomp ar guenta buez, ar maro a lam digueneomp an eil, hac an droug-prezec a lam digueneomp an drede : mæs nep a zroug-prezec a gustum gant un taul teaud hep-quen ober tri muntr, dont a ra da laza e ene hac ene nep er c’hleo dre ur muntr spirituel, hac e lam ar vuez civil digant an hini ma troug-prezec anezàn. Rac, evel a lavare Sant Bernard, hac an hini a zroug-prezec, hac an hini a gleo droug-prezec o deveus o daou an Diaoul ganto, mæs unan en deveus-èn en e deaud, hac un all. en e scouarn. David o coms eus an droug-prezeguerien a lavar evellen ; lemmet o deveus o zeaud, emezàn, evel hini ar Sarpant. Hoguen ar Sarpant en deveus un teaud forc’het a zaou vec, evel a lavar Aristot ; ha toudememes eo hini nep a zroug-prezec, pehini gant un taul pic hepquen a zeu da ampouesoni discouarn nep er c’hleo, ha reputation nep ma coms anezàn.

Me ho suppli eta, Philotee, na zeuot jamæs da zroug-prezec eus a zen na directamant nac indirectamant. Liquit evez na impossac’h ha na damallac’h faussamant crim na pec’het ebet da zen, ha na zisculiac’h ar cri-