Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/316

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
504
Introduction

mou hac ar pec’hejou pere a so secret, ha na zeuac’h da vrassaat ar re pere a so anavezet patant, na da interpreti pe da drei e droug an œuvr vad, na da nac’h ar mad pehini a ouzoc’h a so en un den, na d’e zissimuli maliciusamant, na d’e ziminui dre ho comsou : rac er fæçoniou-se oll e c’hoffançac’h Doue bras ; ha dreist peb-tra o c’haccus e faus, hac o nac’h ar virionez e prejudiç d’an nessa : rac un doubl pec’het eo lavaret gaou ha noasout assambles d’an nessa.

Ar re pere evit droug-prezec a ra prefaçou a enor o commanç dre lavaret vad, pe a lavar traouigou gentil eus a un den e mesc droug a leveront anezàn, eo ar re fina hac ar re vinimussa eus an oll droug-prezeguerien. M’en assur deoc’h, emezo, er c’haran, hac ez e ivez un den gentil ; hoguen cousgoude ret e lavaret ar virionez, faut en deouë oc’h ober an dromplerez a eureu ; ur plac’h vertuzus eo, hoguen faziet e bet, surprenet oue, hac an seurt discoursou-se. Ha ne velit-hu quet an artifiç ? an hini a falvez dezan tenna gant an arbalastr, a saich endra ell ar bir etrese hac ennâ, hoguen n’er gra nemet evit e zardi hac e lanci gant mui a nerz : seblantout a ra ivez e teue ar re-mâ da saicha an droug-prezec etrese hac enno, mæs n’er greont nemet evit disvanta creoc’h a-se o zaul teod, evit ma c’hantreo