Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
305
d’ar Vuez Devot.

larcoc’h e calonou ar re a gleo. An droug-prezec pehini a reer e fæçon ober goap, a so crueloc’h eguet quement seurt droug-prezec-all a so tout : rac evel na d’e quet binimus bras anezi e-unan ur certen lousaouen hir galvet ar ciguën, ha ma e deveus ur vinim lent, pe ouz hini e c’hallet eas remedia ; mæs pe ouz hini ne deus remet ebet andal ma vez œuvret gant guin: evelse ivez an droug-prezec, pehini anezâ e-unan a dremenne prest dre ur scouarn hac a sortie dre un all, evel a lavarer, a zeu d’en em arreti ha da chom ferm e cervell nep a vez o clevet, pa vez accompagnunequeat an droug-prezec-se gant ur guer subtil ha farsus bennâc. Beza o deveus, eme Zavid, ar vinim eus an aspic etre o musellou, an aspic a flem casi hep er santeur, hac e vinim a ro neuse souden un debron agreabl ; ar pez a ra d’ar galon ha d’an antraillou en em asten hac en em zigueri da receo ar vinim-se pe ouz hini ne deus remed ebet pelloc’h.

Na livirit quet hen-a-hen a so ur mezvier ; peguement bennâc ma ho pe-èn guelet mezo, na quen nebeut, un aoultrier eo hac un den abominabl, peguement bennâc ma ho pe-èn cafet oc’h ober un action iffam evelse : rac un action hepquen ne ro quet an hano d’an dra. An heaul en em arretas ur veich evit ma chounesse Josue ar victor, hac a dèvaleas ur veich-all evit ma c’hou-