Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
Introduction

nesse hor Salver e hini ouz ar groas ; nicun ne lavaro cousgoude penaus e ve an heaul stabl hac immobil na tènval evit quemense. Noe a vezvas ur veich ; ha Loth ur veich-all pehini a gommetas ouzpen en e vezvinti ur pec’het bras gant e ziou verc’h ; cousgoude ne doan quet mizvierien nac an eil nac eguile, nac an diveza-mâ ne doa quet ivez un den abominabl, na Sant Per ne doa quet ur blasfemeur evit beza blasfemet ur veich. Evit quemeret an hano eus a ur viç peautramant eus a ur vertuz, e ranqueur beza great un avançamant hac un habitud bennâc ebarz. Un dra faus eo eta lavaret ez e un den colerus pe laër, evit e veza guelet ur veich hepquen o coleri pe o laerez.

Peguement bennâc ma ve bet un den vicius a hed pel, en em lequear e dander da lavaret ur gaou och e c’hervell un den vicius. Simon al Lofr a c’halve Madalen pec’heres, oc’h e beza bet pec’heres a nevez a yoa : gaou a lavare coulgoude ; rac ne doa mui, mæs ur benitantes santel oa : evelse ivez e quemeras hor Salver he c’haus da zifen. Ar Farisien foll-hont a guemere ar Publiquen evit ur pec’her bras, pe martese so-quen evit un den injust ; un aoultrier, hac ur ravisseur ; mæs en em drompla a rea cals : rac en instant-se memes oa justifiet ar Publiquen-se ha rentet mignon da Zoue. Allas ! pa zeo quer bras ar vadelez a Zoue,