Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
307
d’ar Vuez Devot.

ma zeo suffisant ur moument hepquen evit obteni e c’hras, pebez assuranç a ellomp-ni da gaout e ve pec’her un den hirio, evintan da veza deac’h ? an deiz diaguent ne dle quet barn an deiz presant, nac an deiz presant ne dle quet barn an deiz diaguent, ne deus nemet an deiz diveza a guement o barn oll. Ne ellomp jamæs eta lavaret e ve mechant un den hep danger da lavaret gaou : ar pez a ellomp da lavaret e cas ma ve ret parlant, eo ma c’heureu an droug-m’an-droug, ma en deveus goualvevet en amser-m’an-amser, pe na ra quet ervad bremâ ; mæs ne aller tenna cousecanç ebet eus an deiz deac’h d’an deiz hirio ; nac eus an deiz hirio d’an deiz deac’h, ha nebeutoc’h c’hoaz d’an deiz varc’hoaz.

Peguement bennâc ma ranquer beza dilicat bras da ziouall diouz an droug-prezec, eo ret cousgoude lacat evez ouz un extremite pe en hini e couez darn, pere gant aon na zroug-prezequent, a veul hac a lavar vad eus ar viç. Mar be unan bennâc hac en deffe un teaud fall en effet, ne dleit quet lâvaret evit e excus, e ve libr ha franc en e gomsou : un den hac a so patantamant vean ha glorius, ne dleit quet lavaret e ve generus ha propr ; hac ar privoteou pe ar gestou dangerus, ne dleit quet o hènvel simplicite pe naifete, pe civilite ; na roit quet d’an disoboissanç an hano a fermete,