Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308
Introduction

na d’an arroganç an hano a franchis pe a gouraich ; na d’an amourousdet an hano a vignonaich : non, Philotee ne ranquer quet favorisa, nac azeuli ar viç hac antreteni ar re-all ennâ var zigarez dioual diouz an droug-prezec ; hoguen ret e lavaret rontamant ha franchamant an droug eus an droug, ha blam ar pez a dle beza blamet : oc’h ober evelse e c’hlorifiomp Doue, mar er greomp gant ar c’honditionou varlerc’h. Liquit evez-outo, chetu-ii amâ.

Evit blam en ur fæçon meulabl ar viçou eus hon hentez, eo ret e ve profitabl an dra-se pe da nep ma comser anezân, pe d’ar re ma comser dirazo. Pa reciter dirac plac’het ar familiariteou hac ar gestou imprudant eus a hen-a-hen, pere a so scleramant dangerus ; pa gounter dirazo an dissolution hac al libertinaich eus a hemâ pe eus a hounnont er c’homsou hac er fæçonou, pere a so patantamant lubric ; ma na vlaman libramant an droug-se, ha mar falvez din e excus, an eneou tener-se, pere a so o clevet, a guemero diouz quemense occasion d’en em relachi ha d’en em laoscaat da un dra bennâc evelse : o frofit eta a c’houlen ma teuen da vlam franchamant an traou-se neuse-souden, nemet beza e c’hallen reservi d’e ober en un occasion-all guell, ha gant bianoc’h prejudiç d’ar re ma comser anezo.

Ouspen quemense c’hoaz eo ret e c’hap-