Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
d’ar Vuez Devot.

regli hor buez eguet re-all, ec’his ma zeo ar vuez eus ar Vam eürus Theresa pehini a so admirabl evit quemense, buez Sant Charles Borromee, hini Sant Lois hac hini Sant Bernard, cronicou S. Frances hac an seurt-se. Beza ez eus bueziou-all hac a so mui a sujet enno da admira eguet da imita, evel ma zeo buez Santes Mari Ægiptianes, Sant Simeon Stilit, an diou Santes Catel a Sienne hac a Genes, ha re-all, pere ne lesont quet cousgoude na roont ur gout bras e general da garet Doue.




AN TRIVEC’HVET CHABISTR.
Penaus e ranquer receo an inspirationou mad.


GUervel a reomp inspirationou mad quement attis, mouvamanr, rebeich ha remors interieur, quement sclerigen hac anaoudeguez a ro Doue deomp, o tiarben hor c’halon gant e venedictionou ha gãt ar sourci hac ar garantez eus a un Tad mad, evit hon diuna, hon excita, hor poulsa hac hon tenna d’ar vertuziou santel, d’ar garantez celesliel, d’ar resolutionou mad, bref da guement hor c’hundu d’hor mad eternel. Quemense eo a c’halv ar Pried divin heurta an nor ha parlant ouz calon e bried, e diuna pa vez cousquet, crial outi hac e guervel pa vez absant,