Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
Introduction.

Map. Hac ho pezet memor penaus e testum hor Salver ar c’homsou pere a leveromp dezàn en hor pedennou, diouz ma testumomp ivez ar c’homsou pere a lavar deomp er Bredication hac en instructionou mad.

Bezit sourcius da gaout ato ul Lêvr mad bennâc a zevotion (Evel ma zeus bremâ Lêvriou Brezonec hac a so profitabl bras) ha lennit bemdez un dra bennâc ebarz gant ar memes devotion hac ar memes respet evel pa ve ul lizer bennâc ve a ve deut deoc’h eus an Eê digant ar Sent, evit disquez deoc’h an hent ha rei deoc’h ar gouraich da vonet dy. Lennit ivez an Histor hac ar Vuez eus ar Sent, eleac’h ma vellot evel en ur mellezour ar portret eus ar vuez Christen, hac imitit o actionou och ober diouto hervez ar stad hac ar vocation ma emaouc’h en-hi : rac peguement bennâc na ell quet ar re a vêv er bed imita toutafet cals a actionou o deveus grêt ar Sent, cousgoude ec’hellont o heul a dost pe a bell hac o imita en ur fæçon bennâc. Dre exempl ar solitud eus a Sant Paul Hermit a imitot dre ho retrejou spirituel a reel, peveus a re hon eus comset dija hac e comsimp c’hoaz : ar baourentez vras a Sant Frances a imitot o pratica ivez ar baourentez er fæçon ma tisquezzimp tuma varlerc’h, ha toudememes evit an nemorant-all. Guir e penaus ez eus certen historiou pere a ro deomp mui a sclerigen da