Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
Introduction.

e c’houvia da dànva eus e vel, da zestum avalou ha fleurachou en e jardin, da gana ha da ober d’he mouez douç sini en e ziscouarn. Izom am eus a ur gomparæson evit en em rei da entent ervat. Evit conclui antieramant un dimizi, e tle erruout tri zra en egard d’ar plac’h pehini a fell da zimizi. Da guenta e proposer dezi ar guevren, d’an eil e quef mad ar broposition, ha d’an trede e ro he c’honsantamant. Evelse ive Doue, o fallout dezàn ober ennomp, dreizomp ha gueneomp un action bennâc eus a ur charite vras, a zeu da guenta d’e froposi deomp dre e inspiration, d’an eil e teuomp de c’haout mad, ha d’an trede e consantomp da guemense : rac evel ma zeus teir fasen evit disquen er pechet, da c’houzout eo an dentation, ar blijadur hac ar gonsantamant, evelse ivez ez eus teir fasen evit pignat er vertuz, da c’houzout eo an inspiration pehini a so control d’an dentation, ar blijadur en inspiration pehini a so control d’ar blijadur en dentation, hac ar gonsantamant gant an inspiration pehini a so control d’ar gonsantamant gant an dentation.

Pa bate an inspiration gueneomp ahet hor buez, cousgoude ma na quemeromp plijadur enni, ne vemp jamæs agreabl da Zoue ; er-c’hontrol e Vajeste divin a ve offanset dre guemense ha fachet evel ma oue gueichall a a enep an Israelitet, pe gant re e oue ahet