Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
d’ar Vuez Devot.

daou-uguent vloaz, evel a lavar er Scritur, oc’h o sollicita d’en em gonvertîssa ountàn, hep e falvezas dezo biscoaz clevet na sinti ountâ : ar pez a eureu dezàn touet dre goler outo penaus birviquen ne antresent en e repos. Ar blijadur pehini a guemeromp en inspirationou mad, a so un disposition vras da vont d’ar Barados, hac e commançomp dija da blijout da Zoué an hent-se ; rac peguement bennâc na ve quet choaz ar blijadur-se ur gonsantamant antier, un disposition certen e cousgoude d’ar gonsantamant : ha mar deo ur sin vad hac un dra profitabl meurbet quemeret plijadur o clevet comsou Doue, pere a so evel un inspiration exterieur, ez eo ivez un dra vad hac agreabl bras da Zoue quemeret plijadur en inspiration interieur. Eus ar blijadur-se eo e coms ar Pried sacr evellen : va ene, emezi, a so ravisset-oll gãt joa pa en deveus parlantet va muia-caret ouzin. Evelse ivez en em gontant bras dija an digentil eus an- demesel pe da hini e ra al les, hac en em guef cals favoriset pa e guel oc’h en em blijout eus e servich.

Mæs erfin ar gonsantamanr eo a beurechu an act vertuzus ; rac mar deuomp goude beza inspiret ha quemeret plijadur en inspiration, da revusi cousgoude hor c’honsantamant da Zoue, ez omp estrainch dianaoudec hac e c’hoffansomp cals e Vajeste divin : rac seblantout a ra e ve mui a zisprijanç eno. Quemense