Pedervet quevren - Ar pempet Chabistr

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 375-377)





AR PEMPET CHABISTR.
Evit rei couraich d’an Ene pehini a so en dentationou.


VA Philotee, an dentationou bras ha violant peveus a re hon eus comset bremâ souden, ne vezont, jamæs permetet gant Doue, nemet a enep an eneou pere a fell dezàn da ziorren d’e garantez pur hac excellant : mæs ne de quet cousgoude lavaret evit quemense penaus e vent assur da erruout eno : rac aviziou ez e bet c’hoarvezet gant ar re pere a yoa bet ferm en dentationou violant, ma zint bet en em gafet trec’het gant an dentationou dister e deffaut beza bet fidel da brofita eus ar faver en devoa grêt Doue dezo : quememâ a lavaràn evit d’ar fin, mar gu’erru gueneoc’h beza jamæs affliget gant an dentationou bras-se, ma c’houiot ervat e teu Doue neuse d’ho favorisa gant ur faver extraordinal, pe dre hini e tisque penaus e fel dezâ ho renta bras ha considerabl dirac e visaich, ha ma viot ato cousgoude humbl hac en aon : hep en em assuri da allout trec’hi an dentationou munut, goude beza trec’het ar re vras nemet dreur fidelite continuel en andret e Vajeste.

Pe seurt tentationou bennâc eta a erruo gueneoc’h ha pe seurt plijadur bennâc a santot dreizo, endrâ zui ho volontez da revusi e c’honsantamant non pas hepquen d’an dentation mæs choaz d’ar blijadur, n’en em droublit morsetout ; rac Doue ne d’e quet offanset a guemense. Pa vez semplet un den ha pa na ro mui merq ebet a vuez, e lequeer an dourn var e galon, ha gant nebeut ma e santer o lammet, e teuer da jugi penaus ema e buez, hac e c’haller dre voyen un dour precius bennâc ober dezàn distrei en e nerz hac en e santimant ; evelse e c’herru aviziou dre ar violanç eus an dentationou ma seblant e vez semplet hon ene toutafæt en hevelep-fæçon na gaffet e ve mui na buez spirituel na mouvamant ebet en-hi evit Doue ; hoguen mar fell deomp anaout pe hi a so beo pe hi a so maro en e chraç, lequeomp hon dourn var hor c’halon : consideromp hac en o deveus hor c’halon hac hor volontez o mouvamant spirituel c’hoaz, da lavaret e, hac ii a ra o dever o revusi o c’honsantamant ouz an dentation hac ouz ar blijadur ; rac endra ema en hor c’halon ar mouvamant eus ar revus, ez omp sur penaus ema enomp ar garantez, pehini eo buez hon ene, hac en em guef Jesus-Christ hor Salver en hon ene, evintâ da veza cuzet ha goloet en-hi ; en hevelep-fæçon, moïenant an exerciç contingel eus an oræson eus ar Sacramanchou hac eus ar fizianç e Doue, ma tui hon nerz enomp adarre, hac e vesimp dre ur vuez hantier hac agreabl.