out peguer miserabl ouc’h, hep en em estoni morse-tout eus ho lam, pa na de quet estrainch e ve infirm an infimite, ha sempl ar sempladurez, ha paour ar baourentez : de-testit cousgoude muia ma e possibl deoc’h an offans pehini hoc’h eus great da Zoue, ha ganr ur gouraich hâc ur fizianç vras en e drugarez en em liquit adarre da bratica ar vertuz pe da hini oac’h manquet.
Penaus e tleomp beza sourcius ha non pas presset nac hastet en hon afferou hac en hon occupationou.
R sourci hac an diligeanç, pehini a dleomp da gaout en hon afferou, a so dishènvel dious an inguietud, an hast hac an ampressamant. An Élez o deveus sourci eus hor silvidiguez, hac a zeu d’e frocuri gant dilijanç ; mæs evit quemense n’o deveus inquietud nac ampressamant ebet : rac ar sourci hac an diligeanç a so conform d’ar charite pehini o deveus evidomp ; mæs an inquietud, an hast hac an ampressamant a ve toutafet control d’o eürusdet ; dre ma c’hell ar sourci hac an dilijanç beza accompagnunequeat gant ar peoc’h hac ar repos a speret, ha non pas an inquietud ha nebeutoc’h c’hoaz an hast hac an ampressamant. Bezit eta sourcius ha dilijant e quement tra ho pezo da