Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
Introduction

em lequeomp adarre en hent eus an humilite : quemeromp couraich c’hoaz, va ene paour, ha bezomp var hon evez pelloc’h : Doue hor sicouro hac a roï deomp ar c’hraç, mar plich gantàn, da ober profit eus a guememâ-oll. Chetu penaus e carren en em repren, ha var ar reprimand douç-mâ e falfe din batissa ur resolution ferm ha stabil d’en em ampeich da goueza er faut-se, och en em servichout eus ar moyenou convenabl evit quemense, hac o c’houlen avis va Directeur.

Ma na gaffe quet cousgoude unan bennâc, ec’halle beza touchet aoualc’h e galon dre ar gourrection douç-mâ, ec’hallo en em servichout eus a ur rebeich hac eus a ur reprimand, pehini a vezo rustoc’h ha crehoc’h, evit excita en-hi ur gonfusion vras, nemet ma tui, goude beza reprenet ha corriget rust e galon, da finissa dre zouçder, o c’heinch soll regret hac e oll dipit en ur fizianç douç ha santel e madelez Doue, hervez an exempl eus ar penitant bras hont, pehini o velet e Ene affliget, na zeue d’e c’honsoli er fæçon-mâ : perac e zoude trist o va Ene, ha perac e teues-te d’am zroubli-me ? laca da esperanç e Doue, rac e veuli a rin c’hoaz, en pehini eo va silvidiguez ha va Doue carantezus. Consolit eta gant douçder ho calon pa vezo couezet en ur faut bennâc, oc’h en em humilia cals dirac Doue oc’h ana-