douç ha cordial mui a nerz var speret ur c’hrouadur evit e gourrija, eguet n’o deffe ar c’holeriou hac an amportamanchou : dememes pa en devezo great hor c’halon ur faut bennâc, mar e reprenomp gant remontrançou douç ha pæsibl, o caout mui a druez outi eguet a zipit, o rei couraich dezi d’en em amanti, an displijadur pehini e devezo an hen-se a antreo enni dounoc’h eguet pa e reprennemp en ur fæçon dipitus, chagrinus hac impatiant. Evidon-me ma em be, dre exempl, un affection vras d’en em viret na gouezzen er viç eus ar vanite, pe en ur viç-all, hac e ven cousgoude couezet ebarz a lam-caer, ne garren quet repren va c’halon er fæçon-mâ : ha ne dou-de quet miserabl hac abominabl en em lesell da goueza er vanite goude quen-alies a resolutionou ? Gant ar vez e ranquez crevi, ha ne dleffes mui sevel da zaoulagat etrese an Eê, mechantes, imprudant, treitoures ha disleal ma zout en andret da Zoue, hac an seurt traou-se. Hoguen me falfe din e c’hourrija gant ræson ha gant compassion, ec’his ma ve lavaret : hebien, va c’halon baour, chetu-ny couezet er fos ma hor boa quement a resolution da drei diouti : lequeomp hor poan d’en em sevel ha da dec’het diouti evit mad : goulennomp sicour ouz Doue hac esperomp en e drugarez penaus hor pardono hac hon asisto da veza fermoc’h ha fideloch dezàn hivisiquen : en
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/217
Neuz