Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
Introduction

ober en etat ma zouc’h galvet gant Doue ; rac pa zeo e brovidanç e deveus ho carguet eus ar servich hac an occupation-se e fell dezàn en em acquittac’h ebarz gant ur sourci bras, hoguen mar de poiTibl, na zeut quet d’en em droubli en ho labour hac en hoc’h affer gant an inquietud, an hast hac an ampressamant oc’h e ober, rac an hast-se a zeu da dènvalaat ar ræson hac ar jujamant hac ho c’hampeich memes da ober ervat ar pez ma en em bressit de ober.

Pa reprenas hor Salver Santes Martha, e lavaras dezi ; Martha, Martha, en em inquieti, hac en em droubli a rit gant cals a draou. Ha c’hui na vell, ma na vise nemet sourcius hepquen ne vise quet en em droublet hac en em inquietet hoguen abalamour ma quemere re a bres hac a her e teue d’en em droubli ; hac e quenver an dra-se oa e reprene hor Salver. Ar glao bian pehini a gouez pæsiblamant var an douar a zeu d’e renta druz hac abondant e lousou hac e grun, mæs ar glao bras, pehini a gouez a strounç hac en her, a so inutil ha domachus memes d’ar froueziou eus an douar. Jamæs un dra great en her hac en hast, ne vez great mat. Ret eo depeich a doug-cam. Nep a ya en her hac en hast, eme ar Fur, en em laca e danger da goueza o heurta e dreid : abred aoualc’h e reomp hon affer, pa er greomp ervat. Mui a drous hac a bres a vez