Abrege eus an Aviel/a-bezh
Skrid a-bezh
EUS AN AVIEL,
GANT
MEDITATIONOU
EN SANT-BRIEC,
Gat Prud’homme, Imprimêr ha Librêr.
1822
JEAN - BAPTISTE - MARIE CAFFARELLI, par la miséricorde de Dieu et l’autorité du Saint Siège Apostolique, Evêque de Saint-Brieuc.
Nout avons fait examiner par des Ecclésiastiques dignes de toute notre confiance un Livre petit in-18, intitulé : Abrégé eus an Aviel, gant Meditationou evit an oll Suliou, etc., et sur le rapport favorable qu’ils nous en ont fait, Nous l’avons approuvé, et permettons au Sieur Prud’homme de l’imprimer.
+ JEAN CAFFARELLI,
Evêque de St.-Brieuc.
ESUS a lavaras d’e Zisquibien: beza e vezo Signou en Heaul, el Loar hac er Steret ; hac ar Mor a rai un drous quer bras ha quen horribl, ma vezo an dud en un dristidiguez estrainch, peini a raï dezo disec’h a var o zreit. Goudese et vezo guelet Map Doue o tisquen eus an Eé evit barn ar bed-oll. Quemense tout a zigoueo a boent-da-boent. An eê hac an douar a dremeno, mæs va c’hommsou-me ne dremenint quet. Sant Lucas, Chabist 21.
Considerit penaus da fin ar bed, goude cals a signou bras hac horribl pere a raï dan dud dizec’ha gant spont, an tan o couezan eus an Eê evel un diluich, a zevo hac a lacaï en poultr hac e ludu quement tra a so var an douar.
Varlec’h an diluich-se a dàn, e ressuscito an oll dud, hac ous ar son a raï an Æl gant e drompil, e comparissint e traounen Josafat.
Jesus-Christ ar Barner Souveren a zisquenno eus an Eê gant e groas dirazan, pehini a vezo un ansaign a c’hraç evit ar re vad, hac un ansaign a rigor evit ar re fall ; separi a raï ar re just dious ar re vechant, o lacaat darn en tu deou, ha darn all en tu cleiz. Digueri a rai Levrou ar Goustianç : rei a raï da anaout sclær ha patant d’ar bed-oll maliç ar re vechant, quement pec’het, quement crim o deus grêt epad o buez. Disculia a raï o songesonou muya cuzet, o hipocrizi hac o oll fallagriez. Pebes mês, pebes confusion evito ! Rebeich a raï dezo an abus o deus gret eus an oll graçou hac an oll moyenou en devoa roet dezo evit en em savetei : souffret am eus, emezàn, bete ar maro evidoc’h, ho calvet hac ho clasquet am eus bepret durant ho puez, grêt hoc’h eus atau ar scouarn vouzar, dispriget hoc’h eus va inspirationou ha va oll graçou, va c’huiteet hoc’h eus evit heulia ar bed maleürus, evit contanti hoc’h inclination disordren, evit obeissa d’an drouc-speret. Peguen terribl vezo ar rebeichou-ze, mæs peguer just !
O trei goudese ous e gostez deou o reï da anaout d’an oll innoçanç ar re just, ar vertuziou o deus pratiquet, an œuvrou mad o deus grêt ar poaniou hac ar persecutionou o deus souffret evit gloar Doue. O pebes consolation evit o !
2. P. Considerit erfin ar setanç a brononço ar Barner Souveren a enep ar re vechant : iit, emezâ, iit, tud milliguet, d’an tàn eternel, pehini a so preparet evit an drouc-speret hac ar re o deus e heuliet. Quer buan goude an Arret prononcet, an douar o tont da zigueri en un taul dindan o zreit, e vezint precipitet en Ifern corf hac ine evit devi eternellement. Pebes horrol, pebes disesper ! Consider, ô va ene, an eternite-ze ! O Eternite, Eternite a dourmanchou, te a so serijus hac horribl !
Chelaouit er chontrol ar setanç favorabl a recevo ar re vad : deut, eme Jesus-Christ, deut tud beniguet gant va Zad, deut da guemer possession eus ar Rouantelez a so preparet deoc’h. Pignat a raïnt neuse gantàn en Eê, evit jouissa eus un eürusdet eternel. Pebes graç, pebes recompanç !
Ha songeal à ràn-me alies penaus un deiz e rentin cont da Zoue eus va oll actionou, comsou, songesonou ha penaus e vezin barnet hervez ma œuvrou ?
Songeal a ràn-me penaus ar pec’hejou-ze pere am eus cuzet gant quement a sourci, a vezo disoloet dirac ar bed oll, ma ne labouràn d’o effaci breman dre ur gouir binigen ?
Ar brassa Sænt, goude ur vuez bur ha santel, o deus crenet gant aon rac jugeamant Doue ; pebes spont na dleàn-me quet da gaout, me pehini a so quen dibourvez a œuvrou mad, ha quer carguet a bec’hejou ; cousgoude e vevàn hep aon ebet : e guirionez, var petra eo fontet va assuranç-me ?
O va Salver, c’hui pehini a so bremâ leun a vadelez evit ar bec’herien, na bermetit quet e ancoaën morse e comparissin un deiz dirag ho tribunal terribl, evit renta cont eus va oll œuvrou, ha receo ur setanç a vuez pe a varo eternel. Grit dre ho craç, ma reparin dre ar binigen va fautou tremenet, ha ma reglin quer mad va buez, ma illin esperout receo ur setanç favorabl, ha caout an eur da veuli da jamæs ho misericord gant an Ælez hac an oll Sænt.
ant Yan o veza clevet er prison, e pehini e voa lequeet gant Herodes, ar Miraclou a ree Jesus-Christ, a gassas daou eus e zisquibien evit goulen ountâ hac èn a oa ar Missii. Hor Salver a reas en o fresanç meur a viracl, hac evit oll-respont e lavaras dezo : iit da raporti d’ho Mæstr ar pez hoc’h eus clevet hac ar pez hoc’h eus guelet, ar re zall a vêl, ar re glàn so pare, ar re varo a ressuscit, an Aviel a so preseguet d’ar re baour.
Meditation var an œuvrou mad ha var ar voyen hac ar facilite hon eus d’o ober.
Sant Yan a c’houlenne dious Jesus-Christ a beza e oa ar Missii ? ha Jesus a respont dezàn dre e œuvrou. Chetu aze ur gouir voyen da rei da anaout petra oump, ha d’en em anaout hon-unan. Diouz ar frouez a zoug ur vezen e anavezer petra eo.
An œuvrou mad a so ar gouir merq eus hor vertu en hor buez : beza e vezint hor c’honsolation en heur ar maro : ober a raïnt hor c’hurunen, hor gloar, hon eürusdet er bed all.
Ar goall actionou er c’hontrol a so ur merq eus hor goall inclination hao eus a gorruption hor c’halon : rei a raint deomp un dristidiguez diremed en heur ar maro, ha beza e vezint hon tourmant er bed all.
Pe seurt œuvrou a rit-hu, pe seurt exempl a roit-hu ? hac èn a aller lavaret hoc’h ho qouelet : cetu aze ur c’hristen mad, ur servicher mad da Zoue ?
Petra a illit-hu da songeal eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, pa sellit ous hoc’h actionou ?
Dont a raï un deiz e pehini e carrac’h beza grêt cals a œuvrou mad, mæs neuse ne allot mui ober : bremâ e illit : perac eta na rit-hu quet ? bremâ hoc’h eus an amser, ar voyen hac an occasion, bemdez hac e peb lec’h oc’h en em acquitta eus a zeveriou ho stad hac ho condition. Ober a illit a bep hini eus hoc’h actionou quellies a œuvr mad, eus hoc’h actionou memes distera hac ordinala, evel oc’h ober ho labour ordinal pe ho servich, mar er grit gant un inantion santel, evit plijout da Zoue, dre garantez evit Doue.
Ar garantez eo a ro da un action e fris hac e merit. Doue a gonsider mui intention vad ha calon an den, evit ne gonsider e action.
Ar c’haëra actionou grêt hep beza raportet da Zoue, a so inutil evit an Eê, hac ar re distera, pa o grêr evit Doue, ne chomint quet hep recompans.
Evit ober œuvrou mad, ne d’eo quet necesser ober œuvrou bras ha dreist-ordinal ; Doue ne c’houlen nemet ar pez a illit. Ne illit quet ober pinigennou rust, evel e deus grêt ar Sænt ; ho labour a so tenn : he bien, andurit a galon vad ar fatig a santit en ho labour, hac offrit ho poan da Zoue. Ne illit quet ober an alusen, n’hoc’h eus quet a gomodite, paour oc’h hoc’h-unan : souffrit ho paourentez gant patientet. Ne illit quet pidi cals ; clàn oc’h : savit a amser-da-amser ho calon varzu Doue, andurit ho clènvet gant resination d’e volonte divin, unisset ho souffrançou gant re Jesus-Christ. Er fæçon-ze ema bepret en ho callout ober œuvrou mad.
Petra oun-me ? Pe seurt œuvrou a ràn-me ?
Ne ràn-me quet mui a re fall evit a re vad ?
Ma guella actionou memes petra a dalont-y dirac Doue ? Evit piou o gràn-me ? O offri a ràn-me da Zoue ?
Un deiz e carren beza grêt va oll actionou evit Doue, petra vir ouzin-me n’er gràn quet ? Ah, ah ! ret eo din commanç d’e ober eus a vremâ, a hirio.
O va Doue, pa songeàn ne estimit netra ar c’haëra actionou, ma ne vent grêt gant un intantion santel, hac e recompansit gant liberalite ar re distera, pa vezont grêt evit ho cloar ; pebes queuz am eus-me da veza en em servichet quen nebeut bete vremâ eus ur voien quen æz da ober ervad va oll actionou ! Pebes tensor a veritou n’am bije-me quet acquisitet, hac am eus collet dre va negligeanç, siouaz, din !
ant Yan-Vadezour interroget gant ar Farisianet hac èn a oa Elii, pe ur Profet, a respontas ne oa nac an eil nac eguile. Piou oc’h-hu eta, emind-y, ha petra a livirit-hu ac’hanoc’h hoc’h-unan ? Neuse e lavaras : Ne doun nemet ur Voues digacet gant Doue evit avertissa ar bed d’en em brepari da receo ar Messii, da behini ne doun quet dign da zilassa e voutou.
Considerit humilite Sant Yan. Respont a elle d’ar re pere en interroge, penaus e voa Profet ha Precursor ar Messii ; cousgoude e humilite a reas dezàn lavaret ne oa quet Profet, penaus ne oa quet dign da zilassa e voutou d’ar Messii.
Ar brassa Sænt a so bet ar re humpla en o amser : cuzet a reent muya ma ellent o vértuziou, hac ar pez o devoa a vras hac a excellant : ne zesirent ha ne glasquent nemet beza reputet evit netra, ha beza dispriget gant ar bed. Beza o devoa santimanchou isel aneze o-unan, ha n’en em gonsiderent nemert evel ar re distera eus an oll, hac evel ar brassa pec’herien.
Ha me ma-unan, pehini ne doùn nemet ur pec’her, pe seurt santimant am eus ac’hanon-me ? N’en em breferàn-me quet d’ar re-all ?
Eleac’h desirout beza reputet evit netra ha beza dispriset gant ar bed, ne glascàn-me quet beza estimet ha meulet ?
Mar em eus ur mad pe un avantaich benac dreist ar re-all, n’en em c’hlorifiàn me quet e guemense, ha n’er publiàn-me quet elec’h e ouach, pe da viana tevel, ha raporti an oll gloar da Zoue ?
Ha caret a ràn-me an disprisanç hac an injuriou, pe da viana hac aoalc’h a humilite am eus-me evit o souffr gant patiantet hac eb en em glem ?
Ne doun-me quet quen arrogant ha quen ourgouillus na allàn quet soufr an distera disprigeanç, pe ar biana humiliation ? Febes differanç etre santimanchou ar Sænt ha va re-me ! Peguen humbl oant-ii, ha peguen ourgouillus oùn-me !
Cousgoude ma ne doùn humbl, ne antreïn birviquen e Rouantelez Doue. Ar superbite e deus collet an drouc-Ælez, o chasseet eus an Eê hac o frecipitet en Ifern. Doue a resist ous ar re superb, hac a ro e c’hraçou d’ar re humbl. An nep en em iselaï, eme hor Salver, a vezo hueleet, hac an nep en em huelaï, a vezo iseleet.
Va ene, en em gonsider da-unan, consider da fragilite, da bec’hejou ha da neant, hac e quivi pe-a-dra d’en em humilia.
O va Doue, ne gavàn enoùn nemet re a sujet d’en em humilia ; mæs ne allàn quet beza humbl nemet dre ho misericord ; accordit din eta, me ho suppli, ar c’hraç d’en em zisabusi dious ar santimanchou vaen a istim am eus bet ac’hanon bete vremâ : roït din ar c’hraç d’en em zisprijout va unan : roït din ar c’hraç da suporti ha da garet an disprigeanç hac an humiliationou hervez an exempl hoc’h eus roet din, quen dreizoc’h hoc’h-unan, quen dre ho Sænt.
ant Yan-Vadezour pehini, o veza c’hoas ur c’hrouadur yaouanc a oa en em dennet en desert, a guitaas e solitud d’an oad a dregont vloaz hac a zeuas var vord Rivier Jourdren evit preseg ar binigen, hac evit publia donediguez ar Messii. N’en devoa evit guiscamant nemet croc’hen ur chameau, hac evit oll magadurez un nebeut mêl sauvaich, dour ha griziou lousou. Grit pinigen, emezàn d’ar bobl pehini a zirede e foul evit e glevet hac e voelet, grit pinigen evit en em zisposi da receo Redemteur ar bed. Peb den a voelo souden ar Salver pehini a zeu eus an Eê evit Redemtion ar bed-oll.
1 Poent. Ret eo ober pinigen.
2 P. E pe fæçon e rér pinigen.
Sant Yan ne sortias eus e zesert nemert evit preseg ar binigen, an oll Brofetet o deus bepret prezeguet ar binigen ; Jesus en deus commancet e bredicationou dre exhorti ar bobl da ober pinigen, ha discleria a ra penaus hepdy ne deus quet a silvidiguez. Doue a so just : evelze ar pec’het a dle beza punisset er bed-mâ pe er bed-all ; rêt eo eta ober pinigen.
Ar binigen a so necesser non pas hepquen evit effaci ar pec’hejou commetet, mæs c’hoas evit en em breservi eus ar pec’het en amser da zont. Hor sempladurez hac hor fragilite a so bras, adversourien hor silvidiguez an drouc-speret, ar bed hac ar c’hiq, a ra deomp ur bresel continuel, ha ne allomp o zrec’hi nemert dre ar binigen.
Ar brassa Sænt, petra benac ma oa pur ha santel o buez, ha ma pelleent muia ma ellent dious ar bed ha dious an occasionou eus ar pec’het, o deus grêt pinigennou ar re rusta. Ha credi a allàn-me goudese e venn exant d’e ober, me pehini am eus commetet quellies a bec’het, hac a so exposet da quelliez a zanger ?
2. P. Ret eo ober pinigen, mæs petra a dleàn-me da ober evit quemense ?
Renoncit d’ar pec’het ha d’an occasionou a ell ober deoc’h e gommeti ; labourit da vortifia ho coal inclinationou ; grit œuvrou mad evit repari an drouc hoc’h eus grêt hac ar goal exempl hoc’h eus roet ; en em abstenit muya me ellot eus ar plijadurezou permetet en intantion da satisfia evit ar plijaduriou difennet hoc’h eus quemeret. Pratiquit ar vertuziou control d’ar viçou da bere hoc’h bet sujet.
Ur binigen excellant eo c’hoas souffr gant patiantet hac a galon vad an afflictionou, ar c’hollou, ar c’hroasiou a zigouez gueneoc’h. Ur binigen vad eo anduri gant resination da volonte Doue ar boan a santit en hoc’h etat, en ho tieguez, en ho labour, oc’h offri ar boan-ze da Zoue evit satisfaction eus ho pec’hejou.
Evit en em excita da ober pinigen, songit penaus e illit dre eno ober ho Purcator er bed-mâ ; songit er gloar a brocuro deoc’h en Eê ho pinigen hac ho mortificationou.
Mar seblant deoc’h e ve diez ha rust ar binigen, gouefeet penaus ar c’hraç interieur hac an onction a scuil Doue en ene, a ra he c’haout douç hac agréabl. Ar Sænt a oa leun a gontantamant hac a joa e creis ar rusta pinigennou.
Ha comprenet am eus-me biscoas peguen necesser eo ar binigen, ispicial d’ar bec’herien, ha da ur pec’her eveldon ?
Pe seurt pinigen, pebes mortification am eus-me grêt em buez ?
Pe sort plijadur am-eus me refuset d’am c’horf evit e bunissa eus ar plijadurezou criminel en deus quemeret ?
N’am eus me quet credet penaus goude beza coessaet va fec’hejou, ha recevet an absolven, n’em boa muy ezom ebet da ober pinigen ?
N’am eus-me quet songet e reen avoalc’h a binigen o caout em stad cals a labour, a sourci hac a fatig ? Mæs penaus am eus-me souffret ar poaniou-ze ? Hac o recevet am eus-me gant soumission da volonte Doue ? O offret am eus-me da Zoue evit pinigen eus va fec’hejou ? Allas bevet am eus e creis ar boan hac ar binigen, ha defaut ober usaich mad eus ma foaniou, n’am eus grêt pinigen ebet.
Me a guemer hirio ar resolution da receo gant ur speret a binigen quement poan a erruo guenê. Pe sort poan benac am bezo, e livirin bepret : peguen eürus oùn-me mar gallàn gant quen neubeut a dra satisfia da Zoue, ha racquita ar poaniou am eus meritet dre ma fec’hejou.
O va Doue, va c’hreaït em resolution gant ho craç oll-galloudec.
N Itron Varia a zougas Jesus d’an Templ evit e bresanti d’e Dat Eternel. Rancontri a eure eno Simeon, pehini goude beza e anavezet evit ar Messii hac e adoret, a brofetizas dezi penaus he Map divin a andurje cals abers an dud, ha penaus hi he-unan e devije he c’halon mantret gant glac’har o velet ar goal dretament a vize gret d’he Map. Discleria a eure ive dezi penaus petra benac ne oa deut Jesus er bed nemet evit silvidiguez ar bed-oll, cals cousgoude dre o faut ne zeuzent quet da brofita eus a c’hraç ar Redemtion, ha penaus evelse e vije he Map ur sidn a silvidigaez evit cals, hac ur sign a reprobation evit cals a re all.
Considerit penaus hor c’henta hac hor brassa studi a dle beza da gontempli buez Jesus-Christ evit e imita. Hor squér hac hon exempl eo. Discleria a ra deomp penaus mar fell deomp beza eus an nombr e servicherien, e tleomp absolumant mont d’e heul. Lavaret a ra da bep hini ac’hanomp evel ma lavaras d’e Zisquibien : roet am eus exempl deoc’h, evit ma reot ec’his ma em eus gret va-unan : mar doùn bet humbl, douç ha patiant, mar em eus pellaet dious an enoriou, mar em eus renoncet d’ar plijadurezou, mar em eus douguet va c’hroas, mar em eus souffret hep en em vengi hac heb en em glem, mar em eus pardonet d’am adversourien, ez eo evit hoc’h angagi d’am heulia e quemense.
Jesus en deus gret abondamant eus e gostez quement a oa ret evit hor savetei ; disquezet en deus deomp hent an Eê, hon instruet en deus dre e zoctrin ha dre e exempl ; hon dilivret en deus a buissanç an drouc-speret ; hon reconciliet en deus ganc Doue e dad ; roet en deus deomp an oll moyenou a silvidiguez : mæs goude quemense-oll, ma ne reomp un usaich mad eus e c’hraçou, ma ne heuliomp quet an hent en deus desquet deomp, ma ne zeuomp d’e imita, quement en deus gret evidomp, quement en deus souffret, an oll goad en deus scuillet, a vezo inutil deomp, ha ne servicho nemet evit hor brassa condaonation.
Heulia a ràn-me Jesus-Christ ? e imita a ràn-me ? va buez hac hi so henvel ous e hini ? Jesus en deus caret ar baourente : ganet eo bet, bevet en deus, ha maro eo en ur baourente vras. Ne garàn-me quet er c’hontrol madou an douar : n’am eus-me quet va c’halon stag outo ? mar em eus dienez eus un dra benac, na zeuàn-me quet d’en em jala ha da vurmuri ?
Jesus a so bet humbl, ha me n’oun-me quet ourgouillus ha superb !
Jesus a so bet douç ; ne doun-me quet colerus ?
Jesus en deus pardonnet d’e adversourien ; ne glasquàn-me quet d’en em vengi eus va re ?
Jesus a so bet patiant. ha ne fell din souffri netra.
Jesus a so bet dispriget ; hac e fell din beza enoret ?
E vuez a so bet leun a boaniou hac a souffrançou ; ha me ne glascàn nemet beva em æz hac em flijadur.
O va Salver, peguen dishenvel eo va buez dious hoc’h hini ! Peguer ravisset oùn-me, pa gonsideràn ho vertuziou ! Mæs peguer spontet oùn-me, pa sellan ous ma viçou !
C’hui eo va mæstr, va squêr ha va exempl ; hoc’h imita hac hoc’h heulia e peblec’h a fell din hivisiquen gant ar sicour eus ho craç.
Ma sicourit da regli va oll actionou ha va oll desirou hervez ho re, da gonsideri gant disprijanç eveldoc’h madou, enoriou ha joaüsdet ar bed ; ha da gridi parfet penaus ar brassa avantach hac ar brassa consolation a allàn da gaout er vuez-mâ, eo hoc’h imita hac hoc’h heulia.
ESUS d’an oad a zaouzec vloaz a yeas gant Sant Joseph ha gant e Vam beniguet da visita an Templ a Jerusalem en un deiz solennel. Pa voe achu ar solennite eus ar Gouel, ar Verc’hes Sacr ha Sant Joseph a bartias evit mont d’ar guær, o songeal e teue Jesus e compaignunez re-all eus o anaoudeguez hac eus o c’herent. Pa voent avancet en hent, en em lequezont d’e glasq ha d’e c’houlen, mæs evel n’er c’hefzont quet, e tistrojont var o c’his da Jerusalem, affliget ha desolet : e gavout a rejont en Templ e creis an Doctoret eus al Lesen, da bere e explique ar Scritur Sacr.
An Itron Varia a oa affliget heb gallout en em gonsoli, abalamour ma voa dianquet Jesus ; ar pec’her a dle gant muy a ræson beza affliget ha caout e galon mantret pa en deus collet ar c’hras, pa en deus collet Doue.
Goëla a rit pa velit ho Tad, ho Mam pe ho Crouadur o vervel ; goëla a rit pa erru gueneoc’h ur c’holl temporel benac, ha ne ret van ebet pa gollit ar c’hraç, pa zeu hoc’h ene da vervel dre ar pec’het. Cousgoude en ur goll ar c’hraç-ze, e collit ar mad souveren, e collit ar Barrados, e collit Doue, e collit tout. Na voëlit quet evit c’holl eus a draou ar bed-mâ, ho taëlou n’o rentint quet deoc’h ; mæs goëlit abalamour ma hoc’h eus collet ar c’hraç, an daélou-ze a raï deoc’h he c’havout.
2. P. Considerit penaus ar Verc’hes santel querquent ha ma santas e oa dianquet he Map, a zistroas da Jerusalem d’e glasq ; evelse ive, pec’her, querquent ha ma hoc’h eus collet graç Doue, querquent ha ma ouc’h couët er pec’het, labourit da sortial eus ar stad maleürus-ze hep differi. Dangerus eo beva en ur stad e pehini ne falfe quet deoc’h mervel. Pa illit mervel e pep moment eus ho puez, na zifferit quet ho convesion. Iit da glasq Jesus-Christ en Templ eharz ur c’hovesour, eno eo er c’heffot.
Penaus ellet-hu beva ha cousquet e peoc’h o veva e stad a bec’het marvel ? Ha c’hui a oufe cousquet e repos var bord ur punç pe ur precipiç, ha gant ur serpant en ho querc’hen ?
Ma visac’h bet surprenet gant ar maro ebars er stad-ze, evel ma zeo digouet gant cals a re all, siouaz dezo, pelec’h e vec’h-hu bremâ ?
E pe stad emaoùn-me ? Ha me a so e graç Doue ? Ha me a so er meas eus e c’hraç ? Va c’houstianç ha ne reproch-y netra din ? N’emaoùn-me quet er stad a bec’het marvel ? Ha me a garre mervel er stad e peini en em gavàn bremâ ? Ret eo din eta sortial anezàn heb dale ; ret eo din en em lacât e stad da vont dirac Doue, pa bligeo gantàn va guervel.
O va ene, trugareca an Autrou-Doue da veza da zeportet bete vremâ ; profit eus an amser a ro did dre e vadelez, ha na zale quet pelloc’h da effaci da bec’hejou gant an daelou eus ar binigen, evit ober da beoc’h gant Doue hac antren en e c’hraç.
ESUS hac e zisquibien, hac an Itron Varia a voe pedet da un eured er Guer a Gana e Galilee. Carga a reas a c’hraçou an dud nevez, hac ober a eure ur miracl en o faveur, o ceinch an dour en ur gouin excellant.
Considerit da guenta ez eo ret caout ur vocation legitim, da lavaret eo, ret eo beza galvet gant Doue d’ar stad-ze. Ne aparchant nemert ouz Doue, eme ar Profet, disposi eus hor fortun. Da Zoue eo d’hon lacaat er stad hac er gondition a bligeo gantàn, ha non pas deomp d’e choas hon-unan.
Darn a so galvet gant Doue da zimisi, darn da chom er bed heb dimizi, lod so galvet da antren er c’houenchou, lod all evit beza tud a Ilis.
Mar quemerit ar stad pehini a so destinet deoc’h gant Doue, e vevot contant ennàn, hac e vezo æz deoc’h ober ho silvidiguez. Mæs mar choasit ur stad da behini ne doc’h quet galvet, ne guefot nemert displijadur er vuez-mâ, hac e viot en danger bras d’en em goll, abalamour Doue ne d’eo quet obliget da rei deomp graçou special evit trec’hi an difficulteou a so en ur stad e pehini e vemp en em angaget a enep e volante.
Abars eta en em angagi e stad a briedelez nac e stad-all ebet, goulennit alies digant Doue dre bedennou fervant ar sclerigen evit anaout an hini en deus destinet deoc’h. Examinit an obligationou hac an difficulteou eus a bep stad ha guelit ha c’hui so capabl d’en em acquitta ervad eus an obligationou-ze.
Quemerit c’hoas cusul digant ur c’hovesour pe un directeur mad. Chelaouit an avisou fur a roï deoc’h ho querent, mæs chelaouit muy c’hoas mouez an Autrou-Doue eguet hini ho querent. Ma ne doc’h quet galvet gant Doue d’ar stad a broposont deoc’h, hac ind-ii a roï deoc’h graçou evit en em savetei ennàn ? Hac ho tenna a raint-ii eus an ifern, pa viot en em brecipitet ennàn evit plijout dezo ?
Goude beza goulennet sclerigen digant Doue ha quemeret avis ho Tirecteur, mar gouelit e veac’h galvet d’ar stad a briedelez, considerit an dispositionou a dleit da gaout evit ober un eured mad, eürus ha santel. Da guenta, songit da gonservi bepret un intantion bur ha chast, songit da zimizi non pas evit ho contantamant nac evit ar blijadur, mæs abalamour ma credit beza galvet gant Doue d’ar stad-ze, ha ma esperit ober quent ho silvidiguez ennàn, evit ne raec’h en un all.
D’an eil, seul ma tostaï an amser da eureugi, redoublit ho pedennou evit tenna graç Doue var hoc’h eured. Songit hoc’h eus ezom eus a gals a c’hraçou evit beva ervad er stad-ze ; pep stad en deus e boan, hac ar stad a Bridelez ne deo quet an hini en deus an nebeuta ; poan so gant bugale pa vent bian, hac alies muy c’hoas pa vent deut bras ; speret an eil pried ne deo quet bepret henvel ouz speret eguile.
D’an drede, bezet e stad a c’hras pa recevot Sacramant a Briedelez : ur sacrileich eo e receo e stad a bec’het marvel, hac en em briva eo eus an oll graçou a dleffac’h da receo en hoc’h eured.
D’ar bevare, tremenit devez an eured gand modesti, gant temperans, en ur fæçon christen.
Peguen neubeut a zeu da zimizi gant an dispositionou-ze ! Ha soueset e tleer beza mar gueler quement a zivisionou, a zisurzou, a valeuriou en tieguezou, pa zeu quen neubeut a dud da zimizi hervez Doue ! Eleac’h ar burete, ar beden hac an alusen, pere a so ar moyenou da gouvia Jesus d’e eured, ne veler alies nemet impurete, ebatou, dansou, meventiou quent ha goude an eured. E guirionez, hac ennes eo ar voyen da denna benediction ha graç Doue var e eured ?
Mar hoc’h eus grêt deja ar choas eus ur stad a vuez, mar hoc’h eus deja grêt ho fortun, ha c’hui ho poa, abars en em angagi, eximinet mad ho vocation ?
Mar d’oc’h angaget e stad a Briedelez, ha c’hui ho poa an dispositionou necesser evit receo santelamant ar Sacramant-ze ?
Penaus hoc’h eus-hu tremenet an devez eus hoc’h eured ?
Goulennit pardon digant Doue eus ar fautou ho pe grêt. Songit d’o repari dre hoc’h œuvrou mad ; ha souffrit pant ur speret a binigen ar boan eus ho stad.
Tud yaouanc, c’hui pere noc’h eus quet c’hoas grêt ar choas eus a ur stad a vuez, commancit ur bloas pe zaou abars quemer ho resolution da c’houlen sclerigen an Eê. Offrit alies da Zoue ho pedennou hac ho communionou en intantion-ze, ha grit bemde ar beden-mâ : Va Doue, me a fell din a-gren ober ma silvidiguez, coustet pe gousto. Grit din, va Doue, anaout al lec’h hac ar stad e pehini e fell deoc’h ho servichen, hac e pehini e allin ober va silvidiguez gant muy a assurans. En em abandoni à ràn etre ho taouarn, disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h.
Pa ve Pasq abred, a ve neubeutoch a Suliou goude ar Rouane, da lavaret eo, etre ar Rouane hac ar Septuagesim, pehini a erru bepret pemzec dez abars ar Sul ened, neuse e ve ive muy a Suliou goude ar Pantecost, da lavaret eo etre ar Pantecost hac an Azvent. Mar gu’erru eta Sul ar Septuagesim goude an eil, pe an drede, pe ar bevare, pe ar bempet Sulvarlerc’h ar Rouane, e reot ar Veditation merquet evit Sul ar Septuagesim, hac e tremenot ar re all, pere o devezo o flas goude an drede Sul varn-uguent varlerc’h ar Pantecost, hervez ma ê merquet eno.
A antree Jesus er Guær a Gafarnaom, ur Centenier, da lavaret eo un Officer peini a gommande var gant soudart, a yeas d’e gavout hac a lavaras dezàn : Salver, beza em eus ur servicher clàn em zy, hac a souffr ur boan diremed. Jesus a respontas : mont a rin d’y, ha me er pareo. An officer a replicas : ne veritàn quet, va Salver, e antreac’h em zy ; gant ur goms hepquen a leverrot amâ, e illit renta dezàn ar yec’het. Jesus a veulas dirac an oll feiz an Officer-ze, hac a lavaras dezàn : iit, ha ra vezo gret hervez ma hoc’h eus credet ; hac er memes heur ar servicher en em gavas pare.
Evit beza salvet, ret eo cridi quement a gred hac a zesq deomp hor Mam santel an Ilis, ha regli hor buez hervez ar Feiz.
Considerit penaus ar Feiz a so ur vertu absolument necesser evit beza salvet. Heb ar Feiz ne aller plijout da Zoue, eme an Abostol Sant Paul.
Ret eo cridi ferm, parfet, heb douëtans ebet an oll guirionezou en deus revelet Doue, hac a bropos deomp an Ilis eus e bers da gridi. Ne d’eo quet cousgoude avoalc’h cridi ar guirioneou ar Feiz, ret eo c’hoaz regli hor buez hervez ar Feiz a behini e reomp profession, hervez ar pez a zesq deomp an Aviel, ne viot quet salvet evit beza bet Christen, mæs evit beza graet œuvrou ur Christen. Ar Feiz heb an œuvrou mad, a so ur Feiz maro, ur Feiz inutil, pehini ne servicho nemet evit hor c’hondaounation.
Mar hor be ur Feiz parfet e ve souden distruget an oll vissou ha reformet ar bed-oll, ma ve ar guirioneou eus ar Feiz imprimet doun en hor speret, netra ne ve capabl da ober deomp coueza er pec’het ; disprijout a raemp enoriou, madou ha plijadurezou ar bed evel traou dangerus. Souffr a raemp gat joa ar poaniou, an afflictionou, an injuriou, evel moyenou avantajus evit hor silvidiguez, pratica a raemp gant couraich ar binigen hac an oll vertuziou.
Mar doump quel lezirec e servich Doue, quen diegus d’en em acquita eus hon dever hac eus hon obligationou, mar goueler quement a zizurs er bed, petra so caus a guemense nemet hon nebeut a feiz, hac an nebeut a reflexion a reomp var ar guirioneou bras eus hor religion.
Ah cridi a rit-hu parfet an oll gouirioneou eus ar feiz ? Cridi a rit-hu ez eus un Doue peini ho qouel hac o clef, dirac peini e rencot apparissa un deiz evit renta cont ous hoc’h oll œuvrou, ha receo ho setans diveza ? Penaus illit-hu eta ober en e bresans ar pez ne gretac’h quet ober dirac un den ?
Ha c’houi a gred penaus Doue dre e brovidans en deus sourci a bep tra ? Perac eta e vurmurit-hu en ho paourente pe en ho poaniou ?
Ha cridi a rit-hu penaus ur pec’het marvel hepquen ho rend coupabl eus a boaniou an Ifern ? Penaus e teut-hu eta da gommeti quellies a hini heb remors, heb aoun ebet ?
Ha cridi a rit-hu penaus evit beza salvet ez eo necesser trec’hi ho coal inclinationou, renons d’ar bed, d’ar c’hiq, d’an drouc-speret, pardoni a galon d’hoc’h adversourien, beza humbl, beza trugarezus, hac en ur guer heulia reglennou eus an Aviel.
Ma ne gredit quet ar guiriorieou-ze oll, n’hoc’h eus quet a Feiz ha ne veritet quet douguen an hano a Gristen ; mar o c’hredit heb ho fratica, en em gondaonit hoc’h-unan. Nep ne gret quet, eme sant Yan, a so deja barnet : mæs nep a gred hac a ra ar c’hontrol d’ar pez a gred, a so deja condaonet.
Grit resolution da ober alies Actou a Feiz, ha da ober reflexion var ar guirioneou bras eus hon Religion ; quemense ho sicouro cals da gundui ur vuez gristen. Quemense a inspiro deoc’h santimanchou bras eus a Zoue, eus e buissanç, eus e brovidanç, eus e vadelez, eus e justiç, hac a raï deoc’h beva en e zougeans hac en e garante. Hac e vec’h couëet er brassa disurz, ar reflexionou-ze a so capabl d’ho tenna anezàn ha da ober deoc’h terri pep goal accustumans.
Va Doue, me a gred ferm an oll guirionezou hoc’h eus revelet hac a bropos deomp an Ilis eus ho pers da gridi.
Me ho trugareca, va Doue, da veza gret din ar c’hras da veza bet ganet er Religion Gristen.
Grit, va Doue, ma reglin va buez hervez ar Feiz, hervez ho Lesen, hervez an Aviel.
ESUS o veza en ur vag var ar mor gant e zisquibien, e savas un avel hac un tourmant quer bras, ma oa goloet ar vag gant an houliou vor : Jesus a gousque cousgoude ; e zisqubien en dinunas en ur lavaret : hor Mæstr, hor saveteit, mont a reomp da goll. Jesus a lavaras dezo perac hoc’h eus-hu aoun, tud a nebeut a feiz ? Neuse o sevel, e commandas d’an avel ha d’ar mor, ha quer buan an avel a souplaas hac ar mor a galmas. Ar re a ïoa presant a voe soueset meurbet, hac e lavarent entrezo : piou eo an den-mâ, ma obeis dezâ an avel hac ar mor.
1. Poent. Evit petra e permet e vemp tentet.
2. Poent. Ar pez a dleomp da ober pa santomp an dentation.
Considerit penaus an avel hac an tourmant-ze pehini a erruas gant an Ebestel, a represant ar pez a erru gueneomp voar ar mor perillus eus ar bed-mâ, e pehini oump exposet da un infinite a zangerou, a gontroliezou, a dentationou. Beza ez eus bepret un avel benac o c’houea, un dentation benac pehini hon tourmant, un dristidiguez pe ur boan benac pehini a droubl peoc’h hon ene.
Doue a bermet quemense evit distaga hor c’halon diouz ar vuez-mâ, e pehini ne gavomp nemet trubuill ha miser ; Doue er permet evit ober deomp santout hor sempladurez, ha peguement e tleomp disfiziout ac’hanomp hon-unan ; Doue er permet evit eprouvi hor vertu : Abalamour ma oac’h agreabl da Zoue, eme an Æl da Dobii, eo bet necesser ma e veac’h bet eprouvet dre an dentation. Doue er permet evit hor purifia ; car evel an tân a amproü hac a burifi an aour, evelse, eme ar Speret-Santel, an dentation a amprou hac a burifi mui-oc’h-mui an den just. Doue er permet erfin evit rei deomp occasion da bratica ar vertuziou, ha da grisqui hor mirit hac hor c’hurunen en Eê.
2 Poent. Considerit penaus an Ebestel ous en em velet en danger da vont da goll, o devoe recours da Jesus-Christ. Disquit dre o exempl ar pez a dleit da ober abars peb tra pa santit an tourmant eus an dentation o sevel en hoc’h ene, ho pêt recours d’an hini pehini hepquen a ell ho savetei hac ho tilivra a bep drouc. N’en em arretit quet neuse da ober reflexion varnoc’h hoc’h-unan, na da chelaou pe da examina en dentation, mæs rac-tâl ho pêt recours da Zoue, evel ma o devoue an Ebestel, ha livirit dezàn : va sicourit, va saveteit, va Doue, emedon en danger d’en em goll.
Consider amâ, va ene, ar vadelez eus a Jesus e quenver e servicherien pere en em guef en danger ; querquent ha ma cleo mouez e Ebestel, e teu d’o sicour ha d’o c’honsoli, lavaret a ra dezo ne dleont caout aoun ebet pa edont gantàn, ha lacât a ra dre e goms ar peoc’h hac ar c’halm en o sperejou.
O peguer mad eo esperout e Jesus, ha lacât e fizians ennàn ! car piou en deus-èn pedet a vir halon, ha ne d’eo quet bet chelaouet ? Piou en deus bet recours dezàn en e ezom, ha ne d’eo quet bet sicouret ?
Querquent ha ma santit an dentation, ha recours hoc’h eus-hu da Zoue dre ar beden ?
Ha fizians hoc’h eus-hu ennàn ?
Ha ne d’eo quet eus an defaut a fizians e teu ho tigonfort hac ho tigourajamant ?
Elec’h lacât ho fizians e Doue n’en em abandonet-hu quet heb resistans ebet d’an dentation, da adversour ho silvidiguez, d’an drouc-speret, o cridi ne illit quet resista outàn ? Penaus eta, a disfiziout a rit-hu eus a c’hraç an Autrou-Doue hac eus e vadelez ? O peguen nebeut a feiz hoc’h eus-hu ! Ne ouzoc’h-hu quet penaus ne arru netra gueneoc’h nemet dre urz Doue pe dre e bermission, ha penaus e oar tenna ar mad eus an drouc ? En em abandonit eta etre e zaouarn en amser an dentation : gelvit-èn d’ho sicour, ha liquit hoc’h oll fizians ennàn. Gant ur goms hepquen e all lacât ar c’halm hac ar peoc’h en hoc’h ene.
O va Doue, anaout a ràn va sempladurez ha va fragilite, mæs gouzout a ràn ive penaus e illit, hac ez oc’h prest bepret d’am souten a enep an attacou eus an tentationou. Rac-se o tisfiziout ac’hanon va-unan, hac o lacat va fizians enoc’h, e livirin deoc’h em affliction evel an Ebestel : Va sicourit, va Doue, emaoun en danger d’en em goll ; hac esperout a ràn n’em abandonot quet e creiz an danger.
Ouantelez an Eê, eme hor Salver, a so hênvel ous un den pehini en deus hadet greun mad en e zouar ; mæs epad an noz e adversour a hadas yvre e touez an yd. E servicherien o velet ur maread amser goudeze an yvre o crisqui emesq an yd, a lavaras dezàn : Mæstr, mont a reomp, mar quirit, da zisplanta an yvre-ze. Ne deo quet poent c’hoaz, emezàn, gant aoun na zeuac’h da c’hrizienna er memes amser an yd mad ; mæs gortoït amser en Eaust, neuse e destumot an yvre e deul en tàn, hac e lequeot an yd em grygnol.
1. Poent. Doue a souffr ar re vechant.
2. Poent. O anduri e dleomp ive gant patiantet.
Considerit penaus Doue a oar tenna ar mad eus an drouc. Souffr a ra ar re vechant, evit exerci patiantet ar re vad. Ma ne vize quet bet a Dirantet, ne vize quet bet a Verzerien.
Doue a souffr ar re vechant evit disquez e batiantet hac e vadelez. Da bep heur, e peb lec’h Doue a so offancet, e peb fæçon ha gant peb sort tud. En em vengi a alfe, ha coll evit james ar re en offans, ha n’er gra guet ; er c’hontrol ober a ra vad dezo : aliez e ro dezo madou en abondans, o c’hlasq a ra, rei a ra dezo amser da ober pinigen, ha ne ancoa netra evit o gounit, heb en em rebuti evit tra ebet. Peguen admirabl eo ho patiantet hac ho madelez va Doue ! Pebez mez evidòn-me beza quen neubet patiant ! An distera tra, ur goms, un netra a ra din en em lacât e coler, en em dransporti, en em vengi.
2. Poent. Considerit penaus pa souffr an Autrou-Doue ar re vechant gant quement a vadelez, e tleit ive hoc’h-unan o anduri gant patiantet herves e exempl. Ho pét câs ous an drouc a reont, mæs arabat eo coll ar garantez a dleit da gaout evit-o. Elec’h o c’hassaat, e tleit quent caout truez out-o, o velet e redont d’o maleur ha d’en em goll da james.
Mar hoc’h eus gallout, distroit-o dious ar goall hent a guemeront. Sicourit-o da sortial anezàn dre hoc’h avisou mad ; da viana goulennit digant Doue ar c’hras eus o c’honversion.
Ar brassa pec’herien a ell en em gonvertissa, na zisesperomp quet eus a zen : hac an nep a so bremâ mad ha just, a ell dont da veza fall ha mechant : en em humiliomp ha n’en em breferomp quet d’ar re a velomp couezet e fautou bras ha scandalus.
Ma ne gouezit quet hoc’h-unan er memes fautou, trugarecaït Doue da veza ho preservet ; songit penaus hoc’h eus defautou all marteze brassoc’h. Alies ne velomp quet hor fautou hon-unan : guelet a reomp ur blousen e lagat hon nessa, ha ne velomp quet un treust en hon hini.
Petra benac memes ne rehech netra deoc’h ho coustians, n’en em istimit quet evit-se mui evit ar re-all, car ne doc’h quet sur ha c’houi a so e gras Doue pe emeas eus e c’hraç ; ne ouzoc’h quet neubeutoc’h c’hoas ha c’houi a bersevero bete ’r fin e stad a c’hraç ; ne ouzoc’h quet ha c’houi a so yvre destinet evit an tàn, pe yd mad pehini a vezo lequeet e grignol an tad a famil.
En em humiliet eta bepret, ha ne zisprigit quet ho nessa ; en em gonsiderit evel an distera eus an oll ; ha credit ne deus den semploc’h na fragiloc’h evidoc’h.
Mar d’oc’h obliget dre hoc’h etat da veva gant tud vechant, tud control, tud vicius, n’hoc’h eus-hu quet cas ha malis out-o, elec’h caout truez out-o, o voelet an danger e pehini emaïnt eus o silvidiguez.
Ne roit-hu quet dezo goal-bedennou, elec’h pidi evit o c’honversion ?
Essât a rit-hu o gounit dre ho patiantet ha da dre ho tousdet.
O va Doue, quemer a rit patiantet guenê en despet d’an defautou a voelit enòn, en despet d’an offançou a gometàn en hoc’h enep, en despet d’am ingrateri en hoc’h andret ; peguer mechant benac ez oùn, em souffrit, em c’hirit, e rit vad din. Grit dre ho cras ma teuin da imita un exempl quer caër a batiantet hac a vadelez.
Ouantelez an Eê, eme hor Salver d’e zisquibien, a so hênvel euz ur c’hreunen seneve pehini a hader en ur parc, ar c’hreunen-se a so ar biana eus an oll hadou ; mæs pa vez cresquet, e teu da veza brassoc’h evit an oll lousaou all, hac e teu da veza ur voênn en hevelep fæçon ma tisquen laboucet an Eê da reposi var he brancou. Rouantelez an Eê, c’hoas eme hor Salver, a so ive hênvel ous un tamic goell lequeet e touez ar bleud pe an toas, pehini a ra d’an toas oll c’huea ha goï. Evelhen eo e explique Jesus-Christ e zoctrin celestiel dre comparaesonou familier.
1 P. Hor silvidiguez a zepand alies eus hor fidelite da Zoue en un dra vian.
2 P. Hor reprobation a gommans peurvuya dre hon infidelite en traou bian.
1 P. Considerit penaus hor silvidiguez eternel a zepand alies eus hor fidelite da heulia un inspiration vad deut deomp eus an Eê, pe da brofita eus un avis mad roet deomp, pe da ober reflexion var ul lectur vad hon be clevet. Ur songeson vad, pe en em arreter da ober reflexion enni a zeu da brodui effejou bras en ene.
Hor silvidiguez a zepand eus hor fidelite d’en em viret ous ar fautou dister. An hini en deus aon rac ar pec’hejou bian, ne gouezo quet e pec’hejou bras.
Ne gavomp nemeur an occasion da ober treou bras ha dreist-ordinal evit Doue. En em sanctifia a dleomp eta dré an treou commun hac ordinal a reomp bemdez. Greomp mad hon labour ordinal, greomp-èn gant un intantion santel ; suportomp a galon vad ar poaniou eus hon etat ; souffromp gant patiantet an injur-ze, an disprijans-ze, ar goms rust-ze ; e quemense e consist hor santelez.
An distera action a vertu a verit ur recompans en Eê. Doue a gonsider muy ar garante gant pehini e labouromp, evit ne gonsider hon action. Doue n’en deus ezom a netra digueneomp : ne c’houlen nemet hor c’halon hac hon obeissans.
Hor vertu hac hor perfection ne gonsist quet oc’h ober treou bras, mæs oc’h ober ar pez a c’houlen Doue digueneomp. An treou biana ha disterra ne dint muy bian na dister pa vent grêt evit Doue. Hor fidelite en treou bian a so ur merq eus hor c’harante evit Doue. Ar spont rag an Ifern hon ampeich da gommeti pec’hejou marvel, mæs carante Doue a inspir deomp horreur ous ar re veniel. Un dra vras ha parfet eo, eme S. Augustin, beza fidel da Zoue en treou dister.
2 P. Un dra vian a den da vras. Dre ur pec’het bian e commans an disurzou brassa ; eus ur sulen dân e teu un tân-goall, eus ur c’hreunen seneve e saf ur voénn ; un tamic goell a ra d’an toas oll trenca. Clasquit ar sourcen eus ho tisurzou, hac e c’heffot en infideliteou dister hoc’h eus en em bermetet, pe en neglijans hoc’h eus bet er c’hommansamant da resista ous ho coall inclination. Nep a so infidel en treou bian, eme Jesus-Christ, a vezo infidel en treou bras.
Na gonsiderit quet evel nebeut a dra ar fautou bian, ar pec’hejou veniel ; ar pec’het veniel a so un drouc bras hac en deus effejou maleürus ; car displijout a ra da Zoue, hon priva a ra eus a gals a c’hraçou, diminui a ra carante Doue en ene, hac e disposi a ra d’ar pec’het marvel ; ur pec’het veniel a elle beza ar pen-caus eus hor reprobation.
Considerit ouspen-ze penaus an distera pec’het a renq beza punisset pe er bed-mâ pe er bed-all. Ar santela den eus an douar, mar deu da vervel gant ur pec’het veniel hepquen, a souffro poaniou estrainch er pugator evit expia ar faut-ze. Comprenit dre guemense petra eo ar pec’het veniel, ha gant pebes sourci e tleit e evita.
Examinet ha ne deoc’h-hu quet sujet da gommeti pec’hejou veniel, var digare ne dint quet pec’hejou bras. Goulennit pardon digant Doue eus a guement hini hoc’h eus grêt. Quemerit ar resolution da zivoall na reot muy nicun, da viana gant ho couïesyguez, gant ur volonte franc. Goulennit ive pardon eus ar re hoc’h eus grêt, hac a rit marteze alies bemdez heb sonch ha dre ignorans.
O va ene, laca evez ouz ar pec’hejou bian, ma ne fell quet did coueza er re vras. Na gonsider morse evel nebeut a dra ar pez a zisplich da Zoue hac a ell beza ar penn-caus eus da zaonation.
O va Doue, n’em boa biscoas comprenet e vije ar pec’het veniel un drouc quer bras. Inspirit din an oll horror a dleàn da gaout anezàn, ha grit dre ho cras ma vezin fidel deoc’h en traou bian, evit ma vezin fidel er re vras.
Ouantelez an Eê, eme Jesus-Christ, a so hênvel ouz un tad a famil pehini a yeas mintin-mad da glasq labourerien, hac o veza accord a bris gant o ; o c’hassas da labourat en e vinien. O veza cavet da greisdez ha da abardae tud dilabour, e lavaras dezo : perac e chomit-hu aze heb ober netra ? Iit ive da laboürat em guinien, hac e roïn deoc’h ar pez a vezo dleat. Pa oue deut an nos, Mæstr ar vinien a ordrenas d’e zen a affer pêa an oll dud, ha commans dre ar re diveza a voa deut. Ar re eta a ïoa deut d’an abardae o veza tausteet, a recevas peb-hini un diner (pehini a oa pris un devez en amser-ze.) Ar re a ïoa deut dioc’h ar mintin o veza en em bresantet, a songe o devise muy evit ar re-all, mæs ne voe roet dezo nemet ivez peb a ziner. Commans a resont da vurmuri : ar re-ze, emind-y, n’o deus labouret nemet un heur-amser, ha cousgoude o deus bet quement ha ni, ni pere hon eus labouret epad an dez. Mæs ar mæstr a respontas : ne ràn quet a c’haou ouzoc’h ; ne dom-ni quet accord a bris ? Quemerit ar pez a so dleet deoc’h hac en em dennit. Mar fell din rei d’ar re diveza quement ha ma roàn deoc’h ; ha ne d’eo quet permetet din rei ar pez a garàn ? Evelse, eme hor Salver, ar re diveza a vezo ar re guenta, hac ar re guenta a vezo ar re diveza ; car cals a so galvet, ha nebeut so choaset.
Considerit penaus Doue a zeu d’hor guervel ha d’hon invita da labourat en e vinien, da lavaret eo, da labourat evit silvidiguez hon ene. Hor guervel a ra dre vouez ar Bredicatoret, dre vouez hor Pastor hac hon directeur, ha dre e inspirationou santel. Presanti a ra deomp occasionou d’en em savetei en hor yaouanctis, e creis hor buez, ha var fin hon amser. Queït ha ma edomp voar an douar, e allomp ober hor silvidiguez : Doue en deus ur volonte sincer ha guirion d’hor savetei, hac e c’hraç ne vanq morse deomp. Peguer consolant eo ar vouirione-mâ !
Mar caràn eta, e allàn beza eternellamant eürus. Ha disquiant avoalc’h e vezin-me evit revus un eürusdet eternel a so offret din gant Doue ?
Mar gounean ar Barados, em eus gouneet tout ; mar collàn ar Barados, em eus collet tout. Ar c’henta hac ar brassa affer am eus eta er bed-mâ, eo songeal em silvidiguez.
2 P. Considerit penaus an eürusdet eternel prometet deomp gant Doue, a so ur recompans hac ur gurunen pehini ne vezo roet nemert d’ar re o devezo e gouneet : an Tad a famill ne beas nemet ar re o devoa labouret en e vinien.
Evit ober eta ho silvidiguez, ret eo labourat, ret eo servicha Doue ervad, miret e c’hourc’hemennou, pratica ar vertu, ober œuvrou mad, renons d’ar bed d’ar c’hic, d’an drouc-speret. Eürus ar re o deus-en gret adalec o yaouanctis ! Ar gustum vad pehini o deus quemeret, a ra dezo cavout Lesen Doue æz ha facil da viret, ha redec gant joa en hent eus ar silvidiguez.
Ma ne d’oc’h quet bet quen eürus-se d’en em rei oll da Zoue e commançamant ho puez, commancit da viana eus a vremâ ; beza ez eus recompançou evit ar re memes pere ne doant da vinien an Tad a famill nemet d’an diveza heur eus an dez, da lavaret eo, pere ne gommansont beva ervad nemet var fin o amser. Repari a illit an amser gollet, dre ho clac’har dre ho taëlou, dre ho ferveur, dre ho carantez ardant evit Doue.
Evit en em excita da servicha Doue gant ferveur, en em interrogit bremàn, ha grit-èn a amser-da-amser en ho puez. Evit petra emaoun-me er bed ? Respontit hoc’h-unan : evit servicha Doue ha gounit ar vuez eternel.
Ha cridi allàn-me e antreïn er barados heb ober netra ? Respontit : allas ! ne allàn quet e gridi, heb en em drompla va-unan.
Petra a garren-me beza grêt en heur ar maro ? Respontit :
Peguement a sourci, a boan, a fatig na guemeràn-me quet bemdez evit va c’horf ? Ha petra à ràn-me evit va ene, evit ar barados, evit Doue ? Guelit petra hoc’h eus da respont.
O va Doue, en em offri a ràn deoc’h evit ho servicha gant fidelite bete ar maro. Plige gueneoc’h receo an neubeut amser am eus da veva : e gonsacri a ràn oll d’ho caret ha d’ho servicha, evit repari an amser am eus tremenet hep ho caret. Mez ha confusion am eus o velet n’em eus da bresanti deoc’h nemet ur rest miserabl a vuez, a behini em eus roet d’ar bed ha d’e blijadurezou ar bloaveziou quenta hac ar c’haëra amser. Mæs esperout a ràn, gant ar sicour eus ho craç, e reparin dre ar binigen an amser am eus collet.
R bobl bras o veza en em assamblet en dro da Jesus-Christ, e lavaras dezo : An Tad a Famill o veza oc’h hada, lod eus an had a gouezas voar an hent, hac a voe flastret gant an treit ha debret gant al laboucet ; lod all a gouezas en un andret meinec, ha souden goude ma voe glaset, e varvas gant ar sec’hor ; darn a gouezas e touez an drez, hac a voe mouguet erfin ganto ; an darn all a goueas en douar mad, hac a zougas greun en abondans. E Zisquibien o veza goulennet digantâ petra sinifie quemense, e lavaras dezo : an had eo comsou Doue : an had pehini a gouezas var an hent hac a voe flastret gant an treit, a represant er re a cheleo comsou Doue hep ober reflexion ebet, hac a goll quer buan goudese ar memor hac ar sonch anezo. An had pehini a goueas en douar meinec hac a vervas gant ar sec’hor goude ma voe glaset, a represant ar re a receo gant joa comsou Doue, mæs pere evel ne dint quet fontet mad er vertu, a goll courach pa gavont un difficulte benac da drec’hi. An had pehini a grescas e touez an drez hac a voe mouguet gant-o, a represant ar re pere goude beza chelaouet comsou Doue, a zeu d’o mouga enno o-unan dre ar sourciou re vras eus ar vuez-mâ, pe dre an attaich o deus evit madou ha plijadurezou ar bed. Erfin ar pez a goueas en douar mad hac a zougas frouez en abondans, a verq ar re pere goude beza chelaouet gant un disposition vad comsou Doue, o deus sourci d’o c’honservi en o c’halon, ha da brofita anezo.
Pegueit amser so aboe ma clevàn comsou Doue er Sermoniou, en Instructionou, el Lecturiou santel, pe seurt profit am eus-me tennet anezo ? Pe seurt frouez en deus produet em c’halon an had divin-ze ? A be seurt faut oùn-me en em gorriget ? E petra oùn-me guelleet ? Ne doùn-me quet mechantoc’h, viciussoc’h bremâ evit ne voàn dec, uguent, tregont vloas so ?
Petra so caus eta o clevet quement a instructionou santel, ma e reculàn elec’h avans en hent ar silvidiguez ? Roït din sclerigen, va Doue, evit e anaout. Allas ! ne chelaouàn quet ho comsou divin gant an dispositionou requis : ne ràn reflexion ebet varnezo : va speret ha va c’halon a so evel un hent bras, digor da bep seurt songesonou ha desirou væn, pere a ra din coll en un instant ar memor hac ar sonch eus an instructionou mad a glevàn.
Mar chelaouàn aviziou gant joa comsou Doue, mar en em santàn neuse touchet, va santimanchou ha desirou mad na zeuont-ii quet souden da vouga ha da vervel em c’halon dre an affection dereglet am eus evit ar madou pe evit plijadurezou ar bed ?
N’am eus-me quet ur galon calet evel ar maen ? Na resistàn-me quet, o va Doue, ous ho mouez pehini a glevàn ous va guervel ?
Pegueit amser so aboe em sollicitet hac em pressit da guitât ar pec’het-ze, da renons d’an debauchou-ze, d’an ebatou-ze, d’en em reconcilia gant ma adversour, da frecanti ar Sacramanchou, d’en em gonvertissa ; ha n’em eus quet c’hoas ar gouraich d’e ober ?
Pebes sujet n’am eus-me quet da gaout aoun, va Doue, na serviche un deiz evit ma c’hondaonation ho comsou, pere a dlie servichout d’am santifia mar em bize grêt guell usaich anezo ?
Pardonit din va negligeans ha va infidelite. Me a guemer hirio ar resolution da selaou hivisiquen ho comsou divin gant intantion vad da brofita anezo, ha d’o c’honservi doun em c’halon evit regli va buez diout o.
Plige gueneoc’h, va Doue, c’hui pehini a ene va sempladurez, va inconstans ha va fragilite, rei din an nerz hac ar gouraich da gommans ha da beurachui ar pez a inspiret din, pe a vezo discleriet din eus ho perz.
ESUS a lavaras d’e zaouezec Abostol : Mont a reomp da Jerusalem, ha quement tra o deus scrivet ar Brofetet voar Map an Den, a vezo accomplisset eno ; car livret e vezo d’ar Bayanet, goapeet e vezo ha scourgeet, ha goude ma o devezo e outraget e pep fæson, el lacaïnt d’ar maro.
Considerit parfetet ar c’homzou-ze eus an Aviel pere a bropos deomp hirio hor Mam santel an Ilis ; deplorit an dallentez estranch eus an darn-vuya eus ar Gristenien, pere elec’h medita en tri devez-mâ voar bassion hor Salver hervez intantion an Ilis, o zremen e c’hoariou ; e dansou, e festou, en dibauch. An Ilis a sav hirio an anseign eus a groas Jesus-Christ, hac a zeu da renouveli ar memor eus e Bassion, quen evit hon angagi da bellaat dious an direglamanchou hac ar folenteou quer commun en amser-mâ, quen evit hon excita d’en em opposi d’an disurzou-ze, ha d’o c’hombati dre hon exempl-vad, dre an exercisou eus ur guir devotion.
Cetu eta hirio daou anseign savet ; unan eus a zibordamant ar bed, hac eguile eus a Bassion Jesus-Christ : dindan pehini anezo e fell deoc’h-hu en em renca ?
Ha c’houi a falfe deoc’h heulia ar bed hac e gustum milliguet ? Na gomprenit-hu quet peguen direson ha peguen impi eo an disurzou-ze ? E guirionez hac evelse eo en em zisposer da dremen ervad ar c’hoaraïs ? Hac en em zisposi a reer d’ar binigen dre an dibauch, d’an temperans dre ar gourmandis, ha d’ar vertu dre ur vuez disordren ha payen ?
Ha songeal a rit-hu penaus demerc’her an Ilis a lavaro deoc’h ar c’homsou-mâ : Ne deoc’h nemet poultr ha ludu, ha distrei a reot e ludu.
Ha c’hui a garre mervel goude beza en em livret oll en deiou hac en nosveziou maleürus-mâ d’an ebat, d’an assambleou, d’ar vezventi, evel ma ra quement a dud libertin, e pere a seblant e ve mouguet ha maro ar sclerigen eus ar feiz hac eus ar ræson ? Ha n’illit-hu quet beza surprenet gant ar maro en amser-mâ evel en un amser-all ? Hac ar c’henta a veac’h-hu a ve maro subitamant da verc’her al ludu goude beza dancet epad an nos diarauc, pe a ve bet transportet d’ar meurs ened eus ar fest var guele ar maro ?
Mar fell deoc’h eta heulia Jesus-Christ, disquezit ez ouc’h dezàn, oc’h en em separi dious direglamanchou ar bed, hac oc’h en em ziscleria disquibl eus e groas.
N’ho pe-hu quet c’hoant da rei da Jesus-Christ ur merq benac eus ho carantez evitàn ? Pebes occasion na guivit-hu quet d’e ober en ur gundui ur vuez gristen ha devot, oc’h ober dezàn amand enorabl, hac o contempli a amser-da-amser e Bassion en deiziou-mâ pere a vezo implijet gant quement a re all d’e offanci.
O peguen agreabl e voac’h-hu dezàn, ha pebes recompans n’ho pe-hu quet digantàn ? N’ho pezet douetans ebet ne vezo quel liberal en hoc’h andret ha ma viot bet fidel dezàn ; hac esperit gant fizians e lavaro deoc’h un deiz ar c’homçou consolant-mâ : c’houi eo a so chomet fidel din em amser ma voàn abandonet gant bugale ar bed : epad ma en em livrent da bep seurt debauchou, c’houi hoc’h eus va enoret ha ma servichet : epad ma voàn outraget gant-o c’houi hoc’h eus roet din mercou eus ho carantez hac eus ho tevotion ; evit recompansi ive ho fidelite, e fell din ho renta participant eus va madou, eus va eürusdet, eus va Rouantelez.
E pe fæçon hoc’h eus-hu tremenet amser an ened er bloaveziou passeet ?
N’hoc’h eus-hu quet heuliet custumou fall ar bed ?
O va Doue, roit din sclerigen evit anaout muy-oc’h-muy dallentez ar bed !
Ra vezin fidel deoc’h, o va Jesus, e peb-lec’h hac e peb amser ! Peguen eürus e ven-me, ma roen deoc’h en deiou-mâ ur merq eus ma fidelite hac eus va c’harantez !
Chelaouit e goelet hoc’h ene petra a c’houlen Doue digueneoc’h.
Guelit petra hoc’h eus da respont dezàn, ha peseurt resolution a fell deoc’h da guemeret.
Onsiderit penaus intantion an Ilis er ceremoni santel eus al Ludu eo digass sonch deomp eus ar maro ; en ur lavaret da bep hini ac’hanomp : Memento homo, etc. da lavaret eo, Ho pet sonch, map d’en, ne doc’h nemert poultr, hac e tistroot e ludu.
Petra so capaploc’h da zistaga hor c’halon dious ar bed ha d’hon excita da gundui ur vuez gristen, eguet ar sonch eus ar maro ? Petra so creoc’h evit touich ha convertissa ur pec’her caledet en e zisurz ; petra so proproc’h evit consoli un den just en e boaniou hac en e afflictionou, eguet ar sonch eus e fin diveza ? Songit er maro, ha ne bec’hot morse : songit er maro, hac e servichot Doue gant ferveur.
Pet occasion a ganvàn-me bemdez da songeal er maro ! Guelet a ràn bemdez re-all o vervel, pere a lavar din : hirio evidòn, arc’hoas evidoud. Cousquet a ràn er guele e pehini e zleàn mervel : mont a ràn bemdez d’an Ilis da behini e vezin douguet un deiz : pidi a ràn var beïou va zud coz : querzet a ràn var an douar dindan pehini e vreinin : cleout a ràn bemdez o son ar memes cloc’h pehini a avertisso ar re-all eus va maro : santout a ràn memes infirmiteou pere am avertis avoalc’h n’am eus muy cals amser da veva.
2 P. Evit ma vezo ar sonch eus ar maro profitabl evidoc’h, livirit deoc’h hoc’h-unan : mervel a rin : ar c’horf-mâ a behini e quemeràn quement a sourci a vreino hac a vezo rentet e ludu : ar bed ne vezo muy netra evidòn : ancouet e vezin ennàn evit bepret. Mar quivit ar sonch-ze trist ha c’huero, ar feiz hac an esperans en dousaï hac en rento consolant evidoc’h.
Ne d’eo quet avoalc’h songeal e teui ar maro, ret eo songeal e teui souden. Ar vuez-mâ a so ber : tremen a ra evel ur squeud ; ar maro ne ell quet eta beza pell diouzomp. Livirit eta alies deoc’h hoc’h-unan : ar bloas-mâ, ar zun-mâ, en deiz-mâ a ell beza an diveza eus va buez. Guelet a ràn re-all o vervel pere a oa quer yaouanc ha quen dispos ha me. Meur a hini a vez surprenet gant ur maro subit e creiz o nerz hac o brud. Ar memes tra a ell erruout guene-me ; ret eo din eta en em zerc’hel var evez gant aoun na venn suprenet : ret ê din regli ervad va buez : ret ê din en em lacât e stad da vont dirac Doue pa bligeo gantàn va guervel : ret ê din ober bremàn ar pez a garren da veza grêt en heur ar maro : ret ê din tremen peb deiz eus va buez evel pa dlefen mervel en deiz-ze.
Gouelit petra a raï muy a boan deoc’h voar ho maro, ha quemerit ar resolution da lacât urz e quemense.
Gouelit petra a illit ober bremàn hac a garrac’h da veza grêt pa viot en hoch heur diveza, ha quemerit ar resolution d’e ober.
O va Doue, me ho trugareca da veza roet din amser evit en em brepari da vervel ; pelec’h e ven-me bremàn mar ho pije va surprenet ur bloaz so, dec, uguent vloaz-zo ?
Petra a raën me, ma ve rêt din mervel hirio ?
Esus goude beza yunet daou-uguent deiz en desert, en devoe naoun ; hac an tentateur o tostaat ountàn, a lavaras dezàn : mar doc’h Map Doue, chenchit ar mein-mâ e bara. Jesus a respontas : ne d’eo quet er bara hepquen a ra d’an den beva, mæs comsou Doue. An drouc-speret en alyas goudeze d’en em deul eus a c’horre an Templ d’an traoun, oc’h ajouti penaus an Elez en soutenze. Jesus a respontas : scrivet eo, ne dentot quet Doue. Erfin an drouc-speret a zisquezas dezàn Rouantelejou ar bed, en ur brometi o rei dezàn, mar carre e adori. Jesus a lavaras dezâ : en em denn, Satan, car scrivet eo : ne adorot nemert Doue hepquen. Satan en em retiras : hac er memes moment e taustaas an Elez eus hor Salver evit e servicha.
1 P. Exposet oump da un infinite a dentationou.
2 P. Perac e permet Doue e vemp tentet.
3 P. Ar voyen da resista ous an dentation.
Adorit hor Salver Jesus-Christ pehini a bermet d’an drouc-speret e denti, hac a souffr an humiliation-ze evit disqui deoc’h ar feçon da gombati ous adversour hor silvidiguez, evit meritout deoc’h ar c’hras da drec’hi e dentationou, evit disquez deoc’h penaus ne dleit quet esperout beza exant eus an dentation, e pe stat benac e veac’h, ha peguer santel benac e oufac’h beza.
Buez an den voar an douar ne d’eo nemert ur bresel hac un dentation continuel : an drouc-speret hon tent, ar plijadurezou a drompl hor c’halon,an afflictionou a ziscar hor c’houraic’h, hor mignonet hac hon adversourien, hor c’horf hac hor passionou, pep tra hon tent er bed-mâ.
2 P. Considerit penaus Doue a bermet e vemp tentet evelse, evit hon renta humbl, evit ober deomp anaout hor sempladurez, evit ober deomp disfiziout ac’hanomp hon-unan ha caout recours ountâ, evit distaga hor c’halon dious an traou crouet, evit rei deomp ar voyen da veritout curunen an Eê : ne deus quet a gurunen hep victor, ne deus quet a victor hep combat, ne deus quet a gombat hep tentationou hac adversourien. Mæs Doue ne bermet quet d’an drouc-speret hon tenti dreist hon nerz : hon alya, hon incita a ell d’an drouc ; mæs ne all quet hor c’hontraign, ne all trec’hi nemet an nep a fell dezàn beza trec’het.
Mar permet Doue e veac’h tentet, credit parfet ez eo ive atau prest d’ho sicour ha d’ho souten a enep adversourien ho silvidiguez ; ho pezet eta recours ountâ, implorit e asistans, hac e combato gueneoc’h, hac evidoc’h. Mar hoc’h eus Doue en tu gueneoc’h, petra a ell ober en hoc’h enep hoc’h oll adversourien, ha rac petra a illit-hu caout aoun ? E c’hras a so creoc’h ha puissantoc’h eguet oll effort hoc’h adversourien, ha beza en deus un desir ardantoc’h d’ho savetei evit n’en deus an drouc-speret d’ho coll.
3 P. Evit resista eta ouz an dentation, goulennit sicour eus an Eê, ha liquit ho fizians e Doue ; mæs ive disfiit ac’hanoc’h hoc’h-unan ; pellaït diouz an occasionou dangerus. Nep a gar an danger, en em gollo ennàn, eme ar Speret-Santel.
Beillit varnoc’h hoc’h-unan, voar ho squianchou naturel, ispicial voar ho taoulagat.
Resistit ouz an dentation quentra ma he santot : chasseit eus ho speret, pronta ma ellot, er goal songesonou, evel ma taulac’h pront diouzoc’h ur c’hlaouen veo couezet voar ho torn pe voar ho tillad.
Hac en em servija a rit-hu eus ar moyenou-mâ evit en em breservi an dentation ?
Elec’h difiziout ac’hanoc’h hoc’h-unan, beilla varnoc’h, evessaat ha pellaat diouz an occasionou dangerus, pet gueich n’hoc’h eus-hu quet o c’hlasquet ha roet lec’h d’an drouc-speret d’ho tenti, ha pet gueich n’hoc’h eus-hu quet en em gollet en occasionou-ze ?
Anavezit ho faut hac ho maleur, ha guelit pe seurt resolution a guemerot evit an amser da zont.
O va Doue, c’hui pehini a bermet e vemp attaquet nos na dez dre quellies a dentation, va c’hreaït er resolution a guemeràn da ober va oll effort evit resista out-o. Ar c’hras-ze a esperàn digant ho madelez infinit, pehini ho talc’h ehars ar re so affliget dre an dentation, evit o frotegi, o difen hac o dilivra dre ur victor glorius.
Esus a bignas voar menez Thabor gant tri eus e Ebestel, Sant Per, Sant Jacques ha Sant Yan, hac en em dransfiguras en o fresans : e visaich a zeuas da veza scler ha brillant evel an heaul, hac e viscamant guenn evel an erc’h. E Ebestel a velas er memes amser Moyses hac Elii ous en em antreteni gantâ. Sant Per leun a admiration hac a joa a lavaras : Ô va Salver, peguen agreabl ha peguen dous eo beza amâ ! peguen eürus en em guevomp-ni ! ha mar plich guéneoc’h, ni a savo amâ tri Zabernacl, unan evidoc’h unan evit Moyses, hac un all evit Elii. N’en devoa quet achuet mad e goms, ma voent goloet oll gant ur goabren gaër ha brillant, a behini e sortias ur vouez scler ha divin pehini a lavare : Cetu aze va Map muia caret, an objet eus va c’harantez hac eus va c’hompIesans, chelaouit-èn. Jesus a zifennas outo discleria abars e Resurrection ar pez o devoa guelet.
Adorit ha meulit hor Salver pehini evit hor c’hourachi d’e servicha gant fidelite, a ro deomp er Myster-mâ eus e Dransfiguration ur merq eus e c’hloar hac eus an hini a brepar d’e servicherien ebars en Eê ; hac a zisquez deomp ouspen penaus e ra dezo santout er bed-mâ memes plijadurezou pur, dous ha consolant.
Doue ne zeport quet ar vuez-all evit recompanci e servicherien fidel, carga a ra er vuez-mâ o ene eus ur peoc’h, eus ur joa pehini a santer gouell evit ne aller e explica.
Peguer bras eo, ô va Doue, eme ar Profet, peguer bras eo an douçder hoc’h eus reservet d’ar re o deus ho toujanç ? Pebes douçder eta na rit-hu quet tanva d’ar re ho car hac ho servich a greiz o c’halon !
Mar o deus guir servicherien Doue ur c’heuz hac un displijadur benac, eo da veza e anaveet re divead ; hac e leveront evel Sant Augustin : O Doue a garantez ! guened ancien ha bepret nevez, re divead am eus ho caret !
Ret eo ansao cousgoude penaus an eneou mad n’emaïnt quet evit guir heb croasiou er bed-mâ ; mæs carout a reont ar c’hroasiou-ze dous hac agreabl, abalamour ma ouzont e ro Doue dezo neuse ur merq sansibl eus e garantez, ha penaus e roont ive dezàn ur merq assur eus o fidelite. Ar gouel eus ar recompans a esperont en Eê ; o c’honsol hac o c’harg a joa ; eürus en em gavont d’en em voelet neuse henvel ous Jesus crucifiet ; ha beza o deus un assurans moral eus o silvidiguez, pehini eo ar brassa consolation a aller da gaout er vuez-mâ. En em rejouissa a ràn em souffrançou, eme Sant Paul, leun oun a gonsolation ha leun a joa e creis va oll afflictionou.
Considerit penaus evit caout ar joa spirituel-ze, ez eo ret caout ur goustians pur ha net. Jouissa a reot eus ur repos dous, ma ne rebeich netra deoc’h ho coustians : ar goustians vad a so ur banquet delicius ha continuel. Ret eo ouzpen-ze renons da joausdet ha plijadurezou vaen ar bed ; ne illit quet en em rejouissa gant ar bed, hac en em rejouissa gant Doue.
Ha c’houi hoc’h eus cavet biscoas ur gontantamant barfet en creiz plijadurezou ar bed ? Ha ne vanque quet atau un dra benac d’hoc’h eürusdet ?
Mar hoc’h eus servichet Doue ervad un amser benac, ha c’houi a so bet biscoas contantoc’h hac eürussoc’h evit ne voac’h neuse ? Ho pezet sonch eus an daëlou a zevotion hoc’h eus scuillet en amser-ze ; n’o deus-ii quet roet deoc’h muy a gontantamant, evit n’ho poa cavet e touez divertissamanchou ha joausdet ar bed ?
En em roït oll da Zoue, hac e voelot ne deus quet brassoc’h plijadur er bed, eguet disprisout plijadurezou ar bed dre garante evit Doue.
O va Doue, va c’hrouet hoc’h eus non pas evit ar bed nac e blijadurezou, pa ne allont quet contanti va c’halon ; evidoc’h hepquen eo hoc’h eus va c’hrouet, ha ne gavin morse a repos quen a resposin enoc’h.
Ne gavin james a vouir gontantamant e me ac’hanoc’h hac e meas eus ho servich. Grit dre ho cras n’am bezo quen desir nemet da blijout deoc’h, d’ho caret ha d’ho servicha, ha ma clasquin bepret enoc’h va oll gonsolation, va oll joa, va oll eürusdet.
Esus a chasseas un diaoul mud eus a gorf un den ; ha pa en devoe e chasseet, an den mud a barlantas. Jesus a lavaras goude ze : pa vez sortiet ar speret impudic eus a un den, e ra e oll bossibl evit antren ennàn adarre gant seiz speret all creoc’h ha goassoc’h evitàn, hac an diveza stad eus an den-ze a zeu da veza goassoc’h eguet ar c’henta.
Considerit penaus ur pec’her pehini goude beza chasseet an drouc-speret eus e galon, hac en em reconciliet gant Doue dre ur govesion vad, a zistro d’e bec’het, en em gaf en ur stad goassoc’h ha dangerussoc’h evit e silvidiguez, evit ne oa ar stad e pehini ez oa quent.
E bec’het a so brassoc’h ha grevussoc’h, car un disleal eo o vancout d’ar bromessa en devoa grêt da Zoue ; hac un ingrat eo, pa zeu, elec’h anaout ar vadelez a Zoue d’e veza pardonet, d’e offanci a-nevez : jugit a guemense dreizoc’h hoc’h-unan. Goude ma ho pe pardonet da un den un offans en deffe grêt deoc’h, ma teufe an den-ze d’hoc’h offanci adarre, ne gafac’h-hu quet an eil offans goassoc’h c’hoas evit ar chenta ? ha ma ho pe-hu grêt hoc’h-unan quement-all da ur re benac, n’en em gredac’h-hu quet indign da veza pardonet ?
An affeil a rend ouzpen-ze difficiloc’h conversion ar pec’her, abalamour, da guenta, ma teu e galon da veza insansiploch ha caletoc’h ; d’an eil, Doue dre ur bunition just a zeu d’e briva eus e c’hraçou special, a bere ez eo en em rentet indign dre e ingrateri ha dre an disprijans en deus grêt eus ar c’hras hac eus ar pardon en devoa recevet, ; d’an drede, an drouc-speret o veza cavet ar voyen da zistrei en e ene, a zeu d’e denti goassoc’h ha da redoubli e effort gant aoun na ve chasseet adarre.
2 P. Considerit ar moyenou pe remejou evit en em breservi dioc’h an affeil. Ar c’henta, beillit ha bezet bepret voar evez gant aoun na veac’h surprenet gat an drouc-speret ; na songit quet e veac’h en assurans evit beza e chasseet eus ho calon dre ar binigen, ober a raï e oll bossibl evit antren adarre. Eil remed, pellaït diouz an occasionou, hep fiziout voar ho nerz na voar ho resolutionou. An drede, songit aviziou, ispicial pa viot tentet, er bromeseaou hoc’h eus grêt d’ho covesour ha da Zoue ; songit er vadelez a Zoue da veza ho pardonet deja meur a veich : penaus e oufac’h-hu neuse caout ur galon ingrat avoalc’h evit e offanci a-nevez !
Ha songet mad am eus-me biscoas er maleur da behini on em exposet dre an affeil er pec’het ?
Goude beza bet o coves ha recevet digant Doue ar pardon eus va fec’hejou, ne vevàn-me quet evel pa ne ve muy danger ebet ividòn ? Ha sourcius oun-me da bellât diouz an occasionou dangerus ?
Beza ez oun-me humploc’h, o voelet va sempladurez ha va fragilite ?
Disfiziout a ràn-me muy ac’hanon va-unan ?
Sourciussoc’h oun-me da gaout recours ouz Doue dre ar beden, ha resista a ràn-me gant muy a gouraich ouz va goal-inclinationou ha tentationou an drouc-speret ?
O va Doue, evit en em viret diouz an affeil er pec’het, me a guemer hirio ar resolution da renons a grenn d’an occasionou pere a so bet quer maleürus evidon. Conservin a rin ive doun em c’halon ar memor eus ho misericord hac eus ar vadelez hoc’h eus bet da bardoni din ma fautou tremenet, ha labourat a rin gant muy a sourci da vortifia ha da drec’hi va goal inclinationou ; mæs roït din, me ho supli, an nerz har ar gouraich a bere am eus ezom.
ESUS o veza gant e zisqubien voar ur menez en tu all da vor Galile, hac o velet ur foul a bobl o tont d’e heul, a behini e oa vardro pemp mil den, a c’houlennas hac e oa bara avoalc’h evit rei da zibri d’an oll bobl-ze. Respontet voe dezàn ne voa nemet pemp bara hey ha daou besq. Ordren a reas d’ar bobl asea ; hac o veza roet e venediction voar ar pemp bara hac an daou besq, e roas d’an oll quement hac a zesirent. Goude ma o devoa finisset da zibri, e lavaras d’e zisquibien destum ar restajou, evit ne aje netra da goll, ha carga a rezont daouzec paner eus an tamou restet. Ar bobl-ze o velet ar miracl en devoa grêt hor Salver, a fallas dezo e lacaat da Roue, mæs en em retira a eure diout-o.
Ne deus netra ræsonaploch, netra avantajussoc’h evidomp, netra agreaploc’h da Zoue, eguet lacaat hon oll fizianç en e Brovidanç divin.
Considerit da guenta penaus ne deus netra ræsonaploc’h eguet esperout gat fïzans e roï Doue deomp ar pez a so necesser evit antreteni hor buez. Doue pehini a vag al laboucet eus an Eê, ne abandono quet e vugale. Hor c’haret a ra, anaout a ra hon necessiteou, ha prometet en deus e fournisso deomp hon oll ezomou.
Un den a fiz e yec’het en ur Medicin, e broces en un Avocat, hac e vuez, mar deo dall, en ur c’hrouadur : hac e raëm-ni difficulte d’en em abandoni etre daouarn Doue ?
Hac e vec’h paour, hac e vec’h carguet a vugale, a afferio hac a zle, hac e vec’h abandonet gat an oll, esperit ur sicour assuret eus an Eê, mar en em adressit da Zoue gant ur gouir fizians. Doue en em blich oc’h hor sicour pa vemp dibourvez a bep sicour-all. Pa seblant pep tra disesperet, neuse e tleomp esperout muya, car er ranconjou-ze eo e ra miraclou, evel ma en deus grêt e faveur ar bobl pehini en heulias en desert. Ma sonchemp mad, e velfemp peguen alies en deus grêt Doue deomp santout an effejou dous eus ur brovidans special varnomp.
D’an eil, ne deus netra gouell evidomp, eguet lacât hon oll fizians e Doue. Peguen eürus eo nep en em abandon d’e brovidans, hac en em repos voar e vadelez ! Netra n’en troubl, cousquet a ra e creis an tourmant, abalamour ma oar eo Doue e bilot, e dad, e bastor, e refuich hac e brotecteur. Doue ive en em interes en e oll afferiou, Doue a ro e venediction da guement a ra hac a antrepren, pourvei a ra d’e oll necessiteou ha dousaat e oll boaniou.
D’an drede, ne deus netra agreaploc’h da Zoue eguet ar fizians hon eus ennàn ; car dre eno e anaveomp hac e c’hlorifiomp e vadelez, e furnez, e buissans. Netra ne douich muy hor c’halon eguet ar fizians a zisquezer caout ennomp : jugeomp evelse eus a Zoue.
Examinomp hor c’halon, guelomp ha ni hon eus ur fizians dign eus a vadelez an Autrou Doue.
Mar doc’h nec’het gant hoc’h afferiou pe gant ho tle, da biou hoc’h eus-hu recours ? Marteze d’ho mignonet ha d’ho protectoret, heb songeal da recommandi hoc’h afferiou da Zoue, pehini a zispos a bep tra.
En ho clênvejou ne glasquit-hu quet pep sort remejou, heb songeal marteze er Medicin souveren pehini hepquen a ell ho parea, hac heb pehini an oll remejou a so inutil ?
Mar doc’h paour, na liquit-hu quet ho fizians e certen tud charitabl, ha mar deuont-y da vancout pe da vervel, n’em em abandonit-hu quet d’an dristidiguez ha d’ar chagrin, o cridi hoc’h eus collet tout, heb songeal penaus an Autrou Doue en deus en e denzoriou peadra da bourvei d’hoc’h oll ezomou.
O va Doue, peguer mad ha peguen dous eo en em reposi voar ar sourci eus ho providans ! Sul-vuy e lequeomp hor fizians enoc’h, seul-vuy a sourci hoc’h eus ac’hanomp.
Ma Doue, c’houi a so va Zad, leun oc’h a vadelez evidon, anaout a ret va oll necessiteou, penaus eta e oufen-me mancout da lacât enoc’h va oll fizians !
Onsiderit penaus an Ilis a gommans hirio da represanti ar Misteriou adorabl eus a Bassion ha Maro hor Salver, hac e continu bete an deiz eus e Resurrection evit hon alya d’en em applica en deiou-mâ ispicial da gonsideri ha da anaout an obligationou infinit hon euts d’hon Redemptor Divin.
Unissit eta hoc’h intantion gant hini an Ilis, distroït un nebeut epad an amser santel-mâ ho sonch diouz ar sourciou all ha diouz afferiou ar bed, evit contempli un Doue o souffr hac o vervel evit ho silvidiguez.
An anaoudeguez vad a dleit dezàn, a dle hoc’h angagi da gontempli e souffransou, evit compren an excez eus e vadelez hac eus e garantez en hoc’h andret, hac evit renta dezàn actionou a c’hraç.
Considerit ouspen quemense ar profit a guevomp o contempli ar Bassion. Ne deus netra, eme S. Augustin, profitaploc’h evit hor silvidiguez, eguet songeal alies er pez en deus anduret Map Doue evit hor savetei.
Ar pec’het, eme S. Gregor, ne all quet reing en ur galon pehini a zeu da gontempli Passion ha maro Jesus-Christ.
Ne deus netra quer rust na quer fachus, n’en andurot a galon vad, mar songit ar barfetet a Passion hor Salver, eme Sant Isidor.
Peguer consolant eo evit ur pec’her penitant songeal e Passion Jesus ! O contempli e c’houliou sacr, hac o consideri neuse ez eo en em lequeet er stad ze evit obteni dezàn remission e bec’hejou, e teu da gonceo un esperans ferm eus e bardon.
Peguer consolant eo da ur Christen affliget contempli e Salver adorabl er groas, hac o vervel dre garante evitàn.
Pebes couraich a inspir Passion hor Salver da ur Christen evit ar souffrancou ! Pebes horreur ous ar pec’het, pebes disprijans evit plijadurezou ar bed, ha pebes carante evit e Redemteur divin.
Peguen dous e vezo da un den pehini epad e vuez a vezo bet accustumet da gontempli Jesus-Christ crucifiet, hac en devezo labouret d’e imita, peguen dous e vezo dezàn en heur ar maro quemer e grucifi etre e zaouarn ha mervel ous e gontempli !
O va ene, consider da Salver er Jardin Olivet e pehini e c’huesas an dour hac ar goad o sellet ous an nombr hac ar grevusdet eus da bec’hejou, evit pere e oa en em garguet da satisfia. Consider-èn etre daouarn ar Yusevien, consider e gurunen spern, e fas hac e gorf goloet a c’houliou hac a voad ; consider-èn o tougen e groas voar menez Calvar ; consider-èn er groas ; consider ar gouliou sacr eus e zaouarn, eus e dreit hac eus e gostes.
Ah ! va ene, ha contempli a elles-de e boaniou quer criz, hep beza touchet ha mantret gant glac’har ?
Gouelit pe seurt action a c’hras a fell deoc’h renta d’ho Redemteur divin ; gouelit dre be seurt carante e tesirit pêa ar garante infinit en deus bet evidoc’h. Petra fell deoc’h-hu da ober, petra fell deoc’h da souffr evit servich hac evit gloar ho Redemteur hac ho Toue :
Roït din, va Jesus, ur galon leun a anaoudeguez hac a garante evit ar vadelez infinit hoc’h eus bet evidon. Roït din ur galon disposet ha prest da souffr ive dre garante evidoc’h.
Ra vezo scrivet em c’halon
Jesus hac e oll Bassion.
Diou gonsideration pere a ell contribui cals d’ho tisposi evit ober ur Gommunion vad ha santel. Ar guenta, songit piou eo an hini a zeu davedoc’h. An eil, songit piou oc’h hoc’h-unan.
Barz tostaat ouz an Daul santel, considerit hoc’h eus an enor da receo un Doue eus ur Vajeste infinit. Mar en em breparer gant quement a sourci evit diguemeret ur Roue pe ur Prins, ha mar douguer dezo quement a respet, petra ne dleit-hu quet da ober evit en em brepari da ziguemeret Roue an Eê hac an douar, ha gant pebes respet, gant pebes humilite ne dleit-hu quet e receo ?
Songit penaus an hini a zeu davedoc’h a so infinimant santel, gant pebes purete a galon e tleit-hu eta tostaat ous ar Sacramant divin-mâ ? Peguer pur, peguen net e tle beza he coustians !
Songit ez iit da receo un Doue liberal, leun a vadelez hac a garante evidoc’h, pehini o tont d’en em rei e-unan deoc’h, a zeu er memes amser evit ho carga eus e c’hrasou. Gant pebes carante na dleït-hu quet mont daventàn evit e receo hac logea en ho calon !
2 P. Considerit petra oc’h hoc’h-unan : considerit ho neant, ho paourente, ho miser, ho sempladurez, ho fragilite, ho pec’hejou tremenet, hoc’h ingrateri e quènver un Doue, pehini goude quemense tout à zisquez deoc’h c’hoas quement a vadelez.
Ar reflexion parfet a reot voar an diou gonsideration-ze ne oufe quet mancout gant graç Doue da excita en hoc’h ene santimanchou bras a humilite, a gontrition, a garantez, hac un desir bras da receo un Doue quer mad, quer carantezus ha quen dign da veza caret.
Ne dleit morse Sacramanti heb caout ar santimanchou-ze en ho calon ; mæs ive gant-o e illit tostaat ouz an daul santel ; hac esperout gant fizianç e vezo ho Communion agreabl da Zoue, ha profitabl evit silvidiguez hoc’h ene.
Ha sourcius oc’h-hu d’en em recueilli abarz er gommunion, ha d’en em zisposi evit un action quer santel, pehini eo ar brassa hac an importanta eus ho puez ?
Ober a rit-hu neuse actou a feiz, a adoration, a humilite, a gontrition hac a garantez ?
N’oc’h-hu quet en em bresantet avisiou ouz an daul sacr heb preparation ebet ?
N’oc’h eus-hu quet credet ez eo avoalc’h evit Sacramanti, besa bet o côves ?
O va Salver ha va Doue, anaout a ràn penaus ar pez so caus ma tennan quen nebeut a frouez eus va C’hommunionou, eo an neubet a breparation a zigassàn evit receo ho Corf sacr hac ho coad precius. Pardonit din va neglijans ; grit dre ho misericord na dostaïn gueich ebet ouz ho Sacramant adorabl nemet gant santimanchou bras a humilite, a respet hac a garante ; grit dre ho craç ma vezo bepret va c’halon un demeurans agreabl deoc’h ha dign d’ho receo.
Mar gouzoc’h lenn, quemerit ar resolution, pa en em diposet da Sacramanti da lenn en ul lévr benac an actou hac an oræsonou abarz ar Gommunion, ha goudese an oræsonou a so ive merquet eno ; ho sicour a raïnt cals da Gommunian gant devotion, gant merit ha gant froez. Cavout a reot an oræsonou-ze en Heuriou Brezonec e fin lêvr an Imitation, hac en Catechis an Escopti-mâ.
1 P. An obligation hon eus da ober neuse hon action a c’hras.
2 P. E pe feson e tleomp e ober.
Onsiderit penaus goude ma hoc’h eus bet an eur da Sacramanti, e tleit chom ur maread amser en Ilis evit trugarecat Doue : meur a ræson hoc’h oblich da guemense.
Da guenta, an anaoudeguez-vad a dleit da Zoue evit ar brassa eus an oll donæsonou pehini en deus grêt deoc’h.
D’an eil, ar respet a dleit d’ar vajeste eus a Zoue pehini hoc’h eus an eur da bossedi en ho calon.
D’an drede, an exempl vad a dleit da rei d’an nessa.
D’ar bevare, ho profit hoc’h-unan ; car trugarecât Doue eus ur c’hras, eo meritout receo digantâ grajou nevez. Neuse ive ema an amser ar favorapla evit obteni e sicour hac e asistans en hoc’h oll ezomou.
Ouzpenze pebes consolation, pebes joa interieur, pebes dousder ne santer quet er mare-ze oc’h en em antreteni calon-a-calon gant e Zoue !
2 P. Considerit petra a renquit da ober en hoc’h Action a c’hras.
Da guenta, adorit Jesus-Christ pehini hoc’h eus an eur da bossedi enoc’h, ar Roue a c’hloar pehini a ra eürusdet ar Sænt hac an Elez en Eê.
D’an eil d’e drugarecât gant an oll ferveur a behini oc’h capabl, eus ar vadelez en deus bet d’ho pisita ha da antren en ho calon.
D’an drede, evel ma zeo e garantez e deus grêt dezan en em rei deoc’h, rentit dezan carantez evit carantez.
Ne deo quet necesser evït ober quemense, lavaret cals a dra : oc’h en em humilia hac oc’h en em zerc’hel en ur silans leun a respet, a admiration hac a garante dirac Jesus-Christ, e illit e adori hac e veuli ; ha renta dezàn actionou a c’hras quer couls, ha marteze gouell, evit na raec’h dre gals a oræsonou.
D’ar bevare, goude beza en em acquitet eus an deveriou-ze a respet hac a garantez e quénver hor Salver adorabl, exposit dezàn gant fizians ho poaniou, ho miseriou, ho tentationou, ho sempladurez, ha goulennit digantàn ar graçou a bere hoc’h eus ezom. Ha betra e ouf-èn ho revus, goude beza en em roet e-unan deoc’h ?
En em arretit goudese un neubet amser da chelaou e goelet ho calon petra a c’houlen ive Jesus-Christ digueneoc’h ; ha mar desiret e accorde deoc’h ar pez a c’houlennit digantàn, accordit dezàn da guenta ar pez a c’houlen digueneoc’h.
N’am eus-me quet manquet avoejou da renta gras da Zoue goude ar Gommunion.
N’oùn me quet sortiet eus an Ilis quer buan n’am boa Sacramantet.
Lavaret a ràn ur beden benac, mæs ha songeal a ràn-me er principala tra a dleàn neuse da ober, peini eo consideri ar c’hras caër am eus recevet, consideri ar vadelez eus Jesus-Christ da veza deut d’am bisita ha d’en em rei e-unan din ? Songet am eus-me d’e adori, d’e drugarecat, da renta dezâ carantez evit carantez ?
Ne d’oùn-mé quet bet o Sacramanti heb goulen gras ebet digant Jesus-Christ, na quemer resolution vad ebet ?
Mar em eus lavaret devotamant ar pedennou merquet en Heuryrou evit an action a c’hras, n’am eus-me quet credet em boa grêt tout, ha n’em boa muy netra da ober, heb songeal da veilla goudeze gant mui a sourci voarnon ma-unan evit conservi ar c’hras em boa recevet ?
Pardonit din, va Doue, an neubet a sourci am eus bet bete vremàn da ober ervad va Action a C’hras ; aoun bras am eus na ve quemense caus ma em eus tennet quen nebeut a frouez eus a guement a gommunionou am eus grêt.
Gant pebes devotion ha pebes contantamant a raën-me, o va Doue, va Action a c’hras, ma en em dennen eus an Daul santel gant ar ferveur admirabl a sant neuse an eneou mad ha devot ! Lamit, me ho suppli, ô va Jesus, lamit ar yenien eus va c’halon, hac alumit en hi an tan eus ho carantez, evit ma lacaïn va oll joa d’ho trugarecât eus ar c’hras caër hac eus an donæson precius a rit din er gommunion santel.
Ontemplit Jesus-Christ hor Salver adorabl o pignat voar menez Calvar, carguet eus e Groas ha curunet a spern. Arousi a ra an hent gant e voad, huanada a ra dindan ar boes eus e Groas.
Jesus en deus douguet e Groas, mar fell deoc’h beza e zisquib, e renquit en heulia en ur douguen hoc’h hini. Dre an hent-ze hebquen eo illit erruout en Eê.
Jesus a so disquennet eus an Eê voar an douar evit clasq ar groas ; ha c’hui, petra na rit-hu quet evit terc’het diouz ar c’hroasiou a zeu deoc’h eus an Eê ? Ah ! ma oufac’h ar faveur a ra Doue deoc’h, pa ro deoc’h occasion da souffr un dra benac dre garantez evitàn, ho pe joa hac e teufac’h d’e drugarecât.
En em humiliet o velet ne illit anduri netra evit un Doue pehini en deus anduret quement evidoc’h. Acceptit eus a vremàn a galon vad an oll groasiou a bermeto Doue e errue gueneoc’h.
2 P. Contemplit ho Toue voar ar Groas ; en em arretit amâ un neubet evit consideri e zaouarn hac e dreit treuzet gant tachou evit consideri e voad o redec eus e c’houliou sacr. Contemplit Jesus ho tad, ho pastor, ho squêr, hoc’h esperans unic, o vervel e creiz ar c’hruela tourmanchou.
Mervel a ra dre garantez evidoc’h, mervel a ra evit rei deoc’h ar vuez, mervel a ra evit ho tilivra eus ar maro eternel.
Ha c’houi a oufe revus dezàn ho carantez ? Ha c’houi a ve quen ingrat d’er c’hrucifia a nevez en ho calon dre ar pec’het ?
An heaul a gollas e sclerigen pa varvas Jesus, ar voal eus an Templ a rogas e daou-anter, an douar a grenas, ar vein a fraillas ; ha beza e viot-hu caletoc’h hac insansiploc’h evit ar c’herrec ?
Goëlit, eneou innoçant, gant an Itron Varia ha S. Yan ehars troad ar Groas ; Jesus en deus sacrifiet e vuez dre garantez evidoc’h.
Goëlit, pec’herien penitant, gant Mari-Madelen : ho pechejou a so caus eus a boaniou ha maro Jesus-Christ.
Goëlit, pec’herien obstinet, goulennit misericord gant al laër deou ; Jesus a ressuscito leun a c’hloar, beza e vezo Barner ar re veo hac ar re varo. Ma ne brofitet quet eus e Bassion, ho quervel a raï un deiz dirac e Dribunal, evit goulen ouzoc’h ræson eus e Varo ; rac-ze ma ne fell quet deoc’h en em goll, en em brosternit d’e dreit, goulennit digantâ pardon eus ho pec’hejou, goulennit ar c’hras eus ho conversion ; hac evit satisfaction eus e Varo a behini ez oc’h caus, prometit dezàn d’e servicha hiviziquen gant fidelite, bete mervel dre garante evintâ gant ar sicour eus e c’hras. An amser-mâ a so propr evit en em gonvertissa : Doue a scuill e c’hraçou gant abondans en deiz santel-mâ.
O c’houi, piou benac a vec’h, adorit Jesus-Christ voar ar Groas, deut d’e drugarecât da veza souffret ar maro evit rei deoc’h ar vuez, ha livirit dezàn.
O va Jesus, ansao a ràn ez oun coupaploc’h evit ar Yuzevien : me eo, sioaz din ! me va-unan eo, ma fechejou eo o deus ho lequeet en ur stad quen truezus. Me ho suppli dre ar goad precius hoc’h eus scuillet evidon, da reï din gouir glac’har ha contrition.
Ra varvin gueneoc’h, va Salver, ra varvin d’an drouc-speret, ra varvin da garantez ar bed, ra varvin din va-unan. Ya, ô va Jesus maro dre garante evidon, mervel a ràn hirio dre garante evidoc’h, d’ar pec’het-ze, d’ar goal inclination-ze e pehini n’em eus bevet nemert re, siouz din !
Ari-Madalen, Mari Mam da Sant Jacques, ha Salome en em rentas voar be Jesus-Christ da sao Heaul. Guelet a rezont eno un Æl dindan furm un den yaouanc gouisquet e guenn, pehini a lavaras dezo : Clasq a rit Jesus a Nazaret, pehini a so bet crucifiet : ressuscitet eo, n’ema quet amâ : iit da lavaret da Bêr ha d’e Zisquibien, penaus e vezo arauzoc’h e Galilee : eno eo er guelot, hervez ma en deus-èn prometét deoc’h.
Considerit gloar Jesus-Christ er moment ma ressuscitas. Ret ve compren ar souffrançou hac an humiliationou en devoa anduret en amser eus e Bassion, evit compren ar gloar eus e driomf. Sortial a reas eus ar be caëroc’h ha brillantoc’h infinimant evit an Heaul.
An Ælez oll a zeuas d’e adori evel o Roue hac o mæstr souveren ; hac an eneou pere en devoa delivret eus al Limbou ne heanent oc’h e veuli hac o renta dezàn actionou a c’hras.
Apparissa a reas d’e Vam biniguet, d’e Ebestel ha da gals a eneou devot. Comprenit, mar deo possibl, ar joa e devoe e Vam eürus ous e velet er stad-ze a c’hloar. Considerit ar joa o devoe e zisquibien pa voelsont o Mæstr adorabl pehini a oa o oll esperans ; comprenit ar gonsolation, an dousder, ar ravissamant a santzont en o c’halon.
Beza hon eus oll ar memes raeson hac ind-y d’en em rejouissa, pa zeo ive Resurrection hor Salver an erres eus hor Resurrection da zont, hac ar font eus hon oll esperansou. En em rejouissomp eta en deiz santel-mâ o contempli Mister ar Resurrection pehini a so ur sujet quer bras a fizians hac a gonsolation evidomp.
Petra so capaploc’h d’hor c’honsoli en hor poaniou hac afflictionou en draouen-mâ a zaëlou, eguet consideri penaus ar vuez boanius-mâ ha leun a viseriou a vezo cenchet en ur vuez leun a c’hloar, leun a gontantamant hac a eürusdet.
An esperans-ze da ressuscita un deiz a so bet consolation ar Sænt epad ma o deus bevet voar an douar. An esperans-ze e deus grêt dezo disprijout ar vuez-mâ, hac e deus o c’houraget da bratica pep sort vertuziou. Deportomp eveldo ur resurrection glorius, ha labouromp ive d’e meritout dre hon œuvrou mad ha dre ur vuez santel.
Ya, va Salver ha va Doue, me a gred ez oc’h ressuscitet, hac esper am eus penaus, mar perseveràn en ho servich hac en ho carantez, em ressuscitôt ive evit beva eternellamant gueneoc’h.
Redoublit ho tevotion hac ho ferveur en deiz-mâ pehini a so ar brassa hac ar solenna eus ar bloaz. Mar deus un devez ar bloaz hac a dle beza consacret antieramant da Zoue, eo certenamant an deiz santel-mâ pehini a so dre excellanç devez an Autrou-Doue. Roit-èn oll dezàn, heb rei netra d’ar bed, na d’ho plijadurezou, na d’och afferiou. Ar beden, al lecturiou a zevotion, frecantation ar Sacramanchou, bisitou an Ilisou, an œuvrou a garantez ; cetu aze ar pez a dle occupi hirio pep christen.
Onsiderit penaus ar pez a zesir an Ilis digant he bugale er goueliou-mâ, eo o guelet o commanç ur vuez neve, hac o ressuscita spirituelamant d’ar c’hras, ec’his ma eo ressuscitet Jesus-Christ da ur vuez glorius. Racse ive e ordren dezo purifia o eneou dre ar Sacramant a binigen, ha receo ar gouir bara a vuez.
Mæs considerit penaus evit ressuscita e gouirione, penaus evit ober ur Pasq mad, ne deo quet avoalc’h cofes ha sacramanti, rêt eo c’hoas mervel d’ar pec’het, rêt ê renons d’ar pez a so bet caus deoc’h da bec’hi, rêt eo labourat da drec’hi ho coal-inclinationou, rêt eo cundui ur vuez buroc’h ha santeloc’h.
Petra servich deoc’h accusi ho pec’hejou, gouela, hirvoudi, en em humilia dre ar binigen, ma ne zenchit a vuez ?
Peguement a dud a dosta ous ar Sacramanchou en amser santel-mâ, hac a seblant beza ressuscitet ; mæs peguen neubet a zeu e guirione da ressuscita ! Cals a goevionou a voeler da Basq : hac èn a voeler cals a gonversionou ?
Mar hoc’h eus grêt deja ho Pasq, examinit ha c’hui hoc’h eus-èn grêt gant an dispositionou requis. Quemeret hoc’h eus-hu ur resolution ferm da bellaat diouz an occasionou dangerus evit ho silvidiguez ?
Resolvet mat oc’h-hu da resista ouz ho coal-inclinationou ? Cenchet hoc’h eus-hu buez ?
Ma ne doc’h quet en em acquitet c’hoas eus ho tever pascal, liquit evez n’en em bresantac’h evit e ober, heb caout en ho calon an dispositionou.
2 P. Considerit penaus ne d’en quet c’hoas avoalc’h beza ressuscitet da ur vuez neve dre ar c’hras, ha beza grêt resolutionou mad, rêt eo ive quemer an oll moyenou evit conservi ar vue neve-ze.
Beillit eta bepret voar ho calon, bezit atau voar evez, ne ancoaït morse penaus emaouc’h etouez adversourien ho silvidiguez, ha voar un mor leun a zangerou. Disfiziet eus ac’hanoc’h hoc’h-unan : taustaït alies ouz ar Sacramanchou gant dispositionou santel : ho pet un devotion special evit an Itron Varia hac evit hoc’h Æl-mad : pedit-o da obteni evidoc’h digant Doue ar c’hras da berseveri bete’r fin en e garantez.
Songit peguement a dâl ar c’hras : beza ez eo ar pris eus a oll goad Jesus-Christ : pebes maleur ve evidoc’h coll ur c’hraç quer precius ! Un tensor eo, conservit-èn gant sourci, ha sacrifiet pep tra quent evit coll ar c’hras.
Na vanquit devez ebet da c’houlen gant ferveur ar c’hras caër eus ar berseverans : un donæson eo a Zoue, pehini a renquer da c’houlen bemdez.
O va Doue, grit din ar c’hras da berseveri en ho servich, en ho tougeans hac en ho carantez.
ESUS a apparissas d’e Zisquibien goude e Resurrection, hac a lavaraa dezo : ar peoc’h ra vezo gueneoc’h ; disquez a reas dezo ar gouliou eus a zaouarn, eus e dreit hac eus e gostez sacr. Explica a eure dezo ar Scritur santel e pehini e oa parlantet anezàn, hac e ajoutas penaus e oa ret e andurze hac e ressuscitze an trede deiz ha ma vize prezeguet ar binigen ha remission ar pec’hejou en e Hano d’an oll nationou eus ar bed.
1 P. Gouliou hor Salver a so ur sujet a fizians evit ar bec’herien pere a zezir en em gonvertissa.
2 P. Beza ez int ur sourcen a gonsolation evit ar re just.
Considerit penaus ez eo evit hon avantaich en deus hor Salver conservet e C’houliou sacr goude e Resurrection ; ha penaus evel ma en deus o disquezet d’e Ebestel evit o c’hreât er feiz, o disquez c’hoas bremâ, evit inspira deomp ur fizians parfet en e visericord hac en e vadelez infinit.
Peguer bras pec’her benac e vec’h eta, na zisesperit quet eus ho silvidiguez. Ha doueti a illit-hu eus a garante Jesus. ? Ha songeal a illit-hu ne ve quet capabl e voad precius da voelc’hi ho pec’hejou ? Ha songeal a rit-hu penaus ar goad pehini a so sortiet eus e C’houliou sacr ne ve quet bet scuillet evidoc’h ?
Ah ! chelaouit petra lavar e-unan deoc’h ho Salver carantezus hac ho Pastor mad : Da glasq ar bec’herien eo oun deut. Ne fell quet din maro ar pec’her, mæs e gonversion. Muy a joa a vezo en Eê voar ur pec’her pehini a ra pinigen eguet voar naontec ha pevaruguent just.
En em dennit er Gouli eus e gostez, hac e lavaro deoc’h : ene paour, ha c’hoant am be-me das condaouni, goude ma em eus scuillet bete ar berad diveza eus va goad evidoud ? Va divrec’h a so astennet, va c’hostez ha va c’halon a so digor evit da receo.
Credit parfet en deus Jesus ur gouir volonte d’ho savetei, car ne zesir netra gant muy a ardeur eguet silvidiguez an oll. Map den ne d’eo disquennet eus an Eê voar an douar, ha ne d’eo maro, nemet evit hor savetei ; hac ouspenze hor silvidiguez a so ar recompans eus e labourou, hac ar gonsolation eus e boaniou.
Credit certen penaus an defaut a fizians e madelez an Autrou-Doue, a ve ur pec’het brassoc’h eguet hoc’h oll disurzou assambles. Hac e tremense ho pec’hejou e nombr hac e grevusdet an oll grimou a so bet hac a vezo biquen commetet voar an douar, e vadelez a so c’hoas brassoc’h, e vadelez a so infinit. Jesus-Christ en deus satisfiet evidoc’h : appliquit deoc’h ar satisfaction-ze dre ur guir gonversion : detestit ho pec’hejou gant ur gouir glac’har, ha bezet assur eus ar pardon anezo.
2 P. Ne deus netra consolantoc’h evit ur C’hristen mad, eguet contempli gouliou hor Salver. Eno e quef e gonsolation en e oll boaniou hac afflictionou. Eno e tesq anduri pep tra dre exempl Jesus-Christ. Pa consider ar pez en deus souffret e Salver dre garantez evitàn, e cred penaus ne all quet anduri avoalc’h evit disquez ive dezàn e garantez hac e anaoudeguez-vad. Contant en em gaf ha leun eo a joa e creis ar boan, ar baourente, ar c’hlênvet, an humiliationou, ar chroasiou, abalamour ma en em vel hènvel ouz Jesus crucifiet, ha ma esper penaus goude beza bet lod en e souffransou voar an douar, en devezo ive lod eus e c’hloar ebars en Eê.
Peguer consolant ha peguen dous a vezo da ur C’hristen pehini en e vuez en devezo bet dalc’het un devotion special evit ar pemp gouli, hac en devezo grêt e bossibl da imita e Salver crucifiet, peguen dous, emoun-me, e vezo dezàn en heur ar maro quemer e grucify etre e zaouarn ha mervel ous e gontempli ? Pebes fizans n’en devezo-èn quet é Croas Jesus-Christ, en e C’houliou sacr hac er goad precius en deus scuillet evitàn !
Peguen dous eo mervel etre divrec’h ar Groas da nep en deus-hi caret epad e vuez !
Esus o veza apparisset d’e Zisquibien goude ma voe ressuscitet, Sant Thomas pehini ne voa quet en em gavet neuse gant ar re-all, ne fallas quet dezàn e gridi, pa el leversont dezàn. A ben eiz dez goude, Jesus a apparissas c’hoas d’e Zisquibien en amser ma oant oll assembles. Lavaret a eure dezo : Ar Peoc’h ra vezo gueneoc’h. Goudeze e lavaras da Dhomas : sellit ouz va daouarn, sellit ouz va gouliou, liquit ho torn em c’hostez, ha ne vezet quet incredul, mæs fidel. Sant Thomas a respontas : va Salver ha va Doue. Jesus a ajoutas : credet hoc’h eus, Thomas, abalamour ma hoc’h eus guelet : eürus ar re a gred, heb beza guelet.
Considerit penaus evit caout ar peoc’h gant Doue, ez eo rêt beva en e c’hras, en e zoujans hac en e garantez. Ne deus quet a beoc’h evit ar re impi, eme ar Speret-Santel. Penaus e oufe un ene beza e peoc’h, o veza emeas a c’hras Doue, hac o velet an danger e pehini ema d’en em goll da james ? An hini n’ema quet mad gant Doue, penaus e ouf-èn en em gavout mad ganta e-unan ? Nep n’en deus quet gras Doue, ne oufe quet en ent gavout contant, pa en defe e-unan oll vadou hac oll plijadurezou ar bed.
2 P. Ret eo beva e peoc’h gant an Nessa. Ne viot quet mad gant Doue, ma n’hoc’h eus ar peoc’h gant ho Nessa. An humilite a gonservo ar peoc’h-ze. Beza ez eus bepret division pe vresel etre ar re superb ; ne ellont guet chom o-unan, na lesel ar re-all e repos. Mæs un den humbl a suport gant patiantet defautou hac imperfectionou ar re all ; maga a ra bepret ar peoc’h, en em ober a ra gant pep-unan, hac an oll a so a-unan ga{{{2}}}tàn.
3. P. Evit caout ar peoc’h gueneoc’h hoc’h-unan, trec’hit da guenta ho coal-inclinationou ; ind-y eo a droubl repos hoc’h ene : ne oufac’h biquen o c’hontanti ; seul-vuy a accordot dezo seul-vuy e c’houlennint, ha seul-vuy ho tourmantint.
D’an eil, en em gontantit eus ho stat : Doue a oar petra so necesser deoc’h ; marteze e vizeac’h-hu en em gollet ma ho pize bet muy a vadou, muy a yec’het, muy a speret.
Songit penaus e permet Doue quement a erru gueneoc’h, evit e c’hloar hac evit ho profit, hac en em guefot contant petra benac a oufe erruout. O peguer consolant eo da un ene affliget songeal ha lavaret : Doue a fell dezàn em be ar boan-mâ, an affliction-mâ, ma avantaich eo. Pebes repos a sant e goelet e ene an hini a lavar gant sincerite : va Doue, me en em abandon etre ho taouarn ; ne zesiràn nemedoc’h, va Doue, enoc’h ema va fizians.
Erfin ho pêt ur goustians pur ha net, hac e jouissot atau eus ur peoc’h pehini ne ouffe quet beza troublet gant tra ebet. Coustians ur pec’her ne hean ous e dourmanti e peb-lec’h ; ha coustians un den just a so ur sourcen a joa hac a gontantamant. Coustians ar re vechant a so un Ifern : coustians ar re vad a so ur Barados.
Ha beza am eus-me ar peoc’h gant Doue ? Ha lavaret a allàn-me am eus gret va fossibl evit en em lacât mad gant ma Doue ? Va c’houstians ha na rebeich-y netra din ?
Penaus e vevàn-me gant va nessa ? Suporti a ràn-me gant patientet e humor, e zefautou, e imperfectionou ? Ne doùn-me quet va-unan chagrinus, scandalus, turbulant ?
Ha beza am eus-me ar peoc’h enòn ma-unan ? En em gontanti a ràn-me eus va stad hac eus va c’hondition ? Souffr a ràn-me ma foaniou a galon vad ? En em soumeti a ràn-me e pep tra da volonte Doue ?
O va Doue, grit ne ancouaïn morse penaus ne allan quet caout ar peoc’h interieur hac ar repos a goustians nemet en ur veva en ho cras hac en ho carantez, en ur suporti va nessa gant patiantet, en ur drec’hi va goal-inclinationou, hac en ur souffr ar poaniou eus ar vuez-mâ gant ur resignation parfet d’ho polonte divin.
Esus a lavaras d’ar Farisiantet : me eo ar Pastor mad. Ur Pastor mad a expos e vuez evit e zênvet. Anaout a ràn va dêvet, ha va dêvet em anaf, ha rei a ràn va buez evit-o. Beza em eus c’hoas dênvet-all pere ne dint quet ac’hann. Me o digasso hac o lacaï oll assambles. Chelaou a raïnt va mouez : ne raïnt muy nemet ur vandenn, ha ne vezo nemet ur Pastor.
1. P. Jesus a so hor Pastor mad, leun a vadelez hac a garantez evidomp.
2. P. Ha beza ez-omp ni dênvet mad ha fidel dezàn ? Ur Pastor mad a gar e zênvet, o c’hundui a ra d’ar guella peuri ; querzet a ra arauzo evit o zenna voar e lerc’h ; o difen a ra ouz ar bleizi ; guervel ha clasq a ra ar re dianquet, hac exposi e vuez evito. Un hevelep Pastor en em acquit ervad eus e zever hac a verit beza meulet.
Mæs considerit penaus Jesus-Christ, pehini eo ar Pastor fidel, ar Pastor mad dre excellans, a ra evidomp muy infinimant evit quemense. Hor c’haret a ra, hac hor c’haret en deus a bep eternite ; pourvei a ra d’hon oll ezomou quen spirituel quen temporel, hor maga a ra gant e Gorf sacr hac e Voad precius ; disquez a ra deomp an hent eon eus an Eê dre e exempl ha dre e zoctrin divin comprenet en Aviel ; querzet a ra arauzomp gant e Groas ; hon difen a ra ouz an drouc-speret, hor c’hlasq a ra pa vezomp faziet voar an hent mad, hor guervel a ra dre e inspirationou hac e Graçou da zistrei davetàn, ha roet en deus e vuez evit miret na vijemp collet.
O Pastor carantezus, peguer bras eo ar sourci a guemerit ac’hanomp ! Piou a ouffe compren ho madelez hac ho carante ? Pebes actionou a c’hras na dleomp-ni quet da renta deoc’h ?
2 P. Un dânvad mad a cheleo mouez e Bastor, dont a ra davetàn querquent ha ma er galf, en em blijout a ra en e guichen, hac en heulia a ra e peb lec’h.
Consider, va ene, dre ar mercou-ze ha te a so un danvad mad ha fidel da Jesus-Christ. En em blijout a res-de en e gompaignunez ? Ha joa a c’heus-de o songeal ennàn, oc’h en em antrenteni gantàn en oræson ?
Chelaou a res-de e vouez pa barlant ouzoud interieuramant, ha pa zeu d’as quervel dre ar Bredicatoret ha dre ar re o deus ar garg ac’hanoud ?
Heulia a res-de Jesus-Christ ? Heulia a res-de ar reglennou santel en deus roet did en e Aviel ?
Na heulias-de quet reglennou ha quisou fall ar bed ?
O va Salver, va oll sclerigen ha va oll souten, va oll esperans ha va oll gonsolation, ne doùn en assurans nemet etre ho tivrec’h. Mar pellaàn diouzoc’h, emaoùn en danger da veza devoret, evel un dânvad pelleet diouz e Bastor.
Pa hoc’h eus ar vadelez da veilla continuelamant voarnòn, grit dre ho cras ma ho considerin ha ma ho carin bepret evel ma Fastor carantezus ; grit na chelaouin nemet ho mouez ; grit din querzet gant joa en hent eus ho Courc’hemennou, douguen va c’hroas voar ho lerc’h, hac hoc’h heulia partout elec’h ma plijo gueneoc’h.
Esus a lavaras d’e Zisquibien soud’en n’am guelot muy, ha da benn un neubet amser goude-ze em guelot adarre ; car mont a ràn da gavout va Zad. E guirione, el lavaret a ràn deoc’h, va Disquibien guæz, c’houi a vezo affliget er bed-mâ, c’houi a voelo hac a hirvoudo, ha tud ar bed en em rejouisso ; c’hui a vezo en dristidiguez, mæs ho tristidiguez a zencho e joausdet. Pa vez ur vreg voar ar poent da c’henel, e deus poan ha tristidiguez ; mæs querquent ha ma vel he c’hrouadur ganet, e teu da ancouât he foan gant ar joa e deus. Evelse c’houi a so bremâ en dristidiguez ; mæs va guelet a reot adarre, hac ho calon a vezo leun a joa, ha netra ne allo lemel digueneoc’h ho joausdet.
1. P. Perac e permet Doue prosperite ar re vechant hac affliction ar re just.
2. P. Joausdet ar re vechant a so væn ha tromplus.
3. P. Affliction ar re just ne vir quet ne santont ur peoc’h bras e gouelet o c’halon.
Na vezet quet souezet evit gouelet ar re vechant o veza e creis ar brosperite hac en abondans eus a bep tra. Doue a bermetet dezo jouissa eus an eürusdet temporel-ze, evit o recompansi eus a certen actionou mad o deveus grét : evel ne vezint quet recompanset er bed-all, e recevont o recompans er bed-mâ.
Ar re just er c’hontrol a so alies affliget, abalamour ne fell quet d’o Zad celestiel rei dezo plijadurezou an douar, pere o lacae en danger da goll madou an Eê.
Mæs ur cenchamant bras a vezo un deiz. Ar re vechant hac impi o deus en em rejouisset en o buez : un dristidiguez eternel a heulio ar joa-ze quer ber. Ar re just o deus bevet er boan hac er souffransou : Doue o c’hargo eus a ur joa pehini ne devezo fin ebet.
2 P. Considerit peguer vaen ha peguen tromplus eo eürusdet ar re vechant : e creis o frosperite hac o brassa plijadurezou, o c’halon n’en em guef quet contant : ar remors eus o c’houstians pehini a zeu bepret d’o zroubli ha d’o ficat, o rend maleürus.
Deut heur ar maro, o joausdet en em zench en un dristiguez estranch. Guelet a reont neuse peguement int en em dromplet, ha peguen abuset int bet gant ar bed hac e plijadurezou.
An amser dremenet pehini a represant dezo an drouc o deus grêt hac ar mad o deus negliget da ober : an amser bresant e pehini e rencont quitaat quement o deus caret : ar spount rac an amser da zont, rac jugeamant an Autrou-Doue e pehini e rencont apparissa heb dale evit beza juget evit un eternite, a zeu d’o zroubli, d’o digonforti, d’o disesperi.
3. P. Considerit er c’hontrol peguen contant e vef hac e varf ar re just. Epad o buez, e creis memes o brassa afflictionou e jouissont eus ur peoc’h hac ur repos bras e goelet o c’halon. En em rejouissa a ràn, eme S. Paul, em souffrançou : leun oun a gonsolation ha leun a joa etouez va oll afflictionou. Pebes joa a santer, pa gonsiderer ez eo evit un Doue e souffrer, evit Jesus-Christ pehini en deus anduret quement evidomp.
En heur ar maro e santont ur gontantamant vras da veza dispriget ar bed hac e blijadurezou. Quitaat a reont gant joa ar bed-mâ pehini o deus bepret consideret evel o exil, ha leun int a fizians er visericord eus o Barner.
Piou ne choaso quet quent goela voar an douar gant ar re just, hac ar em rejouissa eternelamant en Eê, eguet em divertissa gant ar re vechant, ha scuilla daëlou, c’huero epad an eternlte ?
Ne zesiràn ha ne glascàn-me quet joausdet ar bed ?
Ne songeàn-me quet beza eürus pa en em gavàn em flijadur hac er brosperite ?
Na songeàn-me quet beza miserabl ha maleürus pa zigoez guenê un affliction benac ?
O peguement oun-me en em dromplet bete vremàn !
O va Doue, grit din compren muy-oc’h-muy peguer væn ha peguen tromplus eo joausdet ha prosperite ar vuez-mâ ! Grit ma considerin a barfetet peguer buan e tremen plijadurezou ar bed, ha peguer maleürus eo ar fin da behini e conduont map den.
Plijaduriou, enoriou, madou ar bed, n’ho considerin muy nemet evel amusamanchou ha vaniteou.
Ne fell din muy, ô va Doue, quen plijadur, na quen consolation, na quen joausdet nemet an hini da veza oll deoc’h.
Esus o veza discleriet d’e Zisquibien e yee d’o c’huitaât evit mont da gavout e Dad Celestiel, ha penaus n’er gouelsent muy, en em guefsont leun e dristidiguez. Neuse e lavaras dezo ez oa o mad hac o avantaich ma en em separze evel-se diouto, abalamour, emezàn, ma tlie dezo ar Speret-Glàn, pehini a zeuze d’o c’honsoli, d’o c’harga a sclerigen, ha d’o instrui voar pep tra.
1. P. Perac e permet Doue ma en em gavomp aviziou er stat trist-ze.
2. P. E pe fæçon e tleomp en em gomporti en occasionou-ze.
Considerit penaus hor Salver a lavaras d’e Zisquibien e oa profitabl evito ma teuze d’o c’huitaat, petra benac ma oa o oll joausdet hac o c’honsolation uniq. Na esperomp quet e allimp jouissa bepret eus ar c’honsolationou divin en draounen-mâ a zaëlou ; car Doue, goude beza hor bisitet, en em guz ouzomp, goude beza hor c’honsolet, hor priv eus e gonsolation, ha quemense bepret evit hor profit hac hon avantaich.
Hor c’honsoli a ra, evit hon tenna d’e servich, evit ober deomp disprijout consolationou væn ar bed, evit hor c’honforti hac hor c’hourachi da drechi ar poaniou hac an difficulteou e gavomp o pratica ar vertu.
Hor priva a ra eus e gonsolationou, evit hon renta humbl, evit ober deomp santout peguer paour ha peguer sempl oump, pa vemp abandonet deomp hon-unan. Hor priva a ra eus an dousder celestiel-ze, evit ober deomp e glasq gant muy a ferveur, ha clasq muy ar c’honsolateur eguet ar gonsolation ; evit c’hoas ober deomp e servicha gant ur garantez bur ha desinteresset, heb clasq hor c’hontantamant hon-unan ; hac erfin evit ober deomp querzet en hent royal eus an Eê, pehini eo hent ar groas hac an affliction.
En desolation eo e tisquez an ene e c’harantez da Zoue. Ne deo quet un dra vras servicha Doue en amser ma teu d’ho carga a gonsolation hac eus e faveuriou ; mæs e servicha en amser ma ho lês en affiiction ha ma seblant hoc’h abandoni, hennes a so ur guir varq a fidelite.
Un nombr bras a Sænt o deus bevet pell-amser en ur sec’hor hac en un desolation estrainch ; ha dre an usaich mad o deus grêt eus ar poaniou interieur-ze, pebes gloar n’o deus-y quet meritet.
2. P. Pa bligeo da Zoue scuilla e gonsolation en ho calon, recevit-hi gant action a c’hras, evel un dra n’hoc’h eus quet meritet ; ha pa zeui d’ho priva anezi, souffrit ar brivation-ze gant resination d’e volonte divin. gant humilite ha gant couraich. Bezit neuse fidel d’en em acquita eus ho tevotionou ordinal, petra benac na reac’h anezo nemet dre boan ; ha credit parfet ne vezint nemet agreaploc’h da Zoue, hac eus ur brassoc’h merit evidoc’h. Car ar vertu hac an devotion ne gonsistont quet en dousder, er saour, er gonsolation sansibl a santit aviziou en hoc’h exercisou spirituel, mæs en ur volonte ferm, constant ha prest da bratica ar pez a ouzoc’h beza agreabl da Zoue.
Penaus oùn-me en em gomportet en amser ma oùn en em gavet er sec’hor hac an desolation intérieur ? Souffret am eus-me ar boan-ze gant humilite, gant ur speret a binigen ha gant resination da volonte Doue ? Ne doùn-me quet en em abandonet neuse d’an troubl, d’an distridiguez, d’an digourajamant ? N’am eus-me quet dileset va exercifou a zevotion, pe darn anezo ?
O va Doue, en em resina a ràn evit bepret d’ho polonte just ha santel : va zretit evel ma plijo gueneoc’h. Sûr oùn penaus quement a erruo guenê dre hoc’h urz ne allo beza nemet avantajus din. Mar fell deoc’h va bisita, rei din sclerigen, va c’honsoli, ra viot meulet ; mar fell deoc’h va lesel er sec’hor, en devaligen, en distridiguez, ra viot ive meulet. Me a recevo ingalamant eus ho torn an drouc hac ar mad, an douç hac ar c’huero, ar gonsolation hac an affliction, hac a rento grajou deoc’h evit quement a erruo guenê. E pe stad benac em lequeot, e rin va fossibl da veza fidel deoc’h.
E creis va foaniou e livirin bepret : ho polonte bezet grêt, va Doue, ha non pas va hini. Chom a rin contant o velet ho polonte accomplisset voarnòn ; hac en em gonsoli a rin en ur lavaret e goelet va c’halon. Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h, va Doue me en em abandon etre ho taouarn.
Chetu aze ar resolution a guemeràn hkirio, ha da behini gant ar sicour eus ho craç, e fell din beza fidel ar rest eus va buez. Anaout a ret, va Doue, ma infirmite ha va sempladures, ha digueneoc’h eo e esperàn nerz ha couraich.
Esus a lavaras d’E Zisquibien : E guirionez, e lavaret a ràn deoc’h : va Zad a roï deoc’h quement tra a c’houlennot em hano digantàn. Bete vremâ n’hoc’h eus goulennet netra em hano ; goulennit, hac e recefot.
1 P. An necessite da gaout recours da Zoue dre ar Beden.
2. P. Petra a dleomp da c’houlen digant Doue.
Considerit penaus hon eus bepret ezom da bidi, abalamour ma hon eus bepret ezom eus ar c’hraçou. Sempl ha fragil oump, sujet oump da un infinite a viseriou quen a gorf quen a speret, incitet oump d’an drouc dre hor goal-inclinationou, exposet da un infinite a zangerou, attaquet a bep tu gant adversourien hor silvidiguez.
Penaus gallout resista ouz quemense tout ha beva en assuranç, nemet dre ur sicour special a Zoue ? Ret eo eta, evit receo e sicour hac e assistanç, caout recours dezan dre ar beden, hervez ma en deus-èn ordrenet : Goulennit, emezàn, hac e recefot ; clasquït, hac e quefot ; scoit voar an or, hac e vezo digoret deoc’h.
Doue a fell dezàn rei deomp hon oll ezomou hac hor c’harga eus e c’hraçoü, mæs ive e fell dezàn o goulennemp, evit ma teuimp da anaout hor paourentez hac hor sempladurez, ha da anaout ez eo digantàn e teu hon nerz hac hon oll vertu.
2 P. Considerit penaus e tleit goulen principalamant digant Doue ar madou spirituel, madou an ene. N’en em gantantit quet couscoude da lavaret e general, va Doue, ho pezet truez ouz va ene : pliget gueneoc’h va fardonni, grit din ar c’hraç da veza eürus gueneoc’h en ho Parados ; goulennit c’hoas e particulier ar sicour a behini hoc’h eus ezom evit ober eus ho costez ar pez a dleit evit obteni a c’hraç-ze da veza pardonet gant Doue ha recevet en e Varados. Goulennit ar gouraich da labourat evit ho conversion, an nerz da drec’hi ho coal-inclinationou, an nerz da resista ouz tentationou ar c’hiq hac an drouc-speret, ar c’hras da zistaga ho calon diouz ar bed, ar c’hraç d’en em acquita santelamant eus an deveriou eus ho stad, ar c’hraç da veza humbl, douç, patiant, pur ha chast ; goulennit digant Doue ar c’hraç d’e servicha gant ferveur, ar c’hraç da veva ha da vervel en e zougeanç hac en e garantez, evit gallout e gontempli hac e veuli eternellamant.
Goulennit goudeze hoc’h ezomou temporel, hep o goulen cousgoude gant re a bres hac a ardeur, mæs gant ur soumission barfet da volonte Doue, pehini a oar petra so profitapla evit e c’hloar hac evit ho silvidiguez.
Pe guellies a veich em eus-me negliget da gaout recours da Zoue em necessiteou ! Ma vizen bet fideloc’h d’e bidi, peguement a chraçou n’am bize-me quet recevet, a beguement a fautou ne vizen-me quet bet preservet.
Mar em eus pedet aviziou, petra am eus-me goulennet digant Doue ? lavaret em eus pedennou diouz ar mintin, diouz an nos hac en Oferen, mæs pet gueich n’am eus-me quet o lavaret heb intantion ebet, heb songeal da c’houlen gras ebet ous Doue, pe d’e drugarecât eus e vadelezou ? Pedet am eus hepquen dre accustumans, abalamour ma oa ret lavaret ur beden benac. Allas ! pedet am eus, hep, pidi. Ne veritàn-me quet ar memes rebeich a rezoc’h, va Salver, d’ho Tisquibien : bete vremâ n’hoc’h eus goulennet netra.
Mar am eus goulennet ur c’hraç benac, petra am eus-me goulennet ? Madou temporel, ar yec’het, un issu mad em afferiou ? Mæs ha songet am eus me da c’houlen va ezomou spirituel, evel an humilite, an temperans, ar garantez e quenver va adversourien, hac ar vertuziou-all ?
Ha pedet am eus-me gant quement a ardeur evit beza delivret eus a viçou va ene, evel ma em eus pedet evit beza rentet pare eus a glenvejou va c’horf ?
Hac ober a ràn-me an alusen pe un œuvr-mad benac evit obteni an donæson a chastete, evel ma ràn evit caout un issu-mad en afferiou er bed ?
O va Doue, grit din anaout ervad va miseriou, ispicial re va ene, va sempladurez ha va fragilite, hac an ezom am eus da bep mare eus ho sicour hac eus ho craç ; grit din ive anaout ho misericord hac ho madelez infinit, evit ma teuin em oll ezomou da implori hoc’h assistanç gant humilite ha gant fizianç,
Esus a assamblas e Zisquibien voar menez Olivet evit o renta test eus e driomf. Recommandi a eure dezo preseg an Aviel d’an oll nationou eus ar bed ; hac evit lacât ar syell diveza da guement tra en devoa disquet dezo, e ra dezo guelet, en ur bignat en Eê, penaus e oar ar guir hent a gondu dy, penaus en deus-en disquet dezo en e Aviel, ha penaus e reignint gantàn en e c’hloar, mar bevont eveldàn voar an douar.
Consideromp penaus hor Salver adorabl, goude beza lavaret adieu d’e Vam santel ha d’e Zisquibien voar menez Olivet, ha roet dezo e ziveza benediction, a bignas dirazo en Eê, leun a c’hloar hac a driomf.
Considerit an oll Elez o tisquen evit e ziguemeret, e adori, e anaout evit o Roue hac o mæstr souveren. O pebes rejouissanç a voe en Eê, pebes triomf l Ma n’en deus biscoas speret na calon an den comprenet ar pez en deus preparet Doue d’ar re er c’har, piou a ouffe compren ar pez en deus preparet d’e Vap-unic, e pehini en deus lequeet e oll gomplesanç ? Ma ne illit quet eta compren ar gloar a behini e jouis ho Redamteur divin, nac an hueldet eus e Dron, considerit da viana gant admiration ha contemplit hervez ho callout ar gloar pehini a zeu da ravissa an oll Sperejou celestiel.
Pebes joa santel na dle quet produi ar Myster-mâ e calon ur gouir gristen !
2. P. Considerit penaus Jesus-Christ o quitât an douar hac o pignat en Eê, a zesq deomp ez eo an Eè hor gouir bro, ha ne doump voar an douar nemet tremenidi, hac evel er plaç eus hon exil. Dïsqui a ra deomp penaus e tleomp distaga hor c’halon diouz ar bed-mâ, ha lacaat hor speret hac hor sonch en Eê.
Madou, enoriou, plijadurezou ar bed, petra hoc’h eus-hu a guement a ouffe rei deomp ur gontantamant parfet ? Ne d’eo nemet en Eê e allomp cavout hor gouir eürusdet.
Jesus a so pignet en Eê evit prepari ur plaç da hep hini ac’hanomp. Aquisitet en deus deomp ar guir da vont d’an Eê, pleneet en deus deomp an hent, e gontantamant hac e joa eo hor gouelet o querzet ennàn. Pebes couraich na dle quet ar songeson-ze da inspira deomp !
Savomp eta hon daoulagat hac hor c’halonou varzu an Eê, e pelec’h ema Jesus hon tenzor, ha na sellomp ouz an douar nemet evit e zisprijout;
Ha consideri a ràn-me an douar evel ar plaç eus va exil ?
Songeal a ràn-me alies en Eê ?
Petra am eus me grêt bete-vremàn evit an Eê ?
Petra am eus-me souch da ober evit meritout un deiz beza recevet en demeuranç eürus hac eternel-ze ;
Doue a offr din an Eê, e revus a rin-me ?
O va Doue, distaguit va c’halon diouz an douar. Grit din en em gonsideri bepret evel un divroet hac ur pelerin er bed-mâ, ha querzet gant couraich varzu va guir bro. Ne c’houlennit diguenê, va Doue, evit meritout an Eê, nemet ar pez a so just, ræsonabl ha facil gant ar sicour eus ho craç ; ne vezo nemet em goall ha dre ma faut mar collàn ar plaç eürus a so destinet evidon. Quen evit na errue un hevelep maleur guenê, grit din ober ar binigen a garot, disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h en draounen-mâ a zaëlou ; roit din ar boan a blijo gueneoc’h. Ne c’houlennàn digueneoc’h na prosperite na joausdet er bed-mâ ; ne zesiràn nemet an heur d’ho quelet ha d’ho meuli da james on ho Pales eternel.
Esus a zisclerias d’e Zisquibien ar bersecution o devije da souffr abers ar Yusevien. Ho chasseel a raïnt, emezàn, eus o Sinagog, eus o Zempl, eus o Assambleou, ha dont a raï un amser e pehini ar re ho lacaï d’ar maro, a songeo dezo ober ur sacrifiç da Zoue. Ho treti a raïnt evelse, abalamour ne anaveont na va Zad na me. Quemen-mâ a lavaràn deoc’h, evit pa vezo deut an amser-ze, ma ho pezo sonch penaus am eus hoc’h avertisset.
1. P. Ret eo souffr er bed-mâ.
2. P. Ar voyen da ober un usaich mad eus hor souffrançou.
Considerit penaus an Ebestel, ar Merzerien, an eneou fidel ha devot o deus souffret er bed-mâ poaniou, afflictionou ha persecutionou estranch.
Ar souffrançou a so bet a viscoas hac a vezo bepret hor partaich en traounen-mâ a zaëlou.
Den ebet ne dle esperout beza exant. Ar re vras ha puissant eus ar bed o deus o foan quer couls hac ar re vian hac ar re baour. Ne antreer e Rouantelez Doue nemet dre cals a boaniou hac a dribulationou. Ar groas a so gouir hent an Eê. Eguis ma fell eta da Zoue savetei an oll dud, en deus pourveet croasiou dezo-oll.
Croasiou a gavomp e beblec’h, enomp hon-unan hac e mæs ac’hanomp, pep tra hon afflich hac a ra deomp souff : hor c’horf dre e glênvejou hac e infirmiteou, hon ene dre e ignoranç ha dre e goal-inclinationou, an drouc-speret dre e dentationou, an dud gant pere e vevomp dre o c’hontroliez pe dre o goal humor, ar bed dre e injusticou pe dre e bersecutionou.
Doue a bermet an afflictionou-ze evit hor mad hac hon avantaich : car beza ez int an holen pehini a vir na zeue hor c’halon d’en em gorrompi dre ar plijadurezou ha dre ar brosperite ; servicha a reont da burifia hon eneou ; servicha a reont deomp da binigen er bed-mâ ; servicha a reont da exerci hor patiantet, d’hon renta humploc’h, ha da grisqui hor c’hurunen en Eê.
2. P. Pa ne illit quet tec’het diouz ar groas, pa renquit souffr, na gollit quet ar merit hac ar frouez heus ho souffrançou, grit eus a necessite vertu, grit un usaich mad eus ho poaniou.
Peguer bras benac ve hoc’h affliction, na gollit quet couraich ha n’en em abandonit quet d’an dristidiguez. Na c’holennit quet beza dilivret eus hoc’h afflictionou, mæs goulennit quent ma plijo gant Doue ho souten hac ho creaat dre e c’hraç, evit o amduri dre garantez evintâ.
Sellit ouz an Eê, ha considerit ar recompans a brepar Doue deoc’h. Trugarecaït Doue dre ma ro deoc’h dre ar souffrançou ar voyen da assuri ho silvidiguez ha da grisqui ho curunen en Eê.
A viscoas. ar Sænt e creis o brassa poaniou o deus clasquet o c’honsolation ebars en oræson, hac eno eo o deus-hi cavet bepret. Clasquit eno soulajamant eveldo hac e quefot ive gant graç Doue. E creis ho poan livirit : just oc’h va Doue, meritet am eus quemen-mâ ha c’hoas davantaich : ho polonte ra vezo grêt, va Doue, ha non pas va hini. Liquit ho fizianç e Doue, esperit ennàn, hac en em santot courachet ha consolet.
Examinet e pe fæçon oc’h en ent gomportet en ho poaniou hac afflictionou, ha goulennit pardon eus ar fautou ho pe grêt.
Quemerit ar resolution d’en em servicha eus ar moyenou merquet amâ diarauc evit ober guel usaich eus hoc’h afflictionou en amser da zont.
O va Doue, just eo din souffr : ne c’houlennàn quet eta beza delivret eus va foaniou, mæs goulen a ràn quent ma plijo gueneoc’h va souten ha va chreaat dre ho craç, evit o anduri dre garantez evidoc’h, gant patiantet ha gant resination d’ho polonte divin. Grit din souffr er vuez-mâ ar boan a blijo gueneoc’h, ha queit ha ma blijo gueneoc’h ; n’am espernit quet er bed-mâ, mæs va espernit, me ho supli, er bed-all.
Onsiderit penaus an Ebestel hac an Disquibien en em retiras oll assembles er Cenacl evit en em disposi da receo ar Speret-Santel, hervez ma en devoa ordrenet dezo o Mæstr divin abars ma pignas en Eê. Tremen a reent eno o oll amser er retret, er silanç hac en oræson, ha da benn dec devez ar Speret-Glàn a zisquennas varnezo didan ar furm a flammou tàn.
Scleraat a reas o ententamant, rei a eure dezo un intellijanç parfet eus an huela Mysteriou, anflammi a reas o c’halonou dre ar flam eus ar garante divin, inspira a reas dezo ur zêl ardant evit silvidiguez an eneou, hac ur gouraich ferm evit preseg an Aviel en despet d’an dangerou da bere e oant exposet abers ar Yusevien hac ar Bayanet ; rei a eure dezo an donæson da brezeg e pep seurt langaich, hac ar vertu da douich ha da gonvertissa ar c’halonou muya caledet.
Querquent ha ma o devoa recevet ar Speret-Santel, n’o devoe quen sonch nemet da heulia e inspiration. Sant Pêr en ur sortial eus ar Cenacl, a brezegas e creis an dachen, hac a gonvertissas tri mil den en e guenta sermon, ha pemp mil en eil. Mont a resont daou-a-daou dre an oll carteriou eus ar bed evit instrui ar bobl ; anduri a resont abers an Dirantet pep seurt goal-dretamanchou ; contant ha joaüs da souffr evit gloar Jesus-Christ, instrui a reent ar bobl bete voar ar chafodou, ha siella a resont erfin gant o goad an testeni a rentent d’ar Feiz a brezeguent.
Admiromp an nerz ; ar gouraich, ar vertu a ro ar Speret-Santel d’ar re a so fidel da heulia e inspiration.
2 P. Considerit penaus ar Speret-Glàn a zeu c’hoas bemdez hac espicial en deiz santel-mâ, d’en em gommunica d’an eneou a so disposet d’e receo, ha penaus e teu da brodui ive enno effejou admirabl.
Distaga a ra o c’halon diouz ar bed, ober a ra dezo saouri ar madou celestiel, o scleraat a ra en o douëtou, o frotegi en dangerou hac en tentationou, o c’honsoli en o afflictionou ; ober a ra dezo santout muy a gontantamant ha muy a zouçder en humiliationou hac er souffrançou, evit ne sant tud ar bed e creiz o flijadurezou hac o zriomfou. Petra a illit-hu da zesirout en traouïen-mâ a zaëlou a guement a ve avantajussoc’h ?
Evit en em disposi eta da receo ar Speret-Santel, ho pêt sourci, da guentâ, da burifia hoc’h ene diouz quement a alle displijout dezàn hac e ampeich da ober e zemeuranç en ho calon. D’an eil, en em retirit dious trous ar bed, ha supliet dre bedennou fervant ar Speret divin-ze da gomunica deoc’h e c’hraçou hac e zonæsonou, ha da guemer possession eus ho calon.
Speret-Glàn, disquennit, me ho supli, em ene ; quemerït possession eus va c’halon : deut d’am frotegi a enep adversourien va silvidiguez ; distaguit va c’halon diouz an douar, grit din saouri an traou celestiel, carguit va memor a songesonou santel, scleraït ma entendamant, hac alumit em c’halon ar flam eus ho carante divin.
Goulennit ar memes graçou evit ho Nessa, ispicial evit ar re ma oc’h obliget da bidi.
P e d e n pehini a illit ober alies er Goueliou-mâ, hac a illit memes da gana.
Deut, deut bremâ enomp, Speret-Santel,
Ni ho suppli, deut en ho pobl fidel,
Disquennit da sclerrât hor sperejou,
Da doma dre ho craç hor c’halonou.
Onsiderit penaus e illit caout un assuranç moral hoc’h eus bet an heur da receo ar Speret-Santel ha d’e gaout en ho calon ; da guenta, mar d’oc’h fidel da ober quement a ouzoc’h a c’houlen Doue digueneoc’h ha d’e ober dre garantez evitàn. D’an eil, mar souffrit gant patiantet hac abalamour da Zoue, ar pez a erru gueneoc’h a rust hac a boanius, quen en ho corf hac en ho speret, quen en ho reputation hac en ho madou. D’an drede, mar en em soumetit hac en em ahandonit e pep tra d’e volonte divin, o cridi parfet penaus quement a ra a so just ha santel. D’ar bevare, mar en em bligit o songeal e Doue hac o clevet parlant anezàn.
Examinit amâ hac ar re-ze eo ho tispositionou. Mar o remarquit enoc’h, anavezit ez int donæsonou ar Speret-Santel pehini a so en ho calon ; rentit dezàn actionou a c’hras, ha rapportit dezàn an oll gloar.
Ma ne remerquit quet enoc’h an oll dispositionou-ze, na zisesperit quet cousgoude, ha na gollit quet couraich, mæs sellit petra so enoc’h hac a ell displijout d’ar Speret-Glàn, hac en ampeich da zisquen en ho calon : renoncit eus a vremâ da guemense ; mar quivit e ve dies ha poanius deoc’h e ober, songit penaus an onction eus ar Speret divin-ze a zousaï souden ho poan hac a blenaï an oll difficulteou. Liquit ho fizians ennàn : presantit dezàn hirio ho calon, ha pidit èn dre ho taëlou hac hoc’h hirvoud da burifia hoc’h ene, ha da lacaat ennàn an tân sacr eus e garante divin.
Speret-Glàn, sourcen eus an oll graçou, hon refuich, hon nerz hac hor c’honsolation, va senchit en un den nevez : cenchit ma speret pehini a so quen infidel, quen digouraich, quen impatiant, ha roït din hoc’h hini pehini a so ur speret courajus, ur speret fidel, ur speret dous, ur speret patiant ha carantezus. Plige gueneoc’h dont d’am bisita ; n’am privet quet eus ho tonæsonou, peguen indign benac ez oùn ; na bermetit quet e tremenfe ar Goueliou-mâ hep ma santin an effejou dous eus ho cras hac eus ho presans.
Onsiderit penaus un inspiration vad a so mouez ar Speret-Santel, pehini a barlant ouzomp, pehini hon instru, pehini hon exhort.
Hor silvidiguez a zepand alies eus hor fidelite da heulia un inspiration vad hepquen. Peguement a Sænt a so eürus er Barados evit beza bet fidel da brofita eus un inspiration, hac e vize en em gollet, ma n’o devize quet profitet anezi ! Peguement a aneou a so maleürus en Ifern, evit beza dispriget un inspiration o devoa bet, ha pere a vize bet salvet mar o devize grêt usaich vad anezi.
Nep a brofit eus a c’hraçou Doue, a receo re all brassoc’h ; hac an nep a zeu da abusi anezo, a goll ar re a oa destinet evitàn.
Doue a daô goude beza parlantet ; en em retira a ra goude beza clasquet ; disprijout a ra goude beza bet dispriget, punissa a ra goude beza anduret.
Quement inspiratien vad a zeu deoc’h, ma ne servich bremâ evit ho sanctification, a servicho un deiz evit ho condaonation.
Pet gueich hoc’h eus-hu manquet da heulia inspirationou a Speret-Santel ? Beza ez eus marteze ur bloaz, daou vloas, pe ouspen, ma hoc’h inspir da ober ur mad pehini n’hoc’h eus quet grêt c’hoas. Pegueit amser so ma lavar deoc’h ma ho sollicit, ma ho press da renons d’ar pec’het-se, d’ar goal-accustumans-se, ha ne rit vân ebet ?
Considerit an nombr a c’hraçou ous pere hoc’h eus resistet, considerit an neubet amser hoc’h eus muy da veva, ha ma eo resolvet an Autrou-Doue da souffr ar resistans-se. Mar clevit hirio e vouez, na galedit quet ho calon ; ho quervel a ra, martese evit ar veich diveza. Liquit evez ne lavarfe deoc’h erfin : Ho calvet am-eus, ha n’hoc’h eus quet va chelaouet ; va guervel a reot, ha n’ho chelaouin quet.
Trugarecaït ar Spetet-Santel eus an oll inspitationou, an oll donæsonou, an oll graçou en deus roet deoc’h : goulennit digantàn pardon eus an neubet a fidelite hoc’h eus bet da brofita anezo. Chelaouit ar pez a lavar deoc’h bremâ, ha bezet fideloc’h d’e ober, gant aoun ne zeufe erfin d’hoc’h abandoni.
Speret-Divin, anaout a ràn ne doùn quet abandonet gueneoc’h pa glevàn c’hoas ho mouez carantezus pehini a rebeich din va infidelite ha va ingrateri ; re bell-amser so e scoït voar dôr va c’halon : petra c’houlennit-hu diguenê-me, va Doue ? Parlantit c’hoas ur veich, hac e obeissin deoc’h.
Anaout a ret va dallentez, va sempladurez, va fragilite ; roït din eta, me ho supli, sclerigen evit anaout bepret ho polonte, couraich evit antrepreni ar pez a inspiret din, ha nerz evit e beurachui.
Esus goude e Resurrection, hac abars ma pignas en Eê, a lavaras d’e Zisquibien : iit dre ar bed-oll, instruit ar bobl, ha badezet-èn en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.
1 P. Ar pez a dleomp da gridi eus ar Myster adorabl-mâ.
2 P. An obligation hon eus da songeal alies er vadelez hac er garante o deus evidomp an tri Ferson eus an Drindet, ha da zisquez dezo hon anaoudeguez-vad.
Jesus-Christ a bropos deomp en Aviel-mâ ar c’henta hac ar principala eus a Vysteriou hon Religion, da ouzout eo, Myster an Drindet santel, e pehini e credomp hac e adoromp un Doue hepquen e tri Ferson, Tad, Map, ha Speret-Santel.
Considerit penaus ar feiz hon oblich da gridi ez int Doue o zri, mæs ar memes Doue.
Beza ez int tri Ferson distinguet etrezo ; personaich an Tad ne de quet personaich ar Map ; personaich ar Map ne d’e quet personaich ar Speret-Santel, mæs n’o deus o zri nemet ur memes Divinite, ur memes speret, ur memes bolante.
An Tad a so a bep eternite, ar Map a so a bep eternite, ar Speret-Santel a so a bep eternite, ha cousgoude ne dint quet tri eternel, mæs unan eternel.
O zri o deus crouet ar bed-oll : o zri int Mæstr voar quement tra so, ha cousgoude ne dint quet tri C’houer na tri Mæstr : mæs ur c’hrouer hepquen hac ur mæstr, evel ne dint nemet un Doue.
O zri o deus ur memes gallout, ur memes puissanç, ur memes gloar, ur memes majeste.
O zri ez int infinimant puissant, infinimant santel, infinimant parfet : ha pebhini anezo a so quer parfet evel o zri assambles. Cetu aze ar pez a zesq deomp ar feiz.
Enoromp, meulomp hac adoromp ur Myster quer bras, pehini a ra hac a raï da virviquen ar sujet, eus a admiration hac eus a eürusdet ar Saent hac an Elez en Eê.
2 P. Considerit penaus ne d’é quet avoalc’h cridi ar Myster-mâ, ret ê c’hoas anaout ha contempli alies an obligationou infinit hon eus d’an tri Ferson adorabl-mâ, evit o zrugarecât, ha renta dezo carantez evit carantez.
Doue an Tad en deus hor c’hrouet evit hon renta eternellamant eürus en Eê, hac hor c’haret en deus bete livra e Vap-uniq da vervel evit hor savetei.
Doue ar Map dre ur burzut a garante evidomp a so en em c’hret Den, hac en deus anduret bete ar maro evit hor prena.
Ar Speret-Santel a zesir gant ardeur hor sanctification hac hon eürusdet eternel, hac hor sanctifia a ra dre e c’hraçou, dre e inspirationou ha dre e zonæsonou.
Petra a ell beza capaploc’h da c’hounit hor c’halonou, da ober deomp caret an tri Ferson divin-mâ, ha lacaat hon oll fizianç enno, eguet consideri o madelez infinit evidomp hac o c’harante dreist vusul ?
Ra vezo eta hon devotion principala hac ordinala contempli ar Myster adorabl-mâ hac an obligation infinit hon eus d’an Tad Eternel, d’ar Map ha d’ar Speret-Glàn.
Leveromp alies, mæs bepret gant cals a respet hac a zevotion, ar c’homsou caër-mâ : Gloria Patri et Filio, et Spiritui Sancto. Gloar d’an Tad, gloar d’ar Map, gloar d’ar Speret-Santel. Ra servichint da ober deomp caout sonch eus an obligation hon eus da ober hon oll actionou evit gloar Doue, da rapporti dezàn ar gloar eus a bep tra, ha d’e drugarecât a bep tra.
Tad eternel, va Doue ha va Autrou souveren, va c’hrouet hoc’h eus, va zennet hoc’h eus an neant, va c’harga a ret bepret eus ho madelezou ; pebes actionou a c’hraç ne dleàn-me quet renta deoc’h ! gant pebes carante ne dleàn-me quet ho servicha epad va oll buez !
Va Salver ha va Doue, petra n’hoc’h eus-hu quet grêt, petra n’hoc’h eus-hu quet souffret evit va silvidiguez ? peguer just eo din-me souffr un dra benac dre garantez evidoc’h !
Speret-Glân, peguement a inspirationou santel, peguement a c’hraçou hoc’h eus-hu roet din hac a roït bemdez evit va zenna davedoc’h ha va c’hundui d’an Eê ! Gant pebes anaoudeguez-vad ne dleàn-me quet receo ho tonæsonou, ha gant pebes ferveur ne dleàn-me quet heulia ar santimanchou mad a inspirit din !
O va Doue, pa rit din ar c’hras da anaout va obligationou, roït din ive nerz ha courach d’en em acquita ervad anezo.
Onsiderit Jesus-Christ voar an Auter evel ur Roue voar e Drôn evit beza bisitet gant e sugidi ; hac evit receo ar respet hac an enor a so dleet dezàn. Eno eo e teu dre e garantez dreist vusul d’hor guervell oll bras ha bian, evit distribui deomp an tenzor eus e c’hraçou, hac hor c’harga eus e zonæsonou.
Ma ve lavaret deoc’h ema Jesus-Christ er memes furm ma eo bet voar an douar, en ul lec’h benac a-bell, e pehini e ra vad da bep-unan, hac e accord d’an oll quement a c’houlennont, pebes pres, n’ho pe-hu quet da vont d’e velet ? Pebes respet n’ho pe-hu quet evintâ ? Ha c’houi a squisse en e gompaignunez ? Mancout a raec’h-hu da c’houlen digantàn hoc’h ezemou ?
Jesus-Christ a so taust deoc’h, ema en Ilis voar an Auter, e pelec’h e lavar d’an oll : deut davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulajo. Iit eta d’e visita, iit d’e adori liessa ma ellot, iit de ziscleria dezàn gant fizians ho miser, ho paourente, hoc’h infirmiteou, ho tentationou, hoc’h afflictionou, hac e teui d’hoc’h asista, d’ho consoli, d’ho tilivra. Mæs songit d’en em zerc’hel bepret dirazàn gant ar vodesti, an devotion, ar respet hac an dougeans a dle da inspira e vajeste adorabl.
Considerit c’hoas penaus ar sura moyen evit beza proteget, asistet, consolet gant hor Salver pa en recevot en ho clênvet diveza, eo e enori epad ho puez e Sacramant an Auter, e visita alies, hac e receo alies er Gommunion gant an dispositionou requis. Ar respet hac an enor ho pezo rentet dezàn durant ho puez er myster adorabl-mâ, a vezo ar muzul eus ar garantez a zisquezo deoc’h, hac eus ar graçou a raï deoc’h voar ho maro.
Ha mont a rit-hu alies da visita Jesus-Christ er Sacramant an Auter ? Mar d’oc’h taust d’an Ilis, petra vir ouzoc’h-hu na brofitet eus an occasion gaër hoc’h eus ? Mar d’oc’h pel dious an Ilis, e ober a rit-hu da viana pa illit caout an occasion ; dre exempl, pa zeut d’an ofis, ha pa en em guivit abred, na illit-hu quet mont da guenta da saludi ha da adori ar Sacramant en neubet amser ? Elec’h en em acquita eus an dever-ze, na chomit-hu quet da gauseal gant ar re-all en dro d’an Ilis ?
Gant pebes respet en em zalc’het-hu dirac ar Sacramant adorabl ?
Ha songeal a rit-hu da exposi d’ho Salver carantezus ho poaniou hac ho miseriou, ha da c’houlen digantàn hoc’h ezomou, ispicial ar spirituel ?
Grit bremàn an Act a Adoration, an Act a Garante, hac an Amand enorabl a so amâ voarlerc’h.
Pehini a so mad da ober bemdez epad an eizvet-mâ hac e peb amser dirac ar Sacramant.
O va Jesus dous ha mad, peguer bras eo ho madelez evidomp, da veza instituet ar Sacramant adorabl-mâ evit chom ennàn bepret gueneomp evit beza hon recours, hon nerz hac hor c’honsolation voar an douar !
Hoc’h adori a ràn er Sacramant gant an oll respet ha gant an oll humilite a behini oùn capabl.
Hoc’h adori a ràn evel Autrou universel eus a guement tra so, ha Crouer ar bed-oll.
Anaout a ràn ez eo digueneoc’h em eus recevet ar vuez ha quement mad am eus, hac ez depandàn ac’hanoc’h e pep tra.
Hac evel ne doùn guet capabl d’ho trugarecât, d’ho meuli, d’hoc’h adori en ur fæçon dign ac’hanoc’h, me a offr deoc’h an oll actionou a c’hraç, an oll benedictionou, an oll meuleudiou hac an oll adorationou a so bet hac a vezo rentet deoc’h gant ar Sænt hac an Elez en Eê, ha gant an eneou santel voar an douar.
Grit dre ho craç, me ho suppli ma teuin epad va buez d’hoc’h adori en Hosti dindàn ar vôal eus ar Sacramant, gant quement a respet, a fizians, a garantez hac a anaoudeguez-vad, ma allin goude va maro caout an eür d’ho couelet scler voar an Trôn eus ho cloar, d’ho contempli ha d’hoc’h adori da james gant an oll Sperejou eürus.
Meulet hac adoret ra vezo Jesus er Sacramant adorabl eus a Auter.
O va Salver carantezus, va ardanta desir eo d’ho caret bepret.
Ar garantez e deus triomfet ac’hanoc’h, grêt e deus deoc’h antrepren ha souffr pep tra evidòn, poent eo e triomfe ac’hanon-me, hac e raë din antrepren ha souffr pep tra evidoc’h ? Peur e vezin-me quel leun eus ho carante ma allin lavaret gant guirione : C’houi eo va chonsolation, va buez, va eürusdet, va Doue, ha va oll vad.
Recevit ar brotestation humbl a ràn deoc’h d’ho servicha da viquen gant fidelite ha gant carantez. En em offri hac en em gonsacri a ràn deoc’h antieramant. Ne fell din muy beva nemet evidoc’h, va Doue ! C’houi hoc’h-unan hepquen a vezo ar princip, ar reglen hac ar fin eus va oll actionou. Heulia a rin gant docilite hoc’h inspirationou santel ; pellaat a rin dious plijadurezou dangerus er bed, n’en em exposin muy d’an occasionou d’hoc’h offanci. Chetu aze ar pez a zesiràn muya er bed, ha chetu ar resolution a guemeràn, non-pas dre ur speret a bresomption ; anaout a ràn va miser, va inconstans ha va fragilite, ha gouzout a ràn penaus mar em abandonac’h din va-unan, e couessen adarre abars nemeur em oll dizurzou ; mæs va oll fizians a so ennoc’h, hac esperout a ràn penaus, gant ar sicour eus ho cras, e perseverin en ho servich, en ho tougeans hac en ho carantez.
Va Salver ha va Doue, en em strinca a ràn d’ho treit dirag an Trôn eus ho misericord, evit ober deoc’h reparation hac amand enorabl evit an oll irreveransou, profanationou ha sacrilejou a so bet biscoas commetet, hac a allet da gommeti en amser da zont en hoc’h enep er Sacramant adorabl.
Pardonit din-me pec’her ingrat, ha pardonit ive deomp oll hor fautou hac hor c’hrimou.
Pardonit deomp hon immodesti en ho presanç, pardonit deomp hon neubet a zevotion, hor yenigen hac hon neubet a garantez evidoc’h.
Ancouaït, o va Salver, hon iniquitet, ha songit ez oc’h hanvet hac ez oc’h an Tad a visericord.
Recevit an desir am eus d’hoc’h enori ha d’ho quelet enoret er Sacramant eus ho carantez.
Ya, me a zesir a greis va c’halon ho caret ennàn, ho meuli hac hoc’h adori gant ar memes ferveur ma oc’h caret, beniguet hac adoret gant an Elez hac an eneou santel.
Inspirit din, va Jesus, santimanchou dign eus ac’hanoc’h, ha liquit em c’halon an dispositionou a dlean da gaout evit renta deoc’h an enor a so dleet d’ho Majeste divin. Accordit ar memes gras d’an oll dud fidel, evit ma hoc’h enorimp oll assembles eus hon oll gallout. Grit ive ma teui an oll nationou eus an douar d’hoc’h anaout ha d’hoc’h adori, ha ma vezo dre ar bed-oll ar Sacramant santel eus an Auter meulet, enoret ha glorifiet da jamæs gant ur respet souveren.
Amen.
Vit compren peguer mad ha peguen important eo Sacramanti alies, considerit penaus Sacramant an Auter a so magadurez spirituel an ene, ha penaus e ro dezi nerz evit en em viret diouz ar pec’het, hac evit pratica ar vertu. Evel ma ro ar boed a zebrer nerz d’ar c’horf da labourat, Sacramant an Auter a ro nerz d’an ene evit servicha Doue ervad. Mar chomer re bell hep dibri, ar c’horf a zeu da veza dinerz, semp, languissant ha da vervel erfin ; evelse mar chom pell-amser an ene heb receo ar boed celestiel destinet evit antreteni ha conservi he buez ; e teu da semplaat, da languissa, da goll he devotion, da abandoni he resolutionou mad, ha d’en em goll erfin.
Attaquet oump a bep tu gant adversourien hor silvidiguez, ar bed, ar c’hiq hac an drouc-speret, exposet omp e peb-lec’h d’an tentationou ; beza hon eus goal inclinationou ous pere e renquomp combati oontinuellamant, a belec’h hor bo-ni an nerz da resista ous quement a adversourien, nac ar gouraich d’en em drec’hi hon-unan, mar pellaomp dious ar sourcen a c’hras ?
E commansamant an Ilis ar Gristenien a gommunie peurvuya bemdez, ha dre an abondans a c’hraçou a recevent, e vevent eguis Ælet voar an douar.
Ar Verzerien evit en em zisposi da souffr an tourmanchou preparet dezo gant an Tirantet, o devoa bepret recours d’ar Gommunion ; ha creêt ha fortifiet dre ar boed divin o devoa quemeret, e souffrent gant couraich ha gant joa ar c’hruela supliçou.
Mar guelomp c’hoas bremàn a drugare Doue eneou mad ha devot o cundui ur vuez santel hac a exempl vad, lequeomp evez, hac e velimp e communiont alies. Mar guelomp er c’hontrol re all o cundui ar vuez dereglet, n’o gueler nemeur o tostaat ous ar Sacramanchou.
Mar d’oc’h bet boaset hoc’h-unan ur mare benac da Sacramanti alies, hac ho pe dileset ar pratiq vad se, comparachit ar vuez a gunduac’h neuse gant an hini a gunduit brema. Pa reac’h ho tevotionou bep miz ha d’ar Goueliou bras, pebes dougeans Doue n’ho poa-hu quet en amser eürus-ze, pebes horreur ous ar pec’het ? pebes devotion, pebes ferveur : mæs allas ! aba ma hoc’h eus quiteet ur pratiq quer mad, ar ferveur ze a so deut da yenaat ; ho calon a so deut da zisec’ha, abalamour ma hoc’h eus manquet da guemer ar bara a vuez pehini ho soutene, an dentation o veza ho cavet sembl, e deus ho trec’het ; deut oc’h d’en em voasa dious ar pec’het, e gommeti a rit heb remors, hac en em gollit. Considerit ho maleur, hac en em resolvit da guemer anevez ar reglen vad ho poa gueichal, pa velit dre hoc’h experians propr ez eo un dra quen avantajus ha quen necesser evit ho silvidiguez.
Na chomet-hu quet pevar, pemp, c’huec’h miz, marteze ur bloa heb tostaat ous ar Sacramanchou ? Petra so cauz a guemense ?
Marteze e leverot ne d’oc’h quet dign da sacramanti alies, ez oc’h re fragil, revras pec’her, pe autramant n’en em santit quet a zevotion ; mæs ne ouzoc’h-hu quet penaus e teu Jesus-Christ da c’hervel an oll d’e vanquet divin, ar re glàn evit o farea, ar re dall evit ho scleraat, ar re sempl evit o c’hreaat ; ar re drist hac affliget evit o c’honsoli, ar re just evit o renta parfetoc’h, hac ar bec’herien pere a zesir en em gonvertissa, evit o sanctifia.
O va Salver, anzao a ràn dirag an Eê hac an Douar, ne doùn quet dign da veza contet etouez ho servicherien, ha neubetoc’h c’hoas da zibri ous ho taul. En em vaga a dlefen gant va daëlou ar rest eus va buez, ha beza privet evit jamæs eus ar Gommunion sacr. Mæs pa fell deoc’h, ô va Jesus, ha pa gommandit din, peguer misérabl benac ez oùn, tostaat ous ho taul santel, me en em bresanto gant humilite, hac a dostaï dre obeissanç, evit plijout deoc’h.
Grit dre ho cras ma vezo va brassa desir ha va brassa contantamant en em unissa gueneoc’h en ho Sacramant adorabl ; ha grit ma vevin da viquen en ur fæson quer christen, ma vezin e stad d’ho receo alies evit ho cloar ha silvidiguez va ene.
Petra a elles-de, o va ene, da zesirout voar an douar, ma ne zesires receo da Salver pehini a ro did ar vuez, pehini a zeu d’az carga a c’hraçou, da scleraat da speret, da rejouissa da galon, hac a zeu d’az convia gant quement a vadelez dre gomsou quen dous ha quer consolant : Deut oll davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulageo.
Esus oc’h anaout e vurmure ar Farisianet en e enep dre ma receve ar bec’herien en e gompagnunez, a lavaras dezo : ur Pastor pehini en deus cant pên dânvat, hac en deus dianquet unan anezo, ha ne gouita-èn quet ar re-all oll evit mont da glasq an hini a vanq dezàn ; ha goude ma en deus e gavet, ell laca voar e ziouscoa hac e invit e vignoret n’em rejouissa gantàn, abalamour ma en deus cavet ar pez en devoa collet. Chetu aze penaus en em rejouisser en Eê, pa zeu ur pec’her epquen da ober pinigen.
Considerit penaus Jesus-Christ ar Pastor mad ha carantezus, a zisquez en Aviel-mâ an desir ardant en deus eus a gonversion ar pec’her, figuret ha represantet dre an dânvad dianquet. Peguen dous ha peguer consolant eo ar virionez-mâ, ha peguer capabl ef-hi da ober d’ar brassa pec’herien distrei ous Doue dre ur guir gonversion !
Petra eta, pec’her paour, e tisfiet-hu eus a visericord un Doue pehini en deus un desir quen ardant eus ho silvidiguez ? Perac e tec’het-hu araug un Doue pehini ho clasq evit ho savetei, penini a offr deoc’h e c’hraçou hac a asten deoc’h e zivrec’h evit ho receo ? Rac petra hoc’h eus-hu aoun ? Mar deo bras ho pec’hejou, e vadelez a so c’hoas brassoc’h. En em daulit eta etre e zivrec’h, ha leverit dezàn gant ur galon leun a c’hlac’har ha leun a fizians : o va Salver, Pastor carantezus hon eneou, me eo an dânvad dianquet pehini a glasquit, n’am rebutit quet pa zistroàn davedoc’h ha ma recevit etouez ho tênvet fidel. N’em boa quet hoc’h anaveet bete vremâ, ô va Doue, dougea a reen ho justis, mæs n’em boa biscoas comprenet peguer bras eo ho misericord.
2. P. Considerit penaus ar Pastor mad goude beza clasquet gant cals a fatig, ha cavet arfin e zânvad dianquet, elec’h ober dezàn querzet arauzàn nac e squei, el laca voar e ziouscoa gant ar joa en deus ountàn, hac e invit e vignonet d’en em rejouissa gantàn. Evelse eo, pec’her paour, e vezi diguemeret gant da Bastor, ha da gonversion a roï ur joa vras d’ar Sænt, d’an Ælet ha da Zoue memes, pa hon assur penaus e vezo ur rejouissans vrassoc’h en Eê evit ur pec’her hepquen pehini en em gonvertis, eguet na vezo evit naontec ha pevar-uguent den just pere n’o d’eus quet ezom a binigen.
Ha possibl eo, ô va Salver, ec’h ell ur pec’her eveldoun contribui en un dra benac da satisfaction un Doue ? Ma oblich a reet da gridi ur virionez quer consolant. Quemense, ô va Doue, eo a douich va ene ; ar gontantamant pehini ho pezo d’am guelet convertisset, eo a ravis va c’halon hac am zenn davedoc’h ; re eo refus deoc’h ur satisfaction pehini e deus coustet quement deoc’h, hac a so quen avantajus din. Recevit eta, ô va Doue, ar joa da velet ur pec’her convertisset, pehini n’en deus quen desir nemet d’hoc’h heulia da viquen, ha da bellaat dious quement a allo displijout d’ho Majeste divin.
Considerit bremâ petra eo a so bet caus deoc’h da bellaat dious un Doue quer mad ha quer carantezus. Pe seurt pec’het, pe seurt viç, pe seurt goal accoustumanç eo a vir c’hoas marteze ouzoc’h na zistroït ous Doue a barfetet ha gant fizianç ?
Quemerit ur resolution ferm ha generus da renonç da guemense, hac e santot ho fizianç o crisqui. Pebes joa na root-hu quet d’an Eê-oll, ha pebes joa n’ho pezo-hu quet hoc’h-unan ! Pebes peoc’h en hoc’h ene, pebes contantamant en ho calon !
O va Doue, ma c’hlasquet hoc’h eus pa bellaen diouzoc’h, n’am rebutit quet pa zistroan davedoc’h.
Esus o veza voar bord ar mor a Diberiat, pa en em velas presset gant ar foul a bobl pehini a daustee ountàn evit clevet comzou Doue, a antreas e bâg Sant Pêr, hac o veza azeet er vag, e instrue ac’hano ar bobl. Goude e instruction ; e lavaras da Bér : taulit ho rouejou evit pesqueta. Pêr a respontas ; va Mæstr, labouret ha poaniet hon eus epad an nôs, ha n’hon eus quemeret netra : cousgoude pa en ordrenit din, me a daulo va rouet evit obeissa deoc’h. O veza e c’hreet, e quemeras ur gantite quer bras a besquet, ma torre ar rouet. Ober a reas sign da re-all a voa en ur vag all da zont d’e sicour ; dont a resont, hac an diou vag a voe carguet a besquet.
1. P. Ret eo d’an oll obeissa.
2. P. E pe fæson e tleer obeissa.
Consideri penaus ne deus den n’en deus ur Superieur bennac, da neubeta en un dra benac, hac evelse ne deus den na dle obeissa. Ar Roue hac ar Brincet pere ne zapandont nemet eus a Zoue er gouernamant temporel eus o Stadou, a so sujet da Lesennou Doue ha da re an Ilis, anaout a reont ur Superieur benac evit direction o c’houstians ; ha gant aoun ne raent netra a-enep ar justis pe enep avantaich ar bobl, en em c’houernont dre avis o c’honsaill.
Ne deus dignite ebet na puissans ne anaf ur buissans all superior, da behini par consequant e tle en em soumeti hac obeissa. Ur subordination, ur sugidiguez eo établisset gant ar Brovidans divin er gouernamant eus ar bed-mâ, pehini a-nez quemense ne alfe quet subsista nac en em gonservi. Ma ne ve quet a urz er bed, ma ne ve quet a sugidiguez hac a obeissans, ne ve guelet nemet disurz ha pep seurt fallagriez.
Beza hon eus oll Superioret spirituel evel hor Pastor hac hor C’hovesour, da bere e tleomp obeissa, rac carguet int eus hon eneou ; derc’hel a reont en hor c’hénver plas an Autrou Doue ; anezo eo en deus lavaret Jesus-Christ : Piou benac ho cheleo, am cheleo me ; ha piou benac ho tispris, em dispris me. An dânvad pehini ne heul quet e Bastor, pe a bella dioutàn, a so en danger da veza taguet gant ar bleizi.
Beza hon teus superioret temporel, evel ar Roue hac ar re a command eus e berz, da bere e rencomp sugea ; car ne deus quet a autorite legitim, eme an Abostol S. Paul, a guement na zeu a Zoue, hac an nep a resist ouz ar Puissansou etablisset gant Doue, a resist ous Doue memes.
Beza ez eus erfin Superioret domestiq ouz pere e tleer senti. Pebes disurz na ve quet en un ty e pehini ne obeisse quet ur vreg d’e friet, ar vugale d’o zad ha d’o mam, ar servicherien d’o mæstr.
2 P. Considerit penaus evit obeissa gant merit, eo ret obeissa pront, heb dale, heb clasq digare, obeissa a galon vad, joaüsamant, heb murmur, heb resoni, obeissa nonpas dre gontrain, mæs dre vertu.
Obeisset dre garantez evit an hini pehini evit ho prena hac ho savetei, a so en em rentet obeissant bete ar maro, hac ar maro eus ar Groas, ha pehini, evel a lavar Sant Bernard, a oue guell gantàn coll ar vuez eguet coll an obeissans.
Obeissit evit Doue, obeissit abalamour ma en ordren Doue deoc’h ; en ur guer obeissit d’ho Superioret evel da Zoue memes, o consideri Doue en o fersonaich.
Considerit obeissans parfet S. Pêr, ha deut d’e imita, tremenet en devoa an nôs o pesqueta, heb beza quemeret netra ; cousgoude querquent ha ma lavaras dezàn e Væstr divin distrei d’ar besqueres, ez eas rag-eon : n’en em arretas quet da represanti d’e Væstr e oa squiz, na d’e bidi ma pliche gantâ deport an nôs varlerc’h, na da lavaret ne oa quet an deiz quer favorabl hac an nôs evit ar besqueres, mæs heb replica netra e obeissas pront ha joaüs.
Obeissa a ràn-me d’am Superioret a Ilis ? Observi a ràn-me fidelamant o reglamanchou, o statujou, o avisou mad ?
Obeissa a ràn-me d’am Superioret temporel, d’ar Roue ha d’ar re a zalch e blas, miret a ràn-me o lesennou ? En em soumeti a ràn-me d’o ordrenansou ?
Obeissa a ran-me da guement hini en deus carg hac autorite voarnon ?
Obeissa a ràn-me pront hac a galon vad ?
Obeissa a ràn-me d’am Superioret evel da Zoue memes ?
Roït din, va Doue, ur speret humbl hac obeissant, ha va c’hreaït er resolution a guemeràn d’ho consideri bepret e personaich va Superioret, ha da obeissa dezo evel deoc’h hoc’h-unan.
Esus a lavaras d’e Zisquibien ha d’ar bobl : ma ne d’eo gouel ha parfetoc’h hoc’h œuvrou evit re ar Farisianet, ma n’hoc’h eus quet muy a vertu evito, ne antreot quet e Rouantelez an Eê.
Considerit penaus ar bris hac ar merit eus hon actionou a zepand eus an intantion gant pehini o greomp. Mar deo mad hon intantion, hon action a so ive mad, nemet cousgoude na ve quet un dra difennet : mar deo fall hon intantion, hon action a so ive fall. An distera action grêt gant un intantion santel hac e stad vad, a so agreabl da Zoue ha dign eus ur recompans eternel ; er c’hontrol ar c’haëra actionou grêt gant un intantion fall, a so rebuttet ha reprouvet gant Doue.
Ar Farisianet a ree cals a euvrou mad hervez an apparans, ober a reent Oræsonou hir, yun a reent ha rei an alusen : cousgoude e voent blamet ha rejetet gant hor Salver, abalamour ne voa quet evit Doue e reent quemense, mæs evit beza meulet gant ar bed, ha tremen evit tud devot ha charitabl.
Pe seurt intention hoc’h eus-hu bet bete vremâ en hoc’h actionou ? Ha n’hoc’h eus-hu quet grêt darn anezo gant un intantion fall evel ar Farisianet, evit beza guelet hac estimet gant an dud ?
Pe seurt intantion hoc’h eus-hu bet bete vremâ en hoc’h actionou ?
N’hoc’h eus-hu quen intantion en ho labour, nemet da c’hounit peadra da veva, pe da grisqui ho madou ? Chetu aze eta an oll recompans ho pezo, na esperit quet a recompans all en Eê ; en heur ho maro en em gueffot ho taouarn goullo, hac e lavarot : cals a boan am eus quemeret, ha n’am eus gouneet netra : labouret am eus cals evit an douar hac evit va c’horf, ha n’em eus grêt netra evit an Eê, netra evit ma ene, netra evit Doue.
Tennomp muy a profit eus hon labour hac eus hon oll actionou dre ar sourci a guemerimp d’o raporti oll da c’hloar Doue. N’en em gontantomp quet da offri da Zoue hon actionou e general, en ur lavaret dious ar mintin ar c’homsou-mâ eus an adoration :
Quement a rin ha lavarin,
A songin hac a andurin,
Offri a ràn da c’hloar, etc.
mæs offromp-ii c’hoas e particulier pa o c’hommansomp.
Labourat a reot ive hep nec’h ha gant contantamant, mar savit a amser-da-amser e creiz ho labour ho calon varzu Doue, hac ho taoulagat etresec an Eê, en ur lavaret interieuramant : Evit an Eê eo, evit Doue eo e labouràn ; ma ne brosper quet ma labour, ma foan ne vezo quet collet.
Pe seurt labour benac e reot, pe en ty pe er parc, pe memes en dro d’al loenet, grit-èn en intantion da ober e quemense bolonte Doue, pehini a fell dezàn e labourremp hac e poaniemp pebhini en e etat hac en e gondition. An traou-ze a so dister enno o-unan, mæs an intantion santel gant pehini o greot, o rento bras ha precius dirac Doue, pehini a gonsider muy an intantion hac ar galon gant pehini e agissomp, eguet an action, peguer bras bennac e ve.
Muy a istim a ra eus un dra dister grêt gant cals a garantez evitàn, eguet na ra eus a draou bras grêt gant nebeutoc’h a garantez.
O va Doue, pebez queuz am eus-me da veza negliget ur voyen quen æz ha quer facil da sanctifia ma actionou, d’o renta ageabl d’ho majeste, ha da zestum un tenzor evit an eternite.
N’hoc’h eus ma c’hrouet, va Doue, nemet evit ho servicha, just eo ne labourren nemet evidoc’h, just eo n’am be quen intantion em oll actionou nemet da blijout deoc’h ha da accomplissa ho polonte. Chetu aze ar resolution a guemeràn, ha da behini e vezin fideï hivisiquen gant ar sicour eus ho cras.
Esus o velet ur bobl bras pehini en heulie en désert evit clevet e bredicationou, a lavaras d’e Zisquibien : truez am eus ouz ar bobl paour-mâ ; tri dez so e teuont d’am heul, ha n’o deus netra da zibri, mar o c’hassàn d’ar guer hep beza debret un tam bennac, o c’halon a vanco dezo en hent, car darn anezo a so deut a bell. E Zisquibien a respontas : penaus e ouffet cavout en desert-mâ avoalc’h a vara evit quement a dud ? Goulen a eure outo : pet bara hoc’h eus-hu ? Seiz, emezo. Neuse e ordrenas d’ar bobl asea voar an douar, hac o veza quemeret ar seiz bara hac un neubed a besquet bian pere a voe cavet ive, e roas e venediction varnezo, hac o distribuas dre e Zisquibien d’an oll dud se, a bere a oa voardro pevar mil. Dibri a rezont, contantet ha rassasiet e voent oll, ha destumet e voe seiz panerad bara eus ar restou.
1 P. An obligation a brocur deomp an alusen.
2 P. Ar mad a brocur deomp an alusen.
Adoromp hor Salver pehini ne d’eo quet en em gontantet da ziscleria dre e gomsou e meur a rancontr an obligation hon eus da soulagi ar re baour ha d’o sicour en o necessiteou, mæs pehini a ro deomp c’hoas an exempl a guemense en Aviel-mâ.
Considerit eta penaus an alusen ne d’eo quet hepquen ur c’husul eus an Aviel, mæs ur gourc’hemen quer rigourus, ma vezo avoalc’h beza manquet d’e accomplissa evit beza reprouvet : hac evit ma er c’hredot parfet, chelaouit ar rebech terribl a raï ar Barner souveren d’ar bec’herien, hac ar setanç diveza a brononço en o enep : En em retirit diouzin, tud milliguet, iit d’an tàn eternel, ha perac Salver ? Abalamour ma em eus bet naoun, ha n’hoc’h eus quet roet din da zibri ; clàn oun bet, ha n’hoc’h eus quet ma bisitet ; beza ez oan e noaz, ha n’hoc’h eus quet roet din a zillat.
Mar hoc’h eus recevet digant Doue madou gant abondanç, n’en deus quet o roet deoc’h evit o frodiga e vaniteou hac e dispignou inutil, nac evit ober tenzoriou, mæs evit o ranna gant ar beaurien, hervez an urz eus ar garante pehini en deus etablisset. Ne dleit derc’hel evidoc’h nemet raesonablamant hervez Doue ; ar pez a so ret hervez ho stat hac ho condition ; an nemorant a so tra ar paour.
Mar d’oc’h paour hoc’h-unan, sicourit ar re-all er fæçon ma allot : iit d’o bisita pa vezint clàn, iit d’o c’honsoli, rentit dezo ar servich a zepand ac’hanoc’h, livrit dezo ur goms vad bennac ; ho paourente n’ho tispans quet eus al lesen a garante.
Bezet charitabl (eme ar Patriarch Tobii d’e vap) mar hoc’h eus cals a vadou, roït cals, mar hoc’h eus neubet, roït a galon vad lod eus an neubet hoc’h eus.
2 P. Considerit ar mad a brocur an alusen. Da guenta, contribui a ra cals d’ho purifia eus hor pec’hejou, en ur obteni deomp ar c’hraç eus hor c’honversion ; peguement a Sænt a dle ar c’hraç-ze d’ho alusennou ha da bedennou ar beaurien !
D’an eil, Jesus-Christ a zalc’h evel grêt dezâ e unan, an alusen a roomp dre garante evitàn d’ar paour ; hac hon assur penaus ur banne dour hepquen roet abalamour dezàn, ne chomo quet hep recompans.
D’an drede, an alusen a vezo en heur ar maro ur sujet bras a fizianç er visericord eus a Zoue, evit ar re o devezo he greet. Eürus, eme hor Salver, eürus ar re visericordius, abalamour ma obtenint o-unan misericord.
Ouspenze an alusen a denn mil benediction voar an dut charitabl, voar o zieguez, voar o afferioü, voar o loenet, voar o douar. Guelet a reont o madou o crisqui etre o daouarn : pep tra a brosper ganto.
Ar bara a roas Jesus-Christ d’ar bobl paour, pehini en devoa e heuliet en desert, a gresque hac en em vultiplie e dorn an Ebestel, dre ma en roent dezo.
An alusen pehini a lequeer e dorn ar paour, a so un had pehini a dauler en douar, ha pehini a rapport cant evit unan.
Soulagi a ràn-me ar beaurien ? Ha truez am eus-me outo ?
Rei a ràn un alusen bennac, mæs ha rei a ràn-me hervez va gallout, rei a ràn-me quement ha ma tlefen da rei hervez Doue ?
Ne implijàn-me quet e traou inutil, e braventeou, er c’hoari, en davarn ar pez a soulache meur a baour ?
Pa roàn an alusen, ha rei a ràn-me a galon vad, o consideri Jesus-Christ e personaich ar paour ?
Reglit hoc’h alusennou hervez ho madou. Gouelit petra a dleit da rei bep bloaz, pep sizun, pep deiz, d’an hini digant pehini e esperit pep tra, ha da behini e tleit hac ho madou hac ho puez.
O va Salver ha va Doue, digueneoc’h eo am eus recevet quement mad am eus, ha va oll madou a so muy deoc’h eguet din-me. Ordren a ret din partagi gant ar re baour lod eus ar pez am eus bet digueneoc’h, ha ma assuri a ret e talc’hot evel roet deoc’h hoc’h-unan ar pez am bezo roet dezo : discleriet hoc’h eus penaus rei d’ar paour, eo rei deoc’h-hu, ha penaus revus ar paour, eo ho revus-hu memes. Me ho considero eta bepret er beaurien, o va Salver, evit ma vezin carantezussoc’h aze en o c’henver, ha ma allin esperout ho clevet-hu o prononç em faveur an arret diveza a brononçot e faveur ar re predestinet : Deut, tud beniguet gant va Zad, deut da bossedi ar Rouantelez a so preparet deoc’h ; car beza em eus bet naoun ha c’houi hoc’h eus roet din da zibri ; beza e oan e noaz, ha c’houi hoc’h eus va guisquet ; beza e ouan clàn, ha c’houi hoc’h eus va bisitet ; beza e oan estranjour, ha c’houi hoc’h eus va loget.
Esus a lavaras d’e Zisguibien : ur vezen vad a zoug frouez mad, hac ur vezen fall ne zoug nemet frouez fal. Ar vezen pehini ne zoug quet a frouez mad, a vezo troc’het ha taulet en tàn. Ar re a zeu d’am guervel, Autrou Doue, Autrou Doue, ne antreint quet oll e Rouantelez an Eê : ne antreo ennàn nemet ar re a raï bolonte va Zad pehini a so en Eê.
1 P. An necessite eus an œuvrou mad.
2 P. E petra e consist an œuvrou mad.
Considerit penaus ur christen hep œuvrou mad a so ur vezen hep frouez. Ret eo da ur vezen douguen frouez, ha frouez mad peautramant e zroc’her hac e zauler en tan.
Ne d’eo quet avoalc’h evit beza salvet ne raec’h quet a zrouc, ret e c’hoas ober ar mad. Ne vezer quet daounet hepquen evit beza grêt œuvrou fal mæs c’hoas evit beza manquet da ober œuvrou mad. Ar vezen pehini ne zoüg quet a frouez mad a vezo taulet en tàn.
N’emaoump er bed-ma nemet evit ober œuvrou mad, pa n’ema-oump ennàn nemet evit servicha Doue hac evit ober hor silvidiguez. N’hor bezo a vadou, a veritou hac a recompans en Eê, nemet ar pez hor bezo acquisitet dre hon œuvrou mad.
An oll madou a zestumit voar an douar a so muy evit ar re-all eguet evidoc’h ; o c’huitaat a reot en heur ar maro, hac ar pez a gassot gueneoc’h aneze, a vezo ul lincer simpl hac ur planquen bennac ; ha pa apparissot dirac Doue, hoc’h œuvrou hepquen, mad pe fall, hoc’h heulio. Cetu aze ar pez a chomo gueneoc’h : cetu aze ar pez ho rento eürus pe maleürus evit un eternite.
2 P. Considerit penaus an œuvrou mad a gonsist ispicial er fidelite da ober ar pez a c’houlen Doue digueneomp hervez hor stat hac hor c’hondition. Bras ha bian, paour ha pinvidic, oll e ellomp ober œuvrou mad bemdez hac e pep mare, pa ellomp eus an oll actionou eus hor buez, hac eus ar re disterra memes, ober œuvrou mad, ha crisqui hor c’hurunen en Eê, mar o greomp e stad a c’hraç, gant un intantion. santel, dre garantez evit Doue.
Doue ne c’houlen digueneomp nemet ar pez a ellomp. Ho labour hac ho fatig ne bermetont quet deoc’h ober mortificationou ha pinigennou bras : he bien, grit an alusen ; n’hoc’h eus quet ar voyen d’e ober, pidit ; ne illit quet memes lavaret cals a bedennou, savit a amser-da-amser epad an deiz ho calon varzu Doue ; paour oc’h ha clàn, souffrit a galon vad ho paourente, hac unisset ho poaniou gant re Jesus-Christ ; evelhen ema bepret en hor gallout ober œuvrou mad.
Peseurt œuvrou mad hoc’h eus-hu grêt bete vremâ ? Evit piou hoc’h eus-hu labouret ? E pe fæçon ha gant pebes ferveur hoc’h-hu en em acquitet eus ho tever e quenver Doue hac e quenver ho Nessa ? petra hoc’h eus-hu grêt evit Doue ? Ma ve ret deoc’h hirio apparissa dirazàn, ha n’ho pe-hu netra da rebech deoc’h ? Hac c’houi en em gafe contant, pe evit lavaret guell, Doue hac èn a ve contant ac’hanoc’h ?
Ober a ret certen œuvrou mad, mæs hac ober a ret-hu quement ha ma tleit hervez ho callout ? Rei a ret an alusen, ma ha rei a rit-hu hervez ho moyen hac ho madou ?
Sourci hoc’h eus da bidi Doue pep mintin ha bemnos, mæs e bidi a rit-hu gant ar respet hac an attantion requis ?
Beza hoc’h eus ur certen nombr a zevotionou da bere hoc’h fidel bemdez ; mæs ha sourci a guemeret-hu eus tud ho ty, d’o c’helen, d’o instrui, da veilla voarnezo, da rei dezo exempl vad ?
Ne garrac’h quet ober gaou ous den, mæs ha sicour a rit-hu ho nessa evel ma carrac’h beza sicouret hoc’h-unan ma vec’h en e blaç ?
Em heur diveza e carren beza grêt cals a œuvrou mad. Neuse e carren heza bet neubetoc’h a sourci d’en em avanç er bed, ha labouret muy evit an Eê ; mæs allas ! n’am bezo neuse nac an amser nac ar gallout. Perac eta n’er gràn-me quet bremâ, pa allàn ? Ah re a allàn-me da ober, nac avoalc’h evit acquisita ur Rouantelez eternel, ur vuez, un eürusdet, ur gloar immortel ?
O va Doue, distaguit va c’halon diouz an traou crouet. Grit din disprijout an douar, desirout ar madou celestiel, ha labourat da veritout an Eê dre va œuvrou mad.
Esus a lavaras d’e Zisquibien : un den pinvidic en devoa ur receour pehini a voe accuset dirazàn da veza goall distribuet e vadou. Ar receour maleürus-ze o velet penaus ne alse quet beva goude ma vize lamet digantàn e garg, en em resolvas d’en em ober mignonet gant pere e vize recevet mad. Guervel a eure ar re a oa dleourien d’e Vestr, hac e c’houlennas diouto peguement a dlient d’o Autrou : cant baril eol a dleàn, eme uuan : cetu aze, eme ar receour, an oblich hoc’h eus grêt d’an Autrou, quemirit-èn, ha grit un oblich a hantercant baril hepquen. Goudeze e c’houlennas ouz un all : ha c’houi, petra dleit-hu ? Cant muzur guiniz, emezàn : quemerit ho pillet, eme ar receour, ha grit ur billet a bevar-uguent. An Autrou o veza clevet quemense, ne allas quet en em viret a veuli ar finessa hac an habilete eus e receour. Evelse, eme hor Salver, bugale ar bed a so abiloc’h ha sourciussoc’h en o afferiou, evit ne d’eo bugale ar sclerigen.
Considerit petra a ra an darn vuya eus an dut evit dont a benn eus o afferiou, evit destum madou, evit ober o fortun, evit gounit ur proces, evit procuri o frofit pe o flijadur, ne songeont nemet e quemense, ne barlantont nemet a guemense, clasq a reont ar moyenou ar re sura, hac o impligea a reont gant ardeur heb en em rebuti evit an difficulteou a guevont, ha quemense evit ur mad a netra, evit ur vogueden a enor, evit ur blijadur eus ur moment.
O peguement a vanq n’hon eus-ni ar memes ardeur evit ar madou eternel ! Peguement a faut n’hon eus-ni ar memes sourci eus a affer hor silvidiguez ! Peguen neubet a reomp-ni evit en em savetei e compareson d’ar pez a ra tud ar bed evit en em goll !
Mæs heb sellet ous ar re all, songit petra hoc’h eus-hu grêt hoc’h-unan bete vrema evit ho silvidiguez.
Ha songet hoc’h eus-hu memes biscoas a berfetet en affer eus ho silvidiguez hac er voyen d’e ober ? Cousgoude an importanta hac an necessera eo eus hoc’h oll afferiou ; hoc’h affer unic eo pehini a c’houlen hoc’h oll attantion, hoc’h oll amser, hoc’h oll buez. Ac’hano e depand hoc’h eürusdet pe ho maleur éternel. Ne d’oc’h lequeet gant Doue er bed, nemet evit e servicha hac en em savetei. Petra serviche deoc’h beza gouneet ar bed-oll, mar collit hoc’h ene ?
Ha beza hoc’h eus-hu ur guir volonte d’en em savetei, ur volonte ferm, constant ha courajus, pehini a ra trec’hi an oll difficulteou ha resista ouz adversourien ar silvidiguez, ar bed, ar c’hiq hac an drouc-speret ?
Buez ur Christen a so ur bresel continuel, ret eo eta combati bepret. Rouantelez an Eê a so ur recompans, ret eo e gounit : ur gurunen eo, ret eo he meritout.
Na songit quet, pec’her ha pec’heres, ho pezo evit netra ar pez en deus coustet quement a boan hac a zaëlou da un infinite a Sænt goude ur vuez divlam hac innoçant.
Ha consideri a ràn-me va silvidiguez evel ma affer principala ha necessera ?
Songeal a ràn-me alies en eternite ? Songeal a ràn-me bemdez am eus ur Barados da c’hounit, hac un Ifern da evita ?
Allas ! ma ne ràn va silvidiguez, n’em eus grêt netra er bet-mâ : impliget am eus heb profit ebet va amser, va yec’het, va buez : collet am eus va ene, collet am eus pep tra.
O va Salver, c’houi penini hoc’h eus un desir quen ardant eus hor silvidiguez, c’houi pehini hoc’h eus souffret bete ar maro, evit hor savetei, na bermetit quet e renten inutil evidon ho souffrançou dre va negligeanç da brofita eus a c’hraç ar Redamption pehini hoc’h eus meritet deomp.
Grit ma considerin bepret va silvidiguez evel an importanta eus va oll afferiou.
Ma c’hreaït er resolution a guemeràn da resista ouz adversourien va silvidiguez, da renonç d’an drouc-speret ha d’e dentationou milliguet, d’ar c’hiq ha d’e inclinationou disordren, d’ar bed ha d’e blijadurezou maleürus.
Or Salver o sellet ouz ar guær a Jerusalem, ha touchet o consideri ar maleuriou a bere e voa-hi gourdouset, a scuillas daëlou. Neuse e tisclerias an distruch hac an oll drouc a dlie erruout gant ar guær ingrat-ze, pehini e devoa refuset da anaout he Redampteur. Goudese o veza antreet en Templ e chasseas ar re a gavas o trafiqua ennàn, en ur lavaret dezo : scrivet eo : va zy a zo un ty a oræson. Hac ober a ree bemdez instructionou ebars en Templ.
Respeti a dleomp an Ilis abalamour ma eo ty an Autrou Doue hac un ty a oræson, hac abalamour d’ar graçou hon eus recevet enny.
Consider, va ene, penaus an Ilis a so ty an Autrou-Doue, ur plaç santel dediet ha consacret da Zoue destinet evit celebri an Ofiç divin, evit cana meuleudiou an Autrou-Doue, evit offri ar Sacrifiç adorabl eus an Oferen.
An Iiis a so un ty a oræson destinet evit presanti da Zoue hor pedennou, evit exposi dezàn hon ezomou, evit goulen e sicour hac e assistanç. Eno ispicial eo en em blich an Autrou Doue ous hor chelaou hac o tistribui deomp e c’hraçou.
Gant pebes respet na dleàn-me quet en em zerc’hel en ur plaç quer santel ; Na dleàn-me quet beza occupet hepquen da adori, da veuli, da c’hlorifia Doue, d’e drugarecât eus e oll madelezou ; ha da c’houlen evit an amser da zont an oll graçou necesser evit va silvidiguez.
Consider, va ene, ouzpenze peguement a c’hraçou, peguement a Sacramanchou ac’h eus recevet en llis, peguement a instructionou ac’h eus clevet, ha peguement a c’hraçou particulier en deus accordet Doue did : na dlees-de quet caret, enori, respeti ul lec’h e pehini an Autrou-Doue en em zisquez bemdez quer favorabl en da andret.
E pe fæçon en em gomportàn-me en Ilisou ? Ne antreàn-me quet en Ilis gant neubetoc’h a respet evit na antreen e ty un den a enor ?
Na ven-me quet indevot, dibarfet, immodest ?
N’en em arretàn-me quet da sellet en dro din pe da gauseal ?
Ne scandalizàn-me quet an assistantet dre ma immodesti pe dre ma irreverançou ?
Goulennit pardon digant Doue eus an neubet a respet hoc’h eus bet evit e Vajeste adorabl.
Quemerit ar resolution da repari dre ho modesti ha dre ho ferveur ho fautou tremenet hac ar goal exempl ho pe roet.
Na barlantit morse en Ilis heb necessite, ha c’hoas comsit isel ha goustat, hac e berr gomsou. En em zalc’hit bepred en ur postur humbl hac edifiant, ho taoulagat isel pe troet ouz an Auter.
Pa antreit en Ilis, lisit er mæs pep sonch ha pep souci eus hoc’h afferiou, evit songeal e Doue hepquen hac e silvidiguez hoc’h ene. Ha pa reot ho pedennou voar beïou ho tud coz, songit e teuot ive dy heb dale da occupi ar plaç a so destinet deoc’h. Pa zouger ho corf da vreina ebars er be, petra a garrec’h-hu beza grêt evit silvidiguez hoc’h ene ? Pe seurt istim a reot-hu neuse eus a guement a so er bed ? Chelaouit an avisou a ro deoc’h ho tud coz, a bere ar c’horfou a so er beïou-ze ; ma ellent parlant, pebes cusul a roent-ii deoc’h ? En em antretenit er songesonou mad ha saluter-ze : contribui a ellont cals d’ho renta modest ha devot, ha capabl int d’ho convertissa peguer bras pec’her bennac e ouffac’h beza.
Ma Salver ha va Doue, gourdouset ha chasseet hoc’h eus an Templ ar re en em gomporte ennàn en ur fæçon direspet ; ha tretet hoc’h eus gant dousder ar re a oa coueet e fautou all. Disquez a ret dre quemense peguement e tisplich deoc’h an irreveransou a gommetter en Ilis, ha disqui a ret deomp peguer bras eo hor faut ha pebes maleur eo evidomp crisqui an nombr eus hor pec’hejou er memes plas ma tlefemp goulen hac obteni ar pardon anezo.
Pardonit din, va Doue, ar fautou eus va yaouanctis ha ma ignoranç.
Aou zen, eme hor Salver, a antreas an Templ evit ober o feden : unan a oa Farisien hac eguile ur Publiquen. Ar Farisien oc’h en em zerc’hel en e sao a drugarequee Doue dre ne oa quet hênvel-ouz ar rest eus an dud pere a ïoa sujet da gals a viçou : goudese e conte da Zoue e oll actionou mad. Ar Publiquen er c’hontroll a chommas e goelet an Templ, ha ne grede quet sevel e zaoulagat varzu an Eê ; squei a ree voar poul e galon, en ur lavaret : va Doue, ho pêt truez ouzin, me pehini ne doun nemet ur pec’her. E lavaret a ràn deoc’h, a ajoutas hor Salver, hemàn a sortias eus an Templ justifiet, ha non pas eguile ; car piou bennac en em huela, a vezo humiliet, ha piou bennac en em humili, a vezo hueleet.
Considerit penaus ar beden evit beza agreabl da Zoue ha profitabl d’an ene, a dle beza grêt gat attantion, gant ferveur, gant humilite, gat fizianç e Doue ha perseveranç.
Da guenta, ret eo pidi gant attantion, da lavaret eo : ret eo lacât hor sonch en hor pedennou hac e Doue. Ma n’en em chelaouit quet hoc’h-unan, hac esperout a illit-hu beza chelaouit gant Doue ? Ma sonchemp a barfetet er vajeste a Zoue ouz pehini e parlantomp, gant pebes respet, gant pebes attantion e teufemp ni d’e bidi, ha petra ve capabl d’hon distrei ?
D’an eil, ret eo pidi gant ferveur, da lavaret eo, a greis ho calon. Ho pezet un desir ardant da receo ar c’hras a c’houlennit, hac e pedot gant ferveur. Gant pebes ardeur e c’houlen ur paour an alusen digant un den pinvidic ! Goulennit evelse digant Doue e c’hraçou.
D’an drede, ret ê pidi gant humilite ; ret eo, evel ar Publiquen, anaout hon ezomou hac hor paourente, anaout ne doump capabl a netra, ne veritomp netra, exposi hor miseriou da Zoue hac e supplia da ober ur sell a druez ouzomp.
D’ar bevare, evit pidi gant fizians, songit ez eo da Zoue hoc’h eus recours, d’ho Tad Celestiel pehini ho car, pehini a so leun a vadelez, leun a visericord, hac ato prest d’ho sicour.
Ret eo c’hoas perseveri da bidi. Ma ne accord quet Doue souden deoc’h ar c’hras a c’houlennit, na gollit quet courach, mæs perseverit en oræson, hac esperit ferm e roï deoc’h ar pez a zesirit pe un dra bennac all hac a vezo guelloc’h, evel ma reas da Sant Paul, pehini o veza e bedet meur a veich d’en delivra eus an tentation gant pehini ez oa tourmantet, a recevas elec’h an delivranç-ze ur c’hraç avantajussoc’h evintâ, pehini en rentas victorius eus an dentation hac a reas dezàn gounit quellies a victor evel a gombat en devoe da souten.
Doue a zale aviziou da rei deomp ar c’hraç a zesiromp, evit rei deomp occasion da bratica meur a vertu evit hon renta humploc’h, evit ober deomp santout guell hor paourentez hac an ezom hon eus e sicour, evit hon obligea da gaout aliessoc’h recours dezàn hac e bidi gant muy a ferveur, hac erfin recompansi hor perseveranç.
Ma ne accord quet Doue deoc’h ho coulen pa c’houlennit traou temporel, evel ar yec’het, un issu mad en hoc’h afferiou, etc. credit ez eo un effet eus e vadelez, abalamour ma vêl e noassent d’ho silvidiguez dre ar goal usaich a raec’h anezo. Mæs na songit quet evit-ze e ve ho peden inutil deoc’h, car beza hoc’h eus ato ar frouez hac ar merit eus ar beden.
Considerit erfin penaus pa hoc’h eus recours da Zoue dre ar beden, ez eo sicour a c’houlennit digantàn ; ar pez a suppos e labourot ive hoc’h-unan. Grit eta ar pez a so en ho callout, ha Doue a raï an nemorant.
Peguen alies n’am eus-me quet pedet non pas hepquen heb ferveur, mæs heb attantion hac heb respet ! Ne veritàn-me quet ar memes rebeich a rezoc’h, va Doue, d’ar Yuzevien : Ar bobl-mâ a zeu d’am fidi a c’henou, mæs e galon a so pell diouzin.
Elec’h perseveri da bidi gant humilite ha gant fizianç, n’am eus-me quet, goude beza goulennet ur veich pe ziou un dra digant Doue, abandonet ar beden ? Ne veritàn me quet eta em lesse em miser hac em paourentez ?
Goulen a ràn digant Doue e chraç, e bidi a ràn d’am sicour, mæs hac en em sicour a ràn-me ive va unan ? Hac ober a ràn-me eus va c’hostez ar pez a allàn hac a dleàn da ober ?
Gouelit e pehini eus ar poenchou-mâ ez oc’h faziet.
Goulennit pardon eus ar fautou hoc’h eus commetet.
Plige gueneoc’h va instrui hoc’h-unan, ô va Mætr divin ! Va disquit da bidi : inspirit din ar respet, an humilite, ar fizianç pere a c’houlennit, ha pere ne allàn quet da gaout hep ho sicour.
Resanti a rezur da Salver ar bed un den bouzar ha mud, evit ma plich-ze gantàn e renta pare. Jesus o veza e dennet eus ar foul a ïoa en dro dezàn, a lacas e viziat en e ziouscouarn, hac a douchas ouz e deaud en ur lavaret : En em zigourit ; ha quer buan e ziouscoarn a zigoras, e deaud en em gavas libr, hac e parlantas distinctamant. Jesus a zifennas ouz ar bobl discleria ar miracl-ze : mæs seul vuy e tifenne, seul vuy er publient, en ur lavaret gant admiration : Grêt mad en deus pep tra ; roet en deus ar c’hlevet d’ar re vouzar, hac ar parlant d’ar re vud.
Considerit penaus ne arru netra er bed nemet dre urz Doue pe dre e bermission, ha quement a ra a so grêt mad.
Doue pehini a vêl an amser da zont evel an amser bresant, a oar petra so necesser deomp ha petra eo ar guella evidomp. Doue a so hon tad, hac un tad carantezus pehini ne bermet netra a guement na ve profitabl evit hor silvidiguez. Just eo deomp eta en em abandoni d’e brovidanç, en em soumeti d’e volonte, ha receo a galon vad quement a blich gantàn da rei deomp, ar c’hlenvet evel ar yec’het, ar baourente evel ar binvidiguez, an afflictiou evel ar gonsolation.
An den santel Job o veza collet e vadou bras hac e oll vugale, o veza ouzpenze affliget gant ur c’hlenvet estrainch, en em gonsole e-unan en ur lavaret : Doue en devoa o roet din, Doue en deus-y lamet diguenê ; ra vezo meulet e hano. Livirit eveldàn pa erruo gueneoc’h ur boan, ur c’holl pe un drouc bennac : Doue eo en deus permetet ar c’holl-mâ, an affliction-mâ : Doue ra vezo meulet. Peguer consolant eo ar songeson-ze ! comprenit-hi en hoc’h afflictionou, hac e viot souden consolet.
Renoncit d’ho polonte propr, ha desirit ma vezo accomplisset bepret bolonte Doue voarnoc’h ; e lavaret hac e c’houlen a ret bemdez er Bater : Ho polonte bezet grêt en douar evel en Eê ; mæs marteze el livirit-hu gant neubet a attantion ha neubet a frouez. Commancit eus a vremâ d’e lavaret gant muy a sincerite ha muy a fizians.
Goulennit alies digant Doue, ispicial en traou important, ar c’hras da anaout e volonte ha d’e heulia.
Ha beza am eus-me ur soumission parfet da volonte Doue ?
En em gontanti a ràn-me eus ar stad e pehini oun lequeet gant Doue ?
En em resina, en em soumeti a ràn-me d’e volonte pa ve control an amser, pe erru ur goall vloavez ?
N’en em glemàn-me quet, ne vurvuràn-me quet, pa stourm un dra bennac ouzon, pa zigouez guenê un drouc bennac, ur goall affer, ur c’holl, un humiliation bennac ?
Ha ! va ene, a beguement a sourciou inutil, a jagrin hac a boan na vês-de quet quyt, ha pequen eürus. a vês-de, ma ne zesirres nemet ar pez a fell da Zoue !
O va Doue, ho polonte ra vezo bepret va hini. Disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h, roït din ar pez a blijo gueneoc’h, me a recevo pep tra eus ho torn hac ho meulo a bep tra ; ra vezo grêt ho polonte, ha non pas va hini. Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h ; va Doue, en em abandoni a ràn etre ho taouarn.
N Doctor eus al Lesen o veza goulennet ouz Salver ar bet petra a dlie da ober evit beza salvet, e respontas dezàn : petra so scrivet el Lesen ? Scrivet eo, eme an Doctor : caret a reot Doue a greis ho calon, hac ho nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Grit guemense, eme hor Salver, hac e vefot. Jesus a lavaras dezàn goudeze : ur Samariten o veza rancontret voar hent Jerico un den blesset ha pillet gant al laëron, en devoe truez, outàn, e lacât a eure voar e varc’h, hac e gondui a reas d’an hostaliri, e pe lec’h en devoue sourci anezàn hac e reas e banci, ha pêa a eure evitàn. Iit, eme neuse hor Salver d’an Doctor, ha grit evelse d’ho nessa.
1 P. Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar Gourc’hemen a ra Doue deomp d’en em garet an eil eguile.
2 P. E pe fæçon e tleomp en em garet evit miret ar Gourc’hemen-mâ.
Considerit penaus ez oump oll breudeur ha c’hoareset : beza hon eus ar memes Tad : bugale omp oll da Zoue, ha bugale d’an Ilis : esper hon eus oll da veva assambles en Eê epad an eternite.
Doue a gommand deomp en em garet an eil eguile. Un Tad mad eo pehini a fell dezàn e ve ar peoc’h hac an union etouez e vugale.
Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar gourc’hemen-mâ, peguen dign ef-èn eus a vadelez ha furnez an Autrou-Doue, ha peguen avantajus evidomp !
Ma ve miret mad ar gourc’hemen-mâ gant pep-unan, ma ve carante etre an oll, peguen dous ha peguen agreabl ve d’an eil beva gant eguile ! Ne ve er bed nac injustis na dislealdet, na trous na scandal, nac avi nac ambition ; pep-unan a ve prest ha pront da sicour e nessa en e ezomou ha de gonsoli en e boaniou, ar bed a ve eguis ur Barados.
2 P. Considerit penaus evit miret ar gourc’hemen-mâ e tleit caret ho nessa evel ma en em guirit hoc’h-unan, da lavaret eo, desirout ha procuri dezàn ar memes mad evel deoc’h hoc’h-unan, ober dezàn ar pez a garrac’h a ve grêt deoc’h hoc’h-unan, lacât evez na raec’h dezàn ar pez ne garrac’h quet a ve grêt deoc’h, ma veac’h en e blas.
Ar garante, eme an Abostol Sant Paul, a so dous ha patiant, ne d’eo quet ambitius, ne glasq quet he frofit he-unan, n’en em faich quet, ne sonch quet a zrouc eus ar re all, anduri a ra pep tra, esperout a ra pep tra, suporti a ra pep tra.
Hac ar re-ze eo va santimanchou ha va dispositionou-me e quenver va nessa ?
Ha joa am eus me pa erru gantàn ur mad pe un avantaich bennac ? Ha truez am eus-me outàn, pa er guelàn er boan pe en affliction ?
E sicour a ràn-me en e ezomou, pratica a ràn-me en e andret au œuvrou a visericord quen spirituel quen corporel, pa allàn e ober ?
Suporti a ràn-me e humor hac e infirmiteou gant ar memes patiantet ma tesiràn e ve suportet va re-me ?
Mar caràn va nessa, n’er c’haràn-me quet dre ur garante naturel hepquen, abalamour ma eo mignon din, pe abalamour ma en deus grêt plijadur evidon ?
Mar gràn vad d’am nessa, n’er gràn-me quet dre interest heb quen, abalamour ma esperàn receo digantàn ur servich pe un avantaich bennac ?
Hac abalamour da Zoue eo e caràn-me va nessa, abalamour ma eo crouet gant Doue hervez e Imaich, abalamour ma ordren Doue din e garet ?
Pa ràn vad d’am nessa, e ober a ràn-me evit Doue, o consideri Doue e personaich va nessa ?
O va Doue, goude an assurans a roït din em zretot eguis ma em bezo tretet va nessa, penaus a allàn-me mancout da veza carantezus ha truezus en e andret, me pehini am eus quement a ezom eus ho misericord hac eus ho carante ?
Esus o vont da Jerusalem a rancontras dec den lôr, pere a grie : Jesus hor Mæstr, ho pezet truez ouzomp. Iit d’en em zisguez d’ar Veleyen, a lavaras dezo Jesus-Christ : Pa oant en hent evit e ober, en em guefsont pare. Unan anezo, quer buan ha ma en em santas yac’h, a zistroas voar e guiz evit trugarecât hor Salver, pehini a lavaras neuse, ne d’ind-ii guet pare o dec ? Pelec’h eta ema an nao all ! Ne deus nemet unan hac a ve deut da renta gloar da Zoue.
1 P. An obligation hon eus da drugarecât Doue evit e oll madelezou.
2 P. E pe fæçon e tleomp disquez dezàn hon anaoudeguez-vad.
Considerit ar mad infinit en deus grêt Doue deoc’h evit compren an obligation hoc’h eus d’e drugarecat ha da renta dezàn actionou a c’hras.
Ho crouet en deus evit ho renta eternellamant eürus gantàn, ho prenet en deus, ho suportet en deus en amser ma voac’h e mæs eus e c’hras, roet en deus deoc’h ar spas da ober pinigen ; pet gras, pet inspiration santel ne ro-èn quet bemdez deoc’h ? Ne deus moment ebet e pehini ne ra deoc’h ur mad bennac. An neuheta tra a dleit eta da ober, eo e drugarecât ha disquez dezàn hoc’h anaoudeguez.
Pa en deus un den grêt ur mad bennac evidoc’h, pe rentet deoc’h ur servich bennac, hoc’h eus sourci d’e drugarecât ; ha mar ho pe disonget d’e ober, ho pe ur certen poan ha mez goudeze. Na dleit-hu quet caout da neubeta ar memes attantion hac ar memes sourci da drugarecat an Autrou-Doue evit an donæsonou a ra deoc’h ?
Mar displich an ingrateri d’an dud, ne zisplich quet neubetoc’h da Zoue. An ingrateri hon rend indign eus e faveuriou, ha a zisec’h ar sourcen eus e c’hraçou. Goulen a ret martese abaoue pel amser ur c’hras bennac digant Doue, hep he obteni : mæs liquit evez na ve e punition eus hoc’h ingrateri a ziaguent e refus bremâ deoc’h ar pez a c’houlennit digantâ ; commancit eta dre e drugarecat eus ar graçou en deus grêt deja deoc’h, hac e velot dre experians penaus trugarecât Doue eus ur c’hras, eo meritout graçou nevez.
2 P. Considerit penaus, evit disquez da Zoue hoc’h anaoudeguez-vad, e tleit, da guenta, ober alies reflexion voar e vadelez, voar e brovidanç, voar e garante evidoc’h. D’an eil, anaout hac anzao ez eo digantàn hoc’h eus recevet an oll madou hac an oll avantachou hoc’h eus, ha raporti dezàn an oll gloar anezo. D’an drede, ober un usach mad eus ar graçou hac eus ar madou hoc’h eus bet digantàn. D’ar bevare, caout carante evitàn hac e servicha gant fidelite. Pebes carante n’ho pe-hu quet evit ur mignon fidel pehini en defe ho sicouret, ho proteget e pep occasion, hac exposet memes e vuez evit savetei hoc’h hini ? Mæs petra eo quemense e comparæson d’ar pez en deus grêt ho Salver adorabl evidoc’h !
Pet graç am eus-me recevet digant Doue, heb em be songet d’e drugarecât ?
Ha songet am eus-me biscoas a barfetet da drugarecât Doue d’am beza crouet evit beza eternellamant eürus gantàn en e c’hloar ?
E drugarequeet am eus-me da veza roet din e Vap uniq evit beza va redamptor ha va Salver ?
E drugarequeet am eus-me eus ar graçou-all, quen general quen particulier, am eus recevet digantàn ?
Pe sort usaich am eus-me grêt eus ar madou, eus ar speret, eus an nerz am eus bet digant Doue, n’am eus-me quet avisiou en em servichet anezo evit e offansi ! O cruela ingrateri !
O va Doue, grêt hoc’h eus muy evidòn evit n’am bize credet esperout, ha ne heanit morse oc’h ober vad din. Va buez a dlefe beza un action continuel a c’hraç : e pep amser e tlefen meuli hac exalti ho madelez, ho providanç hac ho misericord em andret ; mæs da neubeta ne vanquin quet bep mintin ha bemnos d’ho trugarecât eus ho madelezou gant an oll ferveur hac an oll anoudeguez possibl ; ha consideri a rin bepret an donæsonou hac an avantachou am eus recevet digueneoc’h, evel ur voyen roet din ganeoc’h evit va alya, va angagi ha va obligea d’ho caret ha d’ho servicha, ha d’en em sanctifia va-unan dre an usaich mad anezo.
Me ho trugareca, va Autrou ;
Eus hoc’h oll madelezou,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet, en Ilis recevet.
Chetu aze ar graçou general hon eus recevet oll digant Doue ; peb-hini a dle anaout ar graçou particulier en deus recevet.
E illit quet servicha daou Væstr, eme hor Salver. N’en em liquit quet e poan da ouzout a belec’h ho pezo peadra d’en em vaga ha d’en em visca. Ho Tad Celestiel pehini a vag gant quement a sourci al laboucet eus an Eê, a bourveo ac’hanoc’h eus an traou-ze oll. Clasquit da guenta Rouantelez Doue, servichit Doue ervad, hac ho pezo quemense tout gant abondanç.
Considerit penaus an Autrou-Doue dre e vadelez a fell dezàn ober gueneomp ur gondition pehini a so avantajus-bras evidomp ; goulen a ra hepquen digueneomp ma lacaïmp hon oll sonch hac hon oll sourci d’e servicha, hac én e-unan en em oblich da gaout sourci ac’hanomp, ha da fournissa deomp hon oll ezomou. Petra a ellomp-ni da zesirout guell ? Na dleomp-ni quet receo gant joa ha gant anaoudeguez-vad ur gondition quer mad evidomp ?
Liquit eta bepret ho studi d’en em acquita eus ho tever e quenver Doue, ha n’ho pêt quet aoun e vanque deoc’h ar pez a so necesser evit beva hac evit en em antreteni. Doue a so ho Tad, anaout a ra hoc’h ezomou, ha muy a vadelez en deus evidoc’h evit ne illit da gompren. Un tad quer mad hac èn a oufe abandoni e vugale en o necessite ?
Bezet fidel, a lavare ur Pap santel da ur Rouanes, bezet fidel da ober ar pez a c’houlen Doue digueneoc’h, grit afferiou Doue, ha Doue a raï afferiou ho Rouantelez. Lavaret a allàn ive evelse deoc’h : servichit mad an Autrou-Doue, ha Doue a bourveo ac’hanoc’h : queit ha ma viot fidel d’e servicha, e allot lavaret gant fizianç evel ar Profet : Doue en deus sourci ac’hanon, ne vanco netra din.
N’en em nec’hit quet evit an amser da zont ; ne velot quet martese an amser-ze : perac eta en em dourmanti inutilamant ? Ha memes, caër ho pe songeal ha sourcial, caër ho pe evessaat ha beilla, caër ho pe labourat ha poania, netra ne brospero, ma ne ro Doue e venediction d’ho labour ha da guement a antreprenot.
Ma c’henta ha ma frincipala sourci hac en so da servicha Doue ha da labourat evit an Eê ? Regli a ràn-me voar quemense va oll actionou ?
Va brassa studi n’ef-èn quet da ouzout penaus e vevin ha petra a rin er bed-mâ ?
Ne zilesàn-me quet servich Doue, an Ofiç divin, evit ober ma afferiou temporel ?
Epad ma fedennou memes, va speret n’ef-èn quet alies muy occupet eus an tyeguez evit eus a Zoue ?
O va Doue, goulen a ret diguenê ma clasquin da guenta ha dreist pep tra ho Rouantelez, goulen a ret ma labourin evit ar Barados pehini eo ho Rouantelez ha va heritaich, goulen a ret ma quemerin ar voyen evit erruout eno, da lavaret eo, e cunduen ur vuez santel ; Mæs evidòn-me quen eguet evidoc’h eo e c’houlennit quemense, ha ma assuri a ret penaus mar er gràn, em assistot em oll necessiteou, quen temporel quen spirituel.
Ha beza e vezin me quen diræson ha quen disquiant evit revus an offr carantezus a ret din, hac a so oll em frofit hac em avantaich ?
Va Doue, grit dre ho craç n’am bezo hivisiquen quen sourci nemet an hini d’ho servicha bepret gant muy a fidelite.
Va Doue, abandoni a ràn etre ho taouarn, va c’horf ha va ene, va buez ha va afferiou, hac esperout a ràn e pourveot d’an oll ezomou quen temporel quen spirituel.
A antree Jesus er Guær a Naïm gant e Zisquibien hac ur foul bras a bobl pehini en heulie, e touguet d’an douar map uniq un Intâves pehini a ïoa affliget meurbed. Hor Salver a sellas a druez out-y, hac a lavaras dezi ; na voelit quet. Neuse e taustaas hac e touchas ouz an arched, hac e lavaras : Den yaouanc, savit, me en ordren deoc’h. Sevel a eure en instant, ha Jesus èn rentas leun a vuez d’e Vam. An oll a voe soueset hac estlamet. Renta a resont gloar da Zoue, ha lavaret a rent entrezo : Ur Profet bras a so savet en hon touez, ha Doue so deut da visita e bobl.
Considerit penaus an dud yaouanc a varv couls hac ar re goz. Ar yaouanctis, an nerz, ar yec’het ne allont quet resista ouz ar maro.
Hor buez a verra bemdez, hac ar maro a dausta bepred.
Hor buez a dremen evel ur squeud en ur moment. An deveziou, ar misiou, ar bloavesiou eus hor buez, en em heul an eil eguile quer buan, ma varvomp pa hon eus a boan commancet mad da veva.
Pa songeomp en amser dremenet eüs hor buez, peguer ber n’er c’havomp-ni quet ? An amser da zont, pa vezo ive tremenet, a gavimp quer ber hac èn.
Na staguit quet eta ho calon ouz ar vuez-mâ, ha songit e rencot souden quitât ho madou, ho ty ; ho plijadurezou, ho querent, ho mignonet.
N’en em liquit quet e poan da veva pell amser ; mar d’oc’h mechant, ho puez ne vezo nemet re hir ; mar fell deoc’h en em sanctifia, hoc’h eus amser avoalc’h d’e ober, peguer ber benac ve ho puez.
2 P. Pa n’emaoump er bed-mâ nemet en ur dremen, pa ne domp nemet pelerinet ha tud divroet, troomp hor speret hac hor c’halon varzu an Eê pehini eo hor bro hac e pelec’h e tleomp beva eternellamant.
Songeomp da impliga hervad evit an eternite ar rest eus an amser hor pelerinaich. Labouromp da veritout ur plaç etouez an habitantet eürus eus ar Jerusalem celestiel. Querzomp queit ha ma velomp sclerigen, gant aoun na vemp surprenet gant an noz.
Doue en deus cuzet ouzomp an deiz diveza eus hor buez, evit ma vezimp e pep devez evel pa dlefemp mervel en deiz-ze.
Ma oufac’h n’ho pe muy nemet ur miz da veva, petra ne raec’h-hu quet evit assuri ho silvidiguez ? Ha marteze n’hoc’h eus quet un devez.
Songeal ha cridi a ràn-me n’am eus nemet neubet a amser da veva ?
Ne fiziàn-me quet em yaouanctis, em yec’het, em nerz ? Peguement a re-all a so bet tromplet evelse ?
N’en em gomportàn-me quet evel pa ne dlefen quet mervel, ha ma tlefen beva bepret er bed-mâ.
Petra ra din-me caret quement ar vuez-mâ ? Ha cavet am eus-me biscoas enni ur gontantamant parfet ? Ne santàn-me quet avoalc’h ez eo leun a boaniou hac a viseriou ? Da bed danger evit va silvidiguez n’oun-me quet exposet ? Seul vuy e vevin, seul vuy a gont em bezo da renta.
O va Doue, grit din compren muy-oc’h-muy ar ber amser eus ar vuez-mâ, anaout ar fragilite eus a oll vadou an douar, consideri ar bed-mâ evel un exil hepquen hac un traouen a zaëlou, hac huanada bepret varlerc’h ar vuez eürus hac an demeuranç eternel eus an Eê, pehini eo va guir bro.
Esus o velet penaus ar re a oa conviet da ur Fest, a choase ar renq huela, a lavaras dezo : pa viot conviet da ur banquet, n’en em liquit quet er c’henta plaç, gant aoun na ve bet pedet unan bennac brassoc’h ha consideraploc’h evidoc’h, ha na zeufe an hini en deus ho pedet o taou da lavaret deoc’h : roït ar plaç-ze d’an den-mâ (ar pez a ve ur vez hac ur gonfusion evidoc’h) ; mæs en em liquit er plaç isela, hac an hini en deus ho pedet a raï deoc’h pignat hueloc’h. Quemense a raï enor deoc’h, ha pep-unan a veulo ho modesti : Car piou bennac en em huela, a vezo iseleet ; ha piou bennac en em isela, a vezo hueleet.
1 P. An horror a dleomp da gaout ouz ar viç-mâ.
2 P. Ar voyen d’e zisc’hrienna eus hor c’halon.
Evit caout câs hac horror ouz an Orgouil, considerit e effejou maleürus.
An orgouill eo a ziscaras ar goall Ælez eus an Eê, hac o strincas e goelet an ifern.
Abalamour d’an orgouil eo bet chasseet eus ar Barados terrestr hon Tad hac hor Mam guenta Adam hac Eva, hac ez int bet rentet, ii hac oll bugale, sujet da bep sort miseriou.
Ar superbite a so ur sourcen eus an oll viçou. Doue a resist ouz ar superb hac a ro e c’hraçou d’ar ra humbl.
Ar superbite a so ur poëson secret pehini a gorromp ar guella actionou, hac a ra coll ar frouez anezo.
Un arrêt eo prononcet gant Map-Doue e-unan, penaus piou bennac en em huelaï, a vezo iseleet, an nep a fell dezàn pignat re huel, a vezo confontet.
O peguen horribl eo an Orgouil, pa zeo caus eus a valeuriou quer bras !
Considerit ha ne d’oc’h-hu quet sujet da ur viç quer maleürus, car beza ez eus cals hac en em rent coupabl eus ar viç ma, pere cousgoude n’er c’hredont quet, evel ar re a ra un istim vras anezo o-unan, abalamour ma o deus muy a speret, muy a nerz, muy a vadou evit ar re-all ; ar re ne zesiront ha ne glascont nemet beza estimet gant an dud, ar re a barlant eus anezo o-unan e pep rancontr hac en em veul ho-unan, pe a chelo gant gomplesanç ar meuleudiou a roer dezo, ar re ne allont quet anduri beza reprenet pe avertisset eus o fautou ; ar re a so aheurtet en o santimant, hac a zispris an avisou mad a roer dezo, oc’h en em gridi fur avoalc’h evit en em c’houarn o-unan ; ar re a zispris ar re-all, o cridi beza guell pe vertuzussoc’h ha devotoc’h evit-o.
Examinit ha ne d’oc’h-hu quet coupabl en ur poent bennac eus ar re-ze.
2 P. Evit disc’hrienna an orgouil eus ho calon, en em servichit eus ar remejou-mâ, pe da viana eus a unan bennac anezo.
Quenta remed. Considerit eo digant Doue e teu quement a so enoc’h a vad ha quement avantaich hoc’h eus ; da Zoue eta eo dleet an oll gloar a guemense, ha nonpas deoc’h-hu.
Eil remed. Songit peguen neubet a dra eo an oll istim a ouffe an dud da ober ac’hanoc’h. Hac e vec’h meulet hac enoret gant an oll, ne viot na brassoc’h, na guelloc’h, nac eürussoc’h, ne viot ato nemet ar pez ma oc’h dirac Doue. Ouzpenze pa ho meulont, ha c’houi so sur o deus istim evidoc’h e goelet o ene ? Marteze e reont-ii goab ac’hanoc’h.
Trede remed. Songit en hoc’h infirmiteou quen corporel, quen spirituel, petra eo ho corf nemet douar ha corruption ; da be seurt miseriou ne d’eo quet sujet hoc’h ene ? Antreit enoc’h hoc’h-unan, hac e quefot pe-a-dra d’en em humilia, en ur gonsideri ho sempladurez, ho fragilite, an niver ho pec’hejou.
Pevare remed. Na barlantit morse eus ac’hanoc’h hoc’h-unan nac e mad nac e drouc ; ha mar ho meuler, na rit vàn ebet a guemense, chenchit propos, comsit a draou all, ha rentit an oll gloar da Zoue.
O va Doue, grit din hoc’h anaout hac en em anaout va-unan. Grit din anaout ho crandeur, hac anaout va iselet ha va neant. Grit din anaout ho madelezou hac anaout va ingrateri. Grit din anaout ar pez am eus recevet digueneoc’h, evit ho trugarecât hac ho meuli, hac anaout ar pez am eus ac’hanon va-unan, evit en em humilia.
R Farisianet o veza tausteet ouz Jesus, unan anezo pehini a oa Doctor eus al lesen, en interrogeas, o clasq e supren en e gomsou. Mæstr,emezàn, pehini eo ar brassa gourc’hemen eus al lesen ? Jesus a respontas : Caret a reot Doue eus a greiz ho calon, eus hoc’h oll speret, eus hoc’h oll ene hac eus hoc’h oll nerz. Cetu aze ar brassa gourc’hemen hac ar c’henta : cetu amâ an eil pehini a so henvel outàn : Caret a reot ho Nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Quement tra a so ordrenet dre al lesen, ha quement o deus lavaret ar Brofetet a so comprenet en daou gourc’hemen-ze.
1 P. Peguer just eo caret Doue.
2 P. E pe fæçon e tleomp disquez dezàn hor c’harantez.
Considerit penaus ar c’henta hac ar brassa gourc’hemen en deus roet Doue deomp, eo d’e garet dreist quement tra so : Un Doue hepquen a adori, ha dreist pep tra oll a guiri. Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar Gourc’hemen-mâ !
Va Doue, c’houi a so va Zad, va c’hrouet hoc’h eus evit va renta eürus gueneoc’h en ho cloar, va frenet hoc’h eus en amser ma voàn collet, c’houi a so leun a garantez evidon, va c’harga a ret bemdez eus ho craçou hac ho tonæsonou, digueneoc’h eo am eus recevet quement mad am eus, ha digueneoc’h-hu eo ec’h esperàn quement mad a esperàn er bed-mâ hac er bed-all. Pet ræson, pet obligation n’am eus me quet d’ho caret-hu, va Doue ! Penaus e allàn-me goude quement a c’hraçou revus deoc’h va c’halon ha va c’harantez ?
C’houi va Doue, hoc’h eus roet din ar vuez ha furmet va c’halon : n’emedòn voar an douar ha ne vevàn nemet evit ho caret : ma n’ho caràn quet eta, e veritàn ar maro.
Pe sort natur a so em c’halon-me, ma ne garàn quet un Doue quer mad, un Doue quel liberal em andret, un Doue quen dign da veza caret !
Mar d’eo just din caout ur garante special evit va c’herent, va mignonet hac ar re a ra vad din, pebes carante na dleàn me quet da gaout evidoc’h, va Doue, c’houi pehini hoc’h eus grêt muy evidon, evit n’o deus-y grêt oll assambles, ha muy evit na ouffent da ober !
2 P. Dre hon œuvrou ispicial e tleomp disquez da zoue hor c’harantez : hervez ma en desq deomp hor Salver e-unan : An nep a vir va Gourc’hemennou, emezàn, hennes eo em char. Ar re a lavar din, va Doue, va Doue, ne antreint quet oll e Rouantelez an Eê, mæs quen ar re a ra bolonte va Zad.
Mar em eus carante evit un den, mar em eus ur mignon fidel, n’en em gontantàn quet da ziscleria dezàn dre va chomsou penaus er c’haràn, ober a ràn va fossibl da blijout dezàn e pep rancontr, divoal a ràn na zisplichen dezà e fæson ebet, ne espernan quet va foan evit renta servich dezàn, plijadur am eus en em antreteni gantàn, songeal a ràn alies ennàn, hac en em blijout a ràn o coms anezàn.
Mar credàn beza obliget da ober quemense evit ur mignon, ha mat er gràn en effet, ne dleàn-me quet gant muy a ræson e ober evit Doue pehini a so guelloc’h ha fideloc’h evit an oll mignonet ?
Ha sujet am eus-me da gridi am eus ur guir garante evit Doue ? Petra a ràn-me evit Doue ? Petra souffràn-me evit Doue ?
Ober a ràn-me evit Doue quement memes ha ma ràn evit va mignonet ? Clasq a ràn-me da blijout dezàn e peb rancontr ? Lacât evez a ràn-me na zisplichen dezàn, me pehini a zeu d’e offansi quen alies, hac evit an distera tra ?
En em blijout a ràn-me oc’h en em antreteni gant Doue en Oræson ? Sevel a ràn-me alies va c’halon varzu Doue ?
Plijadur am eus-me o coms eus a Zoue, hac o clevet comsou Doue ?
Peguen tom eo va c’halon e quenver va mignonet, ha pe guer yên en ho quever-hu, va Doue ? peguer pront oùn-me da renta servich da ur mignon, ha peguen diegus d’ho servicha-hu ?
O va Doue, pa ordrenit din ho caret, hac ho caret dreist quement tra so, alumit em c’halon an tan eus ho carante divin, evit ma ho carin eus va oll ene, eus va oll nerz hac eus va oll gallout.
Piou oc’h-hu, va Doue, ha piou oun me, ma commandit din ho caret ? Hac e a so netra evantajussoc’h din eguet ho caret ? Hac e a so brassoc’h miser evidon, eguet mancout d’ho caret ? Ha c’houi a vezo eürussoc’h, mar ho caràn-me ? Ha c’houi vezo nebetoc’h eürus, ma n’ho caràn quet ? O carantez eus va Doue, c’houi fell deoc’h ho carren, evit va renta eürus dre ar garantez am bezo evidoc’h ! Ha ! re divead am eus ho caret, guenet bepret ancien ha bepret nevez, re divead am eus ho caret !
Ud vad ha carantezus a zougas hac a bresantas da Salver ar bed un den clàn pehini a oa paralitic, da lavaret eo, seyet, hac a oa gourveet voar ur guele. Jesus o velet ar feiz o devoa, a lavaras d’ar paralitic : va map, ho pet fizianç ha quemerit couraich, ho pec’hejou a so pardonet deoc’h. Goudeze e lavaras dezàn : savit, douguit ho quele, hac iit d’ho ty. An den-ze en em gavas er moment-ze yac’h ha dispos : ober a eure ar pez a oa ordrenet dezàn, hac ar bobl o velet ur miracl quer bras, a rentas gloar da Zoue.
Ret eo en em adressi dezàn gant fizianç ; goulen dreist pep tra hon ezomou spirituel ; ober eus hon c’hostez ar pez a ellomp, hac en em resina d’e volonte divin.
Considerit penaus ar feiz hac ar fizianç vras eus ar Paralitic-mâ hac eus ar re er presantas da Jesus-Christ, a zesq deomp an dispositionou gant pere e tleomp caout recours dezàn ; ha Jesus-Christ e-unan o pardoni e bec’hejou d’ar Paralitic abars renta dezàn ar yec’het, a zesq deomp penaus e tleomp e bidi principalamant hac abars pep tra d’hon dilivra eus a infirmiteou ha clevejou hon ene.
Ar Paralitic hac an dud vad-ze pere en dougue, a zisquee dre an action-ze penaus e credent en devoa hor Salver ur gallout souveren voar an oll infirmiteou hac an oll glenvejou, ha penaus en devoa ur vadelez pehini ne scuize quet o soulagi ar re miserabl hac oc’h ober vad da bep sort tud. Credit ive hoc’h-unan penaus en deus hor Salver carantezus ur guir desir d’ho tilivra eus hoc’h oll miseriou hac infirmiteou. Presantit dezàn hoc’h ene, ha pedit-èn d’e farea eus he faralisi spirituel ; mæs pedit-èn gant ur feiz beo, gant ur fizianç humbl ha disposet da gooperi d’e c’hraçou : ha credit parfet e roï deoc’h ar sclerigen, an nerz hac an oll graçou necesser evit silvidiguez hoc’h ene.
Peguer bras pec’her bennac e vec’h, credit penaus e hillit en em gonvertissa gant sicour Doue ; ne deus quet a voal-acustumanç a behini ne allac’h en em zisober gant ar sicour eus e c’hraç ; dont a illit memes da veza ur Sant bras, mar doc’h fidel da heulia an inspirationou santel a zeu deoc’h eus an Eê.
Peguement a Sænt so er barados pere a so bet pec’herien vras er penn quenta eus o amser ! O c’honversion a zisquez deoc’h ar batiantet vras hac ar vadelez infinit eus a Zoue, hac a dle disqui deoc’h esperout gant fizianç ar pardon eus ho pec’hejou, ha cridi e erruot er memes eürusdet mar bezit fidel d’ar c’hraç evel ma ind-y bet. Peguer consolant eo ar virionez-ma ! Pebes couraich na dle-hi quet da inspira da ur pec’her !
Cridi a ràn, va Doue, hoc’h eus ur guir volonte, ur guir desir d’am fardoni ha d’am savetei, mar caràn distrei ouzoc’h : perac eta e taleàn-me ur moment d’en em deul etre divrec’h ho misericord infinit ? Pebes consolation douçoc’h evidon, eguet ho clevet-hu o lavaret din evel ma leverzoc’h d’ar paralitic : va map, ho pec’hejou a so pardonet deoc’h.
Ho fizianç e Doue a dle chasseal eus ho calon pep disesper, mæs ne dle quet ober deoc’h coueza er bresomption. Doue a fell dezàn ho savetei, mæs goulen a ra ma labourot ive evit ho silvidiguez, rei a ra deoc’h e c’hraçou, deoc’h eo ober un usaich mad anezo. Ar c’hraç ne vanq quet deoc’h, mæs na vanquit-hu quet oc’h-unan d’ar c’hraç ?
Evidoc’h-hu, eneou fidel, mar en em guivit nec’het gant poaniou-speret, tourmantet gant tentationou, heb consolation ebet ; mar seblant deoc’h e vec’h dileset gant Doue, hac e ve disesperet pep tra evidoc’h, na gollit quet couraich, en em acquitet atau ouz ho tever guella ma allot, en em abandonit hac en em resinet da volonte Doue ; livirit dezàn gant ur fizianç humbl : va Doue, ne gavàn consolation ebet em poaniou, ne gavàn goud ebet em devotionou, tourmantet oùn gant pep sort tentationou, ne ouzòn quet petra a teuin, quement a allàn da ober em affliction, eo en em abandoni etre ho taouarn : va oll boan ha va oll spont a dremen, hac en em gavout a ràn e peoc’h, querquen ha ma em eus lavaret deoc’h a galon : Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h ; va Doue, en em abandoni a ràn deoc’h.
Ha beza hoc’h eus-hu an oll fizianç a dleit da gaout er visericord eus a Zoue ?
Na songit-hu quet marteze penaus ne deus moyen ebet deoc’h d’en em disober eus ur goall accustumans bennac ho pe quemeret ?
Ne doc’h-hu quet er c’hontrol ur pec’her presomptuus ? Songeal a rit-hu e viot pardonet gant Doue hac e viot salvet heb ober netra hoc’h-unan ?
Petra a rit-hu evit silvidiguez hoc’h ene ?
Pe seurt effort a rit-hu evit trec’hi ho coall inclinationou ?
Pebes profit a dennit-hu eus a c’hraçou an Autrou-Doue, eus e inspirationou santel ? Elec’h songeal da geinch buez, na berseverit-hu quet en ho tisurz heb remors nac aoun ebet ?
O va Doue, na bermetit quet e couessen nac er bresomption nac en disesper. Grit din ar c’hras da labourat evit silvidiguez va ene gant aoun ha gant spont en ur gonsideri va sempladurez ha va fragilite ; mæs liquit ive em ene ur fizians parfet en ho cras, en ho madelez, en ho misericord.
Ouantelez an Eê, eme hor Salver, a so hênvel ouz ur Roue pehini a gonvias cals a dud da eured e Vap, evit pehini e reas prepari ur banquet caër. Mæs unan o veza en em bresantet hac en em lequeet ouz taul heb ar saë a eured, heb ur guiscamant deread, ar Roue a ordrenas e lacât er mæs, hac e deul en ur prison têval, e zaouarn hac e dreit amarret.
1 P. Beza ez eus un Ifern.
2 P. Ar poaniou a andurer eno n’o devezo biquen fin.
An Eê eo ar banquet-ze da behini omp oll galvet, mæs ar re a bretand antren ennàn heb caout ar saë a eured, da lavaret eo, heb beza e stad a c’hraç, a so precipitet en Ifern.
Beza ez eus un Ifern, abalamour ma eus un Doue infinimant just, pehini a bunis ar c’hrimou pe er bed-mâ pe er bed-all. Ar re vechant a so alies eürus voar an douar, ret eo eta e vent punisset goude o maro. Beza ez eus eta un Ifern, da lavaret eo, ur prison a dân e pehini ar bec’herien a anduro pep sort tourmanchou heb soulageamant na consolation ebet.
Peb-hini a vezo tourmantet hervez an nombr hac ar grevusdet eus e bec’hejou, ha pep pec’het en devezo e boan hac e dourmant particulier.
Pet pec’het n’am eus-me quet commetet, siouas din ? Pet tourmant eta n’am bezo-me quet da souffr er bed-ell, ma ne ràn pinigen en hemâ ?
2 P. Considerit an eternite eus ar poaniou a anduro ar bec’herien. O zourmanchou n’o devezo fin ebet : souffr a raïnt queit ha ma vezo Doue, Doue : goude quen alies a gant mil bloaz evel a c’heauten a so voar an douar, an eternite ne vezo diminuet a netra, hac atau e vezo o comanç.
Ma ve ur fin bennac da boaniou ar re daounet, au Ifern ne ve mui Ifern ; an esperans da velet ar fin eus o foaniou a ve ur gonsolation evito.
Mæs allas ! an amser a visericord a so tremenet evit an eneou maleürus ze.
Just eo e ve tretet heb misericord ar re o deus abuset eus a vadelez hac ar batiantet a Zoue, ha dispriget e c’hraçou.
Antreit er santimanchou eus un daounet pehini a gouez en Ifern, pa vêl ar prison horribl-ze, an tân devorant-ze, an tourmanchou terribl-ze, ha pa gommans d’o santout : collet oùn, emezàn ; birviquen ne velin an Eê ; jamæs ne velin Doue, nac an Ælez, nac ar Sænt ; an tân a vezo eternellamant ma fartaich, collet oùn evit un eternite, ha collet oùn dre ma faut.
O pebes anquen, pebes horror, pebes disesper !
N’am eus me quet meritet an Ifern ? N’er meritàn-me quet c’hoas ? Pebes sujet a spount evidon !
Ar brassa Sænt o deus crenet gant aon rac an Ifern ; pe seurt santimanchou a dleàn-me da gaout me pehini ne doùn nemet ur pec’her ?
Ma teufe un Æl da ziscleria din e ve ret tremen va buez er rusta pinigen evit en em breservi dious poaniou an Ifern, ha mancout a raen-me d’e ober ? Doue a c’houlen neubetoc’h diguenê, goulen a ra ma renoncin d’am goal inclination, d’an ataich dereglet-ze, d’an accustumans maleürus-ze am eus, ha n’er gràn quet ; pe seurt fin eta a esperàn-me da gaout ?
O va Doue, meritet am eus an Ifern, eno e tlefen beza o lisqui, mar ho pije va zretet evel ma veritàn. Quellies a bec’het marvel am eus commetet, quellies a veich em eus meritet beza brecipitet en tàn devorant ze. Va freservet hoc’h eus dre ho misericord eus ur maleur quer bras, ha rei a rit din an amser da ober pinigen. Pebes graç, bebes faveur eus ho perz, pebes sujet evidòn-me da labourat evit repari an amser dremetnet, ha d’ho servicha gant muy a fidelite ar rest eus va buez !
R Prinç desolet hac affliget dre ma oa clàn e vap ha prest da vervell, o veza clevet ar vrud eus a Salver ar bed, a yeas d’e gavout hac er pedas da zont da velet e vap evit renta dezan ar yec’het. Jesus a lavaras dezàn : iit d’ar guer, ho map so pare. Ar Prinç a bartias souden, hac a gavas voar e hent e servicherien, gant pere e clevas ez oa yac’h e vap ha dispos. En em inform a reas pe da vare e oa guelleet dezàn, hac e anaveas ez oa d’ar memes mare ma en devoa lavaret dezàn hor Salver, pare eo ho map, ha cridi a eure e Jesus-Christ èn hac oll dud e dy.
1 P. Ar profit a brocuront deomp.
2 P. Ar voyen da ober un usaich mad anezo.
Considerit penaus da guenta an afflictionou a zistag hor c’halon diouz ar bed. Disquez a reont deomp peguer væn hac inutil eo an traou crouet, pa ne dint quet capabl d’hor sicour ha d’hor c’honsoli.
Ober a reont deomp caout recours ouz Doue, ha clasq hor c’honsolation en Eê, pa n’e c’hevomp quet voar an douar. Ar Prinç-ze ne vije quet eet da gavout Jesus-Christ, ma ne vize quet bet clàn e vap, pa ne vet-ze nac èn, nac e vap, na tud e dy n’o devije quet bet an eur da anaout Salver ar bed. Alies e ancouaomp Doue er brosperite, mæs an affliction a ra deomp distrei outàn. Da beguement a Sænt eo bet an affliction ar penncaus eus o silvidiguez !
D’an eil, an afflictionou a so ur merq eus a garante Doue evidomp. Pa hon afflich er bet-mâ, ur merq eo e fell dezàn hon espern er bed-all : fournissa a reont ive deomp un occasion gaër da zisquez da Zoue hor c’harante. Æz eo lavaret da Zoue er c’haromp, en amser ma teu d’hor c’harga a gonsolation ; mæs beza fidel dezàn en amser ma teu d’hon affligea, a so ur merq eus ur vertu barfet.
D’an drede, an afflictionou a ro deomp un assurans moral eus hor silvidiguez, hac ur merq int a bredestination. Eürus ar re affliget, eürus ar re a voêl, eme hor Salver, abalamour ma vezint consolet. Eürus ar re a andur persecution, abalamour Rouantelez Doue a apparchant outo.
3 P. Evit ober un usaich mad eus an afflictionou a erru gueneoc’h hac evit o anduri gant couraich, songit da guenta er recompans hac er gloar a brocurint deoc’h en Eê. Peguer ber ha peguen neubet a dra int-y e comparæson d’ar recompans caër hac eternel a so preparet evidomp !
An esperanç eus an eternite eürus-ze e deus grêt da un infinite a Sænt santout ur joa hac un douçder interieur en o foaniou hac e creiz ar persecutionou a andurent.
D’an eil, songit e poaniou an Ifern pere hoc’h eus meritet dre ho pec’hejou ; neuse e comprenot peguen avantajus eo evidoc’h gallout dre boaniou quer ber racquita poaniou eternel.
D’an drede, considerit ar pez en deus anduret Jesus-Christ evidoc’h : sellit ouz e Groas, hac e vellot penaus ar pez a souffrit ne deo netra e comparæson d’ar pez en deus-èn souffert.
Songit erfin ne arru gueneoc’h affliction ebet nemet dre urz Doue pe dre e bermission, ha penaus n’er permet nemet evit ho mad hac ho profit, ha credit certen penaus ne bermeto quet e veac’h tentet en tu-all d’ho nerz, pe e arrue gueneoc’h affliction ebet a guement na allac’h da suporti gant ar sicour eus e c’hraç.
Ha souffra ràn-me a galon vad, gant resination da volonte Doue an afflictionou a erru guenê, ar poaniou-speret, an infirmiteou, ar c’hlêvejou, ar baourente, an injuriou ?
N’en em glemàn ha ne vurmuràn-me quet em poaniou, n’en em chagrinàn-me quet, n’en em abandonàn-me quet d’an dristidiguez ?
Pa c’hoare un drouc pe ur c’holl bennac guenê, pa stourm un dra bennac ouzin, ne doun-me quet depitus ha colerus e quênver ar re a so en dro din, heb gallout memes rei respont vad ebet da zen ?
O va Doue, grit ma considerin bepret ar poaniou hac ar c’hroasiou a zigassot din, evel ur merq eus ho carante, hac evel ur voyen a silvidiguez evidòn.
Grit din souffr er bed-mâ ar pezh blijo gueneoc’h, er fæson ma plijo gueneoc’h, ha queit a ma plijo gueneoc’h.
Resolvet oùn d’ho c’heulia, o va Jesus ; ha pa hoc’h eus douguet ho croas, e touguin va hini voar ho lerc’h.
Ouantelez an Eê, eme hon Salver, a so hênvel ouz ur Roue pehini en ur ober d’e receourien ha servicherien renta cont dezàn, a gavas unan pehini a dlie dec mil talant ; hac evel n’en devoa quet peadra d’o fêa, e ordrenas ma vize guerzet e oll vadou evit pêa e zle. Ar servicher-ze en em daulas d’e dreit, er pedas da rei amser dezàn, hac a brometas er peesse. E Væstr gant truez outàn a bardonas deza an oll som a dlie. Quer-buan goudeze ar servicher-mâ o veza cavet unan eus e gonsortet pehini a dlie dezàn cant diner, er gourdrouzas oc’h e zerc’hel dre’r gouzoug ; pee din, emezàn, ar pez a dlees. Heman er suplie hac a lavare ; roït din un neubet amser, ha me ho pêo ; mæs n’er chelaouas quet, hac e lacât a eure er prison. Ar Roue o veza clevet quemense, a reas e c’hervel hac a rebechas dezàn : servicher fall, pardonet am boa deoc’h quement a dleïac’h din, abalamour ma ho poa ma fedet ; na dleïach-hu quet eta ive caout truez ouz ho consort, evel ma em eus-me bet ouzoc’h ? Neuse e ordrenas e brisonia quen na en devize peet e oll dle. Evellen eo, eme hor Salver, e viot tretet gant va Zad Celestiel, ma ne bardonit d’ho Preudeur.
Considerit penaus peb-hini ac’hanomp a so represantet dre ar servicher-ze. Peguement na dleomp-ni quet da Zoue, pehini a so ive represantet dre ar Roue-ze ? Peguement a dleomp-ni d’e vadelez evit an oll graçou hac a oll vad en deus grêt deomp ? Peguement a dleomp-ni d’e justis evit ar pec’hejou hon eus commetet ? Peguement a dleomp-ni d’e batiantet da veza hor gortoet queit amser, ha roet deomp ar spas d’en em anaout ha da ober pinigen ?
Ingrat oump e quênver an Autrou-Doue, e offanci a reomp bemdez, ha cousgoude, ne zeu quet d’en em vengi na d’hor punissa. O caout mil moyen d’hor c’holl, en deus ar vadelez d’hor suporti, ne hean hoc’h ober vad deomp, hac hor c’harga a ra bepret eus e faveuriou.
Admiromp ha meulomp e batiantet, e zousder, e vadelez, ha rentomp dezàn actionou ha c’hras.
2 P. Considerit penaus ar pez a ra Doue en hon andret, a dle disqui deomp ar pez a dleomp da ober hon-unan e quênver hon nessa ; ha cousgoude hon eus poan oc’h en em suporti an eil eguile ; ne allomp quet anduri an distera tra gant hor breudeur, ne fell quet deomp souffr ur goms hepquen, beza ez omp impatiant, colerus, venjus, cruel, evit traou pere ne dint netra pe casi netra.
Ne dleomp-ni quet caout aoun ne lavarre Doue deomp evel d’ar servicher fall-ze : Na dleïac’h-hu quet caout truez ouz ho preudeur evel ma em eus-me bet truez ouzoc’h ? Ha pebes sujet n’hon eus-ni quet da gaout aoun ne rae Doue deomp ar rebeich terribl-ze, goude ma en deus discleriet Jesus-Christ penaus e quemer evel grêt dezâ e-unan an oll droug a rêr d’an nessa, ha penaus e varno heb misericord ar re a vezo bet criz ha didruez e quênver o brudeur.
Penaus en em gomportàn-me e quênver va nessa ? souffr a ràn-me gant patiantet e humor hac e imperfectionou ? me a fell din e ve suportet va re, just eo din eta caout ar memes madelez evit ar re-all.
Anduri a ràn-me gant patiantet an offansou a rêr din, hac o fardoni a ràn-me a galon ? E lavaret a ràn bemdez er Bater, mæs ha gant guirionez el lavaràn-me ?
Ne doùn-me quet rust e quênver ar re a so dleourien din, n’o foursuàn-me quet gant rigor, ha memes en amser n’emaïnt quet e stad da bêa ?
O va Doue, ma zreti a reot er memes fæçon ma em bezo tretet va bredeur ; grit din eta dre ho craç o suporti gant douçder ha gant patiantet, evel ma em suportit hoc’h-unan, evit ma allin caout graç ha misericord dirazoc’h.
R Farisianet a gassas tud da gaout hor Salver evit e surpren en e gomsou, en ur c’houlen out-àn hac èn oa ret pêa an tribut da Cesar. Jesus oc’h anaout o goall intantion, a lavaras dezo : perac e clasquit-hu va surpren ? Disquezit din ar mony a roer evit an tribut. Ar re-mâ o veza presantet dezàn ur pez arc’hant, Jesus a c’houlennas : Imaich piou eo a so merquet amâ ? Imaich Cesar eo, emind-y. Neuse e respontas dezo : rentit eta da Zesar ar pez a so da Zesar, ha da Zoue ar pez a so da Zoue. Admira a rezont e respont hac en em denzont.
Considerit penaus ez oc’h da Zoue ha quement tra hoc’h eus. Doue eo en deus ho crouet, Doue eo ho conserv, ha digantàn eo e teu hoc’h oll madou.
Roet en deus deoc’h ur speret evit e anaout, ur memor evit caout sonch anezàn, ur galon evit e garet, ha nerz evit e servicha. Raporti a dleit eta dezàn hoc’h oll actionou hac an oll affectionou eus ho calon. Ur servicher ne dle labourat nemet evit e vestr. Da biou eo dleet frouez ur vezen, nemet d’an hini en deus hi plantet ?
Renta a dleit da Zoue actionou a c’hraç evit e oll madelezou ha donæsonou.
E garet a dleit dreist quement tra so, ha beza disposet da vervel quent evit displijout dezàn.
Clasq plijout da Zoue hac accomplissa e volonte, e veuli hac e adori, a dle beza ho studi epad hoc’h oll buez. Ma ne illit quet beza occupet bepret d’e adori, songit da viana ur penn bennac eus an dez da veuli ha da exalti e berfectionou infinit, e c’hrandeur, e buissanç, e justiç, e furnez, e vadelez, e visericord.
Desirit ma vezo Doue anavezet, caret, servichet, meulet ha glorifiet gant an oll ; ha contribuit da guemense hervez ho callout, da viana dre hoc’h exempl-vad ha dre ho pedennou.
2 P. Rentit da Zesar ar pez a so da Zesar ; rentit d’ho superioret quen ecclesiastiq quen temporel, ar respet, an enor, an obeissanç a dleit dezo.
Tretit gant pep honestis ar re a so eus ho renq pe eus ho condition ; bezet serviabl ha carantezus en o andret.
Sicourit ha protegit ar re a so iseloc’h pe disteroc’h evidoc’h ; bezet douç ha patiant e quênver an oll : ret eo caout patiantet evit beva ervad gant pep sort tud.
Roït bepret exernpl vad d’ho nessa ; pidit evit-àn, ha pratiquet an œuvrou a visericord en e andret hervez ho commodite.
Grit evit Doue an oll vad a reot d’ho nessa : er fæçon-ze en ur renta d’an nessa ar pez a so dleet dezàn, e rentot er memes amser da Zoue pez a dleit ive dezân.
Fidel oùn me da renta da Zoue ar pez a dleàn dezâ ? Clasq a ràn-me e pep tra plijout da Zoue hac ober e volonte ? Raporti a ràn-me dezàn va oll actionou ? Aba ma oùn voar an douar, peguement a amser am eus-me roet da Zoue ? Peguement amser a roàn me pep devez da Zoue ?
Ha sourcius oùn-me da renta d’am nessa ar pez a dleàn dezâ ?
E pet occasion n’oùn-me quet manquet da ober vad d’am nessa, da renta servich dezàn, d’e sicour, d’e gonsoli, d’e asista en e necessiteou corporel ha spirituel ?
Va Doue, c’houi hoc’h eus va c’hrouet, roet hoc’h eus din ar vuez ha quement mad am eus, ha ne heanet oc’h va c’harga a c’hraçou hac a zonæsonou. Va oll buez ne ve quet re evit ho trugarecât eus ho madelezou ; he implija oll am bize dleet d’ho caret, d’ho meuli ha d’ho servicha. Mæs allas ! an neubet a reflexion am eus grêt voar an obligationou infinit am eus deoc’h, a so bet caus eus va neubet a anaoudeguez-vad hac eus va neubet a garantez evidoc’h. Pardonit din va neglijanç ha va ingrateri. Me a guemer hirio ar resolution da ober, da viana ur veich an dez, reflexion voar ar graçou general ha particulier am eus recevet digueneoc’h, evit en em excita d’ho caret ha d’ho servicha gant muy a ferveur. Hac evel ne allàn quet caout ur guir garantez evidoc’h, va Doue, ma n’em eus ive carante evit va nessa, en em broposàn, gant ar sicour eus ho craç, da veza carantezussoc’h en e andret ha d’e asista en e ezomou.
Oude un instruction gaër a reas Salver ar bed d’ar bobl, ur vreg pehini abaoue daouzec vloaz a voa clàn gant an divoada, a dostaas outàn a ziadrê hac a douchas ous bord e saë, o cridi parfet hac o lavaret enni e unan : mar touchàn hepquen ouz e saë, e vezin pare. Hor Salver a zistroas out-y, hac a lavaras dezi : va merc’h, ho per fizianç, ho feiz e deus ho rentet pare ; hac en heur-ze memes e voe yac’h ha dispos.
Considerit penaus ar vreg affliget-mâ ha rentet pare gant Jesus-Christ en ur fæçon quer miraculus, o so evidomp un exempl caër eus ar fizianç gant pehini e tleomp tostaat ouz Doue evit beza sicouret en hor poaniou hac hon oll necessiteou.
He humilite a ra dezi en em zerc’hel a dre Salver ar bed, oc’h en em estimout indign d’en em bresanti dirag e zaoulagat ; hac ar fizianç e deus en e vadelez hac en e buissanç, a ra dezi cridi parfet e recevo ar yec’het, mar guell touich hepquen ouz bord e saë.
Ar vreg paour-mâ en em guef indign d’en em bresanti dirac Jesus-Christ ; ha dre e humilite e oblich Jesus Christ da drei out-hi. He guervel a ra va merc’h, rei a ra dezi an hano pehini a verq guella e vadelez evit-hi ; he assuri a ra e rendse pare, hac en effet e rentas dezi ar yec’het er moment-ze.
Peguement a brofit a guef en ur dostaat ouzoc’h nep a ene ervad e baourente hac ho puissanç, e indignite hac ho misericord ! Eürus an hini a laca e oll fizianç enoc’h pa dosta ouz an trôn eus ho craç evit goulen sicour en e ezomou, consolation en e boaniou, pardon ha remission eus e bechejou ! Eürus an hini en em abandon d’ho Providanç, ha pehini en em repos voar ho madelez ! Netra n’e d’eo capabl d’e droubli, abalamour ma quef enoc’h ur protector oll-galloudec. Netra n’er chagrin, abalamour ne zesir nemet ar pez a fell deoc’h. Pep tra a erru hervez e volonte, abalamour ma zeo contant a guement a erru gantàn. Chom a ra e peoc’h epad an tourmant hac e creis ar persecutionou, abalamour ma oar ez oc’h e dad e bastor, e brotecteur, e refuich hac e nerz.
Biscoas, va Doue, n’hoc’h eus abandonet, na birviguen ne abandonot ar re en em abandon evelse etre ho taouarn : quemer a ret ur sourcï special anezo, exauci a rit o fedennou, en em interessi a ret en o oll afferiou, scuilla a ret ho penediction voar o oll labourou, pourvei a rit d’o oll necessiteou.
Examinit ho calon, ha guelit ha c’houi hoc’h eus ur fizianç dign eus a vadelez an Autrou-Doue.
Ha beza hoc’h eus-hu an oll fizianç a dleit da gaout en e brovidanç divin ?
E gonsiderit a rit-hu evel ho tad hac ar guella eus an oll dadou ?
Ha recours hoc’h eus-hu dezàn en hoc’h ezomou quen spirituel quen temporel gant fizianç ur c’hrouadur ?
Pa hoc’h eus recours da Zoue, e ober a rit-hu gant santimanchou a humilite, oc’h anaout ho miser, ho paourentez, hoc’h indignite, oc’h anaout ne veritet graç na faveur ebet, mæs o lacaat ho fizians en e visericord hepquen hac e meritou Jesus-Christ.
O va Doue, en em blijout a ret oc’h hon asista en hon oll ezomou, pa en em adressomp deoc’h gant ur guir fizians : commandi a ret deomp esperout ennoc’h, hon alya a ret da lacât ennoc’h hon oll fizians dre ar c’homsou dous ha consolant-mâ : Deut oll davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulageo. O peguer bras eo ho madelez, mæs allas ! n’am eus quet he anavezeet mad bete vremâ ; ha chetu ar pez a so caus eus an neubet a fizians am eus bet ennoc’h. Va Doue, pardonit din ma faut, hac inspirit din santimanchou dign eus ho madelez infinit, evit ma em bezo hiviziquen recours deoc’h gant ur fizians parfet em oll poaniou hac em oll necessiteou : peguen agreabl ve neuse deoc’h va feden, ha peguement a c’hraçou na recefen-me quet !
Pa vez ouspen pevar Sul varn-uguent goude ar Pantecost, e quemerrot evit o ramplissa ar Meditationou goude ar Rouane, pere ne dint quet bet grêt er mare-ze.
Mar deus pemp Sul varn-uguent, e quemerrot an Aviel hac ar Veditation eus ar c’huec’hvet Sul goude ar Rouane.
Mar deus c’huec’h Sul varn-uguent, e reot ar Meditationou eus ar pempvet hac eus ar c’huec’hvet goude ar Rouane.
Mar deus seiz varn-uguent, e quemerot ar bevare, ar bempvet hac ar c’huec’hvet goude ar Rouane.
Mar deus erfin eiz varn-uguent, ret eo commanç dre an drede Sul goude ar Rouane, ha continui bete ar c’huec’hvet ; ha ne reot ar Veditation a so amâ varlerc’h, nemet d’ar Sul diveza goude ar Pantecost hac an tosta d’an azvent.
An Ilis a observ ar memes tra en oferen hac en ofiç divin.
Alver ar bed goude beza instruet e Zisquibien voar meur a dra, a achuas e instruction dre ar c’homsou-mâ : An Eê hac an douar a dremeno, mæs va c’homsou-me ne dremenint quet.
Doue ne geinch quet, nac e gomsou ne zeinchont quet quen neubet. E gomsou a so guirioneou eternel hac a subsisto bepret.
Considerit eta penaus quement tra a so comprenet en Aviel, quement tra en deus lavaret Jesus-Christ, hac a zeu ar Bredicatoret da ziscleria eus e berz er gador a virionez, a so hac a vezo guir bepret. An Eê hac an douar a dremeno quent evit na ve cenchet ul liseren pe ur poent hepquen eus al Lesen.
Songit pe na songit quet, credit pe na gredit quet, ne d’eo ha ne vezo quet neubetoc’h guir penaus n’emaoc’h er bed-mâ nemet evit labourat evit an affer eus ho silvidiguez, ha penaus n’hoc’h eus, evit lavaret mad, nemet an affer-ze hepquen. Songit ar pez a guerot, beza ez eo hac a vezo bepret guir penaus an hent pehini a gondu d’an Eê, a so enq ha stris ; guir e vezo bepret e renquer douguen e groas bemdez, ha resista continuelamant ouz e voal inclinationou ; guir a vezo bepret penaus an Aviel hepquen a dle beza ar reglen eus hor buez, ha penaus en em gollomp, ma heuliomp ar reglennou faus eus ar bed.
Erfin guir e vo bepret penaus evit beza salvet, eo necesser pratica an œuvrou mad hervez hor gallout, ez eo ret en em acquita eus hon oll obligationou e quenver Doue hac hon nessa, ha penaus mar mancomp en ur poent hepquen, en em gollimp maleürusamant epad un eternite.
Hervez an Aviel e vezin barnet un deiz. Ha quemeret am eus-me bete vremâ an Aviel evit reglen eus va buez ?
Pe sort profit, pe sort frouez am eus-me tennet eus a guement a Sermoniou hac a Instructionou santel am eus clevet ?
Gant pe seurt dispositionou a speret hac a galon e chelaouan-me comsou Doue ? Ober a ràn-me reflexion varnezo ? O lacât a ràn-me doun em c’halon evit o fratica ?
O va Doue, ho comsou a so comsou a vuez. C’houi a so ar virionez, an hent hac ar vuez ; racze resolvet oun, gant ar sicour eus ho craç, da chelaou gant docilite ho comsou divin, ha da guerzet gant couraich dre an hent hoc’h eus desquet deomp, ha dre ar voyen-ze e esperàn e arruin en termen eürus, pehini eo ar vuez eternel.
R virionez incontestabl eo penaus ne deomp quet capabl heb ar sicour eus a c’hraç an Autrou-Doue, da ober an distera mad evit hor silvidiguez, non-pas memes da gaout ur sonch vad ac’hanomp hon-unan ; ne allomp quet c’hoas sortial eus ar stad deplorabl a bec’het, na trec’hi hon inclination direglet, nemet dre ar sicour eus e c’hraç.
Voar an necessite-ze hon eus a c’hraç Doue e pep occasion, eo fontet an necessite eus an oræson, pehini eo ar voyen en deus Jesus-Christ etablisset e-unan evit e obteni. Dre-ze ivez an Ilis a bropos d’e vugale an oræson evel ur voyen puissant da lacaat da zisquen o c’halonou ha conservi enno er c’hraç divin-ze, pehini a so buez o ene.
An Tadou Santel eus an Ilis o deus recommandet dreist pep tra an oræson mental, da lavaret ê, an oræson a galon, pe ar veditation, pehini a henvont alc’hue an Eê, ar mân pehini a ranferm an douçder eus an oll vertuziou, ur sourcen eus an oll graçou hac eus an oll madou eus ar vuez spirituel : hiniennou memes eus an tadou santel-ze o deus avancet penaus ne gomprenent quet e voa possibl cundui ur vuez christen hep an oræson mental. Mæs petra benac a ve, consideret o deus-oll an oræson mental evel an agreapla da Zoue hac ar profitapla evit an eneou, evel ar voyen an æzza, ar berra hac an assura evit ober e silvidiguez, evel ar propra da inspira deomp an horreur eus ar pec’het, da ober deomp estimout ha caret ar vertu, ha d’hor c’hreaat e servich Doue.
Dre an oræson e teu an den d’en em antreteni calon-ouz-calon gant e Zoue. Pebes enor ha pebes avantaich ! En oræson eo e communiq Doue d’an den e c’hraçou gant abondanç, o scleraat e speret, oc’h anflammi e galon, hac o carga e ene eus a un douçder pehini a dremen infinimant an oll joa eus ar bed. Avantajou quer bras ha quer caër na dleont-ii quet hon excita da ur pratiq quer mad ha quer santel ?
Mæs martese e leverrot-hu : ne ouzòn quet ober oræson, ha n’em eus quet amser d’e ober. Da guemense e respontin : da guenta, mar livirit n’hoc’h eus quet an amser, dre’n abec ma hoc’h eus cals a labour (supposet memes e vec’h o servicha) na illit-hu quet da viana ober oræson da Sul ha da Vouel ? Ne guevet-hu quet d’an deziou pembez memes, peguement bennac a labour ho pe, an amser evit ho repasiou reglet ? N’oufec’h-hu quet ive ; en ur regla mat hoc’h amser, cavout un hanter heur pe ur c’hard-heur evit rei d’hoc’h ene ar vagadurez spirituel a behini he deus quement a ezom ? Mæs supposet e ve guir n’ho pe quet amser aviziou ; grit neuse ta hoc’h oræson en ur vont d’ho tevez, pe en ur ober memæs ho labour, nemet na glefot quet cals a drous en dro deoc’h. Mar d’houc’h custum da lavaret cals a bedennou vocal, e allot, mar quirit, diminui darn anezo evit caout ar spaç da ober oræson mental, pehini a dra sur a vezo agreaploc’h da Zoue, hac a behini e tennot avantajou brassoc’h evit avanç hac assuri ho silvidiguez.
Mar livirit ne ouzoc’h quet ober oræson, evit e zisqui n’hoc’h eus nemet lenn an nao Chabist quenta eus an eil Quevren eus al Levr Introductïon d’ar Vuez devot, e pelec’h e quefot quement a so necesser evit ober ervad oræson. Hac e cas n’ho pe quet al Levr-ze, et quefot amâ varlerc’h e ber gomsou ur method a oræson, a behini e vezo æzzoc’h deoc’h derc’hel sonch.
A guenta ; evit commanç hoc’h oræson en em liquit e presanç an Antrou Doue, da lavaret ê, songit penaus Doue ho cuël hac ho clev, hac ez ê disposet da accordi deoc’h ar pez a c’houlennot digantàn : adorit e Vajeste Souveren gant an oll respet a behini ouc’h capabl : en em anavezit indign d’en em bresanti dirag un Doue quer bras ha quer santel : goulennit digantâ pardon eus ho pec’hejou tremenet, evit ma viot guell disposet da receo e c’hraçou hac e faveuriou. Goude beza en em lequeet e presanç Doue er fæçon-mâ pe en ur fæçon bennac-all, goulennit digantàn gant fizianç ar sclerigen hac ar c’hraç da ober un oræson vad : pidit ar Speret-Santel da sclæraat ho speret, da doma ha da anflammi ho calon.
Er bagen 291 amâ varlerc’h e quefot quemense merquet oll, en hevelep fæçon n’ho pezo nemet lenn.
D’an eil, considerit an traou importanta ho pezo lennet pe clevet lenn, hac ar pez a allot guell da imita ha da bratica. Grit reflexionou serius, guella ma allot, voar ar virionez pe ar sujet hoc’h eus da vedita ; considerit ar mad a so proposet deoc’h evit e imita, pe an drouc a broposer deoc’h evit e evita : songit a berfetet peguen avantajus eo ober ar mad ze, ha peguen dommajus eo ober an drouc ze : examinit ha c’houi a so bet a ziaguent fidel da ober ar pez a dliac’h voar guemense, pe c’houi hoc’h eus manquet er poent-ze. Ma n’ho pe quet manquet, trugarecaït Doue pehini en deus roet ar c’hraç ze deoc’h, ha quemerit ar resolution d’e bratica en ur fæçon c’hoas parfetoc’h en amser da zont. Mar hoc’h eus manquet da ober ar pez a dliac’h, goulennit gant an oll humilite possibl, pardon digant Doue, grit ur resolution ferm da veza fideloc’h en amser da zont ; guelit pere eo an occasionou o deus ho lequeet da goueza en direglamant-ze, hac en em resolvit da bellaat diouto a grenn.
Abars achui hoc’h oræson, trugarecaït an Autrou-Doue eus ar graçou en deus accordet deoc’h enni, eus ar sclerigen en deus roet deoc’h, eus ar santimanchou mad en deus inspiret deoc’h, eus an affectionou ha mouvamanchou santel en deus excitet en ho calon. Erfin goulennit digantàn ar gouraich hac an nerz da bratica gant fidelite ar resolution ho pezo quemeret : goulennit ar c’hraç-ze dre meritou Jesus-Christ, dre intercession an Itron Varia, hoc’h Æl mad hac ar Sænt da bere hoc’h eus muy a devotion.
Er bagen 293 amâ varlerc’h e quefot ive quemense scrivet pen da ben.
Goude hoc’h oræson, evit conservi ar speret a zevotion, songit alies en deiz ze er pes en deus ho touchet muya, hac ho pezo cavet ar propra evit hoc’h avançamant spirituel. Ar poent-mâ a so hanvet ar Boquet Spirituel, hac a so expliquet e hiroc’h comsou ha scleroc’h e levr an introduction d’ar Vuez Devot er bagen 95.
Mar en em roet evelhen a galon vad da ober Meditation, ec’h esperàn eus a visericord an Autrou-Doue e communico deoc’h an donæsonou a oræson pehini ho sicourou meurbet da gundui ur vuez devot ha fervant, hac e quefot cals a gonsolation en Exerciç santel-mâ.
ENEAT Pap pevarzecvet eus an hano, d’hor Breudeur Venerabl Esqueb ha Preladet, Salut ha Benediction Apostolic.
Evel ne deus quet evit an dud pere o deus ar maleur da veza privet eus an entretien familier hac eus ar gommunication intim gant Doue, a voyen a guement a vez profitaploc’h dezo ha necesseroc’h evit receo e sclerigen hac e inspirationou, evit en em c’horren betec ennàn dre desirou devot ha fervant, evit en em unissa gantàn dre affectionou santel, evit operi o silvidiguez, eguet an oræson, pehini a so evel ur squeul misterius dre behini an ene en em c’horen eus an douar bete’n Eê, pehini a so un enclasq eus an traou celestiel, un desir eus ar madou invisibl, un union gant ar Speret-Santel, hac ur gonversation gant Doue ; evel a hent-all e tleomp caout aon rac ar maleur a behini e parlant ar Profet : An douar oll a so en un desolation horribl, abalamour ne antren den ennâ e-unan dre reflexionou serius : ez eo important-bras avertissa an oll dud fidel eus ar gourc’hemen pehini hon oblich da bidi bepret, evit, en ur bresanti san cess da Zoue hor pedennou hac oræsonou unisset gant hon actionou a c’hraç, ma pligeo gantàn sellet a druez ouzomp hac ober deomp santout an effejou douç eus e vadelez hac eus e visericord. Dreze ive ar Pabet diarauzomp, diriget gant ar Speret-Santel, o deus digoret Tensor an Ilis, evit inspira creoc’h a-se d’ar Gristenien fidel ar pratiq continuel eus ar beden, hac evit quemense o deus accordet meur a Indulgeançou.
Excitet hon-unan dre an exemplou meulabl eus hor Fredecessoret, e accordomp an Indulgeançou merquet amâ varlerc’h, e faveur ar re en em applico d’an exerciç eus an Oræson Mental, pe Meditation, evel ma zeomp d’he discleria.
Da guenta e accordomp Indulgeançou seiz vloas d’ar re a zesco en Ilisou pe e lec’h-all, e publiq pe e particulier, ar fæçon da bidi pe da vedita ; e pe fæçon bennac e ve, d’ar re n’er gouzont quet, evel d’ar re a assisto en Instructionou devot-ze, quellies guech ma ma recevint ar Gommunion santel gant ur speret a vir binigen, ha ma observint ar c’honditionou hon eus lavaret, da ouzout eo, disqui d’ar re ne ouzont quet ar fæçon da vidita, pe asista en Instructionou-ze.
Ouspen e accordomp Indulgeançou Plenier ur veich bep miz d’ar re a raï assidu an Instructionou-ze, ha d’ar re a asisto enno, pere gant ur speret a vir binigen a recevo ar Gommunion santel hac a offro da Zoue pedennou fervant evit an Union etre ar Brincet Christen, evit Extirpation an Herisiou, evit Exaltation an Ilis Santel hor Mam. An Indulgeanç-mâ a allo beza gouneet d’ar choas ha d’ar gommodite eus a bep-unan, hac a allo beza appliquet d’an Eneou fidel decedet.
Accordi a reomp c’hoaz ur veich bep miz Indulgeanç Plenier d’ar re pere epad ur miz a raï bemdez un hanter-heur, pe da neubeta, ur c’hard-heur a oræson mental, pere e guirionez penitant, ha goude beza cofessaet o fec’hejou, a recevo ar Sacramant adorabl, hac offro da Zoue pedennou fervant evit an Union etre ar Brincet Christen, evit Extirpation an Herisiou, evit Exaltation hor Mam Santel an Ilis. Applica a allint ivez an Indulgeanç-mâ d’an Eneou eus ar Purgator, etc. Roet e Rom e Santes Mari Majeur, d’ar c’huezecvet a viz Querzu 1746, ar c’huec’hvet bloavez eus hor Fontificat,
Signet, CAJETAN AIMÉ.
Ar Bull-mâ a so bet publiet en Escopti-mâ er bloaz 1748.
An oll a ell gounit an Indulgeançou-mâ, pere a so eus ar re gaëra ha profitapla a so accordet biscoaz, hac a ouffet biquen da accordi ; car ne d’ê quet quen diez ober oræson, evel ma sonch da gals a dud, ec’his a velot en Instruction amâ varlerc’h, pehini ho pedàn c’hoas da lenn.
A n’en em guivit quet instruet sufisamant dre ar method a oræson a so amâ diaraug, ha dre ar pez a so merquet e Levr an Introduction d’ar vuez devot na songit quet e ve un dra impossibl deoc’h ober oræson, ha na gollit quet couraich. Ne c’houlennàn digueneoc’h nemet un neubet a volonte vad, ha ma heuliot an avis a ràn amâ deoc’h. Mar er grit, e viot gant graç Doue capabl da ober oræson ha d’e ober ervad.
Da guenta, mar gouzoc’h lenn, n’hoc’h eus nemet lenn poset ar Veditation evel ma zeo merquet el Levr, oc’h en em arreti voar ar pez a raï muy a impression voar ho calon hac excita en hoc’h ene ar memes santimanchou devot a remercot.
Ma ne ouzoc’h quet lenn, e alfac’h martese songeal n’ho pe quet avoalc’h a speret hac a squiant evit ober oræson. Voar guemense e livirin deoc’h penaus en em blich an Autrou-Doue oc’h en em antreteni gant an eneou simpl hac humbl, ha penaus cals a simplicite a so un disposition guelloc’h evit ober oræson, eguet n’e d’ê cals a squiant !
Mæs lavaret a alfac’h c’hoas penaus na illit nemeur a veich clevet ul lectur devot evit ober ar sujet pe ar matier eus ho Meditation. Evit respont d’an difficulte-ze, hac evit miret n’ho pezo muy digarez ebet, e livirin deoc’h penaus commançamant an oræson a so bepret ar memes, da lavarat eo, e commancer pep oræson dre en em lacât e presanç Doue, ha dre c’houlen digantàn ar sclerigen hac ar c’hraç da ober un oræson vad.
Ar fin eus an oræson a so ive bepret ar memes, da lavaret ê, en ur achui pep oræson, e ranquer trugarecât Doue eus ar santimanchou mad en deus roet deomp enni, ha goulen digantàn an nerz hac ar gouraich da bratica ar resolution hon eus quemeret. Ne vezo quet diæz deoc’h derc’hel sonch a guemense.
Ne vanq deoc’h muy eta nemet gouzout voar betra e allot medita, hac e pe fæçon e rencot medita voar ar sujet ho pezo choaset. An dra-ze ne d’ê quet c’hoas diæz ; car da guenta, medita a illit voar Passion Hor Salver. Pa gonsiderot quement en deus souffret Jesus-Christ evit ho prena : o contempli neuse an excez eus e garantez evidoc’h, ha c’houi a ve ingrat avoalc’h evit revus dezàn ho carantez ? Excitet eta neuse en hoc’h ene ur garantez vras evit Jesus-Christ, ha guelit petra a reot evit renta dezàn carantez evit carantez : ne faut quet davantaich evit ober un oræson excellant. E meur a fæçon e aller medita voar Passion hor Salver ; hac ar pez am eus lequeet amâ ne d’ê nemet evit servichout da squêr ha da batron.
D’an eil, medita a illit voar ar Finvezou diveza, ar Maro, ar Varn, ar Barados hac an Ifern.
Peb-hini eus a c’hourc’hemennou Doue ha re an Ilis a fournisso deoc’h ur sujet bras a veditation. Evel ar fin a dleer en em broposi en oræson, eo reformi e vuez, ar guella oræson eo an hini a ro deomp muy a horreur eus hor pec’hejou, ha muy a c’hoant d’o c’horrigea ; evelse e rêer ur Veditation vad, pa en em examiner mad. Oc’h en em arreti eta voar unan a Gourc’hemennou Doue e particulier, considerit petra a ordren ha petra a zifen ; quemense hoc’h eus clevet, hac a illit c’hoas da glevet er C’hatechis : considerit penaus eo ordrenet quemense deoc’h gant Doue, da behini e tleit obeissanç : considerit peguer just eo ar Gourc’hemen-ze, peguen avantajus eo, peguen æz da viret, ha peguer resonabl. Goudese examinit ha c’houi er mir, pe n’er miret quet : hac o velet ar fautou hoc’h eus grêt, excitet en hoc’h ene ur guir gueuz ha glac’har evit an amser dremenet, ha quemerit ur resolution gre d’e viret guell evit an amser da zont.
Ober a allot ive ho Meditation voar pep unan eus ar seiz Pec’het capital, o consideri ar valiç hac ar grevusdet eus ar pec’het-ze ; o consideri peguement e tisplich da Zoue ha peguen dommajus ê deoc’h ; oc’h en em examina goudese evel hoc’h eus guelet amâ voar Gourc’hemennou Doue. Grit cousgoude aliessoc’h ho Meditation voar an hini da beini e santit hoc’h eus muy a inclinationou.
Quemeret a illit c’hoas evit sujet a oræson unan bennac eus ar vertuziou quen Theologal, quen Cardinal ha Moral. Songit e petra e consist ar vertu-ze, hervez ma en desq c’hoas ar C’hatechis ; considerit pe seurt ræson hoc’h oblich da labourat evit e acquisita : considerit peguen agreabl ê da Zoue, peguen avantajus ê deoc’h : guelit pe seurt fautou hoc’h eus grêt a enep ar vertu-ze. Goulennit digant Doue pardon eus hoc’h infidelite, eus ho lachete, eus al lesireguez hoc’h eus bet, ha songit a be seurt moyen en em servichot evit pratica guell ar vertu-ze.
Pephini eus ar seiz goulen a rit da Zoue en Oræson Dominical pe er Pater, a fournisso deoc’h c’hoas ur sujet caër a veditation.
Pa reot hoc’h oræson voar an drede goulen, Ho polonte bezet grêt en Douar evel en Eê, grit evel ma reas hor Salver er Jardin Olivet. Lavaret a eure meur a veich d’e Dad Eternel ar c’homsou-mâ : Va Zad, ra vezo grêt ho polantez, ha non-pas va hini. Ne ouffac’h quet ober guelloc’h na caëroc’h oræson evit an hini en deus grêt Jesus-Christ. Songit eta e quement tra hoc’h afflich hac a ra poan deoc’h, hac en em soumetit gant ur resination barfet da volonte Doue. Mar hoc’h eus ur boan speret bennac, mar hoc’h eus nec’h pe un trubuil bennac, livirit en despet d’an oll repuignanç a santit : Va Salver, cetu ur c’halir c’huero da eva : me ho ped, mar d’e possibl, d’er pellaat diouzin, cousgoude ho polontez ra vezo grêt, ha non-pas va hini me. Mar leverer drouc ac’hanoc’h injustamant, mar d’oc’h dispriget, mar d’oc’h persecutet, livirit : Va Doue, setu ur c’halir a gonfusion hac a vez a so presantet din ; me ho suppli mar deus moyen, d’er pellaat diouzon ; cousgoude ho polontez bezet grêt, ha non-pas va hini. Mar d’ouc’h clàn, mar d’ouc’h paour, livirit : Va Zad ha va Doue, cetu ur c’halir anquennius ha tenn evidon ; me ho ped, mar d’ê possibl, d’er pellaat diouzon ; cousgoude ho polontez ra vezo grêt, ha non-pas va hini. Peguer caër eo an oræson-mâ ! Peguer consolant ha peguen æz da ober !
A n’hoc’h eus quet comprenet sclær avoalc’h ar method a oræson pe ar reglen d’e ober, lennit-hi c’hoas diou pe deir gueich, hac e comprenot bepret guelloc’h ; hac ho pet ar garantez d’he len ivez d’ar re n’o deus quet ar memes avantaich eveldoc’h da allout e ober o-unan.
Vel adversour hor silvidiguez a glasq bepret hon distrei diouz ar mad, ne vanco quet da glasq ho tistrei dious an exerciç eus an oræson, hac e rai deoc’h caout meur a zigarez evit he dilesel, dre ma ane an avantajou bras a brocurro deoc’h. Mæs ne selaouit quet an aly hac an dromplerez-ze eus an drouc-speret ; ha mar ra e bossibl
evit ho coll, gret eus ho coste ho possibl evit en em savetei, oc’h en em servicha eus ur voyen quer mad ha quer puissant evit assuri ho silvidiguez, evel ma ze ar Veditation. Pebes graçou na dennot-hu quet varnoc’h epad ho puez dre an exerciç santel-ze, ha pebes consolation na guefot-hu quet en heur eus ho maro ? En heur diveza-ze e carac’h beza grêt bemdez oræson, comancit eta eus a vremâ.
Ne guefot quet amâ a Veditationou evit Goueliou Nedelec, Gouel ar Rouane, Goueliou an Itron Varia, etc, cavout a reot e Levr buez ar Sænt Reflexionou evit an deiziou-ze pere a servicho deoc’h da sujet a oræson.
Ne d’ê quet cousgoude necesser prononç ar c’homsou, mar quirit, e allot en em gontanti d’o lavaret interieuramant a galon.
Ar merq-mâ * pe ar Stereden pehini a guefot amâ, a sinifi penaus e tleit en em arreti eno un tamig, spaç ur Bater pe voar an dro, evit imprima dounoc’h a se en hoc’h ene ar virione-ze, pe evit excita muy-oc’h-muy ar santimanchou mad-ze en ho calon, Pa guefot diou Stereden **, en em arretit un draic bennac muy. Cousgoude heuliet quent e quemense ho tevotion hac ar mouvamant eus ar c’hraç.
A Doue, me a gred parfet ema-oùn amâ en ho presanç, hac e velit bete ar santimanchou secreta eus va ene. *
Me hoc’h ador a greis va c’halon, hoc’h anaout a ràn evit va Autrou souveren a behini e tepandàn e pep tra, evit an amser hac evit an eternite.
Me a offr deoc’h, evit supplei d’am faourentez, an oll adorationou a rend deoc’h an Ælez hac ar Sænt en Eê, hac an Eneou santel voar an douar.
Piou oun-me evit en em bresanti dirazoc’h, va Doue, hac evit parlant ouzoc’h ! C’houi a so ar santelez memes, ha me ne doùn nemet ur pec’her.
Seliit a druez ouzin, va Doue, c’houi pehini n’hoc’h eus biscoas rebutet ur galon contristet hac humiliet.
Purifiet ma ene diouz quement a allo displijout d’ho Majeste, evit ma vezo guell disposet da receo ho craçou. **
Va Doue, disposit ma speret ha ma c’halon evit anaout ar pez a c’houlennit diguenè. Va disquit da ober ervad an oræson-mâ, evit ho cloar hac evit silvidiguez va ene ; disquit din ar pez a dleàn da c’houlen digueneoc’h, hac ar fæçon de c’houlen. *
Anaout a ràn ne veritàn netra, hac ez oùn indign eus ho faveuriou.
E meritou Jesus-Christ va Salver e lacaàn va oll fizianç, hac en ho madelez infinit, va Doue.
Guerc’hes Vari, ma Æl-mad, ma Fatron, pliget gueneoc’h intercedi evidon. **
Goude beza grêt evelse ho preparation, e lennot ur sujet pe ar matier eus ho meditation, hac e heuliot ar pez a so merquet amâ diaraoc er method a oræson, er bagen 278.
Mar quirit, e prononçot ar c’homsou, ha mar quirit, o lavarot a galon hepquen. Ar fæçon diveza-mâ a ve, a gredàn, ar guella.
E ho trugareca, va Doue, a greiz va c’halon, eus ar sclerigen, eus an inspirationou santel, eus ar santimanchou mad, eus au oll graçou a so pliget gueneoc’h rei din en oræson-mâ.
Me en em offr deoc’h antieramant-oll, o va Doue, evit ho servicha gant fidelite, gant guir garantez.
Me a offr deoc’h specialamant ar resolutionou mad pere am eus quemeret en oræson-mâ, ha pere hoc’h eus inspiret din : roït dezo ho penediction, ha grit ma vezin fidel d’o fratica. *
Anaout a ràn va sempladurez, ma inconstanç ha ma fragilite.
Roït din eta, va Doue, dre ho madelez, dre ho misericord, an nerz hac ar gouraich da bratica ar pez hoc’h eus inspiret din hoc’h-unan.
Ar c’hraç-ze a c’houlennàn dre meritou Jesus-Christ va Salver.
Guerc’hes Vari, ma Æl-mad, ma Fatron, ha c’houi oll Sænt ha Santeset, pliget gueneoc’h intercedi evidon. **
Amâ e reot ho poquet spirituel evel ma eo expliquet dearaoc er method a oræson, er bagen 278.
Erfin e lavarot ur Bater hac un Ave Maria gant an oll ferveur a vezo possibl deoc’h evit pidi an Autrou-Doue d’ho creaat en ho resolution vad, hac evit lacaat hoc’h oræson dindan protection an Itron Varia.
E doùn quet bet atau er bed ; bremâ cant vloaz so ne oàn quet ennàn. Ne deus nemet uguent vloaz, tregont vloaz, muy pe neubetoc’h, ma edòn voar an douar ?
Pelec’h e oàn-me abars an amser-ze ! Beza e oàn en neant ; ne oàn netra, n’em boa netra, ne voàn capabl a netra. Mar doùn bremâ, un dra bennac, mar em eus madou, mar em eus galloud, nerz, speret, squiant ; quemense oll a so deut a netra, quemense tout a so fontet voar an neant. Doue eo en deus va c’hrouet, ha digantàn eo am eus recevet quement avantaich am eus hep em be o meritet.
2 P. Pebes sujet n’am eus-me quet d’en em humilia ? Ha mar em dispriser, a betra e allàn-me en em glem ? Avoalc’h eo evit discar vanite un den superb hac orgueilius, pa eller lavaret dezàn ez eo deut n’a netra, penaus ne deus quet pell ne oa netra, ha n’en devoa netra. Lavaret a dleàn quement all din va-anan, pa en em santin tentet a vanite : piou oud-ê, petra oud-ê ! Deut oud a netra. Ha songet mad am eus-me biscoas e quemense ?
En em gonsideri a rin eta bepret evel ur paour pehini n’en deus netra nemet dre alusen ; hac e livirin gant ur santimant a humilite : petra a so ennon-me a guement n’am eus quet recevet ; ha mar em eus e recevet, perac en em c’hlorifiàn-me ?
3 P. Mæs pebes anaoudeguez-vad na dleàn me quet da gaout ; pebes graçou na dleàn-me quet renta da Zoue ? Pebes carante ne dleàn-me quet caout evit-àn ? N’oùn-me quet obliget da garet an hini en deus roet din quement mad eus, hac en c’honserv din da bep moment ? Ne dleàn-me quet e drugarecât bemdez hac alies bemdez ? Ne dleàn-me quet songeal ne doùn netra hep-dàn, hac en em soumeti dezàn e pep tra. Va Autrou souveren eo, digant pehini e teu din quement avantaich am eus em c’horf hac em ene. Ne dleàn quet eta en em servichout anezo nemet hervez e intantion hac hervez e urz, pe autramant ez oùn un ingrat, un disleal hac ur revoltet. Meritout a ràn e tenfe diguenê an oll madoù en deus roet din ; hac ar vuez memes, pa abusàn anezo, hac o implijàn a enep e volontez.
Allas ! bevet am eus evel ul libertin, bevet am eus em roll, evel pa n’em bige dleet netra da Zoue. Ne doùn quet en em lequeet en poan da ouzout ar pez a zesire-èn diguenê, quen nebeut a ra ne vige quet bet Mæstr varnon.
Ah ! va ene, consider petra oud bet, evit en em humilia, hac ar pez ma oud bremàn dre vadelez an Autrou-Doue, evit e garet hac e servicha evel da Grouer, da Dad ha da Autrou souveren, da behini e tlees peb tra, hac a behini e depandes en pep tra.
A buez a dremen insansiblamant : eus an nombr a vloaveziou em boa da veva, un darn vras a so deja tremenet, ar rest a dremeno er memes fæçon. A-benn nebeut amser ne vezin muy voar an douar : va zud coz a so passeet oll : passeal a rin eveldo, ha ne chomo guenê netra eus a blijadurezou nac a vadou ar bed, quen nebeut ma so chomet gant o.
Perac eta en em arretàn-me quement d’en em avanç er bed, da ober va fortun, da glasq plijadurezou, da zastum madou pere am c’houitaï hac a ranquin da guitaat ?
Da betra servicho din quement a sourciou væn a guemeràn, ha quement a songesonou a ruillàn em speret ? Quemense-oll a zisparisso evel ur vogueden, evel un hunvre.
2 P. Petra vezo grêt ac’hanon pa varvin ? Va c’horf a vezo taulet en douar da vreina : va ene a vezo presantet dirag Doue evit renta cont eus ar pez e devezo grêt er bed-mâ, hac evit receo e setanç diveza evit ar Barados pe an Ifern.
Pebes follantez cherissa ha caret quement ur c’horf pehini a dle beza magadurez ar prênvet, pehini a vezo souden goude ar maro ur c’haing flerius, hac a raï euz hac horror d’am brassa mignonet ! Mæs peguen disquiant oùn-me o chom heb songeal er gont rigourus a dleàn da renta d’ar Barner souveren !
3 P. Mar doùn cavet dign eus ar Barados, e vezo evit jamæs. Ah, pebes eur-vad ! Mar doùn condaounet d’an Ifern, e vezo evit birviquen, evit un eternite. Allas, pebes maleur ! Ah Eternite ! Eternite a valeur, peguen horribl ou-de ! Beza eürus eternellamant : beza maleürus eternellamant ; quemense ne verit-èn quet e songen ennàn a barfetet ?
O va ene, sonj alies en eternite, pa jeo eno e quivi da vir eürusdet pe da vir maleur. Eno eo e tlees erruout abred pe ziveat, goude beza bet tremenet neubet amser voar an douar.
Vit ober va silvidiguez, ret eo songeal enni, ret eo pratica ar vertu, ober œuvrou mad ha douguen va c’hroas. N'em bezo quet ar Barados evit netra, ret eo e c’hounit. Hent an Eê a so enq ha stris. An hent ledan a gondu d’ar precipiç, d’ar berdition, d’an Ifern.
2 P. Pelec’h ema oùme-me ? Quemer a ràn me an hent mad ? N’en em gontraignàn e netra, heulia a ràn ma inclinationou, ne fell din souffr netra, ne garàn ha ne glascàn nemet ma flijadur : dibaut gueich e songeàn e Doue hac en eternite ; beva a ràn quel lesirec evel pa ne ranquen ober netra evit en em savetei. Hac hennes eo an hent stris ? N’ef èn quet an hent ledan, hent ar bed, hent ar re libertin ? N’en em dromplàn me quet, mar songeàn ober va silvidiguez o veva evel ma ràn ? Petra am eus-me grêt bete vremàn evit Doue ? Petra am eus-me grêt evit silvidiguez va ene ? Petra am eus-me grêt hac a verit ur recompans hac ur gurunen eternel ? Ne ràn netra, pe casi netra evit gounit ar Barados, hac ober a ràn cals a draou pere a verit an Ifern.
3 P. Un dra sclaer eo n’emaoùn quet en hent mad ; mar continuàn, ne deus quet a Varados evidon : collet oùn da virviquen, ma ne cenchàn a vues. Ret eo din eta quitaat ar vuez libertin-ze am eus conduet bete vremàn ; ret eo din trec’hi va humor, mortifia ma inclinationou, ha renonç da guement tra em ampeich da ober va silvidiguez.
O va Doue, grit din querzet en hent stris pehini a gundu d’an Eê ; roït din ar gouraich d’en em drec’hi va-unan ; roït din poaniou, afflictionou, croasiou, evel ma plijo gueneoc’h : n’am espernit quet er bed-mâ ; mæs va espernit, me ho supli, er bed-all.
Onsider, va ene, petra eo ar Pec’het Marvel. Ma sonches mad peguer grevus ha peguen horribl eo, ne gretes biquen e gommeti, ne oufes quet memes songeal ennàn hep horreur.
Pec’hi marvelamant, eo disprijout Doue, disprijout Jesus-Christ, hac en em goll e-unan.
1. P. Commeti ur pec’het marvel, eo disprijout Doue, car terri e Lesen eo, ober un dra eo control d’e volonte ha d’e Gourc’hemennou. Doue a zifen touet, difen a ra drouc-prezeg, difen a ra al laëronci, an impurete, ar vevinti, ha dindan boan a zaounation : ouspen, Doue a so presant partout ; guelet ha clevet a ra oll. Mar grêt eta en e bresanç ar pez a zifen, ha ne d’eo quet disprijout e autorite ? a ne d’eo quet discleria en effet ne sourcier quet nac eus e Varados pehini a bromet, nac eus an Ifern a behini e c’hourdrous ? Caret guell contanti e inclinationou direglet, caret guell plijout d’ar bed ha senti ouz an drouc-speret, pehini a incit d’an drouc eguet respeti Doue pehini en difen ? O insolanç, o impiete !
2 P. Commeti ur Pec’het Marvel, eo disprijout Jesus-Christ, car en em c’hret eo Den dre garantez evidon ; en em rentet en deus suget d’an oll miseriou eus ar vuez-mâ, evit rei din exempl eus ar pez a dleàn da ober evit gounit ar Barados ; souffret en deus tourmanchou estrainch evit satisfia evit va fec’hejou hac obteni din graçou a silvidiguez. Ne doùn-me quet obliget da garet ur vadelez quer bras ? Ne dleàn-me quen ober un dra benac evit an hini en deus grét ha souffret quement evidon ? Ma en deffe un den grêt evidon ar c’hanvet eus ar pez hoc’h eus-hu grêt, va Salver, e tleffen e garet ha disquez dezàn va anaoudeguez. Mæs allas ! petra am eus-me grêt evidoc’h ? Elec’h songeal ennoc’h, elec’h ho caret, elec’h profita eus hoc’h exempl hac eus ho craçou, em eus grêt ar c’hontrol beo : rentet am eus inutil an oll poaniou ho poa quemeret evidon, rejetet am eus ar graçou ho poa meritet din, abandonet am eus va ene ha va silvidiguez, evit pere ho poa quement labouret. Ah ! disquiantet ma oùn ; ah ! ingrat, penaus e creden-me comparissa dirazoc’h en heur ar maro evit beza barnet ? Petra a respontin-me d’ar rebechou a reot din ?
3 P. Commeti ur Pec’het Marvel, eo en em goll e-unan. Pa em eus commetet ar pec’het, em eus quiteet Doue renoncet em eus d’e servich, en em rentet em eus esclaf an drouc-speret. Pebes cenchamant eus ur Mæstr quer mad pehini en devoa recompansou quer caër da rei din, en un tyrant quer cruel pehini n’en deus nemet tourmanchou da bartagi guenê ! Gouzout a ren penaos ur pec’het hepquen a ree din coll graçou-mad va Doue hac ar guir a allen da bretandi er Barados, ha penaus am rente coupabl eus an Ifern, ha couscoude em eus èn commetet ; n’am eus-me quet grêt evel pa em bize signet va c’hondaounation, hac evel pa em bize lavaret : n’emaoùn quet e sourci na gant ar Barados na gant an Ifern, nemet ma contantin va inclination. E petra e songen-me, maleürus ! Ma vizen maro er stat-ze, pelec’h e ven-me bremàn ? O dallantez !
O va Doue, pa zisplich quement deoc’h ar pec’het, inspirit din an oll horror a dleàn da gaout anezàn. Grit ma reparin dre ur guir binigen an offançou am eus commetet en hoc’h enep. Resolvet oùn, gant ar sicour eus ho craç, da bellaat dious an occasionou a so bet quer maleürus evidon, ha da resista ouz va goall inclinationou gant muy a gouraich evit pa ve question da goll va madou, enor ha va buez.
Onsiderit tri maleur bras pere a arru peurvuya gant ar bec’herien pa varvont.
Darn anezo a so surprenet gant ar maro.
Darn-all en em dromp o-unan.
Re-all erfin a gouez en disesper.
1. P. Da guenta, peguement a bec’herien a vez surprenet gant ar maro, o deus ur maro subit, a varv dre ur goall fortun pa un accidant, hac aviziou memes e creiz o dibauch hac o dibordamanchou. Mervel a reont hep caout an amser d’en em anaout na da repari o fautou ; mervel a reont en o fec’het, hac eus a greiz o flijadurezou maleürus e couezont en un taul en creiz an tourmanchou horribl eus an Ifern, sioaz dezo !
E pe stad em guivit-hu ? Ha c’houi so disposet-mad da vervel, pa blijo gant Doue ho quervel.
N’oc’h eus-hu quet c’hoaz un urz benac da lacaat en ho conscianç ? Mar hoc’h eus un dra benac da ober, penaus e credet-hu dale un devez hepquen, goude an exempl eus a guement a bec’herien pere a so bet surprenet gant ar maro ?
2 P. Peguement a bec’herien, pere en o c’hlenvet mortel ne fell quet dezo cridi e varfent c’hoaz, pere ne songeont nemet en o drouc pe en o foan, pere goude beza bet diegus en o buez da dostât ouz ar Sacramanchou, o deus ar memez diegui en o c’hlenvet ; ha mar en em resolvont erfin da goves, n’er greont nemet pa int quer sempl ne maïnt muy e stad da gofes erfad, na da en em excita da ur guir gontrition, na da repari an domaich o defe grêt. Mervel a reont hep preparation ebet, mervel a reont en o fec’het.
3 P. Peguement a bec’herien a gouez en disesper er moment ar maro ! Epad o buez e commetent pep sort crimou hep scrupul, heb remors ebet, ar brassa pec’hejou a gontent evit neubet a dra, lonca a rent ar pec’het evel dour ; mæs en heur ar maro o c’honscianç a zeu d’o ficat. Neuse e teu sonch dezo eus un infinite a voall actionou hac abominationou o deus commetet, eus un infinite a voall gomsou, songesonou, desiriou, hac e santont ar bouez hac an enormite anezo. Quemense tout, gant ar spont rag jugeamant an Autrou-Doue e pehini e rencont apparissa, hac an horror eus an Ifern e pehini int prest da veza confontet, a zeu d’o zroubli, d’o zourmanti, d’o disesperi.
Mar goulennomt pardon digant Doue, e santont ne d’ê quet touchet o c’halon pehini a so calet evel ar mæn. Guelet a reont eo ar pec’het o c’houita, ha ne dæeo quet ind-ii a guitta ar pec’het. Mervel a reont erfin en ur stad quen trist ha quen déplorabl.
Pet pec’her disesperet a so bet clevet pa oant prest da vervel, o prononç o-unan o c’hondaonation, en ur lavaret : hevelep buez, hevelep maro : bevet am eus evel un impi, ha mervel a ràn evel un impi.
Ma vizen maro ur certen amser so, ar maro n’en deviz-èn quet va c’havet er stad-ze ?
En heur diveza ha contant en em guivin-me da veza bevet er fæçon ma vevàn ?
Ma tigoueffe din mervel hirio, ha prest oùn-me ?
Goude an avertissamanchou a ro Doue din, goude an exemplou a zisquez din, ar santimanchou mad a inspir din, an amser a accord din, ar gourdrouzou a ra din, ha mancout a rin-me pelloc’h da lacaat urz em c’honscianç ?
Ma ne brofitàn quet bremàn eus ar c’hraç a ra din, ha mar abusàn eus e visericord, ne dleàn-me quet caout aoun n’en devezo quèt truez ouzin voar va maro ?
Va Doue, me ho trugareca dre ma roit din c’hoas un neubet a vuez evit en em brepari d’ar maro. Anzao a ràn penaus am eus cunduet buez ar bec’herien, ha penaus em eus ive meritet mervel eguis ma varf ar bec’herien ; mæs hirio, gant ar sicour eus ho craç, e quemeràn ar resolution da lacât urz er pez a alfe ma zroubli ha ma ambarassi en heur direza. Resolvet oùn da repari ma fautou, ha d’en em disposi dre ur vuez christen da ur maro mad ha santel.
Onsiderit peguen douç eo mervel da nep en deus bevet erfad.
Ar maro pehini a so quen terribl d’ar bec’herien, a so d’ar re just ur sujet bras a consolationou hac a joa.
Ar peoc’h eus o conscianç, an esperanç hac an desir da velet Doue en Eê, a ro dezo ur joa vras. Ar sonch eus o œuvrou mad ne d’ê quet evite ur sujet a vanite, mæs ur sujet a fizianç e misericord an Autrou-Doue, hac a ra dezo esperout penaus goude ma en deus grêt dezo quement a c’hraçou en o buez, n’o abandono quet en heur ar maro.
Doue eus e gostez o c’honsol, a ro dezo graçou caër, a laca en o ene ur feiz parfet, un esperanç ferm, ur garantez ardant, hac a ra dezo santout en o c’halon un douçder pehini a so un tânva eus a eürusdet an Eé.
Mervel a ràn, eme ur C’hristen mad en e heur diveza, mont a ràn da guitât an douar evit mont d’an Eê ; sortial a ràn eus va exil evit distrei d’am bro ; mont a ràn d’al lec’h a repos, d’ar Rouantelez a beoc’h, d’ar Palæs a c’hloar, mont a ràn da veza delivret eus a boaniou miseriou ar vuez-mâ ; ne vesin muy exposet da bec’hi nac en danger d’en em goll ; mont a ràn da velet ar pez biscoaz lagad n’en deus guelet, da glevet ar pez biscoaz scouarn ne deus clevet, da bossedi ur pez biscoaz speret an den n’en deus comprenet ; mont a ràn da velet ma Doue, d’e contempli, d’e garet na d’e veuli epad un eternite.
Peguen douç eo an heur diveza-ze da un ene mad, pehini a so bet sourcius d’en em brepari da vervel ha d’en em zerc’hel atau prest ! Peguen douç e quef ar maro nep en deus cunduet ur vuez christen, hac he zremenet en exerciçou a zevotion hac a garantez ! Penaus ne varfe quet contant an hini a varf Sant ?
Ne depand nemet eus ac’hanoc’h, va breur ha va c’hoar, caout un hevelep maro ; bevit evel ma o deus bevet ar re just, hac a varfot evel ma varf ar re just. Ar re just a veill varnezo o-unan, en em zalc’h atau voar evez, hac en em brepar bemdez d’ar maro, gant aon na vent surprenet. Grit evel-do, hac esperit penaus an Autrou-Doue dre e c’hraç hac e visericord n’oc’h abandono quer voar ho maro. Liquit evez ouz ar pec’het ; grit bremàn ar pez a garrac’h beza grêt pa viot voar ar poent da sortial eus ar bed-mâ ; grit œuvrou-mad ; ind-ii eo a vezo en deiz-ze ho consolation, ho pinvidiguez hac ho curunen.
Onsiderit penaus an ene, querquent a ma zeo separet diouz e c’horf, ha so presantet dirag Jesus-Christ ar Barner souveren, evit beza juget ha receo e setanç pehini a zecido eus e eürusdet pe e maleur eternel hervez e œuvrou mad pe fall.
Pebes spont evit ur pec’her, pa vezo digoret al levr eus e gonscianç, e pehini e velo sclær an oll pec’hejou en deus grêt adalec an usaich a ræson bete fin e vuez, ar goall songesonou e pere en deus en em bliget, an desirou fall en deus bet, ar goall gomsou en deus lavaret, al leoudouet, ar mallozou, ar blasfemou, ha quement action criminel en deus commetet, an injustiçou, an usurerez, an impurete, ar gassoni, ar vangeanç.
Renta a renco ouspen cont eus ar mad a dlee da ober, ha pehini n’en devezo quet grêt, pet gueich en devezo negliget d’en em acquita eus e zeveriou a Gristen, hac eus an obligationou eus e stat ; pet gueich en devezo manquet da bratica an œuvrou a visericord hervez e c’hallout, etc.
Goulennet a vezo oun-tàn cont eus an usaich en deus grêt eus e vadou, eus ar pez en deus impliet e dispignou foll, e vaniteou, en dibauch.
Eno o vezo examinet ar mad memes pehini en deus goall-grêt, ar c’hovisionou-ze heb ur guir gontrition hac heb cenchamant, an Oferennou clevet hep devotion, ar pedennou lavaret hep attantion.
Eno e vezo rebechet dezàn an inspirationou mad, ar graçou, ar moyenou a silvidiguez en devoa bet, hac a bere n’en deus guet profitet.
Renta a rei cont non pas hepquen eus e bec’hejou, mæs c’hoas eus a bec’hejou ar re-all, a bere e vezo bet caus dre voal ali, pe dre voal exempl, pe en ur fæçon benac-all.
Considerit pebes spont, pebes anquen, bebes disesper a santo ur pec’her pehini en em velo contraign da anzao ar virione eus ar rebechou hac an accusationou grèt en e enep, pehini ne allo en em excusi e fæçon ebet, ha pehini en em varno hac en em gondaono e-unan.
Erfin Doue o veza prononcet e setanç, e commanço e eternite maleürus.
Considerit an dallantez eus an darn-vuya eus an dud pere a sonch quen neubet er gont terribl o devezo da renta da Zoue en heur ma varvint. Ar brassa Sænt o deus crenet gant spont rac jugeamant an Autrou-Doue ; pebes aon eta ne dleomp-ni quet da gaout, ni pec’herien !
Songeomp alies e comparissimp un deiz dirac Doue evit beza barnet. Songeomp pe na songeomp quet, un dra eo pehini a erruo gueneomp abred pe zivead. Songeomp eta da regli hon c’hont ; divead e vezimp d’en em brepari pa vezimp dirac hor Barner.
Greomp bremàn hor possibl da veritout ur setanç favorabl. Peguer bras pec’her benac e veac’h, na zisesperit quet da obteni misericord epad ma em’oc’h er vuez-mâ, pa hoc’h eus evit Barner an hini a so deut evit savetei ar bec’herien. Grit pinigen, goalc’hit ho pec’hejou gant an daëlou eus ar gontrition, ha ne vezint quet rebechet deoc’h da zeiz ar varn. Grit œuvrou mad : beza e vezint ho consolation en deiz-ze, hoc’h heulia a raïnt dirac ho Parner, hac e procurint deoc’h ar setanç douç ha favorabl-mâ : Deut, servicher mad, deut servicheres fidel, antreit er joaüsdet hac er gloar eus ho Toue.
Petra raën-me, va Doue, penaus en em gafen-me, ma ve ret din en heur-mâ comparissa dirac ho Tribunal terribl, pec’her maleürus ma oùn ?
O va Jesus douç ha mat, ho pet truez ouz ar c’hriminel paour-mâ pehini a implor ho misericord ; songit ez eo dre garantez evidon hoc’h eus en em c’hret den hac hoc’h eus souffret quement a boan ; considerit ez eo ho Maro ar bris eus va ene, na lesit quet da vont da goll ar pez a so coustet quement deoc’h. Va barnit bremàn, va c’hondaonit da souffr ar poaniou a blijo digueneoc’h, hac e ve epad va oll buez ; mæs grêt din graç ha misericord en heur ar maro.
1. P. Peguer caër eo ar Barados.
2. P. Ar pez a dleomp da ober evit e c’hounit.
Onsiderit peguer caër eo ar Barados, Palæs an Autrou-Doue, an Trôn eus e c’hloar, ar pen œuvr eus e vanifiçanç, ur plaç a blijadurez e pehini e jouis ar Sænt eus un eürusdet eternel, o velet Doue faç-a-faç, oc’h e gontempli, oc’h e garet ahed un eternite heb fin.
Un Doue eo da behini ar bed-oll n’en deus coustet nemet ur goms, pehini a implich e oll buissanç evit renta parfetamant eürus e servicherien fidel.
Represantit eta d’ho speret ar c’haëra traou hac ar c’haëra compagnunez a illit da gompren, ha livirit goudese : ar Barados a so infinimant caëroc’h evit quemense.
An Abostol sant Paul, goude beza bet ravisset bet’en Eê, en deus discleriet penaos speret an n’en deus quet comprenet ar pez en deus preparet Doue d’ar re pere er c’har.
2. P. Considerit penaus ar Barados a so hon heritach, acquisitet deomp gant Jesus-Christ dre ar bris eus e Voad precius, mæs pehini cousgoude ne d’eo prometet deomp nemet dindan condition ma labourimp evit e obteni. Ar Barados a so ur recompans, ret eo eta e meritout dre al labour : ur gurunen eo, ret eo e gounit dre ar victor.
Avi hon eus ouz eürusdet ar Sænt, ha ne zepand nemet ac’hanomp beza un deiz ar pez ma int. Ar memes curunen pehini o deus-ii meritet, a so proposet deomp evit recompans eus hon labour : servicha a reomp ar memes Mæstr, beza hon eus ar memes Lesen, ar memes Aviel, mar fell deomp eta erruout er memes termen, heuliomp ar memes hent o deus-ii heuliet, imitomp o exempl, imitomp o vertuziou. N’en em excusomp quet voar hor sempladurez : ar Sænt a oa tud eveldomp, beza o devoa ar memes sourciou, ar memes tentationou, ar memes difficulteou eveldomp, hac exposet e oant d’ar memes dangerou ; cousgoude hep caout quen sicour na quen moyen d’en em savetei, nemet ar re hon eus ni hon-unan, ez-int erruet eürusasuant er porz eus ar silvidiguez.
Ar Sænt o devoa ur guir volonte d’en em savetei ; o sonch hac o c’halon a oa en Eê ; hac an esperanç eus ar recompans a c’hortoent, a gresque bepret o c’houraich. Songeomp ive alies er Barados, sellomp ouz an Eê ; consideromp ar gurunen a so destinet deomp, hac en em santimp excitet muy-oc’h-muy da labourat evit e meritout.
Evit mont d’an Eê, evit beza Sant, ne d’ê quet absolumant necesser ober traou bras ha dreist-ordinal, mæs miret Gourc’hemennou Doue, hac en em acquita eus an deveriou eus ar stat da behini en deus hor galvet. Ha diez e quivit-hu quemense ? Hac e couste un dra benac deoc’h, pegueit e pado ho poan, ha pegueit ne pado quet ar recompans ? E guirionez, ha coustout a ell re, pa vez question da c’hounit un eürusdet eternel ? Quement a oufemp da ober na da souffr, eme c’hoas S. Paul, ne d’eo netra e comparseson d’ar gloar a so prometet deomp.
O va Doue, ha beza em bo-me un deiz an eur da dânva an douçder eus an eürusdet voar pehini e veditàn ? N’oc’h eus va c’hrouet nemet evit ar fin-ze, ha rei a rit din an oll moyenou necesser evit quemense. Ha revus a rin-me ar gurunen a offrit din ?
O Palæs caër a Zoue, e pehini pep tra so douç, ha netra c’huero, e pehini ar ros a vezo hep drein, ar peoc’h hep bresel, hac ar vuez hep fin ! O Jerusalem celestiel, e pehini e canimp eternelamant ar C’hanticou caër eus a Sion ! Piou a allo caout poan o labourat, oc’h ouzout ez oc’h ar recompans eus e labourou ! Piou a revuso combati, o consideri ar gurunen a so preparet evit-àn !
Peguen dister ha peguen disprigeabl e cavàn-me madou an douar, pa sellàn ouz au Eê, ha pa gonsideràn ar madou eternel !
Aouzec Tad eus an Desert en em assamblaz un devez evit conferi assambles voar ar moyenou da erruout er berfection. Cetu amâ o santimanchou, eus a bere pep Christen a ell ober e brofit, en ur ober reflexion varnezo, pe ous o medita.
1. Ar c’hossa eus an Tadou a gomsas ar c’henta, hac a lavaras : Abaoue ma em eus quiteet ar bed, em eus dispriget quement tra a so e mæs ac’hanon, evit clasq Doue ennon, ha quentre ma teu em speret ar sonch eus ar bed, er chasseàn hac er flastràn evel ur serpant.
Ha me, eme an eil evit en em excita d’ar ferveur, a lavar bemdez din va-unan : hirio eo hoc’h eus commancet da servicha Doue : hirio eo e commances da belerinaich, hac arc’hoas en achoui.
An drede a gomsas evellen : Quentre ma tihunan, ma speret a nich varzu Doue : goudese en em brosternàn d’an douar, en ur gonsideri ma fautou ha ma fec’hejou : saludi a ràn an Ælet santel, hac o fedàn da intercedi evidon. O veza grêt va feden, e tisquennàn en Ifern : consideri a ràn an oll dourmanchou eus ar re daounet, hac e lavaràn din ma-unan : cede aze ar plaç e pehini e tliez beza, cede ar pez hac’h eus meritet ; desq anduri poaniou ar bed-mâ, ma ne fell quet did souffr poaniou eus ar bed-all. Ar reflexion-mâ a ro din nerz ha couraich da zouguen va c’hroas ha da labourat evit ma silvidiguez.
Ar bevare a ajoutas : evidon-me, en em imaginàn beza voar Menez Olivet gant Jesus-Christ hac e Zisquibien, hac er c’hlevàn o lavaret din : chom en c’hompaignunez : en em renq etouez va Disquibien : cheleo va c’homsou ec’his ar Vadelen aseet ehars ma zreit : desq guenême penaus ez oùn douç hac humbl a galon. Cetu aze ar guentel a ra din.
Ar pempvet a exposas ar reflexion en devoa custum da ober. Consideri a ràn, emezàn, an Ælet pere a zisquen eus an Eê evit silvidiguez an dud : admira a ràn ar zêl ardant o deus, hac e concevàn un desir bras da labourat evit ma silvidiguez hac evit silvidiguez va nessa. Deport a ràn bemdez ar maro, hac e lavaràn da Zoue : Va c’halon a so prest, va Doue, va c’halon a so prest. Ma guervel a reot, hac e respontin deoc’h : cetu me amâ : ha ret eo mervel ? contant oùn.
Ar c’huec’hvet pehini a ioa un den a galon, a lavaras : Seblantout a ra din da beb heur clevet an Autrou-Doue o lavaret din : labour evidon, hac e roin dit evit recompans ur repos eternel : combat ouz ma adversour, cede amâ ur gurunen a breparàn evidoud. Ar c’homsou-ze a ra din trec’hi an oll difficulteou hac an oll dentationou.
Ar seizvet pehini a voa un den a oræson, a reas an discours-mâ : Quemer a ràn evit sujet eus va meditation ar feiz, an esperanç hac ar garantez. Ar feiz am c’harg e sclerigen, an esperanç a joa, hac ar garantez a ferveur. Ar feiz a ra din cridi ar pez ne velàn quet ; an esperanç a ra din gortos ar pez ne veritàn quet ; ar garantez a ra din caret ar pez ne blich quet din. Ar feiz am fortifi a enep an tentationou ; an esperanç am rejouis en afflictionou ; ar garantez a ra din caret ar bersecutionou, hac a vir ouzon na ràn drouc da nep a ra din.
Evidon-me, eme an eiz-vet, ne ràn quen nemet lacât evez ouz ma adversour pehini a so bepret o clasq ma surpren, hac e c’houlennàn bepred sicour digant Doue evit e anaout hac evit resista ountàn.
Ha me, eme an navet, ne dremenàn devez ebet na gonsideràn ar Roue a c’hloar e creiz an Ælet, pere a gan e veuleudi, ha pere am excit d’e veuli gant-e.
An decvet pehini en devoa ar memes devotion d’an Ælet, a lavaras e considere bepret e Æl-mad ouz e goste, ha penaus ar sonch-ze en dalc’he en ur respet bras, oc’h ouzout e selle ouz e oll actionou, hac o fresante da Zoue.
An unnecvet, elec’h Ælet, en em imagine bepret beza e compaignunez peder Guerc’hes, an Temperanç, ar Chastete, an Douçder, hac ar Garantez ; ha da bep pas a ràn, emezàn, en em interrogean pelec’h e ma da gompaignuneset ? Emedoud dindan protection ar Vertuziou ; laca evez mad n’o offanses ; coms e peb lec’h eus o guenet, evit ma vezint favorabl did dirac Doue en heur ma varvi.
An diveza, pehini a ïoa ur penitant bras, a zerras ar Gonferanç, en ur lavaret : Va Zadou venerabl, ho puez a seblant din oll celestiel. Petra a livirin-me en ho coude ? N’oc’h eus quet parlantet evel tud, mæs eguis Ælet. O peguen admirabl eo ar graçou en deus grêt Doue deoc’h ! Evidoùn-me pehini a so indign eus an oll faveuriou-ze, em eus bepret va daoulagat arretet voar ar c’hrimou eus va buez, ha voar poaniou an Ifern da bere en em gondaounàn, abalamour ma em eus o meritet ; hac e lavaràn din : quee da chom en Ifern ; quee da souffr an tourmanchou hac’h eus meritet ; souden e vizi strinquet en abim-ze. Neuse e clevàn ar c’hri eus ar re daonet, pehini ne all quet touch calon Doue. En em brosterni a ràn dirazàn, hac en pedàn n’am c’hasso quet goude va mare er plaç-ze a dourmanchou, e pehini ez oùn disquennet quellies a veich epad va buez.
Eus an daouzec moyen mâ da gundui ur vuez vad ha santel, choasit an hini a ra muy a impression voar ho speret ha voar ho calon ; ar reflexion a reot voar ar virione-ze gant ar sclerigen hac ar sicour a roï Doue deoc’h, ho pellaï dious pep pec’het, hac hoc’h excito da gundui ur vuez c’hristen ha parfet.
Unan hepquen eus ar guirionezou bras hon Religion, mar he c’honsiderer abarfetet, hac e mediter bemdez, a so capabl da ober eus ar brassa pec’her ur Sant bras. Evelse eta ar memes guirionez a ell servichout deoc’h da sujet a Oræson un hir amser, ha memes, mar quirit, epad ho puez.