Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 25

Eus Wikimammenn
◄   Evit ar sul Fasq Evit ar Lun Fasq Evit ar Meurs Fasq   ►


Evit ar Lun Fasq.
Meditation var ar Resurrection spirituel eus hon eneo.


COnsiderit penaus ar pez a zesir an Ilis digant he bugale er goueliou-mâ, eo o guelet o commanç ur vuez neve, hac o ressuscita spirituelamant d’ar c’hras, ec’his ma eo ressuscitet Jesus-Christ da ur vuez glorius. Racse ive e ordren dezo purifia o eneou dre ar Sacramant a binigen, ha receo ar gouir bara a vuez.

Mæs considerit penaus evit ressuscita e gouirione, penaus evit ober ur Pasq mad, ne deo quet avoalc’h cofes ha sacramanti, rêt eo c’hoas mervel d’ar pec’het, rêt ê renons d’ar pez a so bet caus deoc’h da bec’hi, rêt eo labourat da drec’hi ho coal-inclinationou, rêt eo cundui ur vuez buroc’h ha santeloc’h.

Petra servich deoc’h accusi ho pec’hejou, gouela, hirvoudi, en em humilia dre ar binigen, ma ne zenchit a vuez ?

Peguement a dud a dosta ous ar Sacramanchou en amser santel-mâ, hac a seblant beza ressuscitet ; mæs peguen neubet a zeu e guirione da ressuscita ! Cals a goevionou a voeler da Basq : hac èn a voeler cals a gonversionou ?

Mar hoc’h eus grêt deja ho Pasq, examinit ha c’hui hoc’h eus-èn grêt gant an dispositionou requis. Quemeret hoc’h eus-hu ur resolution ferm da bellaat diouz an occasionou dangerus evit ho silvidiguez ?

Resolvet mat oc’h-hu da resista ouz ho coal-inclinationou ? Cenchet hoc’h eus-hu buez ?

Ma ne doc’h quet en em acquitet c’hoas eus ho tever pascal, liquit evez n’en em bresantac’h evit e ober, heb caout en ho calon an dispositionou.

2 P. Considerit penaus ne d’en quet c’hoas avoalc’h beza ressuscitet da ur vuez neve dre ar c’hras, ha beza grêt resolutionou mad, rêt eo ive quemer an oll moyenou evit conservi ar vue neve-ze.

Beillit eta bepret voar ho calon, bezit atau voar evez, ne ancoaït morse penaus emaouc’h etouez adversourien ho silvidiguez, ha voar un mor leun a zangerou. Disfiziet eus ac’hanoc’h hoc’h-unan : taustaït alies ouz ar Sacramanchou gant dispositionou santel : ho pet un devotion special evit an Itron Varia hac evit hoc’h Æl-mad : pedit-o da obteni evidoc’h digant Doue ar c’hras da berseveri bete’r fin en e garantez.

Songit peguement a dâl ar c’hras : beza ez eo ar pris eus a oll goad Jesus-Christ : pebes maleur ve evidoc’h coll ur c’hraç quer precius ! Un tensor eo, conservit-èn gant sourci, ha sacrifiet pep tra quent evit coll ar c’hras.

Na vanquit devez ebet da c’houlen gant ferveur ar c’hras caër eus ar berseverans : un donæson eo a Zoue, pehini a renquer da c’houlen bemdez.

O va Doue, grit din ar c’hras da berseveri en ho servich, en ho tougeans hac en ho carantez.