Abrege eus an Aviel/Chapistr 40

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Evit sul ar Sacramant Evit an 3 sul goude ar Pantecost Evit ar 4 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an drede Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus oc’h anaout e vurmure ar Farisianet en e enep dre ma receve ar bec’herien en e gompagnunez, a lavaras dezo : ur Pastor pehini en deus cant pên dânvat, hac en deus dianquet unan anezo, ha ne gouita-èn quet ar re-all oll evit mont da glasq an hini a vanq dezàn ; ha goude ma en deus e gavet, ell laca voar e ziouscoa hac e invit e vignoret n’em rejouissa gantàn, abalamour ma en deus cavet ar pez en devoa collet. Chetu aze penaus en em rejouisser en Eê, pa zeu ur pec’her epquen da ober pinigen.

Sant Lucas. Ch. 15.
Meditation voar conversion ar pec’her.

Considerit penaus Jesus-Christ ar Pastor mad ha carantezus, a zisquez en Aviel-mâ an desir ardant en deus eus a gonversion ar pec’her, figuret ha represantet dre an dânvad dianquet. Peguen dous ha peguer consolant eo ar virionez-mâ, ha peguer capabl ef-hi da ober d’ar brassa pec’herien distrei ous Doue dre ur guir gonversion !

Petra eta, pec’her paour, e tisfiet-hu eus a visericord un Doue pehini en deus un desir quen ardant eus ho silvidiguez ? Perac e tec’het-hu araug un Doue pehini ho clasq evit ho savetei, penini a offr deoc’h e c’hraçou hac a asten deoc’h e zivrec’h evit ho receo ? Rac petra hoc’h eus-hu aoun ? Mar deo bras ho pec’hejou, e vadelez a so c’hoas brassoc’h. En em daulit eta etre e zivrec’h, ha leverit dezàn gant ur galon leun a c’hlac’har ha leun a fizians : o va Salver, Pastor carantezus hon eneou, me eo an dânvad dianquet pehini a glasquit, n’am rebutit quet pa zistroàn davedoc’h ha ma recevit etouez ho tênvet fidel. N’em boa quet hoc’h anaveet bete vremâ, ô va Doue, dougea a reen ho justis, mæs n’em boa biscoas comprenet peguer bras eo ho misericord.

2. P. Considerit penaus ar Pastor mad goude beza clasquet gant cals a fatig, ha cavet arfin e zânvad dianquet, elec’h ober dezàn querzet arauzàn nac e squei, el laca voar e ziouscoa gant ar joa en deus ountàn, hac e invit e vignonet d’en em rejouissa gantàn. Evelse eo, pec’her paour, e vezi diguemeret gant da Bastor, ha da gonversion a roï ur joa vras d’ar Sænt, d’an Ælet ha da Zoue memes, pa hon assur penaus e vezo ur rejouissans vrassoc’h en Eê evit ur pec’her hepquen pehini en em gonvertis, eguet na vezo evit naontec ha pevar-uguent den just pere n’o d’eus quet ezom a binigen.

Ha possibl eo, ô va Salver, ec’h ell ur pec’her eveldoun contribui en un dra benac da satisfaction un Doue ? Ma oblich a reet da gridi ur virionez quer consolant. Quemense, ô va Doue, eo a douich va ene ; ar gontantamant pehini ho pezo d’am guelet convertisset, eo a ravis va c’halon hac am zenn davedoc’h ; re eo refus deoc’h ur satisfaction pehini e deus coustet quement deoc’h, hac a so quen avantajus din. Recevit eta, ô va Doue, ar joa da velet ur pec’her convertisset, pehini n’en deus quen desir nemet d’hoc’h heulia da viquen, ha da bellaat dious quement a allo displijout d’ho Majeste divin.

Considerit bremâ petra eo a so bet caus deoc’h da bellaat dious un Doue quer mad ha quer carantezus. Pe seurt pec’het, pe seurt viç, pe seurt goal accoustumanç eo a vir c’hoas marteze ouzoc’h na zistroït ous Doue a barfetet ha gant fizianç ?

Quemerit ur resolution ferm ha generus da renonç da guemense, hac e santot ho fizianç o crisqui. Pebes joa na root-hu quet d’an Eê-oll, ha pebes joa n’ho pezo-hu quet hoc’h-unan ! Pebes peoc’h en hoc’h ene, pebes contantamant en ho calon !

O va Doue, ma c’hlasquet hoc’h eus pa bellaen diouzoc’h, n’am rebutit quet pa zistroan davedoc’h.