◄ Evit Gouel ar Sacramant | Evit sul ar Sacramant | Evit an 3 sul goude ar Pantecost ► |
Vit compren peguer mad ha peguen important eo Sacramanti alies, considerit penaus Sacramant an Auter a so magadurez spirituel an ene, ha penaus e ro dezi nerz evit en em viret diouz ar pec’het, hac evit pratica ar vertu. Evel ma ro ar boed a zebrer nerz d’ar c’horf da labourat, Sacramant an Auter a ro nerz d’an ene evit servicha Doue ervad. Mar chomer re bell hep dibri, ar c’horf a zeu da veza dinerz, semp, languissant ha da vervel erfin ; evelse mar chom pell-amser an ene heb receo ar boed celestiel destinet evit antreteni ha conservi he buez ; e teu da semplaat, da languissa, da goll he devotion, da abandoni he resolutionou mad, ha d’en em goll erfin.
Attaquet oump a bep tu gant adversourien hor silvidiguez, ar bed, ar c’hiq hac an drouc-speret, exposet omp e peb-lec’h d’an tentationou ; beza hon eus goal inclinationou ous pere e renquomp combati oontinuellamant, a belec’h hor bo-ni an nerz da resista ous quement a adversourien, nac ar gouraich d’en em drec’hi hon-unan, mar pellaomp dious ar sourcen a c’hras ?
E commansamant an Ilis ar Gristenien a gommunie peurvuya bemdez, ha dre an abondans a c’hraçou a recevent, e vevent eguis Ælet voar an douar.
Ar Verzerien evit en em zisposi da souffr an tourmanchou preparet dezo gant an Tirantet, o devoa bepret recours d’ar Gommunion ; ha creêt ha fortifiet dre ar boed divin o devoa quemeret, e souffrent gant couraich ha gant joa ar c’hruela supliçou.
Mar guelomp c’hoas bremàn a drugare Doue eneou mad ha devot o cundui ur vuez santel hac a exempl vad, lequeomp evez, hac e velimp e communiont alies. Mar guelomp er c’hontrol re all o cundui ar vuez dereglet, n’o gueler nemeur o tostaat ous ar Sacramanchou.
Mar d’oc’h bet boaset hoc’h-unan ur mare benac da Sacramanti alies, hac ho pe dileset ar pratiq vad se, comparachit ar vuez a gunduac’h neuse gant an hini a gunduit brema. Pa reac’h ho tevotionou bep miz ha d’ar Goueliou bras, pebes dougeans Doue n’ho poa-hu quet en amser eürus-ze, pebes horreur ous ar pec’het ? pebes devotion, pebes ferveur : mæs allas ! aba ma hoc’h eus quiteet ur pratiq quer mad, ar ferveur ze a so deut da yenaat ; ho calon a so deut da zisec’ha, abalamour ma hoc’h eus manquet da guemer ar bara a vuez pehini ho soutene, an dentation o veza ho cavet sembl, e deus ho trec’het ; deut oc’h d’en em voasa dious ar pec’het, e gommeti a rit heb remors, hac en em gollit. Considerit ho maleur, hac en em resolvit da guemer anevez ar reglen vad ho poa gueichal, pa velit dre hoc’h experians propr ez eo un dra quen avantajus ha quen necesser evit ho silvidiguez.
Na chomet-hu quet pevar, pemp, c’huec’h miz, marteze ur bloa heb tostaat ous ar Sacramanchou ? Petra so cauz a guemense ?
Marteze e leverot ne d’oc’h quet dign da sacramanti alies, ez oc’h re fragil, revras pec’her, pe autramant n’en em santit quet a zevotion ; mæs ne ouzoc’h-hu quet penaus e teu Jesus-Christ da c’hervel an oll d’e vanquet divin, ar re glàn evit o farea, ar re dall evit ho scleraat, ar re sempl evit o c’hreaat ; ar re drist hac affliget evit o c’honsoli, ar re just evit o renta parfetoc’h, hac ar bec’herien pere a zesir en em gonvertissa, evit o sanctifia.
O va Salver, anzao a ràn dirag an Eê hac an Douar, ne doùn quet dign da veza contet etouez ho servicherien, ha neubetoc’h c’hoas da zibri ous ho taul. En em vaga a dlefen gant va daëlou ar rest eus va buez, ha beza privet evit jamæs eus ar Gommunion sacr. Mæs pa fell deoc’h, ô va Jesus, ha pa gommandit din, peguer misérabl benac ez oùn, tostaat ous ho taul santel, me en em bresanto gant humilite, hac a dostaï dre obeissanç, evit plijout deoc’h.
Grit dre ho cras ma vezo va brassa desir ha va brassa contantamant en em unissa gueneoc’h en ho Sacramant adorabl ; ha grit ma vevin da viquen en ur fæson quer christen, ma vezin e stad d’ho receo alies evit ho cloar ha silvidiguez va ene.
Petra a elles-de, o va ene, da zesirout voar an douar, ma ne zesires receo da Salver pehini a ro did ar vuez, pehini a zeu d’az carga a c’hraçou, da scleraat da speret, da rejouissa da galon, hac a zeu d’az convia gant quement a vadelez dre gomsou quen dous ha quer consolant : Deut oll davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulageo.