Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 38

Eus Wikimammenn
◄   Evit Gouel an Dreindet santel Evit Gouel ar Sacramant Evit sul ar Sacramant   ►


Evit Gouel ar Sacramant.
Meditation voar ar sourci a dleomp da gaout da visita Jesus-Christ e Sacramant an Auter, ha voar ar profit a ellomp da denna eus ar visitou-ze.


COnsiderit Jesus-Christ voar an Auter evel ur Roue voar e Drôn evit beza bisitet gant e sugidi ; hac evit receo ar respet hac an enor a so dleet dezàn. Eno eo e teu dre e garantez dreist vusul d’hor guervell oll bras ha bian, evit distribui deomp an tenzor eus e c’hraçou, hac hor c’harga eus e zonæsonou.

Ma ve lavaret deoc’h ema Jesus-Christ er memes furm ma eo bet voar an douar, en ul lec’h benac a-bell, e pehini e ra vad da bep-unan, hac e accord d’an oll quement a c’houlennont, pebes pres, n’ho pe-hu quet da vont d’e velet ? Pebes respet n’ho pe-hu quet evintâ ? Ha c’houi a squisse en e gompaignunez ? Mancout a raec’h-hu da c’houlen digantàn hoc’h ezemou ?

Jesus-Christ a so taust deoc’h, ema en Ilis voar an Auter, e pelec’h e lavar d’an oll : deut davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulajo. Iit eta d’e visita, iit d’e adori liessa ma ellot, iit de ziscleria dezàn gant fizians ho miser, ho paourente, hoc’h infirmiteou, ho tentationou, hoc’h afflictionou, hac e teui d’hoc’h asista, d’ho consoli, d’ho tilivra. Mæs songit d’en em zerc’hel bepret dirazàn gant ar vodesti, an devotion, ar respet hac an dougeans a dle da inspira e vajeste adorabl.

Considerit c’hoas penaus ar sura moyen evit beza proteget, asistet, consolet gant hor Salver pa en recevot en ho clênvet diveza, eo e enori epad ho puez e Sacramant an Auter, e visita alies, hac e receo alies er Gommunion gant an dispositionou requis. Ar respet hac an enor ho pezo rentet dezàn durant ho puez er myster adorabl-mâ, a vezo ar muzul eus ar garantez a zisquezo deoc’h, hac eus ar graçou a raï deoc’h voar ho maro.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ha mont a rit-hu alies da visita Jesus-Christ er Sacramant an Auter ? Mar d’oc’h taust d’an Ilis, petra vir ouzoc’h-hu na brofitet eus an occasion gaër hoc’h eus ? Mar d’oc’h pel dious an Ilis, e ober a rit-hu da viana pa illit caout an occasion ; dre exempl, pa zeut d’an ofis, ha pa en em guivit abred, na illit-hu quet mont da guenta da saludi ha da adori ar Sacramant en neubet amser ? Elec’h en em acquita eus an dever-ze, na chomit-hu quet da gauseal gant ar re-all en dro d’an Ilis ?

Gant pebes respet en em zalc’het-hu dirac ar Sacramant adorabl ?

Ha songeal a rit-hu da exposi d’ho Salver carantezus ho poaniou hac ho miseriou, ha da c’houlen digantàn hoc’h ezomou, ispicial ar spirituel ?

Grit bremàn an Act a Adoration, an Act a Garante, hac an Amand enorabl a so amâ voarlerc’h.

Act a Adoration,

Pehini a so mad da ober bemdez epad an eizvet-mâ hac e peb amser dirac ar Sacramant.

O va Jesus dous ha mad, peguer bras eo ho madelez evidomp, da veza instituet ar Sacramant adorabl-mâ evit chom ennàn bepret gueneomp evit beza hon recours, hon nerz hac hor c’honsolation voar an douar !

Hoc’h adori a ràn er Sacramant gant an oll respet ha gant an oll humilite a behini oùn capabl.

Hoc’h adori a ràn evel Autrou universel eus a guement tra so, ha Crouer ar bed-oll.

Anaout a ràn ez eo digueneoc’h em eus recevet ar vuez ha quement mad am eus, hac ez depandàn ac’hanoc’h e pep tra.

Hac evel ne doùn guet capabl d’ho trugarecât, d’ho meuli, d’hoc’h adori en ur fæçon dign ac’hanoc’h, me a offr deoc’h an oll actionou a c’hraç, an oll benedictionou, an oll meuleudiou hac an oll adorationou a so bet hac a vezo rentet deoc’h gant ar Sænt hac an Elez en Eê, ha gant an eneou santel voar an douar.

Grit dre ho craç, me ho suppli ma teuin epad va buez d’hoc’h adori en Hosti dindàn ar vôal eus ar Sacramant, gant quement a respet, a fizians, a garantez hac a anaoudeguez-vad, ma allin goude va maro caout an eür d’ho couelet scler voar an Trôn eus ho cloar, d’ho contempli ha d’hoc’h adori da james gant an oll Sperejou eürus.

Meulet hac adoret ra vezo Jesus er Sacramant adorabl eus a Auter.

Act a Garantez,
Pehini a so ive mad da ober dirag ar Sacramant, hac a aller da ober e peblec’h hac e peb amser.

O va Salver carantezus, va ardanta desir eo d’ho caret bepret.

Ar garantez e deus triomfet ac’hanoc’h, grêt e deus deoc’h antrepren ha souffr pep tra evidòn, poent eo e triomfe ac’hanon-me, hac e raë din antrepren ha souffr pep tra evidoc’h ? Peur e vezin-me quel leun eus ho carante ma allin lavaret gant guirione : C’houi eo va chonsolation, va buez, va eürusdet, va Doue, ha va oll vad.

Recevit ar brotestation humbl a ràn deoc’h d’ho servicha da viquen gant fidelite ha gant carantez. En em offri hac en em gonsacri a ràn deoc’h antieramant. Ne fell din muy beva nemet evidoc’h, va Doue ! C’houi hoc’h-unan hepquen a vezo ar princip, ar reglen hac ar fin eus va oll actionou. Heulia a rin gant docilite hoc’h inspirationou santel ; pellaat a rin dious plijadurezou dangerus er bed, n’en em exposin muy d’an occasionou d’hoc’h offanci. Chetu aze ar pez a zesiràn muya er bed, ha chetu ar resolution a guemeràn, non-pas dre ur speret a bresomption ; anaout a ràn va miser, va inconstans ha va fragilite, ha gouzout a ràn penaus mar em abandonac’h din va-unan, e couessen adarre abars nemeur em oll dizurzou ; mæs va oll fizians a so ennoc’h, hac esperout a ràn penaus, gant ar sicour eus ho cras, e perseverin en ho servich, en ho tougeans hac en ho carantez.

Amand Enorabl
Dirag er Sacramant.

Va Salver ha va Doue, en em strinca a ràn d’ho treit dirag an Trôn eus ho misericord, evit ober deoc’h reparation hac amand enorabl evit an oll irreveransou, profanationou ha sacrilejou a so bet biscoas commetet, hac a allet da gommeti en amser da zont en hoc’h enep er Sacramant adorabl.

Pardonit din-me pec’her ingrat, ha pardonit ive deomp oll hor fautou hac hor c’hrimou.

Pardonit deomp hon immodesti en ho presanç, pardonit deomp hon neubet a zevotion, hor yenigen hac hon neubet a garantez evidoc’h.

Ancouaït, o va Salver, hon iniquitet, ha songit ez oc’h hanvet hac ez oc’h an Tad a visericord.

Recevit an desir am eus d’hoc’h enori ha d’ho quelet enoret er Sacramant eus ho carantez.

Ya, me a zesir a greis va c’halon ho caret ennàn, ho meuli hac hoc’h adori gant ar memes ferveur ma oc’h caret, beniguet hac adoret gant an Elez hac an eneou santel.

Inspirit din, va Jesus, santimanchou dign eus ac’hanoc’h, ha liquit em c’halon an dispositionou a dlean da gaout evit renta deoc’h an enor a so dleet d’ho Majeste divin. Accordit ar memes gras d’an oll dud fidel, evit ma hoc’h enorimp oll assembles eus hon oll gallout. Grit ive ma teui an oll nationou eus an douar d’hoc’h anaout ha d’hoc’h adori, ha ma vezo dre ar bed-oll ar Sacramant santel eus an Auter meulet, enoret ha glorifiet da jamæs gant ur respet souveren.

Amen.