Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 37

Eus Wikimammenn
◄   Evit Meurs ar Pantecost Evit Gouel an Dreindet santel Evit Gouel ar Sacramant   ►


Evit Gouel an Drindet Santel.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus goude e Resurrection, hac abars ma pignas en Eê, a lavaras d’e Zisquibien : iit dre ar bed-oll, instruit ar bobl, ha badezet-èn en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.

Sant Vaze, Ch. 28.
Meditation voar Myster an Drindet santel.

1 P. Ar pez a dleomp da gridi eus ar Myster adorabl-mâ.

2 P. An obligation hon eus da songeal alies er vadelez hac er garante o deus evidomp an tri Ferson eus an Drindet, ha da zisquez dezo hon anaoudeguez-vad.

Jesus-Christ a bropos deomp en Aviel-mâ ar c’henta hac ar principala eus a Vysteriou hon Religion, da ouzout eo, Myster an Drindet santel, e pehini e credomp hac e adoromp un Doue hepquen e tri Ferson, Tad, Map, ha Speret-Santel.

Considerit penaus ar feiz hon oblich da gridi ez int Doue o zri, mæs ar memes Doue.

Beza ez int tri Ferson distinguet etrezo ; personaich an Tad ne de quet personaich ar Map ; personaich ar Map ne d’e quet personaich ar Speret-Santel, mæs n’o deus o zri nemet ur memes Divinite, ur memes speret, ur memes bolante.

An Tad a so a bep eternite, ar Map a so a bep eternite, ar Speret-Santel a so a bep eternite, ha cousgoude ne dint quet tri eternel, mæs unan eternel.

O zri o deus crouet ar bed-oll : o zri int Mæstr voar quement tra so, ha cousgoude ne dint quet tri C’houer na tri Mæstr : mæs ur c’hrouer hepquen hac ur mæstr, evel ne dint nemet un Doue.

O zri o deus ur memes gallout, ur memes puissanç, ur memes gloar, ur memes majeste.

O zri ez int infinimant puissant, infinimant santel, infinimant parfet : ha pebhini anezo a so quer parfet evel o zri assambles. Cetu aze ar pez a zesq deomp ar feiz.

Enoromp, meulomp hac adoromp ur Myster quer bras, pehini a ra hac a raï da virviquen ar sujet, eus a admiration hac eus a eürusdet ar Saent hac an Elez en Eê.

2 P. Considerit penaus ne d’é quet avoalc’h cridi ar Myster-mâ, ret ê c’hoas anaout ha contempli alies an obligationou infinit hon eus d’an tri Ferson adorabl-mâ, evit o zrugarecât, ha renta dezo carantez evit carantez.

Doue an Tad en deus hor c’hrouet evit hon renta eternellamant eürus en Eê, hac hor c’haret en deus bete livra e Vap-uniq da vervel evit hor savetei.

Doue ar Map dre ur burzut a garante evidomp a so en em c’hret Den, hac en deus anduret bete ar maro evit hor prena.

Ar Speret-Santel a zesir gant ardeur hor sanctification hac hon eürusdet eternel, hac hor sanctifia a ra dre e c’hraçou, dre e inspirationou ha dre e zonæsonou.

Petra a ell beza capaploc’h da c’hounit hor c’halonou, da ober deomp caret an tri Ferson divin-mâ, ha lacaat hon oll fizianç enno, eguet consideri o madelez infinit evidomp hac o c’harante dreist vusul ?

Ra vezo eta hon devotion principala hac ordinala contempli ar Myster adorabl-mâ hac an obligation infinit hon eus d’an Tad Eternel, d’ar Map ha d’ar Speret-Glàn.

Leveromp alies, mæs bepret gant cals a respet hac a zevotion, ar c’homsou caër-mâ : Gloria Patri et Filio, et Spiritui Sancto. Gloar d’an Tad, gloar d’ar Map, gloar d’ar Speret-Santel. Ra servichint da ober deomp caout sonch eus an obligation hon eus da ober hon oll actionou evit gloar Doue, da rapporti dezàn ar gloar eus a bep tra, ha d’e drugarecât a bep tra.

P e d e n.

Tad eternel, va Doue ha va Autrou souveren, va c’hrouet hoc’h eus, va zennet hoc’h eus an neant, va c’harga a ret bepret eus ho madelezou ; pebes actionou a c’hraç ne dleàn-me quet renta deoc’h ! gant pebes carante ne dleàn-me quet ho servicha epad va oll buez !

Va Salver ha va Doue, petra n’hoc’h eus-hu quet grêt, petra n’hoc’h eus-hu quet souffret evit va silvidiguez ? peguer just eo din-me souffr un dra benac dre garantez evidoc’h !

Speret-Glân, peguement a inspirationou santel, peguement a c’hraçou hoc’h eus-hu roet din hac a roït bemdez evit va zenna davedoc’h ha va c’hundui d’an Eê ! Gant pebes anaoudeguez-vad ne dleàn-me quet receo ho tonæsonou, ha gant pebes ferveur ne dleàn-me quet heulia ar santimanchou mad a inspirit din !

O va Doue, pa rit din ar c’hras da anaout va obligationou, roït din ive nerz ha courach d’en em acquita ervad anezo.