◄ Evit al Lun ar Pantecost | Evit Meurs ar Pantecost | Evit Gouel an Dreindet santel ► |
Onsiderit penaus un inspiration vad a so mouez ar Speret-Santel, pehini a barlant ouzomp, pehini hon instru, pehini hon exhort.
Hor silvidiguez a zepand alies eus hor fidelite da heulia un inspiration vad hepquen. Peguement a Sænt a so eürus er Barados evit beza bet fidel da brofita eus un inspiration, hac e vize en em gollet, ma n’o devize quet profitet anezi ! Peguement a aneou a so maleürus en Ifern, evit beza dispriget un inspiration o devoa bet, ha pere a vize bet salvet mar o devize grêt usaich vad anezi.
Nep a brofit eus a c’hraçou Doue, a receo re all brassoc’h ; hac an nep a zeu da abusi anezo, a goll ar re a oa destinet evitàn.
Doue a daô goude beza parlantet ; en em retira a ra goude beza clasquet ; disprijout a ra goude beza bet dispriget, punissa a ra goude beza anduret.
Quement inspiratien vad a zeu deoc’h, ma ne servich bremâ evit ho sanctification, a servicho un deiz evit ho condaonation.
Pet gueich hoc’h eus-hu manquet da heulia inspirationou a Speret-Santel ? Beza ez eus marteze ur bloaz, daou vloas, pe ouspen, ma hoc’h inspir da ober ur mad pehini n’hoc’h eus quet grêt c’hoas. Pegueit amser so ma lavar deoc’h ma ho sollicit, ma ho press da renons d’ar pec’het-se, d’ar goal-accustumans-se, ha ne rit vân ebet ?
Considerit an nombr a c’hraçou ous pere hoc’h eus resistet, considerit an neubet amser hoc’h eus muy da veva, ha ma eo resolvet an Autrou-Doue da souffr ar resistans-se. Mar clevit hirio e vouez, na galedit quet ho calon ; ho quervel a ra, martese evit ar veich diveza. Liquit evez ne lavarfe deoc’h erfin : Ho calvet am-eus, ha n’hoc’h eus quet va chelaouet ; va guervel a reot, ha n’ho chelaouin quet.
Trugarecaït ar Spetet-Santel eus an oll inspitationou, an oll donæsonou, an oll graçou en deus roet deoc’h : goulennit digantàn pardon eus an neubet a fidelite hoc’h eus bet da brofita anezo. Chelaouit ar pez a lavar deoc’h bremâ, ha bezet fideloc’h d’e ober, gant aoun ne zeufe erfin d’hoc’h abandoni.
Speret-Divin, anaout a ràn ne doùn quet abandonet gueneoc’h pa glevàn c’hoas ho mouez carantezus pehini a rebeich din va infidelite ha va ingrateri ; re bell-amser so e scoït voar dôr va c’halon : petra c’houlennit-hu diguenê-me, va Doue ? Parlantit c’hoas ur veich, hac e obeissin deoc’h.
Anaout a ret va dallentez, va sempladurez, va fragilite ; roït din eta, me ho supli, sclerigen evit anaout bepret ho polonte, couraich evit antrepreni ar pez a inspiret din, ha nerz evit e beurachui.