Abrege eus an Aviel/Chapistr 35

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Evit sul ar Pantecost Evit al Lun ar Pantecost Evit Meurs ar Pantecost   ►


Evit Lun ar Pantecost.
Meditation voar er mercou dre bere e ellomp anaout ha ni hon eus recevet ar Speret-Santel.


COnsiderit penaus e illit caout un assuranç moral hoc’h eus bet an heur da receo ar Speret-Santel ha d’e gaout en ho calon ; da guenta, mar d’oc’h fidel da ober quement a ouzoc’h a c’houlen Doue digueneoc’h ha d’e ober dre garantez evitàn. D’an eil, mar souffrit gant patiantet hac abalamour da Zoue, ar pez a erru gueneoc’h a rust hac a boanius, quen en ho corf hac en ho speret, quen en ho reputation hac en ho madou. D’an drede, mar en em soumetit hac en em ahandonit e pep tra d’e volonte divin, o cridi parfet penaus quement a ra a so just ha santel. D’ar bevare, mar en em bligit o songeal e Doue hac o clevet parlant anezàn.

Examinit amâ hac ar re-ze eo ho tispositionou. Mar o remarquit enoc’h, anavezit ez int donæsonou ar Speret-Santel pehini a so en ho calon ; rentit dezàn actionou a c’hras, ha rapportit dezàn an oll gloar.

Ma ne remerquit quet enoc’h an oll dispositionou-ze, na zisesperit quet cousgoude, ha na gollit quet couraich, mæs sellit petra so enoc’h hac a ell displijout d’ar Speret-Glàn, hac en ampeich da zisquen en ho calon : renoncit eus a vremâ da guemense ; mar quivit e ve dies ha poanius deoc’h e ober, songit penaus an onction eus ar Speret divin-ze a zousaï souden ho poan hac a blenaï an oll difficulteou. Liquit ho fizians ennàn : presantit dezàn hirio ho calon, ha pidit èn dre ho taëlou hac hoc’h hirvoud da burifia hoc’h ene, ha da lacaat ennàn an tân sacr eus e garante divin.

Speret-Glàn, sourcen eus an oll graçou, hon refuich, hon nerz hac hor c’honsolation, va senchit en un den nevez : cenchit ma speret pehini a so quen infidel, quen digouraich, quen impatiant, ha roït din hoc’h hini pehini a so ur speret courajus, ur speret fidel, ur speret dous, ur speret patiant ha carantezus. Plige gueneoc’h dont d’am bisita ; n’am privet quet eus ho tonæsonou, peguen indign benac ez oùn ; na bermetit quet e tremenfe ar Goueliou-mâ hep ma santin an effejou dous eus ho cras hac eus ho presans.