Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
Ar Sul quenta goude ar Rouane.
Evit ar Sul quenta goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.
ESUS d’an oad a zaouzec vloaz a yeas gant Sant Joseph ha gant e Vam beniguet da visita an Templ a Jerusalem en un deiz solennel. Pa voe achu ar solennite eus ar Gouel, ar Verc’hes Sacr ha Sant Joseph a bartias evit mont d’ar guær, o songeal e teue Jesus e compaignunez re-all eus o anaoudeguez hac eus o c’herent. Pa voent avancet en hent, en em lequezont d’e glasq ha d’e c’houlen, mæs evel n’er c’hefzont quet, e tistrojont var o c’his da Jerusalem, affliget ha desolet : e gavout a rejont en Templ e creis an Doctoret eus al Lesen, da bere e explique ar Scritur Sacr.
Meditation var ar c’holl eus a c’hraç Doue, ha var ar voien da repari ur c’holl quer bras.
An Itron Varia a oa affliget heb gallout en em gonsoli, abalamour ma