Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Ar Sul goude Nedelec.
Jesus a so bet dispriget ; hac e fell din beza enoret ?
E vuez a so bet leun a boaniou hac a souffrançou ; ha me ne glascàn nemet beva em æz hac em flijadur.
O va Salver, peguen dishenvel eo va buez dious hoc’h hini ! Peguer ravisset oùn-me, pa gonsideràn ho vertuziou ! Mæs peguer spontet oùn-me, pa sellan ous ma viçou !
C’hui eo va mæstr, va squêr ha va exempl ; hoc’h imita hac hoc’h heulia e peblec’h a fell din hivisiquen gant ar sicour eus ho craç.
Ma sicourit da regli va oll actionou ha va oll desirou hervez ho re, da gonsideri gant disprijanç eveldoc’h madou, enoriou ha joaüsdet ar bed ; ha da gridi parfet penaus ar brassa avantach hac ar brassa consolation a allàn da gaout er vuez-mâ, eo hoc’h imita hac hoc’h heulia.