Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
Ar Sul goude Nedelec.

imita, quement en deus gret evidomp, quement en deus souffret, an oll goad en deus scuillet, a vezo inutil deomp, ha ne servicho nemet evit hor brassa condaonation.

Reflexion varnomp hon-unan.

Heulia a ràn-me Jesus-Christ ? e imita a ràn-me ? va buez hac hi so henvel ous e hini ? Jesus en deus caret ar baourente : ganet eo bet, bevet en deus, ha maro eo en ur baourente vras. Ne garàn-me quet er c’hontrol madou an douar : n’am eus-me quet va c’halon stag outo ? mar em eus dienez eus un dra benac, na zeuàn-me quet d’en em jala ha da vurmuri ?

Jesus a so bet humbl, ha me n’oun-me quet ourgouillus ha superb !

Jesus a so bet douç ; ne doun-me quet colerus ?

Jesus en deus pardonnet d’e adversourien ; ne glasquàn-me quet d’en em vengi eus va re ?

Jesus a so bet patiant. ha ne fell din souffri netra.