Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
Ar Sul goude Nedelec.

d’e heul. Lavaret a ra da bep hini ac’hanomp evel ma lavaras d’e Zisquibien : roet am eus exempl deoc’h, evit ma reot ec’his ma em eus gret va-unan : mar doùn bet humbl, douç ha patiant, mar em eus pellaet dious an enoriou, mar em eus renoncet d’ar plijadurezou, mar em eus douguet va c’hroas, mar em eus souffret hep en em vengi hac heb en em glem, mar em eus pardonet d’am adversourien, ez eo evit hoc’h angagi d’am heulia e quemense.

Jesus en deus gret abondamant eus e gostez quement a oa ret evit hor savetei ; disquezet en deus deomp hent an Eê, hon instruet en deus dre e zoctrin ha dre e exempl ; hon dilivret en deus a buissanç an drouc-speret ; hon reconciliet en deus ganc Doue e dad ; roet en deus deomp an oll moyenou a silvidiguez : mæs goude quemense-oll, ma ne reomp un usaich mad eus e c’hraçou, ma ne heuliomp quet an hent en deus desquet deomp, ma ne zeuomp d’e