Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
Ar Sul goude Nedelec.

Dat Eternel. Rancontri a eure eno Simeon, pehini goude beza e anavezet evit ar Messii hac e adoret, a brofetizas dezi penaus he Map divin a andurje cals abers an dud, ha penaus hi he-unan e devije he c’halon mantret gant glac’har o velet ar goal dretament a vize gret d’he Map. Discleria a eure ive dezi penaus petra benac ne oa deut Jesus er bed nemet evit silvidiguez ar bed-oll, cals cousgoude dre o faut ne zeuzent quet da brofita eus a c’hraç ar Redemtion, ha penaus evelse e vije he Map ur sidn a silvidigaez evit cals, hac ur sign a reprobation evit cals a re all.

Sant Lucas, Ch. 2.
Meditation var an necessite da heulia ha da imita Jesus-Christ.

Considerit penaus hor c’henta hac hor brassa studi a dle beza da gontempli buez Jesus-Christ evit e imita. Hor squér hac hon exempl eo. Discleria a ra deomp penaus mar fell deomp beza eus an nombr e servicherien, e tleomp absolumant mont