voa dianquet Jesus ; ar pec’her a dle gant muy a ræson beza affliget ha caout e galon mantret pa en deus collet ar c’hras, pa en deus collet Doue.
Goëla a rit pa velit ho Tad, ho Mam pe ho Crouadur o vervel ; goëla a rit pa erru gueneoc’h ur c’holl temporel benac, ha ne ret van ebet pa gollit ar c’hraç, pa zeu hoc’h ene da vervel dre ar pec’het. Cousgoude en ur goll ar c’hraç-ze, e collit ar mad souveren, e collit ar Barrados, e collit Doue, e collit tout. Na voëlit quet evit c’holl eus a draou ar bed-mâ, ho taëlou n’o rentint quet deoc’h ; mæs goëlit abalamour ma hoc’h eus collet ar c’hraç, an daélou-ze a raï deoc’h he c’havout.
2. P. Considerit penaus ar Verc’hes santel querquent ha ma santas e oa dianquet he Map, a zistroas da Jerusalem d’e glasq ; evelse ive, pec’her, querquent ha ma hoc’h eus collet graç Doue, querquent ha ma ouc’h couët er pec’het, labourit da sortial eus ar stad maleürus-ze hep