Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
goude ar Rouane.

differi. Dangerus eo beva en ur stad e pehini ne falfe quet deoc’h mervel. Pa illit mervel e pep moment eus ho puez, na zifferit quet ho convesion. Iit da glasq Jesus-Christ en Templ eharz ur c’hovesour, eno eo er c’heffot.

Penaus ellet-hu beva ha cousquet e peoc’h o veva e stad a bec’het marvel ? Ha c’hui a oufe cousquet e repos var bord ur punç pe ur precipiç, ha gant ur serpant en ho querc’hen ?

Ma visac’h bet surprenet gant ar maro ebars er stad-ze, evel ma zeo digouet gant cals a re all, siouaz dezo, pelec’h e vec’h-hu bremâ ?

Reflexion varnomp hon-unan.

E pe stad emaoùn-me ? Ha me a so e graç Doue ? Ha me a so er meas eus e c’hraç ? Va c’houstianç ha ne reproch-y netra din ? N’emaoùn-me quet er stad a bec’het marvel ? Ha me a garre mervel er stad e peini en em gavàn bremâ ? Ret eo din eta sortial anezàn heb dale ; ret eo din en em lacât e stad da vont dirac Doue, pa bligeo gantàn va guervel.