Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
An eil Sul

O va ene, trugareca an Autrou-Doue da veza da zeportet bete vremâ ; profit eus an amser a ro did dre e vadelez, ha na zale quet pelloc’h da effaci da bec’hejou gant an daelou eus ar binigen, evit ober da beoc’h gant Doue hac antren en e c’hraç.



Evit an eil Sul goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS hac e zisquibien, hac an Itron Varia a voe pedet da un eured er Guer a Gana e Galilee. Carga a reas a c’hraçou an dud nevez, hac ober a eure ur miracl en o faveur, o ceinch an dour en ur gouin excellant.

Sant Yan, Ch. 1.
Meditation var an disposition requis evit ober un dimizi eürus ha santel.

Considerit da guenta ez eo ret caout ur vocation legitim, da lavaret eo, ret eo beza galvet gant Doue d’ar stad-ze. Ne aparchant nemert ouz Doue, eme ar Profet, disposi eus hor for-