Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
goude ar Rouane.

tun. Da Zoue eo d’hon lacaat er stad hac er gondition a bligeo gantàn, ha non pas deomp d’e choas hon-unan.

Darn a so galvet gant Doue da zimisi, darn da chom er bed heb dimizi, lod so galvet da antren er c’houenchou, lod all evit beza tud a Ilis.

Mar quemerit ar stad pehini a so destinet deoc’h gant Doue, e vevot contant ennàn, hac e vezo æz deoc’h ober ho silvidiguez. Mæs mar choasit ur stad da behini ne doc’h quet galvet, ne guefot nemert displijadur er vuez-mâ, hac e viot en danger bras d’en em goll, abalamour Doue ne d’eo quet obliget da rei deomp graçou special evit trec’hi an difficulteou a so en ur stad e pehini e vemp en em angaget a enep e volante.

Abars eta en em angagi e stad a briedelez nac e stad-all ebet, goulennit alies digant Doue dre bedennou fervant ar sclerigen evit anaout an hini en deus destinet deoc’h. Examinit an