◄ Evit an eil sul goude Pasq | Evit an drede sul goude Pasq | Evit ar bevare sul goude Pasq ► |
Esus a lavaras d’e Zisquibien soud’en n’am guelot muy, ha da benn un neubet amser goude-ze em guelot adarre ; car mont a ràn da gavout va Zad. E guirione, el lavaret a ràn deoc’h, va Disquibien guæz, c’houi a vezo affliget er bed-mâ, c’houi a voelo hac a hirvoudo, ha tud ar bed en em rejouisso ; c’hui a vezo en dristidiguez, mæs ho tristidiguez a zencho e joausdet. Pa vez ur vreg voar ar poent da c’henel, e deus poan ha tristidiguez ; mæs querquent ha ma
vel he c’hrouadur ganet, e teu da ancouât he foan gant ar joa e deus. Evelse c’houi a so bremâ en dristidiguez ; mæs va guelet a reot adarre, hac ho calon a vezo leun a joa, ha netra ne allo lemel digueneoc’h ho joausdet.
1. P. Perac e permet Doue prosperite ar re vechant hac affliction ar re just.
2. P. Joausdet ar re vechant a so væn ha tromplus.
3. P. Affliction ar re just ne vir quet ne santont ur peoc’h bras e gouelet o c’halon.
Na vezet quet souezet evit gouelet ar re vechant o veza e creis ar brosperite hac en abondans eus a bep tra. Doue a bermetet dezo jouissa eus an eürusdet temporel-ze, evit o recompansi eus a certen actionou mad o deveus grét : evel ne vezint quet recompanset er bed-all, e recevont o recompans er bed-mâ.
Ar re just er c’hontrol a so alies affliget, abalamour ne fell quet d’o Zad celestiel rei dezo plijadurezou an douar, pere o lacae en danger da goll madou an Eê.
Mæs ur cenchamant bras a vezo un deiz. Ar re vechant hac impi o deus en em rejouisset en o buez : un dristidiguez eternel a heulio ar joa-ze quer ber. Ar re just o deus bevet er boan hac er souffransou : Doue o c’hargo eus a ur joa pehini ne devezo fin ebet.
2 P. Considerit peguer vaen ha peguen tromplus eo eürusdet ar re vechant : e creis o frosperite hac o brassa plijadurezou, o c’halon n’en em guef quet contant : ar remors eus o c’houstians pehini a zeu bepret d’o zroubli ha d’o ficat, o rend maleürus.
Deut heur ar maro, o joausdet en em zench en un dristiguez estranch. Guelet a reont neuse peguement int en em dromplet, ha peguen abuset int bet gant ar bed hac e plijadurezou.
An amser dremenet pehini a represant dezo an drouc o deus grêt hac ar mad o deus negliget da ober : an amser bresant e pehini e rencont quitaat quement o deus caret : ar spount rac an amser da zont, rac jugeamant an Autrou-Doue e pehini e rencont apparissa heb dale evit beza juget evit un eternite, a zeu d’o zroubli, d’o digonforti, d’o disesperi.
3. P. Considerit er c’hontrol peguen contant e vef hac e varf ar re just. Epad o buez, e creis memes o brassa afflictionou e jouissont eus ur peoc’h hac ur repos bras e goelet o c’halon. En em rejouissa a ràn, eme S. Paul, em souffrançou : leun oun a gonsolation ha leun a joa etouez va oll afflictionou. Pebes joa a santer, pa gonsiderer ez eo evit un Doue e souffrer, evit Jesus-Christ pehini en deus anduret quement evidomp.
En heur ar maro e santont ur gontantamant vras da veza dispriget ar bed hac e blijadurezou. Quitaat a reont gant joa ar bed-mâ pehini o deus bepret consideret evel o exil, ha leun int a fizians er visericord eus o Barner.
Piou ne choaso quet quent goela voar an douar gant ar re just, hac ar em rejouissa eternelamant en Eê, eguet em divertissa gant ar re vechant, ha scuilla daëlou, c’huero epad an eternlte ?
Ne zesiràn ha ne glascàn-me quet joausdet ar bed ?
Ne songeàn-me quet beza eürus pa en em gavàn em flijadur hac er brosperite ?
Na songeàn-me quet beza miserabl ha maleürus pa zigoez guenê un affliction benac ?
O peguement oun-me en em dromplet bete vremàn !
O va Doue, grit din compren muy-oc’h-muy peguer væn ha peguen tromplus eo joausdet ha prosperite ar vuez-mâ ! Grit ma considerin a barfetet peguer buan e tremen plijadurezou ar bed, ha peguer maleürus eo ar fin da behini e conduont map den.
Plijaduriou, enoriou, madou ar bed, n’ho considerin muy nemet evel amusamanchou ha vaniteou.
Ne fell din muy, ô va Doue, quen plijadur, na quen consolation, na quen joausdet nemet an hini da veza oll deoc’h.