Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 30

Eus Wikimammenn
◄   Evit an drede sul goude Pasq Evit ar bevare sul goude Pasq Evit ar pempet sul goude Pasq   ►


Evit ar bevare Sul goude Pasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus o veza discleriet d’e Zisquibien e yee d’o c’huitaât evit mont da gavout e Dad Celestiel, ha penaus n’er gouelsent muy, en em guefsont leun e dristidiguez. Neuse e lavaras dezo ez oa o mad hac o avantaich ma en em separze evel-se diouto, abalamour, emezàn, ma tlie dezo ar Speret-Glàn, pehini a zeuze d’o c’honsoli, d’o c’harga a sclerigen, ha d’o instrui voar pep tra.

Sant Yan. Ch. 16.
Meditation voar ar sec’hor spirituel pe an desolation interieur.

1. P. Perac e permet Doue ma en em gavomp aviziou er stat trist-ze.

2. P. E pe fæçon e tleomp en em gomporti en occasionou-ze.

Considerit penaus hor Salver a lavaras d’e Zisquibien e oa profitabl evito ma teuze d’o c’huitaat, petra benac ma oa o oll joausdet hac o c’honsolation uniq. Na esperomp quet e allimp jouissa bepret eus ar c’honsolationou divin en draounen-mâ a zaëlou ; car Doue, goude beza hor bisitet, en em guz ouzomp, goude beza hor c’honsolet, hor priv eus e gonsolation, ha quemense bepret evit hor profit hac hon avantaich.

Hor c’honsoli a ra, evit hon tenna d’e servich, evit ober deomp disprijout consolationou væn ar bed, evit hor c’honforti hac hor c’hourachi da drechi ar poaniou hac an difficulteou e gavomp o pratica ar vertu.

Hor priva a ra eus e gonsolationou, evit hon renta humbl, evit ober deomp santout peguer paour ha peguer sempl oump, pa vemp abandonet deomp hon-unan. Hor priva a ra eus an dousder celestiel-ze, evit ober deomp e glasq gant muy a ferveur, ha clasq muy ar c’honsolateur eguet ar gonsolation ; evit c’hoas ober deomp e servicha gant ur garantez bur ha desinteresset, heb clasq hor c’hontantamant hon-unan ; hac erfin evit ober deomp querzet en hent royal eus an Eê, pehini eo hent ar groas hac an affliction.

En desolation eo e tisquez an ene e c’harantez da Zoue. Ne deo quet un dra vras servicha Doue en amser ma teu d’ho carga a gonsolation hac eus e faveuriou ; mæs e servicha en amser ma ho lês en affiiction ha ma seblant hoc’h abandoni, hennes a so ur guir varq a fidelite.

Un nombr bras a Sænt o deus bevet pell-amser en ur sec’hor hac en un desolation estrainch ; ha dre an usaich mad o deus grêt eus ar poaniou interieur-ze, pebes gloar n’o deus-y quet meritet.

2. P. Pa bligeo da Zoue scuilla e gonsolation en ho calon, recevit-hi gant action a c’hras, evel un dra n’hoc’h eus quet meritet ; ha pa zeui d’ho priva anezi, souffrit ar brivation-ze gant resination d’e volonte divin. gant humilite ha gant couraich. Bezit neuse fidel d’en em acquita eus ho tevotionou ordinal, petra benac na reac’h anezo nemet dre boan ; ha credit parfet ne vezint nemet agreaploc’h da Zoue, hac eus ur brassoc’h merit evidoc’h. Car ar vertu hac an devotion ne gonsistont quet en dousder, er saour, er gonsolation sansibl a santit aviziou en hoc’h exercisou spirituel, mæs en ur volonte ferm, constant ha prest da bratica ar pez a ouzoc’h beza agreabl da Zoue.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Penaus oùn-me en em gomportet en amser ma oùn en em gavet er sec’hor hac an desolation intérieur ? Souffret am eus-me ar boan-ze gant humilite, gant ur speret a binigen ha gant resination da volonte Doue ? Ne doùn-me quet en em abandonet neuse d’an troubl, d’an distridiguez, d’an digourajamant ? N’am eus-me quet dileset va exercifou a zevotion, pe darn anezo ?

O va Doue, en em resina a ràn evit bepret d’ho polonte just ha santel : va zretit evel ma plijo gueneoc’h. Sûr oùn penaus quement a erruo guenê dre hoc’h urz ne allo beza nemet avantajus din. Mar fell deoc’h va bisita, rei din sclerigen, va c’honsoli, ra viot meulet ; mar fell deoc’h va lesel er sec’hor, en devaligen, en distridiguez, ra viot ive meulet. Me a recevo ingalamant eus ho torn an drouc hac ar mad, an douç hac ar c’huero, ar gonsolation hac an affliction, hac a rento grajou deoc’h evit quement a erruo guenê. E pe stad benac em lequeot, e rin va fossibl da veza fidel deoc’h.

E creis va foaniou e livirin bepret : ho polonte bezet grêt, va Doue, ha non pas va hini. Chom a rin contant o velet ho polonte accomplisset voarnòn ; hac en em gonsoli a rin en ur lavaret e goelet va c’halon. Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h, va Doue me en em abandon etre ho taouarn.

Chetu aze ar resolution a guemeràn hkirio, ha da behini gant ar sicour eus ho craç, e fell din beza fidel ar rest eus va buez. Anaout a ret, va Doue, ma infirmite ha va sempladures, ha digueneoc’h eo e esperàn nerz ha couraich.