Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 31

Eus Wikimammenn
◄   Evit ar bevare sul goude Pasq Evit ar pempet sul goude Pasq Evit Gouel an Assantion   ►


Evit ar pempet Sul goude Pasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’E Zisquibien : E guirionez, e lavaret a ràn deoc’h : va Zad a roï deoc’h quement tra a c’houlennot em hano digantàn. Bete vremâ n’hoc’h eus goulennet netra em hano ; goulennit, hac e recefot.

Ar c’homsou-mâ a so raportet gant Sant Yan, Ch. 16.
Meditation voar ar Beden.

1 P. An necessite da gaout recours da Zoue dre ar Beden.

2. P. Petra a dleomp da c’houlen digant Doue.

Considerit penaus hon eus bepret ezom da bidi, abalamour ma hon eus bepret ezom eus ar c’hraçou. Sempl ha fragil oump, sujet oump da un infinite a viseriou quen a gorf quen a speret, incitet oump d’an drouc dre hor goal-inclinationou, exposet da un infinite a zangerou, attaquet a bep tu gant adversourien hor silvidiguez.

Penaus gallout resista ouz quemense tout ha beva en assuranç, nemet dre ur sicour special a Zoue ? Ret eo eta, evit receo e sicour hac e assistanç, caout recours dezan dre ar beden, hervez ma en deus-èn ordrenet : Goulennit, emezàn, hac e recefot ; clasquït, hac e quefot ; scoit voar an or, hac e vezo digoret deoc’h.

Doue a fell dezàn rei deomp hon oll ezomou hac hor c’harga eus e c’hraçoü, mæs ive e fell dezàn o goulennemp, evit ma teuimp da anaout hor paourentez hac hor sempladurez, ha da anaout ez eo digantàn e teu hon nerz hac hon oll vertu.

2 P. Considerit penaus e tleit goulen principalamant digant Doue ar madou spirituel, madou an ene. N’en em gantantit quet couscoude da lavaret e general, va Doue, ho pezet truez ouz va ene : pliget gueneoc’h va fardonni, grit din ar c’hraç da veza eürus gueneoc’h en ho Parados ; goulennit c’hoas e particulier ar sicour a behini hoc’h eus ezom evit ober eus ho costez ar pez a dleit evit obteni a c’hraç-ze da veza pardonet gant Doue ha recevet en e Varados. Goulennit ar gouraich da labourat evit ho conversion, an nerz da drec’hi ho coal-inclinationou, an nerz da resista ouz tentationou ar c’hiq hac an drouc-speret, ar c’hras da zistaga ho calon diouz ar bed, ar c’hraç d’en em acquita santelamant eus an deveriou eus ho stad, ar c’hraç da veza humbl, douç, patiant, pur ha chast ; goulennit digant Doue ar c’hraç d’e servicha gant ferveur, ar c’hraç da veva ha da vervel en e zougeanç hac en e garantez, evit gallout e gontempli hac e veuli eternellamant.

Goulennit goudeze hoc’h ezomou temporel, hep o goulen cousgoude gant re a bres hac a ardeur, mæs gant ur soumission barfet da volonte Doue, pehini a oar petra so profitapla evit e c’hloar hac evit ho silvidiguez.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Pe guellies a veich em eus-me negliget da gaout recours da Zoue em necessiteou ! Ma vizen bet fideloc’h d’e bidi, peguement a chraçou n’am bize-me quet recevet, a beguement a fautou ne vizen-me quet bet preservet.

Mar em eus pedet aviziou, petra am eus-me goulennet digant Doue ? lavaret em eus pedennou diouz ar mintin, diouz an nos hac en Oferen, mæs pet gueich n’am eus-me quet o lavaret heb intantion ebet, heb songeal da c’houlen gras ebet ous Doue, pe d’e drugarecât eus e vadelezou ? Pedet am eus hepquen dre accustumans, abalamour ma oa ret lavaret ur beden benac. Allas ! pedet am eus, hep, pidi. Ne veritàn-me quet ar memes rebeich a rezoc’h, va Salver, d’ho Tisquibien : bete vremâ n’hoc’h eus goulennet netra.

Mar am eus goulennet ur c’hraç benac, petra am eus-me goulennet ? Madou temporel, ar yec’het, un issu mad em afferiou ? Mæs ha songet am eus me da c’houlen va ezomou spirituel, evel an humilite, an temperans, ar garantez e quenver va adversourien, hac ar vertuziou-all ?

Ha pedet am eus-me gant quement a ardeur evit beza delivret eus a viçou va ene, evel ma em eus pedet evit beza rentet pare eus a glenvejou va c’horf ?

Hac ober a ràn-me an alusen pe un œuvr-mad benac evit obteni an donæson a chastete, evel ma ràn evit caout un issu-mad en afferiou er bed ?

O va Doue, grit din anaout ervad va miseriou, ispicial re va ene, va sempladurez ha va fragilite, hac an ezom am eus da bep mare eus ho sicour hac eus ho craç ; grit din ive anaout ho misericord hac ho madelez infinit, evit ma teuin em oll ezomou da implori hoc’h assistanç gant humilite ha gant fizianç,