Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 28

Eus Wikimammenn
◄   Evit sul ar C’hasimodo Evit an eil sul goude Pasq Evit an drede sul goude Pasq   ►


Evit an eil Sul goude Pasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’ar Farisiantet : me eo ar Pastor mad. Ur Pastor mad a expos e vuez evit e zênvet. Anaout a ràn va dêvet, ha va dêvet em anaf, ha rei a ràn va buez evit-o. Beza em eus c’hoas dênvet-all pere ne dint quet ac’hann. Me o digasso hac o lacaï oll assambles. Chelaou a raïnt va mouez : ne raïnt muy nemet ur vandenn, ha ne vezo nemet ur Pastor.

Sant Yan, Ch. 10.
Meditation voar ar Pastor mad.

1. P. Jesus a so hor Pastor mad, leun a vadelez hac a garantez evidomp.

2. P. Ha beza ez-omp ni dênvet mad ha fidel dezàn ? Ur Pastor mad a gar e zênvet, o c’hundui a ra d’ar guella peuri ; querzet a ra arauzo evit o zenna voar e lerc’h ; o difen a ra ouz ar bleizi ; guervel ha clasq a ra ar re dianquet, hac exposi e vuez evito. Un hevelep Pastor en em acquit ervad eus e zever hac a verit beza meulet.

Mæs considerit penaus Jesus-Christ, pehini eo ar Pastor fidel, ar Pastor mad dre excellans, a ra evidomp muy infinimant evit quemense. Hor c’haret a ra, hac hor c’haret en deus a bep eternite ; pourvei a ra d’hon oll ezomou quen spirituel quen temporel, hor maga a ra gant e Gorf sacr hac e Voad precius ; disquez a ra deomp an hent eon eus an Eê dre e exempl ha dre e zoctrin divin comprenet en Aviel ; querzet a ra arauzomp gant e Groas ; hon difen a ra ouz an drouc-speret, hor c’hlasq a ra pa vezomp faziet voar an hent mad, hor guervel a ra dre e inspirationou hac e Graçou da zistrei davetàn, ha roet en deus e vuez evit miret na vijemp collet.

O Pastor carantezus, peguer bras eo ar sourci a guemerit ac’hanomp ! Piou a ouffe compren ho madelez hac ho carante ? Pebes actionou a c’hras na dleomp-ni quet da renta deoc’h ?

2 P. Un dânvad mad a cheleo mouez e Bastor, dont a ra davetàn querquent ha ma er galf, en em blijout a ra en e guichen, hac en heulia a ra e peb lec’h.

Consider, va ene, dre ar mercou-ze ha te a so un danvad mad ha fidel da Jesus-Christ. En em blijout a res-de en e gompaignunez ? Ha joa a c’heus-de o songeal ennàn, oc’h en em antrenteni gantàn en oræson ?

Chelaou a res-de e vouez pa barlant ouzoud interieuramant, ha pa zeu d’as quervel dre ar Bredicatoret ha dre ar re o deus ar garg ac’hanoud ?

Heulia a res-de Jesus-Christ ? Heulia a res-de ar reglennou santel en deus roet did en e Aviel ?

Na heulias-de quet reglennou ha quisou fall ar bed ?

O va Salver, va oll sclerigen ha va oll souten, va oll esperans ha va oll gonsolation, ne doùn en assurans nemet etre ho tivrec’h. Mar pellaàn diouzoc’h, emaoùn en danger da veza devoret, evel un dânvad pelleet diouz e Bastor.

Pa hoc’h eus ar vadelez da veilla continuelamant voarnòn, grit dre ho cras ma ho considerin ha ma ho carin bepret evel ma Fastor carantezus ; grit na chelaouin nemet ho mouez ; grit din querzet gant joa en hent eus ho Courc’hemennou, douguen va c’hroas voar ho lerc’h, hac hoc’h heulia partout elec’h ma plijo gueneoc’h.