Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
An drede Sul varn-uguent

ur guir garantez evidoc’h, va Doue, ma n’em eus ive carante evit va nessa, en em broposàn, gant ar sicour eus ho craç, da veza carantezussoc’h en e andret ha d’e asista en e ezomou.



Evit an drede Sul varn-uguent goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


GOude un instruction gaër a reas Salver ar bed d’ar bobl, ur vreg pehini abaoue daouzec vloaz a voa clàn gant an divoada, a dostaas outàn a ziadrê hac a douchas ous bord e saë, o cridi parfet hac o lavaret enni e unan : mar touchàn hepquen ouz e saë, e vezin pare. Hor Salver a zistroas out-y, hac a lavaras dezi : va merc’h, ho per fizianç, ho feiz e deus ho rentet pare ; hac en heur-ze memes e voe yac’h ha dispos.