Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 69

Eus Wikimammenn
◄   Conclusion eus an Oræson, hac a dleer da ober e fin pep Oræson Meditation. Pelec’h e oàn-me cant vloaz so ? Da biou oùn-me dleour eus va buez hac eus a guement mad am eus Meditation. Ha beza e vezin-me bepret er bed-mâ ? Pe sort fin am bezo-me ?   ►


MEDITATIONOU
Pere a illit da ober e pep amser eus ar bloaz, ha pere ne ouffac’h quet ober re alies.
Pelec’h e oàn-me cant vloaz so ? Da biou oùn-me dleour eus va buez hac eus a guement mad eus ?


NE doùn quet bet atau er bed ; bremâ cant vloaz so ne oàn quet ennàn. Ne deus nemet uguent vloaz, tregont vloaz, muy pe neubetoc’h, ma edòn voar an douar ?

Pelec’h e oàn-me abars an amser-ze ! Beza e oàn en neant ; ne oàn netra, n’em boa netra, ne voàn capabl a netra. Mar doùn bremâ, un dra bennac, mar em eus madou, mar em eus galloud, nerz, speret, squiant ; quemense oll a so deut a netra, quemense tout a so fontet voar an neant. Doue eo en deus va c’hrouet, ha digantàn eo am eus recevet quement avantaich am eus hep em be o meritet.

2 P. Pebes sujet n’am eus-me quet d’en em humilia ? Ha mar em dispriser, a betra e allàn-me en em glem ? Avoalc’h eo evit discar vanite un den superb hac orgueilius, pa eller lavaret dezàn ez eo deut n’a netra, penaus ne deus quet pell ne oa netra, ha n’en devoa netra. Lavaret a dleàn quement all din va-anan, pa en em santin tentet a vanite : piou oud-ê, petra oud-ê ! Deut oud a netra. Ha songet mad am eus-me biscoas e quemense ?

En em gonsideri a rin eta bepret evel ur paour pehini n’en deus netra nemet dre alusen ; hac e livirin gant ur santimant a humilite : petra a so ennon-me a guement n’am eus quet recevet ; ha mar em eus e recevet, perac en em c’hlorifiàn-me ?

3 P. Mæs pebes anaoudeguez-vad na dleàn me quet da gaout ; pebes graçou na dleàn-me quet renta da Zoue ? Pebes carante ne dleàn-me quet caout evit-àn ? N’oùn-me quet obliget da garet an hini en deus roet din quement mad eus, hac en c’honserv din da bep moment ? Ne dleàn-me quet e drugarecât bemdez hac alies bemdez ? Ne dleàn-me quet songeal ne doùn netra hep-dàn, hac en em soumeti dezàn e pep tra. Va Autrou souveren eo, digant pehini e teu din quement avantaich am eus em c’horf hac em ene. Ne dleàn quet eta en em servichout anezo nemet hervez e intantion hac hervez e urz, pe autramant ez oùn un ingrat, un disleal hac ur revoltet. Meritout a ràn e tenfe diguenê an oll madoù en deus roet din ; hac ar vuez memes, pa abusàn anezo, hac o implijàn a enep e volontez.

Allas ! bevet am eus evel ul libertin, bevet am eus em roll, evel pa n’em bige dleet netra da Zoue. Ne doùn quet en em lequeet en poan da ouzout ar pez a zesire-èn diguenê, quen nebeut a ra ne vige quet bet Mæstr varnon.

Ah ! va ene, consider petra oud bet, evit en em humilia, hac ar pez ma oud bremàn dre vadelez an Autrou-Doue, evit e garet hac e servicha evel da Grouer, da Dad ha da Autrou souveren, da behini e tlees peb tra, hac a behini e depandes en pep tra.